leurennadur ar marv

antuallAr marv ne dalvez nemet dre an niver, al leurennañ hag an daranverezh.

Ar gevredigezh ma vevomp a lazh tud bemdez evit lakaat he stuzegezh da dalvezout, da ren, da badout. Marv gwerc’hek pe varv kevredigezhel, denel.
Seurt lazhadeg n’eo morse dezrannet evit ar pezh ez eo, eleze gweredoù un argerzh, hogen e stumm un heuliad dargouezhioù, hep liamm kenetrezo, e rann ar c’helachoù.
Pep darvoud zo kinniget evel ur gwallzarvoud, un dargouezh strizh, lec’hel, keit ma ne dalvez ket d’ an abadenn veur. Ar c’helanoù na dalvezont ket da skorañ ar penndudennoù a chom en amleur. N’eo ket bet arvestekaet distruj pobladoù Suafrika pe Palestinia da skouer.

Pa grog un darvoud da vezañ brudet eo peogwir e c’hoarvez en ul lec’h gant perzhioù milourel, politikel pe armerzhel, spletus d’ar stuzegezh kornogat. Kregiñ a ra neuze an arvest kañvaouus, koroll an Ankoù. Er mare-mañ e Norzafrika hag er Reter Nesañ e lakaer pouez war ar reustloù, al lazhadegoù, ha kinniget eo an apokalips nevez war don un dezerc’hañ gourdramaek ha kentelius.
An dud o deus ur pouez war ar c’hedveno, eleze ar re a zalc’h an araezioù kehentiñ yoc’hek, kazetennerion, politikerion, kellidourion, a ren war an arvest.
N’ anavezomp nemet o labour war ar c’hedveno kornogat. Ne ouzomp ket kalz eus o labour war dedroadur an darvoudoù er broioù tizhet pe war levezon o leurennañ war gresk ar feulster.

Da belec’h e kas distruj kevredigezhioù arallstuz ? War verrdermen e tegas frankizekadur barregezhioù kellidel galloudus. Danvezioù krai a vo degaset war an nevid. Distruj hag adsevel a genderc’h helv. An abadenn sirk a fura ar yoc’hoù kornogat ivez, pep hinienn oc’h emhevelebiñ en un doare trivliadel kenañ ouzh hini pe hini eus tudennoù an arvest gronnet e bevennoù ul leurenn.

Gant arvezioù denel kemplezh e c’hoarier avat. Klask merañ ar bev eo, fardañ ur ouenn dud hep youl, hep preder, loened.
Stuzegezh dalc’herion ur bed unventekaet, dre glask kaout pep galloud war bobladoù o doa c’hoazh un tamm stuzegezh piaouel digor war ar seveniñ, a genderc’h dic’hoanag, feulster, hag o enteuzadur en ur yoc’h distuz ha sentus.
An arvar zo kenderc’hañ ur bagad loened gouez diveradus, ha, distruj an denelezh.

Diorreadur ar c’halvezouriezhoù hag an armerzh a oa barrek da zigeriñ spered an dud, da astenn dezho binvioù denelaat. Al leurennerion veur ne emellont er c’hoari nemet dre zegas binvioù feulster ha distruj, dre freuzañ ar stuzegezhioù, ar c’hevredigezhioù. Skorañ a reont metaouioù ar broioù all a glask mestroniañ o fobladoù. Ledañ feulster o stuzegezh kornogat a reont, ha lakaat en arvar an denelezh. Pa zifloup diouto ar c’hoskor o doa skoret, ne ouzont nemet kas pelloc’h an distruj dre c’henel ur ouenn servijourion nevez ha tizhout ul live all er feulster hag en dizenelaat.

An doare arvestek meurdezus ma leurennont ar marv, en o labour, en o c’helaouiñ, e dezerc’hañ o fleustradegoù arzel, a ziskouez a-walc’h pegement e vourront gant o micher.
Staliet int evit kantvedoù c’hoazh, betek m’ o devo distrujet pep stuzegezh, pep arvar a zenelezh.

Petra a vije ar bed hiziv m’o dije ledet binvioù denelaat e-lec’h ledañ kealiadurezhioù yoc’hekaat hag armoù gwaskañ ha distrujañ ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.