12 pig

Daouzek pig er wezenn a valir uhel en oabl a-us da lomber ar sal kibellañ, ar wezenn chastreüs-se bet plantet re dost ouzh an ti gant an amezeg.
Degouezhet int unan hag unan. Ne ragachont ket. Lammedikat a reont a skourrig da skourrig. Firbouchal a reont e-barzh o flu.
Difiñv e choman, va fenn troet ouzh an neñv.
Kaer int, yaouank moarvat, bihan ha bliv.

D’ o na lakaat da nijal kuit e choman sioul. Un taol kempenn war va fri, emwiskañ.
Un taol lagad. Emaint amañ bepred.
Un taol krib…
Unan war-lerc’h eben ez eont, war bouez an hini gofekañ a chom pell, pell.
Troiad an trepetoù pemdeziek a ran dre an ti.

Digenvez e chom ar wezenn noazh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.