va zamm loar bihan

suUn tamm douar bihan zo din. Dister eo ha ne ouzon ket pelec’h emañ resis.
Marilhet eo, paperioù ganin a brou va ferc’hentiezh.

Diaes din mont betek al logell-se, re bell diouzh va lec’h annez.
Ne c’hellan ket lakaat eno patatez da greskiñ, na hadañ bleunioù, na netra all.
Anv ebet da sevel un ti, du-hont eo seizet ar sevel tiez gant ar raktres kêriekaat, ha marv e vin a-raok ma vefe an aotre da lakaat un tamm savadur bennak war an tamm pastell-se.
Furoc’h e vefe din gwerzhañ, e-lec’h kenderc’hel da baeañ telloù, dister, evit ur mad ken didalvoud.

Ne ran ket avat. Dre zievezh, dre ziegi, dre zizeur ? Tamm ebet !
Bezañ perc’henn war an tamm loar didalvoud-se zo kompezus evidon, sederaus, klet.
Va lakaat a ra perc’henn, eus gouenn ar berc’henned, un den marilhet e vad, enskrivet e anv war al levr bras ha didalvoud ma vez kavet anv an holl berc’henned o miliadoù devezhioù arat.
Va sevel a ra d’ un den eürus ha parfet.

ur paotr evel un all

paotrNe glask evel ar re all nemet bezañ paotr. N ‘eo ket ur paotr ordinal hogen unan a ren war ar bagad, kas hag argas, diuz ha lorb.
Lavar da soñj ha graet e vo diouzh he giz. Ma ne rez ket, ne vi nemet kilstourmer lous ha pout, neuze e rez diouzh he flijadur.
Dispered, distuz, dizoujañs out. N’ out nemet tad he bugale, paotr ti, mat d’ ober he ziegezh. E troad ar gwele e kouskez, engortoz d’ ar c’hwitelladenn a ‘z kalvo d’ al labour.
Pa deurvez, e ‘z tiskouez d’ he mignonezed.
Heñvel ouzh bourc’hiz ludresadennel an naontekvet kantved he buhezañ zo en he micher ha te zo er gêr, hag hi a zibab petra zo mat ennout, petra zo fall evidout.
Kablus out, nemet e vefes fin a-walc’h d’ he c’hompren.
Tec’hout pe vervel ?

an aourgi 3, lennegezh ha lennegezh

loen 3Daoust d’un ezvezañs a zaveoù, ne vefe ket souezhus en defe Roald Dahl anavezet ar sorbienn An aourgi hag ar c’hrokodil, pe ur maladur all anezhi, p’en deus skrivet The Enormous Crocodile.

Etre ar sorbienn hag an istor ez eus elfennoù boutin : droukrañs ar c’hrokodil, an trap ma kemer stumm ur gokozenn hag ar c’hrokodil kuzhet dindan ar bern fiez zo nes, ar c’hrokodil krazet en heol hag ar c’hrokodil mogedet e ti an aourgi zo klozadurioù tost ivez.

Kemmoù a bouez ez eus.
En istor, ar c’hrokodil zo ar benndudenn, drouk eo dre natur, debriñ a ra bugale.
Ar vugale a gemer lec’h tudenn an aourgi a chom preizhoù gouzañvat penndudenn an istor, un aridennad loened zo evezhiek en o lec’h.
An doare ma ‘z eo krazet ar c’hrokodil, bannet en heol gant an olifant, zo arvestek.
Er sorbienn e klask ar c’hrokodil tapout an aourgi d’ emvagañ. N’eo ket dre zrougiezh.
An aourgi zo oberiant, atebek, a emziwall e unan diouzh dañjerioù devoudet gantañ. Disfiz, finesa ha furnez a zeu dezhañ da heul sevel kudennoù hag o diskoulmañ.
Div wech e touell ar c’hrokodil en ur ober goap outañ. Div wech e vo rediet ar c’hrokodil, aet da ouez gant goapaerezh an aourgi hag ar c’hoant debriñ, da antellañ an aourgi.
An aourgi a losk ar c’hrokodil e unan, en un doare eeun.

En istor eo diatebek ha diintrudu ar vugale. Bugale skouer empentet gant oadourion int. Un istor evit bugale eo, a glask plijout d’ ar gerent ha d’an oadourion a ra war o zro.
Loened madelezhus eo a evezh war donkad ar vugale.
Ar c’hrokodil zo an droug, ul loen debrer bugale. N ‘eo ket ul loen gwirion hogen un derc’hennad maget gant kas an dud ouzh al loen-se. Droch a-walc’h eo al loen, da ziskuliañ d’al loened all e bal.
Liesaet eo niver an trapoù hag al loened o diskuilh evit an arvest, evit ar blijadur nemetken. Dister eo pouez al loened en armerzh an istor. Ne reont nemet pouezekaat drougiezh ha sotoni ar c’hrokodil.
Er sorbienn n’eus nemet div dudenn. Hini ebet n’eo gouzañvat pe dreistezhomm. Daelerezhel eo ar c’hoari etrezo. Emdreiñ a reont gant an darvoudoù. An aourgi gwan a vo kaset da lazhañ ar c’hrokodil pa ne c’hell ket mui ober a hent all da heul dedroadur an darvoudoù. Ar c’hrokodil zo rediet da guitaat e dachenn hemolc’hiñ boas hogen e vir e zoare hemolc’hiñ. An aourgi bihan ha gwan a gempouez e vreskted dre vezañ speredek.

Ar sorbienn zo enni un sell taolet war ar werc’helezh. Al loened n’int ket frouezh ur faltazi diharz. Deskrivet int en o endro, en o doareoù bevañ.
Prederioù denel kemplezh zo livet brav ivez, eztaol ar c’hoant d’ur bed didrabas ma vefe kemeret e blijadur ha trec’het war an dañjerioù a wask war ar vuhez pemdeziek. Tudenn an aourgi a oar mat livañ gevier d’ en em dennañ eus saviadoù diaes, evit kaout ar pezh a fell dezhañ ha trec’hiñ war e donkad preizh.
Anat, ma n’eo ket emouez, e vo d’ ar vugale heñvelded o saviad dindan ren digemmesk an oadourion gant hini an aourgi dindan gwask ar c’hrokodil. Goût a ouzont ez eo mat livañ gevier evit emdennañ diouzh ur saviad diaes ha tañva ouzh ar bed. Goût a ouzont e c’haller ober sotonioù pa ne heulier nemet e blijadur.
Armerzh ar sorbienn zo resis hep darvoudoù diezhomm da zedroadur an drama. Pa ‘z eus darvoudoù adlavaret e talvezont da greskiñ an tennder etre an div dudenn betek ar c’hlozadur.

Bugale an istor ne emdroont ket. Al loened, gant o c’has ouzh ar c’hrokodil, a labour en o lec’h a-raok m’o defe bet emskiant eus an dañjer, heñvel ouzh kerent ‘zo, a vir ouzh ar vugale da brederiañ ha da vezañ evezhiek, en o derc’hel en ur stad a ziatebegezh. Ne c’hell ket seurt bugale ken gouzañvat muntrañ ur c’hrokodil da ziskoulmañ ar gudenn. Digembezus eo gant bugale ken aelel…
An droug zo penn-da-benn er c’hrokodil, a zebr bugale evit e blijadur. Diwirheñvel a-walc’h a-berzh ur c’hrokodil deboner a zebrfe kentoc’h un aourgi.
Ur farsadenn eo, ma kouvier ar vugale, hag o c’herent, da c’hoarzhin diwar goust ar c’hrokodil, tev, drouk ha droch.
Bugale an istor, gouzañvat ha diatebek, n’int nemet ganniaded. Al lennerion ivez zo ganniaded, arvesterion, bevezerion un istor estlammus ha disol. Skrivet eo evit kemer plijadur, gant gerioù ha tudennoù puilh da lakaat an arvester da estlammiñ, ur c’henderc’had eus ar gevredigezh beveziñ.
Distrujet eo bet danvez ar sorbienn, bevezet eo bet. Un destuziañ eo ha n’eo ket ur seveniñ. Anienel eo d’ar stuzegezh veveziñ.
Beveziñ n’eo ket hepken bezañ ur benveg da lakaat ar moneiz da dreiñ, hogen ivez kemer perzh en destuziadur, en askenderc’hañ ur gealiadurezh unventekaus a vir ouzh ar yoc’hoù a vezañ perzhiat en ur sevenadur piaouel evit bezañ elfennoù gouzañvat ur stuzegezh hollveliek.

Roald Dahl en deus skrivet kalz ha n’eo ket displijus e skridoù, un diduamant eo, padal eo pell e lennegezh eus un iziunañ d’ur bed kenedus.

an aourgi bihan 2

loen 2N’en deus ket an aourgi kredet distreiñ betek genou ar stêr ken.
Kavout ur fiezeg zo bet evitañ ur chañs. Bemdez e c’helle ober kofad fiez saourus ha sasun.

Aet skuizh gant gortoz distro an aourgi ar c’hrokodil a ziviz ober un droiad enklask dre ar vro. Dizoleiñ a ra an aourgi en e fiezeg.
Antronoz ez a abred da verniañ ar fiez kouezhet dindan ar gwez. Emguzhat a ra dindan ar bern da c’hortoz e breizh.
O welout ar bern fiez, en deus an aourgi disfiz. Neuze e komz outañ e unan.
– Un dichañs eo din. N’eus fiezenn azv ebet ken. Gant an disterañ avelig e krenn ar fiez azv. Siwazh ne welan nemet fiez sonn, put ha dizebradus.
– Nag ur beg figus hennezh. Me zo o vont da lakaat ar fiez da grenañ, dezhañ da gemm mennoz.
Difretañ a ra ar c’hrokodil kement ma kouezh ar fiez a bep tu ken ma weler e gein skantennek.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus da ziskouez din e pelec’h emaoc’h skoachet, kenavo.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !

Spiañ ha spiañ an aourgi a-hed devezhioù a ra ar c’hrokodil. Anavezet mat boazioù al loen e tiviz e drapañ en e di.
Aet an aourgi d’ober e droiad pemdeziek, war-bouez un taol eus e lost e tigor ar c’hrokodil an nor. Emstaliañ a ra e-barzh an ti da lonkañ an aourgi dres pa dremeno an treuzoù.

O tostaat d’ar gêr e wel an aourgi bihan ur roud war an douar, e-giz riskladenn kef ur wezenn. An nor zo a-dreuz…
– Tiig bihan, perak ne lavarez netra din. Boas e c’houlennez penaos eo bet an devezh ?
Ar c’hrokodil a gemer mouezh un tiig bihan…
– Salud dit aourgi bihan tener, me zo da diig bihan a c’houlenn diganit hag eo bet plijus an devezh.
– Na raouliet da vouezh, anoued zo ganit. Keuneud ez an da zastum d’ober tan.

An aourgi a vergn keuneud ouzh mogerioù an ti. Tanañ a ra ar bern. Pulluc’het eo ar c’heuneud hag an ti, ha mogedet an Aotrou krokodil meur ha meurdezus evel ur c’hozh harink sol.

Diwar neuze en deus bet tro an aourgi bihan tener da vont pa gare betek genou ar stêr, lec’h ma vez dindan ar gwez o delioù bihan ha bras ur disheol klouar ha klet, da zebriñ kranked bihan ha meskl.

An istor-se zo diwar maladur ur sorbienn indian embannet e-barzh levr Miss Sara CONE BRYANT e derou an ugentvet kantved.
Stories to Tell Children London, 1918, troidigezh c’hallek gant Élisée Escande, Comment raconter des histoires à nos enfants, deuxième série, Nathan 1926

Tostaat a rin ar sorbienn-se ouzh «The Enormous Crocodile» gant Roald Dahl, 1978, da lakaat kichen ha kichen daou eztaol disheñvel, div stuzegezh disheñvel, div lennegezh disheñvel.

an aourgi bihan 1

loen 1Mont betek genou ar stêr, lec’h ma kas ar mor e zour sal. Amañ e kresk ar gwez o delioù bihan ha bras a ra un disheol klouar ha klet.
Eno e teu an aourgi war glask kranked bihan ha meskl.
Bihan na bihan, lipous na lipous, ken lipous ma spluj e bav e-barzh an dour da gaout e voued sasun.
Tapet eo gant javedoù ar c’hrokodil meur skoachet er fank.

Na skrijit ket, pa vezer bihan ez eur rediet da vezañ fin evit dreistbevañ e bed ar re vras. E giz-se e c’hounezer ar gwir da vont lipous ha disoursi dre ar bed.

– A Aotrou krokodil meur ha meurdezus, roue kozh genou ar stêr. Tapet hoc’h eus un tamm gwrizienn a zroukkemerit evit pav un aourgi bihan tener. Iskisat tra.
– Biskoazh kement all ! Koshaat a ran, eme ar c’hrokodil.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus a vezañ distardet ho tent da ‘m lezel da vont, trugarez ha kenavo.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !

Bezañ lipous a ra diaes derc’hel devezhioù hep mont d’ar stêr da granketa… Ne bad ket an aourgi bihan tener ouzhpenn ar sizhun.

Distro war ribl ar stêr e skeud an delioù bihan ha bras emañ an aourgi en amzivin. Pelec’h emañ skoachet ar c’hrokodil ? Neuze e komz outañ e unan, kreñv, da vezañ klevet.
– Ne ‘m eus ket chañs hiziv. Krank ebet. Pa vezont amañ e c’hoariont da bignat an eil war gein egile. Pa velan kein ur c’hrankig e gorre an dour n’ eus nemet a deurel ur pav ha tak, tapet ar c’hranked. Nag ur friko. Hiziv avat n’ eus hini ebet.
– Na soutil an aourgi bihan-se. Emaon o vont da ziskouez dezhañ kein ur c’hrankig.
Hejañ a ra ar c’hrokodil beg e fri war-c’horre an dour.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus a ziskouez din e pelec’h emaoc’h skoachet, trugarez ha kenavo.
Ul lamm pounner a ra ar c’hrokodil meur war ribl ar stêr, hogen pell emañ an aourgi bihan tener.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !

A-benn ur pemzektez, daoust d’an dañjer, e tistro an aourgi bihan tener davit genou ar stêr.
– Chañs ebet c’hoazh, emezañ kreñv a-walc’h, n’eus meskl ebet. Pa vezont aze e varvailhont kement ha kement ma teu klogorennoù bihan da darzhañ war-c’horre an dour. Neuze e luskan va fav e-barzh an dour ha tak, meskl e-leizh a dapan. Nag ur friko neuze. Hiziv n’ eus klogorenn ebet. Siwazh.
– Ma ! Klogorennoù… Me oar diouzh ar c’hlogorennoù.
C’hwezhañ a ra ar c’hrokodil dre e fronelloù. Na ledan e fronelloù avat, nag ur vourbouilh an diaoul war-c’horre an dour.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus da ziskouez din e pelec’h emaoc’h skoachet, trugarez ha kenavo.
Lammat a ra ar c’hrokodil war ribl ar stêr, un nebeut kammedoù a ra war-lerc’h an aourgi bihan a zo tec’het prim ha prim.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !

Hag e vo ret d’ an aourgi tremen hep kranked ha meskl hiviziken ? Gwelet e vo.

an trizekvet krampouezhenn

13Amañ emaoc’h e Su Breizh. N’eo ket ar memes krampouezh a vez graet.
Ne reomp nemet gant kenderc’hadoù lec’hel. Setu perak n’eo ket tre an hevelep blaz a zo gant hon c’hrampouezh.
Ar bleud da gentañ penn, ar bleud zo bleud Hyper U. A belec’h e teu an ed du ? Eus Frañs, skrivet eo war ar pakad. Ne zeu ket eus Reter Europa. Malet gant ur maen-milin e maen gwirion eo. Netra gwall orinel. Ar bleud-se a brenomp peogwir eo marc’had mat, ha du. N’eo ket evel ar bleud re sklaer divlaz a gaver e pakadoù all a zo malet re ha mesket ennañ ed du a bep seurt broioù. N’eo ket bevvaek ? Nann, n’eo ket, met gwelloc’h eo.
Ar vi, ar banneig laezh hag an tammig amann ivez zo bevvaek. Hyper U ivez. An tostañ eo, gourleur ar vro. Re vras, met ni zo boas bremañ.
Dre ma vezomp e Su Breizh e lartaomp ar billig gant eoul olivez.
Setu un arbenn ouzhpenn d’ar blaz. Ur banneig heol a ro d’ar c’hrampouezh.
Ar vamm-gozh a rae gant ur billig vrasoc’h a lakae war un trebez en oaled.
Aesoc’h eo gant an aezhenn leskiñ ha gant ur billig vihanoc’h.
Ar vamm-gozh a oa eus reter bro Naoned, war an harzoù ‘ta. Gant un tamm tonenn e rae evit druzañ ar billig.
Gant va mamm ‘m eus desket ober krampouezh avat. Kalz krampouezh a rae p’ edomp o chom e Sarcelles nondidie. Desket he doa kalzig a draoù digant ur vaouez eus Kalanel a oa he gwaz o labourat dindan an hent-houarn. Hi a lavare bepred : – An tamm amann Josefa, arabat disoñjal an tamm amann e-barzh an toaz, un tammig bihan tout zoken, hogen arabat disoñjal !

Setu… Setu penaos o deus krampouezh Su Breizh ur blaz arbennik ispisial diles na gavot e nep lec’h er bed.
Gant a-vec’h tri c’hant gramm e ran daouzek krampouezhenn. Neuze eo ret lakaat nebeutoc’h eget tri c’hant gramm pe vuioc’h.
Mar c’hoarvezfe ganin ober trizek krampouezhenn e paouezfe ar yer a zozviñ hag an ed du a greskiñ, er bed a-bezh, hag an hini a zebrfe an trizekvet krampouezhenn, hennezh a zeufe da vezañ gak.

matezh ar bed

rozUr vatezh. Ur savadur cheuc’h eus ar 16vet ranngêr e Paris, na cheuc’h.
Emgav hor boa kemeret en he ranndi, ur gambrig dindan an doenn. Ret e oa treuziñ ar gwele evit mont, pignet war ur skaoñ, da zigeriñ al lomber skoachet el lein a ginnige ur oablenn c’hlas bihanoc’h eget ur vouchouer. Un dar bihan a oa ouzh ar voger, un tamm armel voger. Ar privezioù a oa en trepas. Boutin e oa d’ an holl vatezhed deuet a bep korn eus ar bed da servijout tiegezhioù ar savadur cheuc’h. Chom a raent en hevelep kambrouigoù o skeiñ war an hevelep trepas.
He fatromed a bellgomze dezhi p’o doa ezhomm d’ ober war-dro o bugale.
Aet e oamp da zebriñ gant ur vignonez dezhi a heulie an hevelep stummadur pa zebre boas diwar restachoù pred ar vugale a evezhie.

Ne oa nemet un nebeut bloavezhioù ‘zo.
Hi a oa laouen gant an aozioù. Tro a roe dezhi da gaout ul lojeiz e Paris, un nebeut boued pemdeziek, ha da ren he studioù. Yaouank e oa, kaer, disoursi.

An amzer a dro. Ken kaer, yaouank ha disoursi eo bepred. Dimezet eo bet gant un diplomat, amzer d’ober tro ar bed, da gaout daou vugel kaer a zo bras bremañ.
Miret he deus an neuz hag an doare buhezañ ledan ha seder a ra anezhi un den kaer, a vroud gwarizi ar re o kiañ da virout pizh un danvez teusk o deus bet da hêrezh pe diwar o c’hwez.
Hi, n’ he deus netra dezhi.
Ur rouanez eo, ur rouanez a ren war gened ar bed.
Ra bado he rouantelezh.

kenavo Brusel

skeud

N’eo ket beveziñ, entuañ, estlammañ, moumounañ, entanañ, kemer plijadur, kenduañ, mont e karantez, brudañ, rannvroelañ, broadeliñ, mezviañ a glaskan.

Nemet bezañ un den a glaskan, pezh a glask emichañs en Islam tud argaset gant ar gevredigezh c’hall, kavout un orin, ur pal, mojennek sur a-walc’h, hogen gwelloc’h evito eget ar goullo astennet gant ur gevredigezh a vourr gant mezhekaat an dud preizhet ganti, forzh pe orin a vefe dezho. Ha ne glaskfe ket tud en difreterezh breizhgarour parraat ouzh an hevelep saviad kevredigezhel ?
Hag un hent eo avat ?

Gouelioù Sant-Nazer an hañv-mañ a ginnige ur ganerez divlaz ha distuz hogen breizhhelvus, yoc’hek, o tastum ledan. Ur gumun all eus al ledenez a gorvo kalzig nevidusted an trivli breizhek, ha diouzh un tu all ez argas tud o deus ur stuzegezh en arlez d’ar stuzegezh c’hall purju.

Hag eo emouez an dud a ya da heul seurt trivli breizhek e heuliont bloc’heiladoù astommet diwar un asstuzegezh c’hall ? Dister ha lu eo o difreterezh ha soliet en ur gevredigezh a nac’h nep stuzegezh arall na vefe ket spazhet, diwerc’het, a zo nac’het ganti araezioù o denelezh d’ al lod brasañ eus an dud a zo en he amgant.
Pezh a zo anvet culture bretonne en asstuzegezh grataet d’ar boblañs n’eo nemet ul louzoù-kousket mat da lakaat an dud da c’houzañv ur vuhez loened, skoridi, sujidi.

Emseveniñ dre ar brezhoneg zo bet bastus da ‘m bout den, ur chañs evidon. Hag e c’hell bezañ c’hoazh ?
Penaos diskoachañ an denion morgousket e bagad ar Vrezhoned a galon kendrec’het ha laouen, ha kenseveniñ ganto un denelezh pinvidik ha rez ?

gweladennour

prenestrer 2Chat noir, arts et plaisirs de la Belle Époque, musée d’Ixelles

Dudius eo ar prantadoù ma troc’h an arzourion gant an arz. Diveuziñ a reont ha pellaat diouzh un arz arzourion.
E degouezh ar Chat Noir e dibenn an naontekvet kantved ha derou an ugentvet kantved ez eont da glask er stuzegezh pobl, kanaouennoù, dañsoù, kafedioù, sirk, merc’hodennoù, skeudarvestoù.
Treiñ a reont o selloù davit goar ar bobl ha davit aozioù e labour.
Eskoriñ a ra doareoù buhezekoc’h eget reoù al livourion saloñs.
Ne ‘m boa ket graet al liamm etre Aristide Bruant, Toulouse Lautrec, Alfred Jarry, Loie Fuller, an Nabied, an Argeladourion… Koulskoude eo anat en arver ar furmoù, al lusk, al livioù, tost ouzh ar berrdresañ gant ur armerzh strizh ha skogus arveret war galz tachennoù eus an eztaol, koroll, dañs, lennegezh, c’hoariva, skeudennaouiñ, tresañ, livañ…

Roudoù al labour-se a adkaver c’hoazh hiziv, paneve gant arzourion o deus dibabet ar bandennoù treset. En o albomoù e tasson trolinennoù yoc’hoù didroc’het ar skeudarvestoù, plijadur an danevellañ, ur c’henwerc’hañ, ur goulaouiñ hag un erbar skogus maget gant un danvez poblek.

Ne bad ket ar birvilh krouus ha digor avat. Aes eo adkouezhañ e roudoù un arz ensavadekaet. N’eo ket un emsav, n’eo nemet ul luskad tud nesaet dre ur blegenn eus o buhez pe dre ur blegenn eus emdroadur ar gevredigezh. Ul vicher diaes eo bezañ brokus.
Chom a ra o oberennoù, roudoù o oberennoù, hag ar blijadur da berzhiañ en denelezh a zo boutin kenetrezomp hag a hetomp e vo marteze, un deiz, tra an holl.

war zigarez Le Corbusier

savadurLe Corbusier and photography, diskouezadeg er CIVA, 55 rue de l’Hermitage, Ixelles.

En ur skeudenn eus ar bloavezhioù tregont ma weler ur savadur gant Le Corbusier e lennan tonkad an adeiladouriezh adal ar mare-se.
Diouzh un tu palezioù neptu ha klet dalc’herion ar galloud ha diouzh un tu all foukennoù a-zerc’h an trobarzhioù ma vez gronnet al labourerion paouraet argaset eus ar c’hêrioù bras a zo miret d’an uhelidi, d’o servijourion nesañ, ha d’un niver a goskor bihan diziouerus d’o c’hletadurezh.

Dieubet eo bet an tisaverezh diouzh rediezhoù an dafar henvoazel, diouzh e briz uhel, diouzh e furmoù ha diouzh ar sammad labour ret d’e oberiañ.
Korvoet eo bet seurt frankizadur evit preizhañ muioc’h c’hoazh gwiskadoù izelañ ar boblañs avat, kenderc’hañ savadurioù a vil vern er-maez eus ar c’hêrioù istorek, e Frañs d’an nebeutañ. Sevel e-sell buzadoù hep derc’hel kont eus gweredoù an amzer hag eus buhez an dud.
Savadur Le Corbusier e Reze a ‘m lakae da huñvreal pa oan bihan zo deuet da vezañ tost ur berniad foukennoù…
Ne zalc’he ket kont eus an endro, eus an dud, eus ar geoded, eus buhez ar geoded. Ne oa nemet oberenn un adeiladour. Dianaout a rae barregezhioù atebeion an dinaz, perzhioù an annezidi, o lec’h er geoded… Moarvat e kase e selloù pelloc’h, hogen re a dunioù a gase an oberenn da vezañ e dalc’h lazioù prevez, pezh a false al labour. N’eo ket a-walc’h d’un arzour bezañ arzour. Ret dezhañ bevañ e-touez an denion.

Kaer ha pinvidik eo diskouezadeg Ixelles. Tresañ a ra an aozour evel un den figus, darvennus, war ar skeudenn a vez roet anezhañ, kaer evel un dudenn ha n’eo ket evel un den.
Seurt kaerded zo er-maez bed an denion. Den ur stuzegezh c’hlan, un usstuzegezh, e teu an adeiladour da vezañ ha n’eo ket oberour hollveziadel.
E zastumad kartennoù post zo kartennoù post o tiskouez muioc’h ar savadurioù eget an dud.

Ur skouer ludresadennel eus an adeiladouriezh krouus zo gant karterioù pobl Naoned a zo bet annezet gant ar renkadoù etre izelañ ur wech argaset an annezidi poblek istorek davit an trobarzhioù hag ar maezioù.
Re vihan e oa an tiez evit kletadurezh an annezidi nevez. Galvet o deus d’o skoazell adeiladourion vihan o deus ouzhpennet ur solieradur d’ an tiez, pep hini o vont diouzh e ijin. N’o deus gwelet nag ar c’harter, nag ar straed, nag an istor. Pep hini en deus graet diouzh e arz, ha diouzh arc’hant e arval, a oa bevennet o daou. An disoc’h zo heugus.
Kempouesoc’h, kompesoc’h e oa ar straed gwechall daoust ma oa savet gant micherourion ha mañsonerion. An dud a save tiez diouzh ar pezh a oa tro dro, gant dafar heñvel, da vevañ gant an annezidi all ha n’eo ket evel ma vefent bet o-unan, pe evit en em ziskouez evel hinienn. Adeiladourion o c’harter edont, ent diemouez.

Le Corbusier a oa un den stuziet, ha ma venne bezañ brudet, ne vire ket outañ a welout pelloc’h eget beg e fri. Chom en ur par dangorel avat a vire outañ a zonaat an amveziadoù ma veze graet al lod eus e labour kaset en ur metou estren dezhañ.
Siwazh an adeiladouriezh a bouez war vuhez ur boblañs a-bezh. Ur savadur a c’hell bezañ ken bec’hus d’an dud en o femdez hag un delwenn arem, skeud ur galloud droch, dall, diharz.

Penaos e vuhez poblañs Brusel un adeiladouriezh liessfurm ken plijus d’un gweladenner deboner ?