an ti e penn ar peul

latarWar lezenn ar c’hoadeier, e-kreiz ar pradeier, e vez gwelet an ti.
Pintet eo war e beul a valir uhel en oabl glas.
Piv a vev eno ? Pegeit e pado en e di a ‘r c’houmoul, sachet ar skeul ?
Penaos e reer gant un ti e-kreiz an oabl, peseurt buhezañ ?
Hag eo skañv ar vuhez pell diouzh safar ar bed ?
Fraeshaet eo d’ar spered ?
Fraezh ha sklaer eo ar mennozioù en aer boull, a-us da vorenn ar beurevezhioù fresk ?
Hag ur blijadur espar eo bevañ e unan e splannder an heol ?

An den e beniti zo gedour, hag evezhier e boblad.
E selloù a bar war an dremmwel da gannañ d’ e bobl keleier ar vro en tu all d’ar selloù.
Diouganer ur bobl gaer hag eürus eo, kannad ur bed a gened d’ ar beajour.
Prezegenniñ a ra adal e leurenn. Kelenn a ra kened e boblad.
A dakennoù e skuilh gerioù e handerc’hadoù milvloaziek war an tremeniad.
E goroll zo jubennour an holl yezhoù dreist da strizhded ar meizadoù unton.

Kalz a lavaro an dud kaer o zeod diwar an ti e penn ar peul.
Prezegennoù, damkaniezhoù, dezrannoù
N’eo nemet ti un den e geoded.

Albertine

anaonTener eo ar gouloù en iliz vihan alaouret.
Kollet gant trevelloù on degouezhet gant dale.
An oferenn zo par d’an holl oferennoù kañv ‘m eus perzhiet enno. Renkennadoù pennoù moal ha blev gwenn zo dirazon.
Evel ma lavare un denig kozh war ar straed, da respont d’ur mignon o tremen, mat e oa.
Deuet e oan da gimiadiñ diouzh ur vaouezig kozh prim ha fraezh.
Ne ouien ket kalz diwar he fenn. He gwelet ‘m boa un hanter dousennad a wechoù.
Savet he doa levr ar sorbiennourion hag ar sorbiennañ e Breizh. Kroget he doa el labour gant fichennoù hag echuet gant un urzhiataer. Bennozh d’al levr-se en doa un den all eus Kreiz Breizh va fedet d’ ur gouel ar sorbiennoù. Un drugar a zevezhioù e oa bet, kejadennoù lies ha dudius.
An darvoud a oa dioutañ e-unan ur binvidigezh na vije ket bet anezhi hep labour an itron gozh o kimiadiñ bremañ diouzh ar bed-mañ.
Ur chañs e oa bet, hag ur chañs ivez ar beilhadegoù bloaziek a zleomp dezhi.
Diskouez a rae e c’haller kas labourioù talvoudus war-raok hep gortoz labour ar re all, hep gortoz un drugarez.
Ne ‘m eus ket ar varregezh-se. Diaes eo din kenlabourat gant ar frammoù a zo livet e trell-lagad gant trivliadoù an dud.
Mil drugarez dezhi, d’ he labour.
Ni a chom, lod eus an hent.

Conteurs de Bretagne, Institut culturel de Bretagne 2002. Albertine eo a ginnig al levr evel ar benveg brokus ez eo, hep menegiñ ar sammad labour graet ganti evel just.
Roll ar sorbiennourion zo bepred war load Skol-uhel ar Vro.

moger

koumoul 1o saflikañ e fank ar glac’har, beuzet er yoc’h.
treiñ eeun ouzh ar voger,
uhel, divent, disi.
klask ar garan, ar faout, ar frailh,
emsilañ,
berad ha berad gounit tachenn.
ne vern ket an trevell, ne vern ket dont a benn.
reoù all a gemer penn an hent
douget gant an diougan,
kreñv gant o dianav,
a nac’h ar beziadoù,
a nac’h bezañ chatal
tud dianav, dianv,
da sinañ an aner gant o c’horfoù.
frailhañ a ra ar voger,
tarzhañ, kouezhañ en e foull,
skleur an heol a splann war-lerc’h teñvalijenn,
enaouet eo tan er spered morgousket,
meurdez ar gwez a darzh,
flouradenn un avel sin a ziskenn, mel d’ ar c’horfoù mac’hagnet.
splann eo ar vuhez.

ganniaded

mediaMediapart zo ul load keleier war internet. Kelaouiñ enklask a reont, mont da glask traoù estlammus (pouezus ?) dilezet, sañset, gant ar mediaoù boutin.
Evit lenn o skridoù war al load eo ret talañ, neuze ne lennan nemet an titloù bras. Koumanantet on bet d’ ul load all, Arrêt sur image (Drafad), ha dipitet. E-keñver furm ha dodennoù ne oa ket pell diouzh ar wask henvoazel. Lod brasañ an dud a emelle er foromoù a oa ganto stuzegezh an holl lennerion deboner, azeulerion ur skipailh ken brav, ken oberiant, ken soutil.

Ar mediaoù-se zo warno an hevelep rediezhoù hag ar mediaoù henvoazel : gwerzhañ, dastum arc’hant a-walc’h evit padout, ha marteze ober buzadoù. Da heul e kouezhont en hevelep furmoù kelaouiñ. N ‘eo ket kelaouiñ, diskuliañ, dezrannañ o ober pennañ, hogen gwerzhañ keleier. Da zont a-benn e rankont leurennañ o labour da zedennañ arvalion-arvesterion.

Setu titloù war Mediapart :
Syrie : le parlement français sera-t-il le seul à ne pas voter ? (Siria : hag e vo an dael c’hall an hini nemeti da na vouezhiañ ? Bettencourt : les juges se paient les journalistes et le majordome (Bettencourt : ar vreutaerion en em brof ar gazetennerion hag ar mestr-a-di (meur a ster a c’hell bezañ da «se paient»)). An daou dalbenn zo amjestr a-walc’h ha skogus da higennañ an arval.
Hag emeur war hent ar c’helaouiñ avat ? Furm moederezh ar varc’hadourion keleier henvoazel o deus, ha kempoell eo gant klask gwerzh d’ o labour.

Trouz o deus graet en dro d’ an afer Bettencourt da skouer.
Lennet ‘m eus gant ur gazetennerez eus Le monde he doa nac’het plediñ gant ar stlenn kaset dezhi gant ar breutaer perzhiat er prosez en doa da heul e gaset da Mediapart. Tud Mediapart o deus goapaet ar gazetennerez p ‘he doa c’hwitet ober un taol gant an taol.
Ar gazetennerez a zisplege he doa nac’het ar c’hinnig peogwir e oa skuizh gant ar vreutaerion a arvere ar wask evit adluskañ ur prosez sac’het.
Klevet ‘m eus nevez ‘zo e tremenfe dirak al lezvarn ar mestr-a-di en doa stenwezet pezh a lavare an dud e ti e implijerez, hag ivez ar gazetennerion o doa brudet dielloù a selle ouzh buhez prevez an dud. N’ eus ket anv, ur souezh, da varn ar breutaer en doa roet d’ar wask ar stenwezadurioù evit kas war-raok e labour.

Pegoulz e ray ar gazetennerion un enklask a-zivout an dud a lezenn a arver ar gazetennerion da zisac’hañ o frosezioù, ha war al levezon a zo bet gant seurt doareoù war emdroadur ar wask ?
An aferioù-se n’ int ket bet lusket war intrudu kazetennerion, hogen gant ar vreutaerion war glask adluskañ o frosezioù.
Ar gazetennerion a leurenn o c’helaouiñ enklask war batrom an handerc’hadoù amerikan. Padal ne glaskont ket kelaouiñ war arc’hwelioù arvarus ar gevredigezh hogen gwerzhañ tudenn an enklasker kalonek.
Un enklask o c’hasfe da ziskuliañ disterded an taolioù ha da deurel gouloù war un degouezh boutin hag arzaeladus : an dud o deus ar galloud ne sentont ket ouzh al lezennoù, hag unan ken boutin all : ar vreutaerion a arver ar gazetennerion.
Padal ne oar ar gelaouennerion nemet embann un heuliad istorioù kantet d’ un hinienn a zuont, mont a-du gant kadouriezh ar vreutaerion, hag emleurennañ e kelaouennerion enklask…

Politikerion, kazetennerion a genderc’h an un arvest. C’hoari a reont, dezerc’hañ tudennoù kazetenner pe bolitikour. N’int ket dremmourion hogen ganniaded, dezerc’hourion dister o micher en un arvest marc’had mat giz skinwel beziadoù.

E-keit-se e labour an dud wirion, tud a vicher, stuziet, pell diouzh ar rakleur ma tifret seurt ganniaded da leuniañ goullo ar bed dister ma vevomp ni, kaeliet.

Load Mediapart ha load Arrêt sur image

darvoudenn

pichonFall e oa an traoù. Diaes e oa bet an devezh labour. Skoemp e oa bet ar gudenn da ziskoulmañ. Ar patrom a felle dezhañ e vefe bet kaset da benn labourioù all a oa mallus.
Un droug spontus a oa kroget e’m c’hilpenn. Ne zeuen ket a-benn da skarzhañ ar boan a rae din.

Er gêr e oa a bep seurt traoù ouzh va gortoz.
Ur berniad dilhad lous a oa da walc’hiñ, feriñ, renkañ… Ret e vefe prientiñ ar pred ha peuzgoullo e oa ar yenerez.
A bep seurt fakturennoù ‘m boa e skourr war gorn an daol. Sammad va dleoù a oa dreist d’an arc’hant a zlee chom ganin. Ne ‘m boa ket kemeret amzer da deurel ur sell ouzh diskontoù ar bank.

Divizout a rin ober un ehan war hent an distro, er c’hafedi.
Goulenn a rin ur Sant Benedictus du d’ar plac’h. Keroc’h e oa. Petra a verne ? Forzh penaos e vefe skrapet moulloù fonnus diganin gant ar bank evit an disterañ gwenneg dispignet ouzhpenn.
Ret e oa din tremen d’an Telloù ivez, da c’houlenn talañ e teir gwech c’hoazh. C’hoazh e vefe ret din klevout digant paotr an Telloù an hevelep prezegenn a-zivout meradur fall va c’horvoderioù. Al leue ! Hag e kredfen goulenn digantañ pezh a rastelle, eñ, gant e vicher ?

Sevel a ris va fri diwar va gwerennad.
Skramm ur skinwel a oa ouzh ar voger. N’ouzon ket pe feilheton an diaoul e oa. Anv a oa eus un tiegezh pinvidik ha cheuc’h, luziet ha bourrus ar vuhez gant e izili. Ar merc’hed a oa koant, ar re gozh a oa kaer ha fentus. Ar baotred a oa stad gant o micher, gant o bugale, gant o atebegezhioù tiegezhel.
Echu va bier e oa steuziet va holl gudennoù. Burzhud ar burzhudoù, va droug penn a oa steuziet ivez.

Ar sadorn da heul on bet da brenañ ur skinweler.
Da gentañ ne sellen ouzh ar benveg nemet pa oan skuizh gant trepetoù va buhez paour gopret treut, pe pa oan gant an droug penn pe un droug bennak all.
Un drugar e oa gouzout e ‘m boa kavet ul louzoù efedus. Da bewech e steuzie an diaezamant. Disoñjal a raen hollad an elfennoùigoù mezhekaus-se a zo lod pemdeziek an hini n’en deus ket arc’hant a-walc’h da vevañ e damm buhez.
Steuziañ a rae an aridennad darvoudoù bras ha bihan o doa va c’haset dibleg en arlez d’ ar bed sevenaet. Ne ‘m boa mui na dic’hoanag na kasoni. Risklañ a raen en ur bed digudenn. Ar gouloù lieslivet o firbouchal war ar skramm a samme pep poan, pep skuizhnez. An dudennoù, luc’htasmantoù, a samme warno holl drepetoù va buhezig, mat pe fall.

Kroget ‘m eus da enaouiñ ar skramm a-raok ma savfe ar c’hudennoù.
Steuziet e oa pep enkadenn. Va fatrom, al leue c’hwezet, a c’helle huchal kement ha ma kare. Kompezet ‘m boa diaesterioù va micher dre zedalvezout da bep tra ur chem keitat. Perak emskuizhañ da chom en holl d’ an holl gant ur vuhez louet, pell diouzh ar vuhez wirion, ha pa vez heñvel ar gopr evit ul labour peuzvat hag evit ul labour peurvat ?

Bemdez ‘m eus sellet ouzh ar benveg. Distro eus an torr kein e lakaen ar voest marzhus da vont en dro.
N’on ket bet da welout paotr an telloù da vezañ mezhekaet ur wech ouzhpenn. Ne ‘m eus ket talet feurm ar ranndi, re ger e oa, ur vezh.
Gant ar arc’hant arboellet ‘m eus gopret ur vaouez da gempenn an ti.

Keit ma vin dirak skramm ar skinwel ne c’hoarvezo mui netra ganin, na mat na fall.

leurennadur ar marv

antuallAr marv ne dalvez nemet dre an niver, al leurennañ hag an daranverezh.

Ar gevredigezh ma vevomp a lazh tud bemdez evit lakaat he stuzegezh da dalvezout, da ren, da badout. Marv gwerc’hek pe varv kevredigezhel, denel.
Seurt lazhadeg n’eo morse dezrannet evit ar pezh ez eo, eleze gweredoù un argerzh, hogen e stumm un heuliad dargouezhioù, hep liamm kenetrezo, e rann ar c’helachoù.
Pep darvoud zo kinniget evel ur gwallzarvoud, un dargouezh strizh, lec’hel, keit ma ne dalvez ket d’ an abadenn veur. Ar c’helanoù na dalvezont ket da skorañ ar penndudennoù a chom en amleur. N’eo ket bet arvestekaet distruj pobladoù Suafrika pe Palestinia da skouer.

Pa grog un darvoud da vezañ brudet eo peogwir e c’hoarvez en ul lec’h gant perzhioù milourel, politikel pe armerzhel, spletus d’ar stuzegezh kornogat. Kregiñ a ra neuze an arvest kañvaouus, koroll an Ankoù. Er mare-mañ e Norzafrika hag er Reter Nesañ e lakaer pouez war ar reustloù, al lazhadegoù, ha kinniget eo an apokalips nevez war don un dezerc’hañ gourdramaek ha kentelius.
An dud o deus ur pouez war ar c’hedveno, eleze ar re a zalc’h an araezioù kehentiñ yoc’hek, kazetennerion, politikerion, kellidourion, a ren war an arvest.
N’ anavezomp nemet o labour war ar c’hedveno kornogat. Ne ouzomp ket kalz eus o labour war dedroadur an darvoudoù er broioù tizhet pe war levezon o leurennañ war gresk ar feulster.

Da belec’h e kas distruj kevredigezhioù arallstuz ? War verrdermen e tegas frankizekadur barregezhioù kellidel galloudus. Danvezioù krai a vo degaset war an nevid. Distruj hag adsevel a genderc’h helv. An abadenn sirk a fura ar yoc’hoù kornogat ivez, pep hinienn oc’h emhevelebiñ en un doare trivliadel kenañ ouzh hini pe hini eus tudennoù an arvest gronnet e bevennoù ul leurenn.

Gant arvezioù denel kemplezh e c’hoarier avat. Klask merañ ar bev eo, fardañ ur ouenn dud hep youl, hep preder, loened.
Stuzegezh dalc’herion ur bed unventekaet, dre glask kaout pep galloud war bobladoù o doa c’hoazh un tamm stuzegezh piaouel digor war ar seveniñ, a genderc’h dic’hoanag, feulster, hag o enteuzadur en ur yoc’h distuz ha sentus.
An arvar zo kenderc’hañ ur bagad loened gouez diveradus, ha, distruj an denelezh.

Diorreadur ar c’halvezouriezhoù hag an armerzh a oa barrek da zigeriñ spered an dud, da astenn dezho binvioù denelaat. Al leurennerion veur ne emellont er c’hoari nemet dre zegas binvioù feulster ha distruj, dre freuzañ ar stuzegezhioù, ar c’hevredigezhioù. Skorañ a reont metaouioù ar broioù all a glask mestroniañ o fobladoù. Ledañ feulster o stuzegezh kornogat a reont, ha lakaat en arvar an denelezh. Pa zifloup diouto ar c’hoskor o doa skoret, ne ouzont nemet kas pelloc’h an distruj dre c’henel ur ouenn servijourion nevez ha tizhout ul live all er feulster hag en dizenelaat.

An doare arvestek meurdezus ma leurennont ar marv, en o labour, en o c’helaouiñ, e dezerc’hañ o fleustradegoù arzel, a ziskouez a-walc’h pegement e vourront gant o micher.
Staliet int evit kantvedoù c’hoazh, betek m’ o devo distrujet pep stuzegezh, pep arvar a zenelezh.

Petra a vije ar bed hiziv m’o dije ledet binvioù denelaat e-lec’h ledañ kealiadurezhioù yoc’hekaat hag armoù gwaskañ ha distrujañ ?

antronoz

pleg mor 1Pignet war savadur uhelañ ar geoded, arvestiñ en ur sellad ouzh hollad ar milendall meurdezus. Bravat arvest, kempleshat abuzetez ma kav pep hini e hent bemdez, daoulagad digor, daoulagad serr.
Buhezioù tener, bresk, a viliadoù, liesegezh a c’hoanag.

Eus an uhel ez arvester ouzh hollad an hiniennoù dalc’het pep en e lec’h, bac’het pep en e roll, daoust d’ ar fonnusted, daoust d’ar strivoù, daoust d’ar feulster, daoust d’ar vrokusted, daoust d’ar mesk.
Eus foukennoù an trobarzhioù betek palez ar c’hreiz-kêr e vev pep hinienn seizet e greun ur marmor meurdezus ha pounner, dister, diijin.

Aze, en uhel, ken aes eo mont eus ur penn d’ ar gêr veur d’ he fenn all. War e bouezig, sioul, blizidik, arvestiñ ouzh pep soñj brokus. A-walc’h mennout.
Broudet gant an debron gouzout, hastañ, redek, tremen an harzoù, lammat ar voger, emstrinkañ er goullo, nijal.
Nijadenn verr, estlammus, ha, netra. A-vec’h ur flammijenn dinerzh en he c’horoll diwezhañ.
Un engroez tro-dro, dremmoù, en ur skleur tener, a venn ober, un dra bennak.
Ac’hanoc’h ‘m eus bet ezhomm c’hoazh, hiziv avat… Ne ‘m eus ket ken. Lezit me !
Me ? Meee, aner, dister, blejadenn an oan war glask e vamm, traken.

Sioul-sioul ez a ar gouloù da hesk.
Gant dent pe ziaoul marnaoniet eo bet troc’het an neudenn a gase ar gouloù eus al lagad d’ ar galon ?
Ne vo boulc’het enklask ebet. N’ eo ket ejen meur an Aotrou Roue a zo troc’h e neudenn.
Bez dichal komper Tigr, er sorbienn-mañ ne vi ket touellet c’hoazh gant komper ar C’honikl.

Sed ur c’hlozadur hep c’hoarzh na kri.

Du.

chatal

tiKondaoniñ, gourc’hemenn, gourdrouz… Setu pezh a ra koskor politikel ar broioù kornogat, dre hanterouriezh ar mediaoù, pa deurvez mont gant koskor politikel ha pobladoù peurrest ar bed.
Ar gazetennerion a-vicher zo ken prim ivez da ziskuliañ sioù ar Stadoù all, evel hini India da skouer, hep tostaat ar sioù-se ouzh reoù ar Stad C’hall. Frañs hag India zo leviet diouzh an hevelep stuzegezh beveziñ avat. Ur c’helaouiñ strujus e vefe tostaat ar pezh a c’hoarvez en div vro e-lec’h leurennañ un arvest gaonac’h, un abadenn voederezh.

E levr Mandela eo meneget penaos eo ar Stad wenn, kornogat a-fet stuzegezh, a gemere an holl zivizoù evit ar vorianed e Suafrika. Mirout a rae outo da genderc’hañ o istor, o stuzegezh. He stuzegezh, he vloc’heiladoù a c’hourlakae d’ar vorianed da erlec’hiañ o stuzegezhioù morian. Herzel a rae ouzh an eskemmoù etre stuzegezhioù afrikat dre rannañ tiriad Suafrika ha gronnañ ar vorianed e strolloù dizarempred war zigarez un henvoaz mojennek, pezh a lame diganto ment ar seveniñ.
Ar pastelloù-se a dalveze da bourveziñ e labourerion an armerzh kornogat. Pourchas a raent ivez an danvez implijidi a oa stummet da sterniañ al labourerion-se. Kas al labourerion a gouezhe war an hanterourion : morianed a-enep morianed.

Ar sternioù bihan o deus amparet ur vihanvourc’hizelezh troc’het diouzh he stuzegezh vorian ha tapet ganti ur gwiskad stuzegezh kornogat.
Ar vihanvourc’hizelezh-se eo a ersav ouzh dismegañsoù, dispriz, ar re wenn. Ersaviñ a ra ouzh ar bloc’heiladoù, hogen diouzh savboent un nevezstuzegezh kornogat neuz an hollveziadelezh ganti. Da c’hlad, da arvezioù an tremened, eo aet an istor afrikat, a fell d’ ar sternioù bihan lakaat da enorus dre berzh o stuzegezh vihanvourc’hiz kornogat, o stuzegezh werc’hek nemeti.
Emaint er-maez un hil hollveziadel krouus. Kouezhañ a reont en arc’hadurioù anistorek. Emaint o fleustriñ o c’hevanekadur ouzh ar bed kornogat.
En o c’hichen e kendalc’h morianed ar maezioù hag ar mengleuzioù da c’houzañv o c’horvoerezh, o destuziadur.
Diarveradus eo an istor hag ar stuzegezh afrikat gant ar binvioù kenderc’het gant ur stuzegezh arall. Mont a ra da varc’hadourezhioù personelaet, eksotek… Worldmusic, dilhadoù hag all…
Destuziañ n’eo ket seveniñ.
Heñvel poch eo ar saviad gant ar re a vrud dilerc’hioù ur stuzegezh vreizhek.

Dindan ar bloc’heiladoù kornogat ne c’hell ar vorianed nemet krakvevañ . Eus tud stuziet ha rez int aet d’ ur yoc’h goueziaded distuz, dibolitikaet, digeodedet, arlezidi gouzañvat.
Lakaet int par da loened stlej, mat d’ober al labourioù mezhekaus evit ar re wenn : mitizhien, micherourion mengleuzioù, pennoù bihan, fliked, blenierion vusoù… Aet int da chas prest d’an emgann evit an aluzen asantet dezho. An emframm kevredigezhel kornogat astennet war o bro a zistruj o denelezh en o argas e trobarzh an istor.

N’eo ket dibar da Suafrika. En Europa ivez eo dismegañset ha distaolet al lod eus ar boblañs a ra al labourioù mezhekaus, gronnet e karterioù arbennikaet, isgopret, o krakvevañ pell eus tachennoù dalc’herion ar reizhstuzegezh.
Lennit ar skrivagnerion c’hallek, ha brezhonek emichañs, a zeskriv tud ar maezioù pe ar mengleuzioù, pe labourerion an trobarzhioù evel loened, tud gouez, lous, mezvierion distuz war bouez hiniennoù anezho a zo ret kalonekaat en o striv d’ emstuziañ, da zestuziañ evit gwir.
Kroget eo bet al labour destuziañ ha sujañ e kornogeuropa a-raok bezañ bet ledet d’ar bed a-bezh. Destuziañ ar poblañsoù da ren war ur bagad chatal e c’hizioù fentus, setu ur pal a zoare.
Ha se eo a fell d’ar re a gred bezañ begennoù an denelezh ?

ur bed all

afrikaEnsavadurioù politikel, frammoù armerzhel, stuzegezh ha yezh an trevadenner, n’ eus netra kemmet e Suafrika.
Levr Mandela, Long walk to freedom (kerzhout hir amzer davit ar frankiz), zo danvez deurus ennañ.
Doareoù gwerinel politikerezh ar stuzegezh meuriadel zo dedennus. Bodet e vez an dud, selaouet o alioù ha stummet an divizoù da c’houde. Netra da welout gant ar gwerinelezhioù bourc’hiz ma vez stummet an divizoù gant arbennigourion a labour evit atebeion bolitikel, an holl e servij lazioù prevez embregerezhioù bedel ha divro.
Dezastum a ra Mandela diwar saviad e vro ma ne vo diskoulm ebet hep ar re wenn. Ne stourm ket an ANC (Kendalc’h Broadel Afrikat) a-enep ar re wenn hogen ganto, da ginnig ur Stad vuhezus, reishoc’h. Padal eo anat eo kreizet an ober war ar stourm a-enep an apartheid a zo ur stumm pennañ eus an hanbarzh.
Ren ur stourm a-enep zo koll pep chañs da sevel ar stuzegezh reishoc’h hetet evit mad ar vorianed a ampare engroez al labourerion baour ha mezhekaet.
Ar vihanvourc’hizelezh vorian a ziwele e oa andon an droug er bed a c’hane an hanbarzh ha mezhekadur ar vorianed, en e stuzegezh. Klask a raent kaout, ha buan, ar gletadurezh dleet d’o renk tizhet e-barzh, ha dre, stuzegezh o zrevadennerion.
Kavout a reer bepred e seurt stourmoù an hevelep dislavar, an hevelep berrwelded.
Hiziv an deiz eo echu an apartheid hogen e pad direizhderioù kevredigezhel Suafrika. Ar strolloù a stourme enep an apartheid zo holl er gouarnamant koulskoude.

N’o deus ket ar stourmerion savet ul leviadurezh, ur stuzegezh afrikat diles a oa spirus da c’hanedigezh ur bed reishoc’h ma vije bet kevatal perzhiadur ar Re Wenn hag ar Re Zu.
Diaes eo da vihanvourc’hizelezhioù ar bed embreger hent ar rezid. Re sammet int gant ur stuzegezh trec’h int karget da erounit evit ar vistri emdennet war o goumoulenn en neñvoù. Falset eo o dezevout gant gwerc’helezh o saviad.
Mandela n’en deus ket kollet e amzer, bet en deus ar pezh a hete, pezh a hete bihanvourc’hizelezh e vro. Bodet o deus ar boblañs morian en-dro dezho met n’o deus degaset d’ar boblañs-se benveg ebet da gaout krap war he zonkad.
Tavantegezh, feulster, mezh, diskar ar stuzegezh morian a gendalc’h dibedennus.
Arabat krediñ e vefe kalz gwelloc’h an traoù dindan ar Stad C’hall da skouer. Heñvel eo an doareoù er bed a-bezh.
Ar stuzegezhioù diskaret zo renket da stuzegezhioù henvoazel dre m’eo bet divarrek ar re o deus graet ganto d’o c’has war-raok, beuzet ma oant en o c’hoant ober berzh er bed evel m’emañ en ur soñjal e c’hellfent kemm an traoù da c’houde.
Hent bac’h an emsav micherour eo bet ivez, hag hent-bac’h an holl emsavioù ganet abaoe an 18vet kantved.

Un emsav ne c’hell ket tremen dre un dispac’h (politikel) pe dre ur reverzhi (armerzhel). Un emsav ne c’hell nemet bezañ don ha pukañ ouzh ar pep gwiridikañ eus ar gevredigezh. Amzer a c’houlenn ha kalz labour, evel nep oberenn denel ha pa vefe ar gwiniouriezh da skouer.

Kemm ar bed gant ar brezhoneg a ro ur plas d’ar brezhoneg er bed. Klask ur plas d’ar brezhoneg er bed evel m’emañ n’ eo talvoudus nemet d’un toullad brezhonegerion.

Nelson Mandela, Long walk to freedom, Little, Brown an Company, Boston, 1994, troidigezh c’hallek Jean Guiloineau, Un long chemin vers la liberté, Fayard 1995.

Trois émeutes par jour en Afrique du Sud, Sabine Cessou, Le monde Diplomatique, mars 2013