an hini bihan kamm

boulomMarvailh al lestr a ya kenkoulz war ar mor ha war an douar ‘m eus bet tro da lavarout pell ‘zo. E adkavet ‘m eus en ul levr a ‘m eus lennet nevez ‘zo. Degaset on bet da zibab ar maladur eus ar sorbienn-se a anavezen evit un abadenn war zodenn an diforc’h.

Berr ha berr e kinnig ur roue dimeziñ e verc’h gant an hini a savo ul lestr a yelo kenkoulz war zouar ha war vor. Tri mab un intañvez paour a glask ober al labour. An daou vab henañ a nac’h an diviz gant ur gozhiadez hag a c’hwit war al labour. An hini bihan kamm a asant hag a zeu a-benn. Ne fell ket d’ar roue ur mabeg kamm diwar ar maez. Klask a ra e skarzhañ. An hini bihan kamm a zrec’h gant skoazell kompagnuned bet sammet gantañ war an hent d’ar palez.

N’ouzon morse petra a ‘m dedenn en ur sorbienn na petra zo he danvez zoken. Dont a ra a feur ma lavaran ar marvailh, a-feur ma kejan gant ar selaouerion.
Er maladur kavet e-barzh levr Cadic e ‘m boa merzhet diforc’h an hini bihan kamm a zo ar benndudenn. Ne ‘m boa ket merzhet e oa diforc’h ivez pep hini eus e gompagnuned. O gwelet ‘m boa evel tudennoù hud.
Bremañ e soñj din eo heverk kompagnuned an hini bihan kamm dre o diforc’hioù ha n’eo ket dre o ferzhioù. O barregezhioù n’int ket perzhioù hud.
Lod eus o barregezhioù a c’hell bezañ sellet evel yael, an hini akuit e selloù pe an hini a c’hwezh avel greñv dre e fri. Lod zo kentoc’h ur skoilh, an hini a red buan, al lonker bras hag an debrer bras.
An tudennoù-se a vev en arlez, argaset mui pe vui gant ar boblañs. An haroz o c’hav en ul lec’h digenvez, prad, gwaremm. Ar miliner a vev pell diouzh ar gêriadenn dre e vicher.

Sellet ‘m boa ivez ouzh an tudennoù diouzh ar c’hudennoù o devoe da ziskoulmañ pelloc’h. Forc’hellek e oa seurt sellad a gaver gant un nebeut arbennigourion war ar sorbiennoù.
Ar sorbienn zo un hent a ya war-raok. An darvoudoù a c’hoarvez an eil war lerc’h egile hep ma vefe tonket an traoù. Ar pred eo a gont. Emzalc’h an haroz, a zevoud hent ar sorbienn. Ma ne ra netra ne c’hoarvez netra, ne dizh ket kemm e donkad. Mont a ra gant e hent hep gouzout resis kement a vo devoudet gant e ober.

Kejadenn an haroz gant an dudenn hud zo kroazhent ar marvailh. An eskemm gant an dudenn hud zo diouzh stuziadur an haroz, pe e tevoudo skoazell, pe e tevoudo skoilhoù hogen ne anavez an haroz netra en tu all da werc’helezh ar pred.

C’hoant un dazont gwelloc’h eget hini ur paour kaezh bihan kamm zo gant an haroz. Ezel a ‘n denelezh, ne c’hell ket asantiñ bezañ lezet a-gostez.
Embann ar roue ne veneg na ganedigezh, na neuz, na pinvidigezh. A-walc’h eo sevel ul lestr da briediñ e verc’h.
Ezel ur gevredigezh eo an hini bihan kamm, ne glask ket bezañ a-us d’ ar re all, n’ eo ket diwar goust e genseurted e fell dezhañ dont a-benn. N’ eo ket evel hinienn digenvez ez a. Asantiñ a ra d’ an diviz gant an hini gozh, e genseurt, un den, ha lavarout a ra dezhi pezh emañ o vont d’ ober pa c’houlenn outañ. E vara a ro dezhi pa n’ he deus ket debret abaoe tri devezh.
An doare ma ra ganti, tudenn hud, a zevoud e donkad.
Ar baotred varrek kejet da heul n’int nemet tudennoù ordinal daoust d’ o barregezhioù. Kejañ ganto ne dreuzfurm ket buhez ar paotr kamm, ne vint nemet en orin un taol-skoazell a-berzh mignoned.

Elfennoù hud ar marvailhoù zo enno pezh na c’haller ket mestroniañ. Denelezh an den, e vrokusted, e zigor war un dremmwel int. M’ emañ distuz, digenvez an dudenn, ne werc’hont ket.
Merañ, mestroniañ zo e-par loenelezh mab den, ne genderc’h ket pelloc’h eget an hinienn-loen, ar pred, ar werc’helezh. Daou vreur an hini bihan kamm zo ersavioù loenel ganto, padout evel hinienn, kaout, merañ o buhez.

Ne youl ket ar paotr bihan kamm eurediñ merc’h ar roue da ren war ar rouantelezh. Bezañ un den klok a fell dezhañ, paouez gant e saviad arlezat, gant gwalleurioù ur bed en argas, bezañ en hevelep bed ha peurrest an denelezh.
Ne oar ket hag e teuy a-benn hogen ez asant na vezañ mestr war dargouezhioù an hent. Kinnig ar roue zo an digarez da gregiñ gant un hent.

Daou vreur an hini bihan kamm ne vint morse ouzhpenn kouerion vat. N’ eo ket dre m’ emaint drouk hogen dre vezañ distuz, digenvez. Ne rannont ket o bara. Ne ziskuilhont ket pal o labour. Hiniennel eo o zonkad.
O breur bihan a samm war vourzh paotred kollet o deus perzhioù n’en deus ket eñ ha n’en devo morse pa n’ emañ ket e kevezerezh gant tud e gevredigezh. E donkad zo hini ar stroll. Hollveziadelezh ar stuzegezh bobl zo pleustrek.
An hini bihan kamm ne oar ket pezh a c’hoarvezo gantañ n’emañ ket o verañ e vuhez, o remzadiñ. Asantiñ a ra bezañ denel ha bezañ lod ur bed kalz ledanoc’h egetañ.

Les œuvres de François Cadic, Contes et légendes de Bretagne, tome second, Terre de Brume Éditions, Presses Universitaires de Rennes, 1998, la victoire du boiteux

Contes, Emmanuel Cosquin, Éditions Philippe Picquier, 2003

disadorn

disadornDiaes ober e soñj war un abadenn.
Gwelet ‘m eus un abadenn disadorn da noz. Deurus e oa ar furm. Enoeet on bet start koulskoude daoust da berzhioù kalvezel an daou labourer.

Ar c’hanaouennoù zo evidon un arz pobl. Eeun eo. Pep kanaouenn a lavar un dra e stumm un istor, un dezrevellañ. Ar gerioù arveret o deus talvoudegezh ar gerioù ez int, an darvoudoù zo darvoudoù pemdeziek kinniget evel darvoudoù pemdeziek. An arz eo, a ro ar pezh a zo en tu all d’ar gerioù, o donder, o danvez, liesegezh o ster, liesegezh o darempredoù gant ar gerioù all hag an darvoudoù dezrevellet. An dargouezhioù-se, frouezh buhezañ ar c’haner, pe ar c’hanaouenner, a ro da verzhout iziunadoù, gallusterioù, an dazont hetet gant an hini a c’houzañv kenkoulz hag e vuhezañ a ‘r bed. Mennout a ra an hini a gan gwerc’helaat e zenelezh.
Un danvez eo a ra diouer d’ar furmoù a arver kenderc’hadoù un arz pobl evit o oberiañ gant kalvezoniezh ar renkadoù etre, hini an arzourion a-vicher, ar re a oar diouzh an arzoù pobl, hogen a dro kein outo.
Sentiñ a reont ouzh furmoù nevidus an abadennoù bev : ret eo gwerzhañ, ret eo tizhout ul live kletadur er bed a lazh an arz pobl, a zistruj un arz re vihan sellet evel glad, a zistruj kement arz a zo.
Labourat a reont da zedennañ, lorbañ, plijout, gourzhtreiñ an dud d’o lakaat a-du gant o marc’hadourezh. Ar world-music, pe ar furmoù arzoù pobl nevez a ya gant an hent-se.
Ret eo ober berzh, en em ziskouez, en em werzhañ. Hag e reont se a youl vat ? Penaos krediñ an dra-se p’ emaint dindan ur redi a vevañ pe vervel. Ar frankiz krouiñ a embannont da gaougantañ o dibab, o hent, n’ eo netra e-skoaz ar saviad, an nevid, ar c’hevezerezh a bouez warno.

An hevelep goullo, an hevelep mank ez eus gant an arvesterion a ampar o arvalion Ret eo dezho talañ d’ ur stuzegezh pobl distrujet, steuziet, goapaet gant ar stuzegezhioù trec’h, en ur neuiñ e gwiskadoù izelañ ar renkadoù etre. Kavout a reont e seurt arvestoù o gwrizioù evel ma lavaront, un asvan a istor, an istor n’o deus ket mui. Kalvezel rik eo an danvez kinniget dezho avat. Arvestiñ a reont ouzh tud a zezerc’h gizioù pobl. Ijinet eo ha n’eo ket buhezet, derc’hennañ ur stuzegezh pobl eo ha n’eo ket ur stuzegezh. N’eo ket diforc’h diouzh dastum pezhioù arrebeuri kozh pe diouzh kenderc’hañ er c’hiz kozh.
Un doare da na ensammañ an istor eo ken evit ar c’haner hag evit an arvester. Ezhomm o deus eus gwrizioù peogwir o saviad zo hini denion distrujet, en anistor, chatal d’ar renkadoù trec’h. Padal n’int ket prest d’ul labour istorekaat a lakfe en arvar o c’hletadurezh er bed.

Ar c’haner ‘m eus gwelet a gan ivez kanaouennoù henvoazel. Arver an henvoazel-se a ziskouez a-walc’h pegen pell e vezer eus ur stuzegezh bobl vev. Troc’hañ a ra ar wech-mañ gant ar c’huntellad henvoazel evit mont davit ur furm arnevez, arnodel, krouus barzhonius.

Brel en deus degaset furmoù pinvidik kenañ d’ar c’hanañ. Kanaouennoù eo avat, ha ne droc’hont ket gant an oberenn arz pobl ez eo ur ganaouenn. Pep hini eus e ganaouennoù zo un istor, enni saviadoù pemdeziek. Deskrivañ a reont saviadoù diaes gant gerioù pemdeziek. Kenstok ar saviadoù hag ar gerioù eo a zegas dremmwel ur bed denekoc’h, a ro buhez da bep ger. Pinvidikaet en deus ar c’hanañ. N’eo ket barzhoniezh treuzplaket war ganaouennoù.

Emzalc’h kaner disadorn a oa iskis ivez. Komz a rae kalz etre ar c’hanaouennoù, farsal a rae. E farsadennoù, e hanezennoù, a zistruje danvez an abadenn.
Gwelet ‘m eus ivez sorbiennourion a zistruj danvez o marvailhoù. Hag un diouer a fiziañs en danvez a zibunont eo, hag e c’hoapaont o danvez evit keneilañ gant o selaouerion, pe hag e tec’hont diouzh un danvez hag ur saviad n’o deus ket dezrannet, ebarzhet ?

kevnidenn

kevnidennMont dre ar bed ha priziañ pep liv, pep frond, pep son, pep danvez. Bamañ rak al lieselezh . Dont a-benn da eskemmañ e blijadur gant an disterañ krouadur, an disterañ amprevan, an disterañ kevnidenn a zo war an douar.
Perak kement a gasoni ouzh ul loenig ken kaer ha soutil e vicher ? Perak sentiñ ouzh an hini a c’houlenn diganeoc’h e lazhañ ? Perak ? Re ziforc’h eo ? Re niverus e furmoù ?
N’ eus nemet an hini ken kaer savet he gwiad el liorzh etre ur voger hag ar rozenn-gaouled a zo lezet e peoc’h. Pell emañ, er-maez.
Kreskiñ ha bravaat a ra bemdez. Pe vent e tizho ? Ur barez eo. En em fichañ a ra brav, en em livañ a ra da zedennañ al lagad bargedus. Ne welit ket he far, an hini bihan du. Ne vern. Kefleuniet dazont ar ouenn e varvo, lonket gant e barez.

Unan bihan du on ivez. Re zister da vezañ lakaet er gouloù. Re zister da reiñ e ali, pe da vezañ selaouet er burevioù a varilh ar gwir da vezañ ezel ar geoded. N’ eus ganin nag ar gwisk, nag al lavar. Re ziforc’h on, neuze re zister. Moal, kofek, gwenn evel unan en em stlej er riboulioù teñval eo ret din chom kuzh, mut, hag ober va labour, un aner dister, dispered, digomprenadus, didalvoud, nemet d’an Hini a Oar.
Mar c’hoarvez ganin tremen er gouloù e kouezho warnon seul ur botez bannet gant ul lakez. Va c’hig a flistro, a strinko, ne vo mui ac’hanon nemet ur poullad pegus hep liv na frond, mut, un danvez dister na vo ket teurvezet e zastum.
Brav e oa bet va buhez koulskoude. Kejadennoù estlammus gant tud speredek, pinvidik, brokus ur souezh, a ‘m boa kenlabouret a-bell pe a dost ganto.
Morse ne ‘m boa labouret evito, morse ne oan bet eus meuriad pe veuriad. Tec’het e oan a-raok ma trofe da fall an harozed, a-raok ned afent da spesadoù forc’hellek, da hemolc’herion amprevaned, da azeulerion o meuriad.
Na kaer ez int, int, gwisket ganto saeoù azeulerion an aotrou Doue.

Doue ! Arsa Doue, da grouadurioù eo koulskoude ! Espar int. O barregezhioù zo divent. Ra vi meulet arzour dibar.
Penaos displegañ ne oar ket da grouadurioù bevañ o lieselezh ? Perak ne vamont ket dirak barregezhioù ken liesseurt ? Perak emrepuont en ur c’hornig eus o bed da c’hoari gant traoùigoù dister a embannont o ferc’hentiezh warno ? Da draoù eo ! Perak int troet da hiniennoù pitilh gant an azeulerezh, gant amparañ ul lez, gant ledañ o zraig treutik d’ur gevredigezh a-bezh, n’eo ket ur c’healiad, nemet ur gealenn emzivad.
Ne glot ket gant pinvidigezh o barregezhioù ? Te eo an atebeg. Petra ‘c’h eus graet dezho ? Penaos e c’hellez kemer da c’hoariell an denelezh, da grouadenn espar ?
N’ out ket ur c’hrouer ? N’ out nemet micherour. Labourat a rez en ur riboul glep. N’ out nemet un den, un arbennigour war ar stlennegezh. Aon ‘c’h eus bet rak kaerded da labour, aon rak koll da c’hourc’hwel. Prennet ‘c’h eus ar meziantoù, o c’haeet, da chom sioul e teñvalijenn da riboul. Sanket ‘c’h eus e don da veziantoù ur viruzenn o distrujo pell pe belloc’h. Aze emañ ar gudenn.

Ne vern, prantadoù mat zo bet ma ‘z aen a-unan gant tud ken disheñvel. O fal a oa gant dremmwel an denelezh, al lec’h na vo morse tizhet hogen a zo bezant, ken bezant. Ne oant ket pizh war o labour. Bemdez e veze kaeroc’h ar bed, bemdez e tikuzhe gweledvaoù espar o speredegezh hag en em ampare ur stuzegezh diharz ha brokus.
N’eo ket e vefe echu, hogen e soñj pep hini hiviziken bezañ perc’henn war e berzhiadur, war ar bed. Pep hini a gred bezañ ar bed e giz soudard ul luoz faezhet. Pep hini a glask diouzh e du, broudet gant an droukrañs, o klask dastum en e lien fri gouloù an denelezh. Trist eo, hag aner . Ar gouloù-se ne c’hell parañ nemet war ar bed en e lieselezh.
Pegoulz e ‘m eus troet da gevnidenn c’hwerv ?

an toer

an toerUr mignon din zo war glask d’ar brezhoneg klevet en e yaouankiz.
Betek n’ eus ket pell ne oa nemet galleg etrezomp ha koulskoude e teu gantañ ur brezhoneg flour.
Komz a ra brezhoneg gant gerioù rannyezhel a denn d’ ar re glevet en e yaouankiz. Evel ma lavar e-unan, e ra strivoù da zistagañ mat ar yezh pa gomz gant ur brezhoneger na gomz ket e rannyezh.
Ne gavan ket displijus an dud a zeu ur rannyezh ganto. Plijus eo a-wechoù zoken, pa vestroniont o rannyezh. Padal, p’ emaomp e bro Naoned e vefen laouen da na vezañ rediet da gomz rannyezh parrez pe barrez eus kornog Breizh.

Evit farsal, evit e blijadur d’ hon lakaat d’ober gant ur gêr nevez adkavet gantañ e poueze an deiz-all d’ hon lakaat d’ober gant ar ger e-lec’h ar ger toenn. Un tog a lakaan d’an to peogwir e tistage va mignon ar ger-se evel ma vefe bet sinaeg.
Aet on war roudoù ar ger-se ha dizoloet ‘m eus e oa bet arveret e troiennoù evel balan-to, mein-to, plouz-to, a dennfe kentoc’h d’ ar pezh a c’holo an doenn eget d’ an doenn hec’h unan.

Pa gomz va mignon e galleg e lavar kekseksa, doare distagañ boutin er galleg pobl. Ne glask ket hon lakaat holl da gomz evel-se e galleg avat. N’eo na droch na drouk.
An holl ac’hanomp o deus ur galleg tiegezhel, ur galleg micherel, ur galleg korn-bro. N’eo ket evit kelo ez ay pep hini da lakaat ar boblañs a-bezh da gomz yezh e diegezh, e vicher, e gorn-bro.
Betek mont er skolaj ne anavezen ket ar galleg après-midi. Bepred ‘m boa lavaret tantôt. Lavarout a raen astantôt hag er skolaj ‘m eus kroget d’ober gant astaprem. An tantôt-se a oa ur souezh evit ar Barizianed a zeue d’an Naoned er bloavezhioù 60. Marteze eo aet da get bremañ nemet gant un nebeut tud kozh.

Pa zeu Kornogiz da vevañ e Bro Naoned e vefe mat dezho hon lezel da gomz brezhoneg ha mirout o rannyezh evit o farrez c’henidik. Ur yezh brezhonek ez eus ha rannyezhoù, parlantoù, a zo kaer, pinvidik, livus, hogen, a zo ent resis rannyezhoù.
Plijet omp e kavfe labour amañ hon c’henvroidi a ‘r c’hornog, evel ma c’hoarvez gant tud o tont eus ar bed holl. Padal n’ emaomp ket o vont da gomz gwenedeg, na sinaeg, nag arabeg, na japaneg, nag alamaneg, na saozneg war hon femdez, daoust d’an holl yezhoù-se bezañ kaer.

Ar chañs hon eus da gaout ar brezhoneg komzet e Breizh a-bezh, perak mont da ledañ rannyezhoù, pe nevez-rannyezhoù, a zo o buhez en o farrez, en o stroll mignoned pe genlabourerion ?
Chalus eo gwelout frammoù a emgemer a-zevri, geriadurioù, c’hoari d’ ar breizhad ha teurel a bep seurt war ar paper hep resisaat a belec’h e teu.
Disoñjet ‘m boa ar ger brezhoneg evit ar galleg poncif er ster kliched. Kavet ‘m eus poeñsadenn, netra war an orin, netra war an arver… Ne ‘m eus kavet roud ebet eus ar ger-se a zo marteze ur ger micher, lec’hel, pe nevez savet. Aet on da glask e lec’h all, adkemeret ar geriadur gallek h. a. hag adkavet ar ger bloc’heilad a vanke din. Evit bezañ diouzh ar c’hiz ez on evit oliadusted ar gerioù. A belec’h e teuont, penaos int bet savet, perak, pe arver ?

Pinvidigezh ar rannyezhoù zo aet da vagañ ar brezhoneg, hag eus ur brezhoneg bev e tiwano rannyezhoù all en holl liveoù ar brezhonegva. N’ eo ket ur c’hoari avat. Paouezomp da vont da heul ur gevredigezh a ra eus he foblañs ur bagad ganniaded dister da c’hoari ar Vrezhoned purju, pe ar vegennoù purju.

Bezomp denion, ha rez.

Ur banne d’an hini kentañ, pe d’an hini gentañ, en deus, pe he deus, lennet betek ar penn.

arall

arallKavet e oa bet e lochenn ar c’heuneud. Gourvezet e oa en deñvalijenn war ur bern keuneud derv serc’h ha frondus, iskis e oa, neuz un askell-groc’hen warnañ gant e vantell ledan ha du. E zremm a oa kar da eskell al loen, roufennet, seblant ur voulouz pegus warnañ, teñval.
Deuet e oa aze da glask repu rak ar glav, rak an dud a selle outañ a-gorn hag o bugale a choue warnañ.
Blinkañ a reas e zaoulagad gant gouloù ar bann-heol laosket gant an nor digor. En em zisplegañ, diroufennañ e gorf-mantell, a rae goustadik.
Un tamm da zebriñ a voe kinniget dezhañ. Emstaliet en doa ouzh korn taol ar gegin, an daol vras ha koaret, sammet ur penn anezhi gant paperioù, louzoù, c’hoarielloù bugale ha bruzhun bara.
Ar c’hazh a chomas ur pennadig en entremar oc’h arvestiñ outañ. Treiñ a reas kein da vont gant e drepetoù boas, kousket, debriñ, bale.
Echu e c’hortozenn e savas an den. Ar bugel bihan en sachas dre an dorn d’ e gas da arvestiñ ouzh ar yer. Yer iskis e oa, reoù gant plu betek traoñ o favioù, reoù all louet, neuz tasmantoù ganto hag ur gribell ruz lirzhin.
An den a heulie ar bugel. Selladoù un den digor war ar bed a daole war an arvest, selladoù unan a oar priziañ kement eilenn, kement arliv, kement fiñv.
An askell-groc’hen dreut ha louet a valee peg ouzh dornig al labous drant. Ar bugel laouen a gentelie d’ an tremeniad pinvidigezhioù bed pemdeziek an tiad, e ved, al loened, ar bleunioù, al legumaj.
Degouezhet dirak toull dor ar porzh e laoskas an den dornig ar bugel. Ur sell a daolas ouzh ar porzh, an ti, an hent, ur jestr bihan, rouez, dik, a reas davit ar savadurioù, an tiad, ar bugel, ha dispaket e vantell e steuzias en avel an noz o tont.

koublad

koubladKaer eo ar c’houblad.
Staliet eo ouzh un daolig war leurenn ar c’hafedi.
Divizout a reont dirak ur banne.

Ar plac’h zo distan, resis gant he jestroù, eeun. Dezerc’hañ ebet eus he ferzh, he dremm, he c’horf, he daouarn, zo eztaol unvan ha reizh un den boutin ha gwirion.
Ar paotr zo pimpatrom an den a blij d’ar merc’hed. N’eo ket yaouank. Korf ur sportour zo gantañ, ket an disterañ tamm druzoni, un dremm hag un daoulagad lemm. Kramennet eo un disterañ hag e vlev zo heverk. Rouzet evel ur c’hognag eo ha sur a-walc’h ez eus gantañ frond ar c’hognag ivez.
Gwisket cheuc’h eo. N’eo ket dilhad furlukined ar skinwel a zo en-dro dezhañ, hogen n’eo ket kennebeut dilhad prenet en unan eus ar gourleurioù kollet e tachennoù kenwerzhel fraostoù an trobarzhioù.

– Pous a rez paotr. Ober a rez gant bloc’heiladoù eus an uzetañ.
– N’eo ket Fiona, an holl verc’hed a ya da heul seurt pared trec’h. N’eo ket bezañ kaer a gont hogen bezañ trec’h.
– N’eo ket gwir. Adela zo ganit. Neketa ? Ha va Leon a sav kof dezhañ. Netra ne blij muioc’h dezhañ eget chom er gêr. N’eo ket paotr an avanturioù.
– Dres, eñ a’ ch eus priedet, hogen peseurt paotred a selles outo araozañ ?
– Ya…
– Klevet ‘m eus gant ar skingomz e oa dedennet ar merc’hed gant ar bared trec’h. Padal, pa zimezent, e oa alies gant paotred voutinoc’h. Ar re-se a fizient enno evit chom d’ober war-dro trepetoù an ti hag ar vugale.
– N’ eo ket te a lavar eo arabat krediñ er pezh a glever er skingomz ?
– An ezreolder da gadarnaat ar savelenn eo.
– E-leizh a zibriediñ a weler en-dro dimp hiziv an deiz…
– Ya ! Falset eo ar c’hoari gant ar gevredigezh veveziñ emichañs. An holl a gred e Tad Nedeleg an daranverezh. An dud zo aet da vadoù beveziñ evit an dud. Ne vir ket hag ar c’houbladoù stabil zo amparet gant paotred gofek ha dinoaz daoust ma vez plijet ar merc’hed gant un ouenn bared all.
– Keuz ‘c’h eus rak un dra bennak ?
– Hañ…
– N’eo ket mat da vier ?
– Eo, hag a-drugarez Doue e ‘m eus ur vignonez eveldout.

glav

glavFlour eo an diskar amzer.
E liorzhoù ar gêriadenn e stou ar bleunioù o livioù tener dindan an takennoù glav.
Glav-pil a ra.

Un den a ya gant an hentig a-dreuz d’ ar vourc’h vihan, gleb-teil. Kammed ha kammed e sank er maezioù. Steuziañ a ra ar gêriadenn.
Sellout a ra a-gorn ouzh ar pradeier, trellet e zaoulagad gant an dour a-ispilh ouzh e valvennoù. Tres un ti a anad, beuzet er c’hlasvez, un ti kozh, moged o tec’hout a-fuilh diouzh ar siminal, an doenn a-rez ar prad, a-vec’h ma verzher nec’h ar prenestroù bihan. Un ti uvel, mat da vezañ disoñjet gant an avel but, da zerc’hel an tommder, da vodañ an dud nes o kuzulikat, da c’houdoriñ ar re gavet aze ur bon d’o istor, d’o bezañs er bed.

An den a ya, miliadoù a voulomoùigoù glav o redek dirazañ war an ter-du.
Dizehan e tasson sonerezh o redadeg, simfonienn meurdezus, don, sioul, neuz ar beurbadelezh.
Koumoulennoù du hag izel zo war an oabl, brokus, goudorus, a skuilh dour fonnus war ar bed.
Tevel a ra ar barrad, trumm.
Dirak, en diabell, un askell glas en oabl, a-serzh d’ un tiriad er-maez gwel, dianav.
Mont a ra gant an hent.

enkadenn ?

enkadennUr souezh eo gwelout penaos e waster a-wechoù barregezhioù an dud.

Enkadenn Diwan Savenneg a ‘m laka da soñjal er c’hementad labour postet gant ar gerent e skol o bugale.
An dud-se a bost o amzer, o labour, o arc’hant er skol. Perak ? Evit o bugale.
Ar gerent a glask bepred ober o seizh gwellañ evit o bugale. Petra vern live trivli breizhek an dud-se, petra vern o liamm ouzh ar brezhoneg, o bugale eo a gont.
Padal, pa welan an tamm bras eus ar buhezioù-se postet en ur framm evel Diwan, na hañval ket lakaat da vleuniañ un drederenn eus ar binvidigezh-se, eus ar c’hevala denel ez eo, on sabatuet.

En un emvod ma oa anv eus saviad ar skolioù Diwan e 44, e venege an dud an ezhommoù da wellaat ar framm, ez embannent o zrivli breizhek. Ret eo eskemmañ evit lakaat a-wel ar mankoù hag ar pezh a zo yael en arc’hwelerezh ar framm a lavare tud ‘zo, ha tud all, ret eo diskouez pouez 44 en un azginivelezh a ‘r c’hultur breizhek…
Hag e oa ganto ur soñj bennak a-zivout diorren ha pinvidikaat ar brezhoneg, a-zivout kevredikaat ar yezh pe e zigeriñ war an denelezh ?

Er breudoù e hañvale bezañ bet disoñjet ar gerent hag o bugale. Pezh a gonte e oa keal teusk ur vrezhonelezh vojennek hag arc’hwelerezh ur framm ganet eus seurt mojenn…

Ar gerent a labour start, dastum a reont arc’hant, klask a reont ar savadurioù da lojañ ar skol hag o feurmiñ a reont, o derc’hel a reont e ratre, kavout a reont ar c’hoskor d’ober war dro ar skol, goprañ a reont ar c’hoskor. Hepto, ne vefe ket eus Diwan. Koulskoude eo an dud a ver Diwan a ziviz war ar c’helennerezh, war zibab ar skolaerion, war o stummadur. Hag arabat e vefe d’ar gerent emellout el lod-se eus arc’hwelerezh ar skolioù ? Kompren a ran, betek ur poent avat…

Tro ‘m eus bet da gejañ gant un niver bihan a skolaerion a zo tud plijus an holl anezho, barrek a-fet kelenn, hogen a hañval ober gant ur brezhoneg a gemm eus ur skolaer d’egile. Un dibab eus ar framm eo emichañs, un dibab gaonac’h. Respet da yezh ar bobl ? E bro Naoned, ar rannyezh ledetañ zo ar galleg, galleg pobl ha galleg bourc’hizion vihan.
Ar skolaerion yaouank deuet da gelenn e bro Naoned a gimiad alies da zistreiñ da Gornog Breizh, da dostaat ouzh ur rannyezh vojennek, danvez o azeulerezh ur vro aet da get emichañs. Dre o stummadur e chomont pell eus ur brezhoneg komzet er bed a-bezh.

Diwan zo ur benveg burzhudus, ur vammenn labour a c’hellfe kas ar brezhoneg hag an denelezh war raok. Padal ne arc’hwel nemet e-giz ur Club Med da gemer ebat, e-giz ur flac’h d’an deskadurezh c’hall divarrek da reiñ ur c’helennerezh azas d’ar vugale, nemet e vefe pinvidik o c’herent. Ur palastr war ar gevredigezh c’hall eo, ha n’eo ket andon ur bed kaeroc’h a c’hellfe ar gerent hetiñ evit o bugale.
Hep labour ar gerent e vefe distrujet ar vugale gant seurt doareoù ober, hag echu e vefe bet gant Diwan abaoe pell.
Keuzius eo gwelout kement a varregezhioù labour foranet pa c’hellfent bezañ pinvidigezh Breizh hag ar bed.

paour

paourN’eo ket paour an dud eus ar pezh n’ o deus ket hogen eus ar pezh a zo bet laeret diganto, o labour, o bed, o stuzegezh, o barregezhioù seveniñ.
Pa vez eus un egor ma c’hell an dud ezteurel o barregezhioù, e teuont da vezañ pinvidik, an holl anezho.

An urzhaz a ren war ar c’hevredigezhioù kempred a voustr war varregezhioù an dud, war o denelezh. Ul laeroñsi eo. Un asvan a vuhez. Evit ma teufe barregezhioù an dud da vezañ pinvidigezh eo ret dezho gwerc’helaat er gevredigezh, ha n ‘eo ket magañ albac’hennoù hiniennel.

Evit ma teufe internet d’ ul lec’h gwerc’helaat e vo hir al labour. Evit ar pred n’eo nemet ul lec’h dangorel, diwerc’hek, un arvest pemp gwenneg.
N’eus ket eus va blog, rouez eo an eskemmoù ‘m eus ouzh va dougen etrezek gwerc’helezh ar brezhoneg, e darempred gant tud o deus ur pleustr eus ar yezh. Rouez eo an dud o deus ar youl-se.
Ken rouez all e oa an eskemmoù pa gasen skridoù d’ ur gelaouenn baper.
Ar gudenn n’ emañ ket gant ar skor, gant ar benveg, emañ gant ar stuzegezh.

A-walc’h sellout ouzh blogoù brezhonek all evit merzout n’ eo ket aes d’an aozerion tizhout un egor yezhel gwerc’hek, pinvidik, strujus. Daoust ma eztaolont trivliadoù ha prederioù gwirion, o yezh a chom ankevredigezhel, hep framm, hep bed, hep stuzegezh, war vevenn ar seveniñ, evel ur vroñsenn na youl nemet bleuniañ hep dont a benn. Un isgallegva eo.

N’ omp ket paour, laeret omp.

flour

flourKen flour e oa he c’hroc’hen ma ‘m bije he zañvaet, aze, un askell, tener ha treuzwelus…
Lammet eo war he marc’h rouz ha va laosket he deus e-giz ur peul e-kreiz an hent.
Bannet he deus poultrenn ha pri warnon.
Petra ‘m boa kredet lavarout ?
Arabat e oa touch outi, sellout outi, soñjal enni.
Aet e oan d’ul loen vil hag hudur.
Petra an diaoul ?

Ha ne oa ket aze un estlamm, un esmae na vefe ket heptañ eus an denelezh ?
Hag edon re lous, re zivalav, re zisprizius ?
Ne oa nemet komzoù… Ha ne dalveze ket ar c’homzoù d’an eztaol ?
Ne oan nemet un den.