ur wech e vo

ur wech e voPa ‘z on dihunet ar beure-mañ e oa un neuz iskis war an dud ha war an traoù.

Paotr ar c’hourstalig en deus komzet ouzhin en ur brezhoneg iskis e-lec’h galleg flour paotr boas an ispisiri-kafedi ? Stal vihan ar vourc’h aet da c’hourstalig neptu ! Nag ur souezh !

Bouloñjiri a oa skrivet war ar stal en tu all d’ar straed.
Troet ‘m eus va fenn war-du ar stalig edon o paouez kuitaat. A-us d’ar bestal e oa skrivet Marchandisoù Breiz, boued a galite.

Ur spered lemm zo ganin, pezh a ‘m c’hasas da zezastum un nebeut souezhadennoù pelloc’h e oan bet kaset gant va fennad kousk en dazont.

Da adkavout va fenn on aet da lipat ur banne kafe e Pub ar Breton mad.
Ur renkennad bieroù breizhek a oa kinniget gant anvioù livus : Morzed gwerh rous, Askolenn zu, Pipi lonko, Azen Sant-Ervlan
– Boñjour doc’h eme an ostiz.
Urzhiet ‘m eus va banne kafe.
– Mari, ur banne rousik evit ar Meusieu, toudsuit !
Gast, gast, gast, setu ma teue brezhoneg gant an dud, e Bro Naoned !
Da doullañ kaoz e ‘m eus goulennet ouzh ar paotr :
– Ur bern breserezhioù a hañval bezañ e Breizh. Ha kemend-all a genderc’herion sistr ez eus ivez ?
– Neket. N’eus nemet ur bierour e Karaez a brodu an holl vieroù koa. Memes vit ar jistr. An hevelep uzin kostez Kastelbriant a brodu tout ar jistroù. Apupre simpl é velse. Ar gontouriezh zo fasil.
– Hañ ! Ne zle ket bezañ re ziforc’h o blazoù neuze ?
– Arabat e ve re ziferant Meusieu, evit pas displijout d’ar glianted. Un tammig cheñchamantoù pas re koa. Cheñch re a goll pratikoù.
– Da nebeutañ eo embregerezhioù Breizhek savet gant Brezhoned.
– Ket. Frañsizion eo, eus Paris, a zo direktourion war ar produiñ er Bretagne, ken evit ar bier ken evit ar jistr ha memestra evit an holl broduioù. Labourat a reont evit entreperizioù internasional koa. Int eo a dret an avaloù a bep lec’h d’ober jistroù lokal.
– Ar strolloù kellidel etrevroadel eo a ren war ar bed en deizioù-mañ ? Enteuzet eo bet ganto betek embregerezhioù bihan an armerzh lec’hel ?
– Ur parlant etrañj zo ganec’h memes ?
– Ya, n’on ket tre eus ar vro.
– Me choñje din ‘vé. Komz a rit vel an douristed o deus aprenet brezhonek e manuelioù ar bloavezhioù dek ha tri ugent, diferant eo diouzh ar brezhonek aktuel en deus ar statud a langach ofisiel.

Me zo distro d’ar gêr. Aet on da gousket en-dro, gant ur spi nemetken, dihuniñ en amzer vremañ.

kanaouennoù nemetken

kanaouennGwelet ‘m eus ur pennad ‘zo un arvest savet diwar-bouez kanaouennoù Boby Lapointe.
Ar stil a oa rock ‘n roll. Lakaet e oa bet a bep eil furmoù trouzus ha furmoù kompesoc’h. Ar sonerion a oa perzhek hag an div ganerez o doa mouezhioù heverk.
Un diforc’h bras a oa etre an doare ma veze kinniget e ganaouennoù gant Boby Lapointe ha doare ober arzourion an abadenn-se avat.
Boby Lapointe a astenne e ganaouennoù o lezel ar selaouerion d’ ober o labour, da gavout ar mil soutilder, fent, yezh, ster… Ne ‘m eus nemet stenwezhadoù, un nebeut tammoù filmoù, hag hollad testennoù e ganaouennoù evit soliañ pezh a skrivan.

An nozvezh-se e oa gourlakaet d’an arvesterion an abadenn : kenduiñ pe vervel !
An abadenn a oa ennañ furmoù arvestoù o vont eus ar bloavezhioù seikont betek hiziv. Ne oa ket ar sonerion-kanerion pismigus war o jestraouiñ (o c’hoari) na war o mouezhioù. Tennañ a rae tro ha tro da zoareoù Nina Hagen pe Chantal Ringer hag a bep seurt arzourion all.
Tremenet ur prantadig e tenne d’ ur berniad foutouilhek, redius, a zalc’he an arvesterion ken start ma ne c’halle ket ar saliad tremen hep c’hoarzhin. Den ne vije bet barrek da c’houzout perak e c’hoarzhe nemet en doa ersavet ouzh arhentoù, arouezioù. Ne oa ket displijus hogen skuizhus, aner, goullo.
Endalc’had kanaouennoù Boby Lapointe a oa steuziet dindan efedusted seurt bagad argad.

D’ ar mare se eo deuet da soñj din e oa poblek danvez kanaouennoù Boby Lapointe. Eus ar c’hanaouennoù-se a oa c’hoazh eztaol ur stuzegezh pobl. Ar furmoù zo fentus, tener. Ar sonerezhioù zo liesseurt. Tennañ a reont da sonerezh ar balioù, eus ar re a veze sonet er fich-lostenn. Ar fent, ar gerioù, an doare ma c’hoari ar c’haner ganto, an deneridigezh, zo lod eus ar stuzegezh pobl. Pinvidik eo an danvez ha soutil. Deskrivañ a ra trepetoù ar pemdez skoachet enno iziunadoù d’ur bed kaeroc’h.

En abardaevezh-se ne oa an abadenn nemet taol kaer ur stroll arzourion a-vicher deuet da werzhañ o marc’hadourezh, d’ emwerzhañ . Ne savent goulenn ebet, ne zanevellent tra. Gourlakaat a raent trouzus ur sell skort war oberenn un den, gourlakaat a raent ur varc’hadourezh.

Skarzhet an den, e zenelezh, ne chom netra. Boby Lapointe hag e vuhezañ eo a ra diouer d’an denelezh ha n’eo ket e ganaouennoù en o stumm kenderc’had danvezel. Comprend qui peut, ou comprend qui veut !

Gerioù diwezhañ Comprend qui peut, komzoù ha sonerezh Bobby Lapointe, 1970.

war zigarez stiradoù

stiradSellet ‘m eus ouzh rannoù daou stirad danat gant ar skinwel : Dem som draeber kinniget e Frañs dindan an talbenn Traque en série ha Borgen.

Dem som draeber, er rann gentañ, a roe da welout feulster, krizder… Pal ebet, amkan ebet d’ an torfedour nemet ober droug. E blijadur zo lakaat e breizhoù da vezañ mezhekaet, jahinet ha lazhet goustadik. Evit e lakaat da baouez e vo lazhet an torfedour gant ar bolisez a zo harozez ar stirad.
Perak kinnig ar bed evel hini tud feuls ha diroll, pa c’hell bezañ hini tud a glask ober an den kaeroc’h, reishoc’h ?

Er stiradoù pe er filmoù amerikan e tiskouezer alies ar feulster, doareoù lous ha loenel an dud o tisoc’hañ bepred war al lakadenn ne c’haller trec’hiñ war an droug nemet dre arverañ an hevelep feulster a zo neuze feulster reizh. Distrujañ an denelezh evit saveteiñ an denelezh ?
Soliañ a reont war ur sañset natur, un henvoaz ? Dedalvezout a reont rekipeoù kinniget gant ar galloud abaoe derou an denelezh, pa c’hellfent kinnig ur bed kaeroc’h ?
Da betra e talvez an arzourion ma ne c’hellont nemet ober gant rekipeoù ha n’eo ket trehontiñ ar werc’helezh ha diouganañ ur bed kaeroc’h, deneloc’h ?
Da betra e talvez ar sevenadur ma ne dalvez nemet da vrudañ kealiadurezhioù, stuzegezhioù trec’h e stumm ur feulster lakaet da anhepkoradus ?
N’ eo nemet gwerzhañ ur c’henderc’had a blijo d’ar muianiver : evel-se emaoc’h, an hini kreñvañ zo trec’h, n’eus nemet dre lazhañ ar re zrouk e trec’her war ar feulster.

Gant Borgen e kinniger gallusted un hent all. Kalz pelloc’h e vefe tu da vont peogwir eo divent barregezhioù un handerc’had. Mat eo dija na heuliañ an hentoù boas ha gwelout tudennoù o deus ur sell dezvarnus war ar pezh a reont.

An oadourion a gav feuls ar sorbiennoù a lavaran. Kalz spontusoc’h avat eo ar pezh a ginnig ar filmoù. Er filmoù avat emañ an arvester, hag an haroz, diouzh tu ar feulster reizh.
Er sorbiennoù eus ar rizh Kabellig Ruz eo troc’het ar vamm-gozh e tammoù gant an euzhvil ha kinniget da zebriñ d’ar plac’hig. N’eo ket diazezet ar sorbienn war ar feulster evel ar stirad avat. Ar pezh zo pouezus n’eo ket ar feulster hogen an dibab d’ober etre ur bed denel, sevenaet, pe ur bed loenel, gouez. Hag e vo stuziet a-walc’h an haroz da na heuliañ al loen ? Neuze e kavo war hent an distro d’ar bed sevenaet skoazell an holl dud a ra d’ar gevredigezh bezañ ur gevredigezh denion.

Er filmoù ne c’hell an dud dont a benn da stourm ouzh an euzhden nemet dre vezañ euzhtud. Ar gwir, ar redi hor befe da vezañ loened evit saveteiñ ur bagad loened.

Morse en ur sorbienn ne weler seurt emzalc’hioù. Ar sorbiennourion zo tud stuziet, tud ar sevenadur, arzourion. Ne labouront ket evit un nevid, evit dalc’herion ur galloud resis, ne genderc’hont ket marc’hadourezhioù. Anv a ran eus sorbiennourion ar stuzegezh pobl teodel.
Mar diskouezont ar reuzioù a c’houzañv tud o metoù, e lakaont bepred e-kichen diarsell ur bed kaeroc’h ma vo lakaet da dalvezout o iziunadoù ha ma vo steuziet ar feulster.
Gant e-leizh a stiradoù n’eus ket an deroù eus un iziunad, eus un diarsell brokus. Reizh eo, ar pouez zo gant gwerzhañ, lorbañ un niver bras a arvalion-arvesterion. Neuze e klasker bepred an draig nevez a souezho, a sponto, a stago an dud ouzh ar skramm, ouzh an dramm. Labour kalvezourion eo.

liv ruz ha genou poazh

kenou poazhTrouzal a a ra an dud e Breizh. Huchal a reont. Hag evit dedennañ evezh an hini a stard o gouzoug eo ? Ha piv o gwask, pe betra ?
Ha n’ eo ket risklus mont da c’houlenn an aotre da vevañ ouzh an hini en deus pep galloud warnoc’h ?
Hag goulenn a ra ar vuoc’h ouzh ar c’higer na vezañ lazhet ? Ha goulenn a ra ar baraer digant ar mañsoner binvioù d’ ober e vara ? Ar c’higer a ra e vicher. D’ar baraer da sevel binvioù d’ ober bara.

Kletoc’h eo bevañ en hunvre ha kemer plijadur, eget kregiñ gant penn bihanañ ar pezh a heter.
Kletoc’h eo tamall d’an all ar pezh na vezer ket barrek d’ober.
D’an dud a venn eo kregiñ da sevel o bed. Ne vo skoazell ebet digant an hini a zo mat ar bed evitañ.

Kejet ‘m eus er bloavezhioù seikont gant tud o doa boulc’het gant ur bed a glote ganto.
Ul labour diaes e oa, diaes evidon, diaes evito.
D’ar mare-se, ne oan netra er gevredigezh c’hall kenkoulz ha hiziv.
Desket ‘m eus e oa gounidusoc’h ober eget leñvañ, pinvidikausoc’h ober eget goulenn.
Pezh a vank d’ hon denelezh ne c’hell ket bezañ roet pe gemeret. Da sevel eo.
Kement tra a zo er bed a ra ar bed evel m’ emañ hepmuiken.

Diaes e oa evel just sevel pezh na oa ket. Ken diaes all e oa evidon e traoñ mik urzhaz a ‘r gevredigezh c’hall hag evit ar re a oa uheloc’h o live. Bez hor boa da sevel darempredoù nevez. Ne oa ket mui a-walc’h din gortoz e vefe lavaret petra ober ha ne oa ket mui a-walc’h dezho bezañ ar re a ziviz.
Pouez ar bed evel ma oa, hini ar gevredigezh c’hall, ar stuzegezh c’hall, a oa war hon divskoaz. Ar bed a vennemp krouiñ a oa ur samm ouzhpenn hon lakae en arvar da risklañ e sodelloù ar bed kozh a chome hon pemdez evel ma chome pemdez an holl dud.
Binvioù nevez a oa da grouiñ bemdez, ha mar sellit ouzh brezhoneg ar prantad-se e verzhot un adsked eus al labour graet. N’eo ket bet kaset ar brezhoneg war-raok evit skoazellañ an dud da vont war-raok. Peogwir ez ae an dud war-raok eo aet ar brezhoneg war-raok.

Ne oa ket an dud treuzwisket e Brezhoned. Ne glaskent ket un asant bennak d’un neuz breizhek bennak danzeet gant poblañs ur bed ma ne oa keal ebet eus denelezh evit un den brezhon.
Emsaverion vrezhon edont peogwir ez ensammet krouiñ ar remziadoù kent en o labour, remziadoù tud rez o doa degaset denelezh ha kaerded er bed.
Aet da get ar framm ma veze arnodet ur bed kaeroc’h, dindan sammad ul labour divent ha dedroadur al labour-se, eo distro an holl d’ar gevredigezh hon distruj, a sun hon denelezh d’ober ac’hanomp hiniennoù beuzet en ur yoc’h gouzañvat ha diijin.
N’eo ket ar Vrezhoned a zistrujer hogen denelezh tud sujet. Mestroniañ zo distrujañ denelezh an den.
N’ eo ket treuzwiskañ e Brezhoned mojennek, argelek, a zegaso denelezh en-dro.
An holl dud veuzet er yoc’hoù a liv o dremm e liv pe liv gant keuz d’ o denelezh kollet, evel chatal o vont d’ al lazhdi, pep hinienn lorc’h ennañ gant e liv.
Ar yoc’hoù ne ouzont nemet ober trouz ha goulenn lezennoù nevez da sentiñ outo. Ar pobloù a gas war-raok o buhezañ.
N’eo ket aes avat diskregiñ diouzh ar vakañsoù, diouzh ar festoù, diouzh ar pochadoù, a ra d’ ar sujidi gouzañv ar bed-mañ, daoust d’ar genou poazh.

Gouelioù meurlarjez a roe tro da boblañsoù ar grennamzer da c’houzañv o femdez. Hiziv, gant an diskeladegoù hag internet eo aet meurlarjez da bemdeziek.
Arc’hañ, choual, klemm, n’eo ket sevel.

karantez…

karantez…Pe garantez ?

Unan daer, trumm, gouez, feuls.
Bezañ dedennet gant un den evel ar valafenn gant ar gouloù.
Emflastrañ ouzh ar voger, emdeurel er mor.
Bezañ argaset evel bruzhun, evel dilerc’hioù ur peñse.
Eus ar seurt na vez ket tabutet, priziet, reoliet.

Unan a zeu hep gouzout, hep morse tarzhañ, unan a bad gant an amzer tro ha distro, krec’h ha traoñ, a ver ar pemdez, ken dañjerus all daoust ma hañval bezañ klet ha sioul.
Na taer ha sammus anavezout plegoù un den, nag arvarus rannañ gantañ techoù a chomfe dianav d’ ur gejadenn dargouezhek.

En holl zegouezhioù avat ez egin roudoù a bado.
An dud a garantez a chom aze a-hed ar vuhez.
O hent skedus a vez daoust d’ar rebechoù, d’an troc’hoù, d’ an egor.
Degas a reont d’ar vuhez ar pep diziouerusañ, an donder, en tu all d’ar rev ha d’an trivli.
Ganto e lakaer en arvar sodelloù ur vuhez, ganto e tostaer d’an diverzhadus.

Dindan neuz diroll ha disked hon c’harantezioù e flistr hon denelezh, diroll, disked, diziouerus.

efedus evel ar marv

efedus ha marvEmaomp er vro o tremen eus ur c’hevread levraouegoù, ha mediaouegoù, d’ur vediaoueg kevreet, eus rouedad levraouegoù ar c’humunioù d’ur vediaoueg eus kumuniezh ar c’humunioù, ar gumkum.
Diouzh un tu e tegas koskor perzhek, lakaat a ra e diraez holl annezidi ar c’hanton hollad an dielloù a zo e pep levraoueg.
Diouzh un tu all e pella an dud en abeg d’ ur mererezh ponner ha kreizennet.
Un den a ziviz evit an holl ha dedalvezet e vo patromoù dizanv a zo pell eus gwerc’helezh ar c’humunioù, reoù un den stummet e skolioù ar Stad pe er skolioù meret gant ar strolloù kellidel.
Dedalvezet e vo diwar neuze kalvezderioù un rener stummet hervez un damkaniezh e dalc’h ar gealiadurezh trec’h.

Diwar vont, ul levraouegerez a-vicher nevez degouezhet zo he moumoun al lennadeg, ar renerez ivez. Neuze e klaskont lakaat an holl dud dindan o galloud da bleustriñ al lennadeg.
Diwar-c’horre eo ar stummadur o deus bet avat. Lenn, pe lenn ha c’hoari, pezh a glask ober hon levraouegez, a c’houlenn ur stummadur perzhek war ar c’hoariva hag ur stummadur arbennik war al lennadeg.
Ar stummadurioù berr roet zo darnel ha ne reont ket d’ un den bezañ barrek da ren war ur stroll lennerion. Deur pennañ ur seurt stummadur zo degas arc’hant d’ar stummerion.
Lenn dirak an dud, evel sorbiennañ, c’hoari, a empleg ur pleustr pemdeziek evit bezañ emouiziek ouzh ar pezh a reer.

An dud n’o deus ket bet ur stummadur bastus a ra traoù evel hinienn, evit bezañ gwelet gant an dud, ha n’eo ket evit lakaat da dremen endalc’had an oberenn lennet.
Dezerc’hañ a reont ul lenner evel ma tezerc’h reoù all ur sorbiennour.
Emeur en ur bed faos, ur vuhez leurennet ma n’ eo ket ar pezh a reer a dalvez hogen ar pezh a roer da welout. N’eus ket rec’hoari en devoud hogen falsc’hoari.
An dud war al leurenn zo o tezerc’hañ tud war al leurenn, n’eo ket war al leurenn ez int faos, hogen a-hed o buhez. Sellit pegen brav on ! O micher den o deus disoñjet ha pep ober zo evito un dezerc’hañ.

Ar renerez a c’hoari roll ar renerez evel m’eo bet kelennet dezhi.
Lavarout a ra klask bezañ tost ouzh an dud, gortoz diganto kinnigoù. He evezhiadennoù war ar pezh a ginnig an dud zo bepred yael hogen dispis, ha da glozañ ar breud e lavar e vo graet diouzh he diviz peogwir eo suroc’h… Da dostaat eo ouzh an droienn bobl : lavarit dimp eus petra hoc’h eus ezhomm hag e kelennimp deoc’h e zioueriñ.
Penn mererezh ur benveg he deus kemeret. Ne ra forzh gant an dud. Dont a ra gant he remzad, he diplomoù, lavarout a ra te da dud n’ he deus ket diwallet ar saout ganto, hogen n’o gwel ket. Ne zesko ket kalz traoù diganto peogwir e oar pep tra. Dafar int evit an den nemetañ er framm ez eo hi dre berzh he stummadur.
Tu zo da gompren seurt emzalc’h a venn bezañ efedus, a vicher, padal mar sellan ouzh an dekvloaziadoù o paouez tremen e c’hellan lavarout ne gas da neblec’h nemet da vastañ da gletadurezh un nebeut hiniennoù pignet en un tren diroll.

Petra ober neuze ? Tec’hout ? Emlazhañ ? Kenderc’hel gant ar vuhez, zoken mar laka seurt tud da c’hoarzhin.

e-dalc'h an diaoul

an diaoulUn nebeut tud er mouvement breton a zarempredan. N’ eus ket pell ‘zo on bet skandalet gant unan pa lavaren va soñj war an ezhomm eus ur brezhoneg, kuit d’ar re a blij dezho pleustriñ ur rannyezh d’ o choaz.
Va c’hendivizer zo aet e kounnar ruz o lavarout e oa kement-se ur c’heal gall. Me oa dalc’het gant diaoul ar jakobinelezh. Ne oa ket evel-se an traoù e broioù all ar bed…

Gast, tenn e oa an afer ! Ent naturel e vefe tonket ar brezhoneg da vruzunañ ?
Marteze e vefe tonket da vont da get ivez, ret lezel da vont anez bezañ ur Gall fallakr ?

Ha keal ur stuzegezh vrezhon ne vefe ket a orin gall ivez ? Hag an trivli breizhek a ren er vro ne vefe ket ivez un treuzplakadur eeun eus ar chaovinegezh c’hall ?
Neuze tudoù, paouezit gant ho sirk breizhek pa ra ac’hanoc’h Gallaoued ar c’hornog.

Mil gwech ‘m eus lavaret ne’ m boa netra a-enep an dud a gomz pe a skriv ur rannyezh. O flijadur eo. Disfiz ‘m eus avat ouzh an nevezrannyezherion hag a-wechoù ouzh o nevezrannyezhoù apupre.

Dec’h da noz e lavare din ur paotr e oa souezhet gant pezh a c’hoarvez gant Diwan. Ha ne vefe ket tud e-dalc’h ar Stad C’hall o lakaat ar reuz e-barzh Diwan ?
Marteze e tlefen emc’houlenn ha ne vefe ket tud dindan dorn ar C’hallaoued o labourat da rannyezhekaat ar brezhoneg ?

Dioueroù ar Vrezhoned eo a zistruj ar brezhoneg, o leziregezh, o zech da chom dindan kletadurezh ur saviad isdenion, d’ober gant un isyezh evel kalz sujidi er bed. Kalz tud a embann kreñv o c’harantez ouzh o yezh hag a ren hollad o buhez hag o labour e galleg er stuzegezh c’hall.
Labour ez eus d’ ober avat da virout ouzh an dafar denel burzhudus hon eus da vont da get. Plijadur ez eus da gaout o lakaat ar brezhoneg er bed, ouzh emlakaat er bed, mar teurvezit paouez gant ho rambreoù, mar paouezit gant arverañ ar brezhoneg evel un andon buzadoù er gevredigezh c’hall.
Lakaat ar yezh da voued tudoniourion, lakaat ar stuzegezhioù pobl d’ ur folklor dinoaz, zo lakaat etre krommelloù an denelezh hag ar yezh hon eus, lakaat ar bed en arvar.
Setu ar priz a vo talet evit ur barfeted amzere.

emaint…

emaintHag an holl dud-se, an holl o deus lavaret din istorioù, pe o skrivet, pe o filmet, pe o dibunet e mil ha mil doare,
E pelec’h emaint ?
N’ o c’hlevan ket mui a-wechoù. O disoñjal a ran.
Ha pell ez int ?
E pelec’h int steuziet ?
Hag emaint aze skoachet e pleg an hent ?

Ha degouezhet e penn an hent, dindan ar glav, dindan an erc’h, dindan un oabl du, un oabl ruz, ha degouezhet e penn an hent, o c’havin ?
Ouzh taol ur c’hafedi, en ur sal emvod, e trepas ur skeudennva, war astell ul levraoueg, ouzh moger ur mirdi ?
Azezañ a rin hag o selaou, sellout a rin ouzh o c’horf, ho linennoù, o skeudennoù, o dremm, o ene, digemm.

C’hwek eo an hent, daoust d’an amzer, daoust d’an egor, daoust d’an hentred ha d’ar skoilhoù, daoust d’ar gloazioù, d’ar beurevezhioù re c’hleb, re yen, d’an heol o vont da guzh re abred, d’an avel trenk.

Arvaret ‘m eus, kollet ‘m eus kalon, kouezhet on gant ar skuizhnez, gant ur goullo re zon.
Pelec’h edont ? Tec’het ? Trec’het ? Troet da enebour ? Beuzet e torchennoù ur gador-vrec’h ?

Emaon war an hent, digenvez, goullo, pell eus nep pal, eus nep ober.
Mont ha mont, hep penn na lost d’ an naer.

Unan hag unan e tiskoachont, bliv, drant ha sioul, gant peb a brof.
Ha setu me Mabig Jezuz dirazañ an Tri Roue.
Nag a chañs, nag a voz.

Evit ur wech anzav ur wir drugarez.

c'hwerv

c'hwervTrenk, c’hwerv ?
Pa vezer bepred o pismigañ war ar pezh a zo degemeret gant an holl e teuer d’ emc’houlenn ha ne vezer ket un tamm gant ur spered a-dreuz. Pa c’hoarvez klevout tud o vont a-du gant hoc’h arvarioù ez eus peadra da vezañ enkrezet un tamm.
Perak e ran ar pezh a ran ? Perak ne fell ket din mont da heul gizioù ar re all ? Perak ne zeuan ket a-benn da gompren penaos ez arc’hwelont ?
Perak na zont a-benn da lavarout trugarez da dud ‘zo, nemet evit bezañ seven ? Perak na zont a-benn da lavarout da dud all va soñj war ar pezh a reont ?

Trugarez a lavaran da dud a genlabouran ganto, ha va soñj a lavaran d’an dud a labouran a-walc’h ganto evit kaout an amzer ha binvioù boutin d’ e ober.

A-wechoù lavarout e soñj zo lakaat un termen d’ ul labour, d’ un darempred gant tud e oa dudius labourat ganto, dudius o daremprediñ.
Bepred e choman en arvar. Bepred an dibaboù zo tidek daoust d’ar c’hoant bezañ poellek. Bepred ‘m bo keuz d’un dra bennak.
Dibab, ya, hogen penaos ? Aesoc’h eo pa vezer en un ober politikaet, en un ober a zo en e amgant ar geoded. En ur bed bruzhunet, aet da hiniennoù, e teu da vezañ diaesoc’h.
N’eus nemet d’ ober, hep tremened, hep dazont.

Ha kement-se a felle din ? Nann.
Neuze e choman da sellout ouzh an dud a dremen, a red a bep tu. Gwazh a se mar tamallont din na gemer perzh en ur fest a gavan trist. Da bep hini e blijadur diouzh ar pezh a c’hell.

Va barregezhioù zo bihan hogen kevret gant barregezhioù ar re all int dereat o ment.

toulloù er sorbiennoù

toullouEn un digoradur d’ un adembannadur da levr sorbiennoù Cosquin e skriv Nicole Belmont ez eo anienel d’ ar sorbiennoù bezañ loezel en o maladurioù liesseurt (p. XIV ha XXVII)
Ne gav ket din e vefe aze ur perzh eus ar sorbiennoù.
Ur sorbiennour arroutet a oar ez eo al loezoù devoudet gant micher re skort ar sorbiennour, pe gant un darvoud er-maez eus armerzh ar sorbienn, skuizhnez ar sorbiennour, ur selaouer a gomz, un den a dremen, un nor a zigor trouzus d’ur pred kizidik…
Mar o dije an dastumerion labouret spisoc’h, startoc’h, mar bijent aet da selaou meur a wech ar sorbiennour, ma ne vijent ket tremenet dre hanterourion, o dije bet maladurioù pinvidikoc’h ha resisoc’h eus « o » sorbiennoù da ginnig dimp.
Ur maladur loezel zo ur maladur c’hwitet evidon. N’emañ ket ar perzh-se anienel d’ ar sorbienn pe d’ar sorbiennañ. N’eo nemet ur mank gant ar sorbiennour pe gant an dastumer, pe gant an daou, gant a-wechoù mankoù un hanterour ouzhpenn. Ur sorbiennour a anavez un niver bras a sorbiennoù, ne lavar ket un niver bras anezho avat. Un den gant kalz sorbiennoù zo un dastumer, un ditourer. Treuzkas a ra un danvez na biaou ket, e labour n’eo ket sorbiennañ. Techet e vo da zisoñjal tammoù, pe da veskañ ar sorbiennoù, pe da ouzhpennañ elfennoù da blijout d’an dastumer.

Un dargouezh a c’hell degas elfennoù deurus, ha, marteze, bezañ en orin ur rizh nevez eus ar sorbienn. N’eo ket degouezh muianiver ar sorbiennoù embannet avat. En hevelep doare perlezenn an istr zo frouezh ur gwallzarvoud. Kaer e c’hell bezañ kavet gant an dud, chom a ra avat gwallzarvoud evit an istr.
Lennet ‘m eus a-walc’h a sorbiennoù embannet gant Luzel evit merzhout ez int kamm, dre vankoù pe dre ur reñverad elfennoù enno, pe dre droidigezhioù un tamm re adpluennet.
N’ emañ ket ar gudenn gant gouzout hag eo brav pe fall ar sorbienn. Ur sorbiennour a c’hell kemm ur maladur. Diouzh perzhded e vicher e vo ar maladur reizh, pe c’hwitet.

Deur degasadenn Nicole Belmont, evidon, zo lakaat en arvar devouderezh pe savelegezh ar sorbienn diogelet gant arbennigourion ‘zo.
Gant sorbiennoù a rizh gant An hini bihan kamm, e c’hoarvez e maladurioù ‘zo ne dalvezfe da netra barregezhioù unan pe unan eus an dudennoù kejet. Youl ar sorbiennour e c’hell bezañ, da lakaat emouezañ ouzh an dianaoudegezh m’emañ an dudenn war e donkad. Soñjal a ran avat ma tenn an aliesañ d’ ur mank a-berzh an den en deus lavaret ar sorbienn hag eo diezhomm d’ar sorbienn evit ezteurel breskted ha pinvidigezh ar vuhez.

Contes, Emmanuel Cosquin, Éditions Philippe Picquier, 2003