bevañ

bevUl lazhadeg spontus ez eus bet hiziv war a’ m eus klevet.
Mistri nevez ar gêr o deus souprenet dalc’herion ar Roue en ur fabourz.
Ur chañs din na emellout e seurt traoù.

N’eo ket aes bevañ memestra en deizioù-mañ.
En abeg d’al labouradegoù e oa diaesoc’h da ‘m mestr kavout kompagnuned. Un darn vat anezho a gav gwelloc’h mont da labourat war al labouradegoù.
Da heul en deus bremañ va mestr kas ouzh ar vourc’hizion vras o deus kemeret penn an dinaz ha penn al labouradegoù abaoe ma ‘z eo bet skarzhet mignoned ar Roue.
Keneil e chom ganto p’ emaint a-enep brientoù an noblañsoù hogen e glevet ‘m eus o lavarout e vefent dibennet d’ o zro a-raok pell. Reizh e vefe, hervezañ, p’ o deus ur wech rastellet kalz arc’hant e kenwerzh ar c’hoad ebena prenet douaroù ha titloù. Aet int da noblañsoù int ivez erfin, ha gwashoc’h eget ar re ziagent pa ne zoujont tra nemeto.

Chalus eo. Edon e soñj klask fred en ul labouradeg. N’ eo ket gopret kalz, hogen e c’hell pep hini ober diouzh e c’hoant gant an arc’hant roet dezhañ. N’ eo ket rediet da lojañ en ur gambrig bihan strizh dindan an doen e ti e vestr, na da zebriñ an tamm boued treut goulezet dezhañ d’an eur lakaet.

Mar lazhont ar vourc’hizion war lerc’h an noblañsoù ez ay da get al labouradegoù. Petra a rin me ?
Treut e oa ar peuriñ evidon ha treutaet c’hoazh abaoe ma emell va mestr er stourm droch-se.
Mar lazh va mestr ar vourc’hizion a ren war al labouradegoù hag ar c’henwerzh, gant e vignoned, e virint evito o madoù, pizh evel m’ emaint. Serret e vo al labouradegoù. Va mestr a yelo war e leve ha gwashoc’h e vo din ar vuhez.

Tec’hout war ar maez ? Evit dalc’herion ar Roue a vev du-hont eo diaoulek kement a zeu eus kêr. Tapet e vin gant al loened-se hanter gouez ha feuls, ha lazhet e vin hep ket a var.
Chom a rin sioul un nebeut amzer c’hoazh ha gwelet e vo.

Keit ma chomer bev ne vezer ket marv.

roud

roudSetu, savet eo. Dour tomm ha gouloù er sal-kibellañ. Gouloù er gegin hag ar pod kafe. Sellout a ra ouzh an amzer war urzhiataer ar burev, red RSS ur gazetenn, div gazetenn… Teir c’hazetenn. Digoret en deus ur bajenn a-zivout Palestina. Netra arbennik, n’en deus sellet netra all a-zivout Palestina, nemet c’hwec’h miz ‘zo. Ret gwelout danvez ar skrid.
Emañ an urzhiataer war-c’hed.
Emañ er c’harr. Loc’het eo. Kemer a ra an hent… Da vont d’e labour. Se eo. Iskis, diwezhat eo.
Chomet eo a-sav e Sant Steven. Dirak ar bank emañ. Hañ, tennañ a ra arc’hant ouzh ar bilhedaouer. Pergont euro.
Setu, emañ er c’harr a-nevez. Emañ en Naoned.
Tuet eo e garr war an tuva e penn ar porzh. Pellaat a ra war-droad. Mont a ra davit Leurenn ar C’henwerzh.
N’ eo ket an hent da vont d’ e lec’h labour. N ‘eo ket an eur boas.
Emañ er FNAC. Hag e oa pal e zilerc’hiañ ?
Aet eo er-maez. Dek eur ha trizek. Chomet eo eizh munutenn. N’en deus prenet netra. Nemet en dije talet en arc’hant liñvel.
Heuliañ a ra ar bali bras, kornog da reter. Kerzhout a ra ingal. Stampañ a ra kaer.
Chomet eo a-sav. N’eo ket ur c’hroazhent… Emañ e live an niverenn pevar Alez Brankaz. Aet eo, dek eur ugent pevar… Davit ar reter bepred. Bepred gant ar bali.
Troet eo e straed ar Marchosioùigoù. Chom a ra a-sav, niverenn naontek… Kafedi an Diñsoù eo… Dek eur pergont tri. Seitek munutenn, talet en deus daou gafe. Klaskit roudoù all, ne ouzer morse.
Distreiñ a ra war e giz…
Distreiñ a ra d’ e garr.
Aet e oa da gejañ gant unan bennak. Klaskit roudoù all a dremen dre gafedi an Diñsoù etre dek eur ugent c’hwec’h ha dek eur pergont tri.
Klaskit ivez roudoù a dremen dre ar FNAC etre dek eur pemp ha dek eur unnek, ha reoù a dremen pevar Alez Brankaz etre dek eur ugent unan ha dek eur ugent pevar.
Mont a ran da gemer ur banne kafe. Lavarit din ma c’hoarvez un dra bennak kanteul.

trouz pe labour ?

trouzLabouret eo gant dilennidi ar c’hanton da studiañ lec’h ar c’hultur ennañ. Dudius eo. Bodet eo an dud o deus da welout gant ar c’hultur war an tiriad.

Un eskemm zo bet e dibenn an emvod labour diwezhañ a ziskouez pegen dispis eo ar ger kultur avat. An identité culturelle zo bet degaset er gaoz. Unan en deus lavaret n’ en em sante ket eus ar vro. Un all a abege e teue an dud war an tiriad evit ar qualité de vie. Setu aze kealioù kleuz mar bez.
An dud a zeu da annezañ war ar maez peogwir eo diaes lakaat sevel pe brenañ un ti war o lec’h labour, ha poblañs ar c’hanton a labour evit al lod brasañ war diriad tolpadoù bras an departamant.

Hervez e vefe mat kinnig kenderc’hadoù kulturel evit dedennañ an dud war diriad ar c’hanton, war skouer Naoned. Graet eo bet gant ar sokialourion e Naoned avat e-ser ul leviadurezh a argase an dud diarc’hant pell eus ar gêr vras, ha da zedennañ ar renkadoù etre. Da heuliad eo deuet ar re binvidikañ eus ar re baour da chom war ar maez. Hag e vimp argaset c’hoazh ?

Soñj ‘m eus e lavare un nebeut bloavezhioù ‘zo un den eus ar c’hanton e oa ret sevel un imaginaire stag ouzh an tiriad. Da zont a-benn e oa bet savet un dachenn dudi dodennek en-dro d’ al laezh, a zo aet da get abaoe.

Evit an holl berzhiaded koulz lavarout e chomer e-par ar c’henderc’hadoù kulturel, danvez a c’hell bezañ meret evel forzh pe zanvez all. Ned a ket donoc’h o freder. Degaset e vefe war an tiriad kenderc’hadoù kulturel e-giz ar re a gaver en Naoned ?
Diouzh un tu ez eztaoler ar c’hoant bezañ tost ouzh ar boblañs, ha diouzh un tu all e soñjer magañ an dud evel ma vefent chatal.
Ne c’haller ket en a-raok divizout petra a vo dedaoladoù kulturel stuzegezh an dud, na penaos e vo o stuzegezh empret gant ar sevenadur, na penaos e c’hell genel ur stuzegezh e-touez tud kantet en ur roll kenderc’hañ-beveziñ armerzhel.
Penaos e vo bevezet kenderc’hadoù kulturel ha peseurt gant an dud, n’eo ket kement-se ar gudenn ha penaos e teuint a-benn da labourat a-gevret, da genlabourat, da amparañ ur stroll denion, ur gevredigezh, ur bobl. Alese e vo eus ur stuzegezh, kemeret e vo hent ar sevenadur, ha dedaoladoù kulturel a vo emichañs, ha barrek e vo an dud da zegemerout en o stuzegezh kenderc’hadoù kulturel arall ha n’ eo ket o beveziñ.

An dud a zeu da boblañ ar c’hanton a oa a-hiniennoù en tolpadoù bras ma labourent ha ma labouront c’hoazh. A-hiniennoù int deuet da chom war an tiriad. Dilec’hiet o deus o annez dindan gwask leviadurezhioù dinazoù o argase ent devoudel. Al lod brasañ a zeu da chom war logelloù bihan ouzh bihan, plas warno d’ ur vrañsigellig d’ar vugale, hogen marc’hadmatoc’h eget en tolpadoù kêriek bras.
An diouer a arc’hant evit kaout un ti klet ha bastus d’o ezhommoù, evit dibab ur skol dereat d’ o bugale, o c’has da vont war ar maez gant an holl ziaesterioù a zeuy da heul : bezañ pell eus pep tra, daou garr da brenañ evit o goar, o bugale, o labour-bara, o yec’hed, tremen nebeutoc’h a amzer gant o bugale…
Kenderc’hel a reont da vezañ ken digenvez war ar maez ha m’ edont e trobarzhioù an tolpadoù bras.

Al labour boulc’het en-dro d’ar c’hultur a c’hallfe teurel frouezh ma ne riskl ket en hentoù-bac’h. Klask un identité zo unan. Ar c’hinnig kulturel zo unan all.
Unan a lavare les bonnets rouges c’est une identité. Ur skouer eus atoradur iziunadoù an dud eo dreist-holl, un hent bac’h. E-lec’h ren ul labour krouiñ e hejer dirak fri an dud un tamm lien ruz mojennek. D’ober petra ? Lakaat arc’hadurioù da dremen ? Kemer un tamm galloud ? Ne vo bet kemmet netra d’ar saviad orin ha lakaet d’an dud degemer o dizenelaat. Trouzal, hag un diskoulm a zeufe da heul ? Pe ziskoulm, ha d’ ober petra ?
Kement-se zo iskenderc’hadoù ar c’hultur trec’h, brizhkealiadoù goullo mat da guzhat ar pellaat diouzh nep stuzegezh, diouzh ar sevenadur.
Bepred e tastum an dud sujet seurt brizhkealioù kenderc’het da lakaat un termen d’ o Istor, pa n’eus nemet un hent, kregiñ e-barzh o Istor war o femdez. N’eo ket estlammus, ne ra ket skeudennoù brav, n’ eo ket boued d’ ar mediaoù, skuizhus hag hir eo.

Hag an trouz eo a c’hounezo c’hoazh war an ezhommoù don ? Hag e tegaso seurt enklask war stad ar c’hultur roudoù d’ur c’henlabour don ha padus er c’hanton ?

sorbiennour ?

sorbiennourAet on da selaou un den a ginnige un abadenn evel sorbiennour.
An abadenn a oa er gêriadenn ma choman peogwir e ro ar gumuniezh kumunioù arc’hant d’al levraoueg a c’hell bremañ prenañ arzourion wirion.

Evit gwir ar paotr a oa un ambilher Club Med.
Dibunañ a rae tezennoù bistro, klichedoù uzet a-zivout ar merc’hed, ar gouerion… Komz a rae diwar e benn, diwar-benn e vicher, an arzour a zieub ar bobl, an arzour den a vicher dellezek da c’hounid e vuhez evel forzh pe labourer…
Pep tra a oa diwar c’horre hag a ziskoueze un dianaoudegezh eus ar sorbiennoù.
Ar pal a oa lakaat an dud da c’hoarzhin, da dremen ur prantad mat, da gompren pep tra, da grediñ bezañ tud speredekañ ar bed p’ emañ ar re all ur bagad leuoù. D’ an arvesterion da genduañ gant an arzour pe da vezañ tud dispered.
Dibunañ a rae skridoù skrivet gantañ, en un doare skolek kenañ a-wechoù, hag ar prederiadennoù treut a ginnige a oa gwisket gant istorioù pemp gwenneg. Examplorum ar paour, atoradur ar stuzegezh pobl evit goar ar bihanvourc’hiz arouarek, diduamantoù krennarded.
Netra da welout gant ar pezh a oa war e baperioù bruderezh savet evit dedennañ an arval.

Ar c’hoarzh zo gourzhtroüs a gelenne dimp en un istor ma veze ledet aezhenn c’hoarzhin e riboul Paris…
Ur Yann Kouer marokat gant pouez mouezh kouerion Frañs, drevezet gant ar gall keitat, a denne eus ul lamp ur skoazeller hud e-giz Aladin.
Ar paotr a lavare dimp, dre fent, sellit pegen farsus on, pegen engouestlet on, pegen ekolo hag anveliour on…

Ur sorbiennour zo un den a gomz en e anv gant e bersonelezh ha war ar pred. Atebek eo war ar pezh a lavar. Ne zibun ket un destenn skrivet, desket dindan eñvor, zoken mard eo bet skrivet gantañ. Ne glask ket gourlakaat d’an dud un doare da soñjal. Ne glask ket lakaat an dud da genduañ gantañ. Komz a ra ganto ha dreist holl ez astenn dezho un istor ma kemerint o flas ha n’eo ket reiñ dezho ur plas gourlakaet en armerzh e abadenn.
Mar ro e zanvez c’hoant d’an dud kanañ pe eilgeriañ, e reont, hogen n’eo ket d’ar sorbiennour d’o lakaat da ganañ pe da emellout en istor evel bugale ur c’hamp hañviñ.
Ur sorbiennour a ginnig an tudennoù hogen n’o c’hoari ket. Boulc’hañ a ra un emzalc’h, un doare da lec’hiañ e vouezh ha n’eo ket dreveziñ ur vouezh rizhek. Ret eo dezhañ reiñ ur c’horf d’an dudenn, un istor, un temz spered, ha war an diaz-se e tiwano mouezh an dudenn. Skañv eo ha solut. Neuze ne vo ket faziet ha kemmet ar vouezh da bep tro ma kemero an dudenn ar gomz en istor.

Er comedia d’el arte eo anat al labour war ar c’horf. An den yaouank ha fougaser a ya e galc’h en a-raok. Ar c’hozhiad a vount e gof dirazañ. Ar paotr lent a guzh e galc’h en a-dreñv… En ur furm koroll indian ivez e labourer war ar c’horf da staliañ an dudenn, e demz spered hag e oberoù. Furmoù rizhek ez eus evit degouezhioù ha tudennoù resis.
Aesoc’h eo ur wech pleustret war ar c’halvezderioù-se reiñ tudennoù na vint ket furmoù goullo ha diwar c’horre. Aesoc’h eo prestañ dezho un tamm eus e vuhez hag un tamm eus e gorf. Neuze e teu ar vouezh hag an eztaol en un doare reizh ha resis o reiñ nerzh ha donder d’ar marvailh ha n’eo ket ober anezhañ un diduamant dieraezus a laka an dud er-maez eus o skiant varn eus o barregezhioù da veizañ o saviad, prest da c’houzañv kement gaou graet d’o ferzhioù denel.

Diaesaet on bet gant ar sorbiennour-se o huchal, o jestraouiñ, o lakaat an dud da ganañ, da stlakañ o daouarn, d’ o lakaat da vamiñ dirak klichedoù uzet gallaoued keitat ha da vont da heul eztaolioù goullo ha pompadus.
Seurt c’hoarzh n’eo ket gourzhtroüs. Lakaat a ra an dud da c’houzañv o femdez evel chatal. Istor an aezhennoù c’hoarzhin er metro, hañvaladenn hon sorbiennour o tieubiñ e selaouerion dre o lakaat da c’hoarzhin gant e fentigelloù, a lavar penaos e vez sujet an dud dre arverañ ar c’hoarzh. En istor, o c’hoarzh a lakae ar gouarnamant da grenañ. En degouezh e oa, dre an aezhennoù, daoust dezho, o lakaat da dreiñ kein ouzh o femdez ha chom dindan galloud ar re o gwask.
Kement-se o c’hoarvezout e Paris evel-just, Paris al lec’h m’emañ ar galloud hag andon nep dispac’h…

Ret e vefe d’an arzour emzieubiñ diouzh ar stuzegezh trec’h ha marteze kemer sol war ar stuzegezh pobl, pe kavout ur bon all evit krouiñ rezid ha n’eo ket livañ ur frankiz tasmant, gwerzhañ ur frankiz ganti frond ar sujidigezh.

Goullo e oa an abadenn, perzhioù sorbiennour ar paotr a oa dister. Ar paotr a oa un den plijus, ha war gement-se eo soliet e labour, lorbañ. Plijet en deus kalz d’ an dud. Adkavet o deus aze ar soubenn diskennet dezho gant o mediaoù pemdeziek, magadur d’o arallekadur.

ar bleiz gris

bleizAr bleiz gris zo titl ur sorbienn dastumet gan Marc’harid Fulup hag embannet gant Luzel.

Un den zo goulennet digantañ unan eus e deir merc’h da wreg gant ur bleiz. An hini yaouankañ a asant hag eus kroc’hen ar bleiz e teu ur priñs. C’hoarezed gwarizius ar plac’h a ra d’ ar c’hroc’hen un dra berzet gant ar priñs. Disrannet eo ar priedoù ha ret e vo d’ ar plac’h uzañ tri re votoù houarn da adkavout he fried ha ne vo nemeti evit lemel teir zakenn eus he gwad diwar roched he gwaz. He fried a ro dezhi teir c’hraoñenn da derriñ mar bez en ur saviad diaes.
Ar plac’h a uz he botoù, a denn an teir zakenn wad. Adkavet he deus he gwaz hogen emañ o vont da zimeziñ gant ur briñsez yaouank ha kaer. Terriñ a ra an teir c’hraoñenn. Da bewech e teu er-maez traoù prizius a ro en eskemm d’ ar briñsez evit un nozvezh da dremen e kambr ar priñs. Ul louzoù kousket zo diskennet d’ ar priñs gant ar briñsez nemet an trede nozvezh bennozh d’ ul lakez d’ar priñs en deus diskuliet dezhañ pezh a c’hoarveze. Distro e bried, e lavar ar priñs d’ ar roue istor ar c’houfr hag an div alc’houez hag ez a kuit gant e wreg.

Hanezenn ar c’houfrig prizius lavaret gant ar priñs a veneg ur c’houfrig en doa un alc’houezig aour warnañ. Kollet an alc’houez en deus lakaet ar priñs ober un alc’houez nevez. N’ en deus ket arveret an alc’houez nevez pa adkav an alc’houez kozh. Petra ober ? Arverañ an alc’houez nevez pe an alc’houez kozh ?
Notenn Luzel a-zivout istor ar c’houfr zo fentus. Lavarout a ra ez eo ur fazi a-berzh ar sorbiennourez peogwir eo an dudenn ur plac’h. An alc’houez a vefe neuze, hervez Luzel, arouez rev ar paotr, ha toull an alc’houez hini rev ar plac’h ?
Pinvidikoc’h eo ar skeudenn. Ar c’houfr zo kentoc’h an hini a zo bet dieubet gant an all diouzh e furm loen. Digoret eo bet d’ an denelezh gant ar plac’h e degouezh ar bleiz gris. An alc’houez zo an dieuber, en degouezh ar plac’h a asant bezañ er gevredigezh ha n’eo ket emrepuiñ e kletadurezh un hinienn na emell ket e buhez ar re all. Er sorbienn-mañ e tieub ar plac’h he zad diouzh ar marv tonket dezhañ ha dieubiñ a ra ar priñs diouzh e stumm bleiz gris e-lec’h mirout ouzh ar riskl da eurediñ ur bleiz.

O taveiñ d’ ur sorbienn dibetat e lavarin ez eo ar stumm loen war un dro drastus ha gwarezus. Keit m’emañ ar priñs e bleiz gris emañ gwarezet diouzh trepetoù ha rediezhoù e zenelezh. Ur wech aet d’e stumm den e krog ar c’hudennoù. An disparti etre an daou bried zo devoudet gant perzhiadur ar priñs en ur gevredigezh denion gant eured, gwarizi, reolennoù da zoujañ. An disparti zo un devoud n’eo ket mestroniet. Tonket eo, hud. N’ eo nemet un hent d’ ar benndudenn da gadarnaat he denelezh.
Ar plac’h a c’hellfe kenkoulz all lezel ar gwaz mont kuit ha chom gant he bugel. He lod eus al labour he deus graet : troet ar bleiz en e stumm den, ha miret e vuhez d’ he zad. Ensammañ a ra he atebegezh denel avat ha kenderc’hel gant al labour boulc’het.
Mont a ra brokus gant an hent da gadarnaat he denelezh, ha da argas ar feulster a zo e gwarizi he c’hoarezed a gav o mad gant un tonkad hiniennel, anistorek, ha na gomprenont ket roll kevredigezhel, denel, o c’hoar, ha dedaoladur he ober.

Degouezhet e penn an hent e c’hellfe ar plac’h arverañ d’ he gounid pezh zo bet krouet gant he hent eleze an traezennoù espar a zo ur binvidigezh en arc’hant, ha kas da sutal ar priñs o vont da briediñ gant ur plac’h all yaouank ha kaer.
Difenn a ray avat an tamm denelezh he deus kenlabouret da lakaat er bed hag adkavout he lec’h e-kichen ar priñs, er gevredigezh, en denelezh.
Ar plac’h all zo prest da douellañ evit kaout an traoù prizius, ne dizh ket mont en tu all d’ he hinienn, d’ he flijadur. An eured gant ar priñs n’eo nemet un trepet ouzhpenn e sodell ar vuhez eviti. Er-maez denelezh, en anistor emañ evel an div c’hoar.

Ur wech ouzhpenn, an dezrannoù hiniennek, bredelfennek, niverus war valadurioù ar sorbienn-se ne roont ket ment ar sorbienn. Ober a reont eus al lennegezh bobl un diduamant dinoaz mat da ezteurel anistor ar bobl.
Dedalvezout a reont d’ul lennegezh perzhiat en ur gevredigezh, en ur stuzegezh, talvoudoù ur stuzegezh all, hollveliek, dall e-keñver ar bed hag an denelezh. An tudennoù n’ int mui nemet hiniennoù o vevañ evito o unan. An dud o deus studiet ar sorbiennoù a eztaol kletadurezh o zonkad hiniennel, distag eus ar bed, eus an Istor, eus an denelezh. Dibenn an Istor, dibenn an denelezh a eztaol an dud-se. Gervel a reont d’ o skoazell a bep seurt mojennoù, argeloù, arouezioù, a ziskouez dezho pegen speredek int ha penaos int mistri war an dud voutin hag an danvez…
Hent-bac’h.

Kontadennoù ar bobl/1, Fañch an Uhel, Al liamm, 1984, p. 235-242.
Les contes facétieux du cadavre, contes populaires du Tibet, Langues et Mondes, L’Asiathèque, galleg/tibeteg, 2005

ne gemerin ket ken hent ar skol

ed– N’ in ket mui d’ar skol, mamm.
– Perak va mab ? Mat eo ar skol.
– N’eo ket mamm.
– Penaos ? Deskiñ a rez ur bern traoù mat, mignoned ‘c’h eus.
– N’eo ket mat ar pezh a gelenner din. Diouzh o selaou, n’eus ket ac’hanoc’h mamm, n’eus ket eus tadig. Kement tra hoc’h eus graet eus ho puhez ne dalvez mann.
Ne vin sellet evel kelennet nemet pa ‘m bo diverket kement tra hoc’h eus degaset din.
– N’eo ket gwir, deskiñ a ri peadra da gaout ul labour mat, gwelloc’h eget an hini hon eus bet ni.
– Mat eo ho labour, diziouerus d’an dud a vev en-dro dimp.
– Ne zegas ket arc’hant a-walc’h d’ober pezh a blijfe dimp ober ha da reiñ deoc’h bugale ar pezh a fellfe dimp reiñ.
– Kalz hoc’h eus roet dimp mamm. Morse n’ hoc’h eus lezet un den eus ar c’harter bezañ en diezhomm. Rannet hoc’h eus ganimp ha ganto an nebeut ho poa. Bennozh deoc’h ne ‘m eus ket mezh a vezañ un den. Ne oac’h ket den da lavarout da Loeizig e oa ret dezhañ paouez a lipat e vanne da c’hortoz ur skoazell bennak evit e vugale.
Desket hoc’h eus din edon un den. Er skol e kelenner din sentiñ, d’ ober traoù, ha drouk e vefent, da vezañ dellezek da ren war an dud all.
Gopret e vezer diouzh ma senter d’an urzh nemeti a zo war ar bed.
– Treuzkomprenet ‘c’h eus va mab. Deskiñ a reer dit bezañ stuziet ha kaout gopr da stuziadur. Ne vo ket berzet ouzhit kenderc’hel gant an traoù mat ‘c’h eus desket ganimp.
Ne venegont ket hon istor peogwir eo un dra anat. Deskiñ a rez traoù a zo mat daoust d’ ar furmoù a zo iskis evidout.
Ha mignoned ‘c’h eus ouzhpenn.
– N’eo ket ar furmoù a zo iskis, hogen ar pezh a c’houlenner diganin ober. Diaes eo kaout mignoned pa vez kelennet e rank pep hini stourm evitañ e unan ha flastrañ ar re all d’emziskouez evel an hini gwellañ, an hini dellezek a gemer ar plas mat a-us da vagad an dud dister ha boutin eveldoc’h da vezañ merzhet gant ar mestr, da vont er skolioù miret d’ar re heverkañ.
Bagad an dud dister omp mamm, evit an dud-se.
Jentil int, hogen droch, dall, ha pizh.
– Ret eo mont d’ar skol, mab. Deskiñ a ri penaos emañ ar bed.
– Mamm, ne rin ket. Eus al lec’h m’emaomp e welan mat tre ar bed. Me c’hell lavarout deoc’h pezh a welan, ha ne ‘m eus c’hoant ebet da welout ar bed gant daoulagad n’ int ket va re.
Mirout a reont ouzhimp a lavarout ar pezh a welomp diouzh al lec’h m’emaomp. O skol zo graet evit diverkañ hon selloù, evit kuzhat an droug a reont d’ar bed, evit moumounañ o c’houstiañs vat.
Kletoc’h e vo ma buhez mar sentan, marteze. Padal e vin eveldoc’h diverket eus o bed, diverket eus ar bed.
Mamm, un istor hon eus. Denion omp. Arabat dimp asantiñ bezañ o chatal.
Trugarez evit ar pezh hoc’h eus roet din mamm, trugarez da vezañ desket din e c’haller bezañ un den daoust d’ar pezh ha laeront diganimp. Dister eo.
Pezh a chom ganimp zo un teñzor n’o devo morse. An teñzor-se zo va c’helennadurezh.
N’ in ket mui d’ar skol, mamm.
Trugarez.

haroz ?

harozKroget ‘m eus da lenn ul levr pa gave din e oa ennañ anv eus lennegezh, mojennoù ha marvailhoù. Souezhet on o welout en deus an aozer dastumet ur c’hementad anaoudegezhioù evit o lakaat da dremen dre vilin ar c’hravezioù hag ar bredelfennerezh.
Hañval a ra ne c’hell al lennegezh bobl nemet bezañ un heklev d’ar gwengeloù ha d’al lennegezh vourc’hiz, ha bezañ dezrannet diouzh kealiadurezh trec’h hon amzerioù gwak.

Pendudenn al lennegezh bobl teodel zo un den er stroll, un ezel eus ar gevredigezh
ha n’eus ket anv anezhañ el levr a lennan diwar ar pezh ‘m eus lennet betek bremañ. N’eus anv nemet eus haroz ar gwengeloù hag ar c’hravezioù a zo un dudenn dreistnatur, un doue pe un haroz doueel. Haroz ar bredelfennerezh hag al lennegezh vourc’hiz, kenderc’had hon stuzegezh kenderc’hañ/beveziñ, zo eñ un hinienn dreist, un trec’her a ranko ar re all sentiñ outañ evel ouzh un doue.

Penndudenn ar Sorbiennoù n’eo ket un haroz er ster a gaver el levr-se hogen un den en ur gevredigezh, ha ne vefe ket anezhañ hep ar gevredigezh-se
Tudenn al lennegezh teodel pobl zo un den dizanv. Forzh pe zen e c’hell bezañ. Bevañ a ra e vuhez hep stadoù askre, hep kasoni, ne glask nemet astenn e zenelezh, e lakaat da vezañ. Emañ war un dro e gwerc’helezh ar bed hag en hollveziadelezh. Diwar bleustr uvel e zenelezh e bar e selloù war ur vuhez kaeroc’h.
An haroz kinniget gant ar c’hravezioù hag ar gwengelouriezhoù a arouez an denelezh. Ur goubarad distaget mik diouzh tud ar bobl eo. N’eo ket mui un den boutin a grog gant pleustriñ e zenelezh. Ur skouer eo d’an den boutin da heuliañ, da brederiañ warnañ. Ret d’an den tennañ d’an haroz. Ne vez ket mui anv eus an den evel m’emañ en e zaelerezh denel. An den a zlefe bezañ eo, sentus d’ur patrom aet da zoue, na c’hello bezañ tizhet nemet gant tud stuziet, ampart. An denelezh zo bet lakaet er-maez eus an den
Haroz al lennegezh vourc’hiz zo aet da hinienn hollc’halloudus. Aet eo da zoue, d’un den dreist d’ar re all, skouerius. Ar gwir en deus da ren war an dud all peogwir en deus donezonoù heverk. Doue eo e unan, en em reiñ a ra gwirioù doueel war ar yoc’hoù distuz. An denelezh zo deuet da vezañ arbennigiezh un nebeut tud lorc’h enno.

Le héros aux mille et un visage, The hero with a thousand faces, Joseph Campbell, J’ai lu, 2010

slam

slamDiouzh o zu an dud plijet gant al lennegezh teodel bobl zo aet da heul ar stuzegezh trec’h.
Reoù ‘zo a drevez doareoù komz poblañs ar maezioù deroù an ugentvet kantved en ur ober dave da c’hizioù gwechall. An henvoazelourion a zo evito ar stuzegezh bobl un adsked eus ur bed a zo bet, hon gwrizioù, un asvan a dremened n’o deus ket anavezet bev hogen a gemeront da hennad o huñvreoù. Diouzh un tu all e kemer reoù all al lennegezh bobl evel ur sac’h goullo a leuniont gant kealiadoù ar stuzegezh trec’h.
An holl a chom hanter hent, etre pezh a zo bet ha pezh n’eo ket, etre ur stuzegezh n’o deus ket ensammet hag ur stuzegezh gourlakaet dezho. Marv o denelezh eo, azon ur staeliad merc’hodennoù.

Iskis eo e kaver an hevelep saviad gant slamerion ‘zo, kemeret diouzh ur penn all. An emanvet sorbiennerion a ya davit ar stuzegezh trec’h. Ar slamerion int a glask kuitaat ar stuzegezh trec’h, kenderc’hañ o stuzegezh da guitaat o saviad sujidi ? Padal ne reont a-wechoù nemet dreveziñ doareoù ur bobl gwengelek hep soursial eus e vezañs, eus e zenelezh. War al leurenn e tezerc’hont tudennoù ar bobl, pobl ar c’hêrioù, ur gwengel a zo kenderc’had ar stuzegezh trec’h. Azonoù sujidigezh pobl ar c’hêrioù bannet warno a-vloc’h da stuzegezh gant o sujerion.

Hent bac’h mar bez. Pobl vat ar renkadoù etre, al labourerion gevredigezhel, kulturel, tud warno a-wechoù stummadur ar skolioù meur a gred bezañ tizhet o denelezh dre ar stuziadur livet warno .

Kinkladurioù ur c’hoariva truezek, goullo tragek.

Hag ar yezh-se, a istribilh er goullo, goullo ar yezhva, goullo an eneoù paket en ur purgator a bado ar beurbadelezh. Padout a ray keit ha ne vo ket kemeret penn an hent, keit hag e vo chomet da ziskuliañ ar sañset direizhderioù ha da veuliñ an harozed o deus stourmet harozek.

Ne viro ket ouzh ar vuhez a vezañ dous ha didrabas, mirout a ray ouzh ar vuhez a vezañ.

Ur bed dastumerion valafenned, splann o livioù hogen marv.

pevar brammer

pevar brammerEr beilhadegoù e klever a bep seurt.
A-wechoù eo hir an amzer. A-wechoù eo berr.
A-wechoù e lavar an dud un dra a zo pouezus evito.
A-wechoù e vennont diskouez o micher, bezañ gwelet.
A-wechoù o krenañ gant an aon e kredont evit ar wech kentañ komz dirak tud vodet.
A-wechoù, ar pezh a glevont a zegas dezho da goun un draig dister pe un dra a bouez a ginnigont neuze d’ ar vodadeg, un dra a oa kousket enno abaoe ur viken.
A-wechoù o deus prientet un dra a-ratozh-kaer a lavarint koustet a gousto.
Ne vern. A-walc’h eo bezañ a-gevret ha gouzout e c’hell pep hini degas danvez d’an holl, evel-se, war ar prim.

An deiz-se e oa bodet un tregont den bennak er sal-degemer, kanaouennoù, sonerezh, marvailhoù, skridoù berr, a yae en-dro. E pep tra e oa un draig da eostiñ, un draig a c’helle bezañ treuzkaset pe brederiet warnañ, plijadur ar pred e oa ivez, un esaouenn.
Eztaolioù liesseurt ha goulennoù ar selaouerion a zeue frank, digabestr, war don ar c’hendiviz etre mignoned.
An draig-mañ da heul zo bet lavaret sioul, hep trouz na jestroù, eeun.

Pevar c’hozhiad zo azezet war ur bank.
An hini a zo e penn ar bank a laosk ur bramm, ur wir gurun. Da heul ar bramm ez emled ur flaer eus an diaoul betek fronelloù an tri c’hozhiad all.
Ar c’hozhiad an tostañ ouzh ar brammer a stou davetañ.
– Me, te wel, pa vramman, e ra un trouz spontus. Ne ra flaer ebet avat.
– Me, eme an trede, me pa vramman, ne ra trouz ebet. Padal, ar flaer zo spontus ha padout a ra ken e pad.
– Me, pa vramman, eme ar pevare, ne ra trouz ebet ha flaer ebet.
An tri c’hozhiad all a stou davit ar pevare da lavarout a-unvouezh :
– Perak e vrammez ‘ta ?

N’  eus ket anv eus marvailh aze, nemet eus tezennoù bistro. Padal…