Penaos e wel renkadoù etre Frañs an dud a vev e Breizh ? Ne ra forzh din.
Siwazh edon er c’harr pa ‘m eus klevet er skingomz un abadenn a oa e ditl Vive la Bretagne libre, c’ho, c’ho, c’ho.
C’ho, c’ho, c’ho ouzhpennet ganin zo un tech, pe un tun (emouez pe ziemouez) eus an ambilher laouen a rene war an abadenn. Lakaat a rae c’hoarzhadennoù bep un nebeut gerioù.
Seurt doare ober zo pleustret e metoù an dud a zo o micher bevañ diwar ar pezh a lavaront d’ur bagad selaouerion. Un doare eo da lakaat da dremen soñjoù an hini a gomz hep o lavarout. Un doare eo ivez da lakaat ar selaouerion da gemer perzh oberiant, ent gouzañvat pa ne c’hellont ket respont dezhañ, er pezh a lavar, pe na lavar ket an ambilher…
Iskis eo ambilher an abadenn.
Selaou a raen an abadennoù-se dekvloaziadoù ‘zo peogwir e oa aterset tud na glever ket war ar mediaoù.
An dra displijus nemetañ a oa e tistage an ambilher komzoù toull, diezhomm, a-hed an abadennoù. Ur wech eo bet aterset un den a save ur bladenn-nij en e liorzh. Dudius e oa klevout ar paotr, peseurt poell a lakae en e oberoù… D’ ur mare avat eo deuet dic’houzañvadus emzalc’h goapaus, tadelour, otus, an ambilher. Ne rae forzh gant an den. Ne oa nemet plijadur an ambilher a oa e kont. Kavet en doa un aneval da werzhañ d’e selaouerion. Ne oa nemet un dra fentus da lakaat an dud da c’hoarzhin ha da grediñ e oant speredek.
Stuzegezh ar renkadoù etre e Frañs eo. Kaer o deus izili ar renkadoù etre pignat en urzhaz kevredigezhel e chomont distuz, ha dismegañsus e-keñver ar meteier ma teuont. D’ar muiañ e viront un trivli madelezhus evit an enginidion.
Ur sizhunvezh pelloc’h e oa bet ur selaouerez o tamall, war ur stenwezad, da goskor an abadenn ober goap ouzh an dud vunut lec’h ma veajent pell a-us dezho e kirri-nij o sunañ champagne. Ar mestr ambilher en deus fuloret ha goapaet ar paour kaezh inosantez a grede emichañs e oa evet champagne ganto er c’hirri-nij, pezh na raent morse biken james.
Setu war betra e eilgerie ar mestr radioour, ar champagne, ha n’eo ket war an tamall a oa graet dezhañ d’ ober goap ouzh an dud vunut hag o disprizout. Aze e oa danvez e respont war al leterc’had ha n’eo ket war an danvez…
Souezh ebet neuze e vefe bet bevennet an abadenn a-zivout Breizh d’un nebeut standilhonoù dibabet mat eus atersadennoù graet en Institut de Locarn, hag ivez eus un tri c’hweluniadour ar gounezerezh hag eus ur beurfoeltrerez an irienn broadelour.
Défense de cracher par terre et de parler breton, est-ce un faux ou bien est-ce vrai ? C’ho, c’ho, c’ho…
Anat eo e vo desket kalz traoù eus istor Breizh ur wech diskoulmet kudenn ar bloc’heilad-se eus folklor ar vreizhkarourion… Ar c’ho, c’ho, c’ho a vo an dezrann nemetañ o devo ar selaouerion digant o ambilher moumoun.
Gant an abadenn e vo stishaet Breizh d’ un istor etre patromed ar gounezvouederezh bodet en Institut usveneget da douellañ al labourerion dre wiskañ arlivioù broadelour pezh na douell ket ar c’hweluniadourion, hervez an ambilher, ha d’ un irienn vroadelour kuzhet mat hag enep republikan renet gant an hevelep Institut o klask lorbañ poblañs Vreizh, hervez an arbennigourez war an irienn vroadelour e Breizh. C’ho, c’ho, c’ho !
Mar o dije labouret an holl dud-se o dije merzhet hag ar pezh a anvont broadelouriezh n’eo nemet ur vrogarouriezh pe un trivli brogarour.
An ambilher ne glaske war an dachenn nemet danvez krai da sevel un abadenn. Ne oa ket en e soñj studiañ un darvoud, pe zegas elfennoù a rofe tro d’ar selaouer d’ ober e soñj. N’en deus graet nemet degas un aridennad bloc’heiladoù. Diwar un danvez ken teusk en deus livet patromed masklet a-dreñv o broadelouriezh ha broadelourion enep republikan kuzhet a-dreñv maskloù patromed. Ar brizhkealiadoù a oa bezañt a-raok dastum an danvez na dalvez nemet da skeudennaouiñ e brepoz.
Ne vefe ket bet da glask pell evit kompren ez eo brogarouriezh embannet an holl dud-se nemet un eztaol eus o dibolitikadur a zo lod eus dibolitikadur ar gevredigezh e Frañs.
An diouer a labour enklask gwirion zo ivez un azon eus dibolitikadur Frañs. Un azon eus dibolitikadur ar renkadoù etre a varmouz ar stuzegezh trec’h eo. Prest eo an dud-vat-se da lavarout ha d’ober forzh petra evit mirout o flas a gefredourion veveziñ, a ziduerion ar bobl sujet, c’ho, c’ho, c’ho.
Ar bloc’heiladoù zo lakaet da dremen evit bommoù fent, dibabet e-touez komzoù dister un den pe un all ha saeret, hep an disterañ dezrann. Ret eo d’an ambilher ober goap en abeg d’ an diouer a zanvez, d’ ar goullo, devoudet gant disterded al labour.
A-hed an abadenn e tistro diskan an ambilher meurdezus, Jacobinards que nous sommes, c’ho, c’ho c’ho, e-touez diskanoù all da dalmañ an diduadenn ar bobl wasket ez eo seurt abadennoù…
Pep tra zo er c’ho, c’ho, c’ho. Komprenet ‘c’h eus selaouer deboner ha ken speredek, diouzh an tu mat emaout, hon hini, hini tud speredekañ ar bed, gwelloc’h dit hon heuliañ mouchet da zaoulagad eget mont da heul ar Vrezhoned-se a zo leueoù a gentañ klas.
Labour zo d’ ober war saviad ar gevredigezh e Breizh, n’ eo ket bet graet avat, na boulc’het zoken, gant seurt farsadenn. Ret e vo d’ ar Vrezhoned ober al labour-se mar fell dezho ha d’an holl dud dismegañset er bed, d’ar pobloù gwasket, adkavout hent an denelezh.