rouantelezh ar re varv

rouantelezhKelanoù a vil vern o vreinañ war dachennoù emgann,
daou pe dri den lazhet kempenn e korn ur straed heoliet ha kompez,
yaouankizoù o tiskelañ mac’hagnet gant polised,
labourerion distrujet diseblant gant an torr-kein,
hinienn digenvez dindan dispriz an hini a zezerc’h ur mestr.

Bemdez ez emgann an dud en aner, kein a droont d’an denelezh,
azeuliñ a reont enno al loen gouez estlammus pa n’int nemet chatal doñv o mistri,
pa drenk an traoù e tiskouez an deñved o dent d’ ar bleizi mousc’hoarzhus,
ne ouzont mui seveniñ, pourvezet dezho ar peuriñ hag ar c’hraou,
d’ar muiañ e venn hiniennoù gouzout diouzh an traoù, aet da vistri vihan o chadennoù pounner.

Divius eo bezañ den,
aloubus ha skoilhus an enorioù,
aesaat d’an hent a ra ober gant restachoù ur bed a zo bet,
kropet en ur c’horn, c’hoari gant e vizied,
e-lec’h sevel splann er gouloù ur bed dianav a emled kalz en tu all d’ an dremmwel.

netra !

gwezennPa vin marv, e korn ur park,
Loened, laboused ha preñved o tebriñ va c’helan,
Neuze, kompez, e c’hellin soñjal er vuhez,
Pezh a chomo eus ar stourmoù,
Aner,
Taer…
Netra !

Ne chomo nemet ul lutig, ar prantadoù-se ma ne ra daou nemet unan,
Kendeuzet en ur pred, saour ar mel gouez, blivded an dour boull,
Nemet ur genou, un teod, ur rev, ur c’horf,
Steuziadur ar c’hig ken boutin en hollved,
Kuñvded an unkroc’hen evit an holl grouadurioù,
Un den en holl d’ an holl.

Ar pradeier kuzhet dindan un dour-beuz,
Melezour diroufenn ma tifoup geotennoù tener,
Glas ha digenvez,
Dindan flouradenn aouroù gwenn ar c’huzh-heol,
Teuziñ hag emledañ diziwezh ar c’horfoù,
Didrouz,
Steuziet an hiniennoù pinvidik ha brokus,
Kement ober zo aner,
Tarzh al livioù, soutil, er-maez krap ar spered,
Endalc’het en ur pred an amzerelezhioù diflipet o zalm,
Ar furmoù lies, bev, kemmus, dispis.
Kened.

Bezañ an denelezh,
Mezevellet.

Bevañ.

Mervel.

diskouez ar beziadoù ?

beziadReality show… Setu un abadenn skinwel ma vez taolet gant ar renkadoù etre o selladoù war ar boblañs.
Leurennañ an abadenn a glask diskouez an dud evel tud vil ha distuz diouzh pennaennoù ar stuzegezh trec’h.
Dre lakaat dirak ur c’hamera tud n’eo ket o micher bezañ dirak ur c’hamera o lakaer da dremen da dud dister a-geñver gant an dud a-vicher.
Aes tre eo dre lorbiñ ha palvata an dud o lakaat e saviadoù ma tremenint da leueoù.
Aes eo o lakaat da grediñ ez eo aes ar vicher, ez eo emdarzhek emzalc’hioù an dud a-vicher dirak ur c’hamera.
Ken pell eus ar beziadoù eo ar pezh a ziskouezer e seurt abadennoù hag ar pezh a zo leurennet gant an dud a-vicher en handerc’hadoù.
N’eo nemet un istor a ziskouezer d’an arvesterion dirak ar skramm, evel ez eo un istor a gonter ivez en ur film kendoazhañ.
An dud a vicher n’int ket brasoc’h o ferzhioù denel eget reoù an dud diskouezet e seurt abadennoù pobl hogen o micher eo. Un ouzhpennad kalvezel o deus.

Petra a glasker diskouez gant ur reality show ?
Netra ?

Ersav an arvesterion a vo goapaat ar pezh a zo diskouezet dezho, an tudennoù diampart a lavar traoù re eeun a sell ouzh o femdez, hag a vefe gwelloc’h dezho tevel.
Padal, ret mat e vo d’ an arvesterion emhevelebiñ ouzh an dud-se. Da heul, ent diemouez e vint lakaet da sankañ don en o fennoù ez eo gwelloc’h dezho tevel ken distuz int, ha chom el lec’h m’ en deus an natur spiswel o lakaet.
Mezhekaat an dud a ra ar reality show, o disteraat, ken ar re a zo leurennet hag ar re a sell ouzh an abadenn.
Disheñvel eo an argerzh diouzh hini ar fentigellerion a glask lakaat da dremen an arvester d’an den speredekañ a-dal d’ ur boblañs a zioded. N’eo nemet un arliv en arz ar palvata. Marteze ivez eo ar fentigellourion marc’hadourezh evit ar renkadoù etre. Un ezhomm eo d’ ar renkadoù etre krediñ e komprenont ar pezh a c’hoarvez evit kadarnaat o roll naturel a hanterourion etre ar yoc’h distuz hag ar renkadoù peurstuziet.

Ur benveg eus ar gevredigezh veveziñ eo ar reality show. Ur c’henderc’had stuzegezhel a zo ur benveg galloudus a zestuziadur da stummañ ur yoc’h distuz aes da gorvoiñ.
Ur benveg d’ ober arc’hant eo da gentañ penn, ur varc’hadourezh, hogen a genderc’h war un dro an amveziadoù d’ober muioc’h a arc’hant c’hoazh dre vougañ pep intrudu a-berzh gwiskadoù mavek ar gevredigezh a ampar ar yoc’hoù diziouerus d’ar c’hevredigezhioù beveziñ.

profoù ar vuhez

profE Japan e vev ur c’hozh hag ur gozhez.
0 kannañ dilhad er stêr e tastum ar gozhez ur frouezhenn degaset gant red ar stêr. Trugarekaat a ra ar stêr ha kas ar frouezhenn ganti da rannañ gant he gwazh.
Siwazh ne c’hell ket padout war hent an distro d’ar gêr. Debriñ a ra ar frouezhenn penn-da-benn ha distreiñ war he c’hiz da c’houlenn unan all digant ar stêr evit he hini kozh.
Ar stêr a zegas un eil frouezhenn a vo lakaet gant ar gozhez er mortez a dalvez da bilat riz.
Eus ar mortez e tenn ar c’hozh ur c’hiig du. Brasaat a ra buan ha goulenn digant an hini kozh pignat war e gein. Ar c’hozh zo kaset gant ar c’hi d’ur c’houfr leun a bezhioù aour.
An amezeg a amprest ar c’hi, a bign warnañ hag a ro dezhañ an urzh da vont betek an teñzor. Skeiñ a ra gant ar c’hi d’e lakaat da vont buanoc’h. Ar c’hi a chom a-sav. An amezeg a gleuz an douar prim ha prim ha kavout a ra e-barzh an toull un danvez teñval, blot ha flaerius a strink warnañ. Lazhañ a ra ar c’hi.
Ar c’hozh a zouar e gi en e liorzh. Ur wezenn a gresk buan. Ar c’hozh a ra gant ar c’hef ur mortez nevez da bilat riz da erlec’hiañ an hini kozh a zo faoutet.
Ar gozhez a bil un nebeut riz a dro e pezhioù aour.
An amezeg a amprest ar mortez. Kregiñ a ra da bilat hollad ar riz en deus. Ar riz a dro en un danvez teñval, blot a flaerius a strink e pep lec’h. Leskiñ a ra an amezeg ar mortez.
Ar c’hozh a zastum al ludu. Un nebeut ludu kaset gant an avel zo strewet en e liorzh. El lec’h ma kouezh e kresk trumm bleunioù livet kaer.
Divizout a ra ar c’hozh diskouez ur burzhud ken kaer d’ ar gouarnour pa dremen war an hent dirak e di. Pignet en ur wezenn gerez e c’hortoz ludu gantañ en e zorn. Penn gwarded ar gouarnour a ro dezhañ an urzh da ziskenn ha da dreiñ e fas ouzh an douar. Ar c’hozh a lavar en deus un dra da ziskouez. Ar gouarnour a asant. Ma n’eo ket plijet e vo lakaet ar c’hozh er vac’h betek fin e vuhez.
Taolet al ludu e vleugn ar gwez kerez en un taol, ar soudarded hag ar gouarnour a emgav e-kreiz ur balenn vleunioù.
Pedet eo ar c’hozh e palez ar gouarnour ha roet dezhañ ur pezh dilhad seizh ha neudennoù aour.
An amezeg a amprest ludu digant ar c’hozh, pignat a ra en ur wezenn ivez pa dremen ar gouarnour. Taolet al ludu eo goloet ar gouarnour hag e goskor gant danvez teñval, blot ha flaerius.
Betek fin e vuhez e chomo an amezeg er vac’h.

A bep seurt traoù deurus a lavar ar vugale war ar sorbienn-se.
Kavout a reer bepred unan evit reiñ un ali divezel : an amezeg zo drouk ha kastizet e zrougiezh. Lavarout a reont ne ra an amezeg nemet dreveziñ an hini kozh. Lavarout a reont ivez e tle bezañ an amezeg yaouank ha pinvidik. Unan en deus lavaret e tlee an danvez kavet gant an amezeg bezañ tireoul… Deurus tre.

Profoù ar re gozh zo disoc’h o buhez, o hent, o labour, o doare bevañ. Ne c’houlennont netra. Bevañ a reont en un doare eeun ha kompez gant an dud, al loened ha kement tra a brof dezho ar vuhez.
An amezeg a glask kaout an hevelep prof hep al labour, ar vuhez, an hent graet gant ar re gozh. Dibasiant eo. Ober berzh a fell dezhañ.
Tremenet eo e-kichen e vuhez ha gwashoc’h c’hoazh ma soñjer en tireoul degaset gant unan eus ar vugale. Klask a ra an amezeg tennañ korvo eus hent ar re gozh o tilezel e hent dezhañ. N’ en deus mui hent ebet.

N’eus ket anv aze da asantiñ d’un urzh a ra ar re baour hag ar re binvidik…
Er sorbienn eo ar re baour a zo pinvidik ha n’eo ket gant aour. Priziañ ur frouezhenn degaset gant ar stêr, ur c’hi bihan du pe ludu a c’han bleunioù zo kalz pinvidikausoc’h eget dastum moneiz, ha pa vefe pezhioù aour. N’ eus ket a urzhaz e plijadur ar re gozh. Trugarekaat a reont ar vuhez evit pep traig, evit pep pred, gant anaoudegezh, ha prest int da rannañ o flijadur ha kened o buhez gant o amezeion.
An amezeg avat zo bac’het en ur stuzegezh a laka e penn an urzhaz an aour. Ne oar ket priziañ ar c’hi pe ar mortez.
Pezh a zo pouezus eo al labour graet, ar blijadur hag ar pezh a reer eus un dra, ha n’eo ket piaouañ ar pezh a zo ret piaouañ diouzh savboent ur stuzegezh arzaeladus.
Lennegezh teodel pobl eo. Ur stuzegezh pemdeziek ha bev eo.

Sur a-walc’h e vo kavet tu bennak ur maladur atoret gant ur gravez bennak pe ur renkadoù etre bennak da begañ warnañ un divezelezh pe un talvoudoù bennak. Ar sorbienn avat zo hollvedel hag ar vugale zo barrek da gavout enni kalz muioc’h eget forzh pe arbennigour destuziet, gant ma chomo digor an danevellañ pezh n’eo ket anat.

gwengel ha sorbienn

gwengelThe hero with a thousand faces Campbell c’hoazh… (Sellout haroz)

N’ on nemet ur Yann Kouer ha kouskus eo al levr-se evidon.
Danvez an aozer zo kentoc’h ar gwengeloù en orin ar c’hravezioù. Ar c’hravezioù-se ne bledont ket gant lieselezh ar bed, o gwengeloù a venn displegañ hollad an denelezh, pezh a zo paboriñ un tammig.
D’ ur mare e klask an aozer keñveriañ ar gwengeloù gant ar sorbiennoù orin. Sorbiennoù arbennel ? Chom a ra e par ar sorbiennoù tost ouzh danvez e studi eleze orin ar bed. C’hwitout a ra war ledanaat dremmwel e studienn.
Touellet on bet gant an doare da ginnig al levr evel ur studienn o enderc’hel gwengeloù ha sorbiennoù. Meneg ar sorbiennoù zo eilrenk avat.

Ar sorbiennoù arbennel ne glaskont ket tremen d’ ur wirionez a-us d’ar re all. Goapaus int an aliesañ. Ar sorbiennour a oar emañ o klask displegañ un dra dizisplegadus. Ur poellata diwar ur buhezadur eo, diwar ar pemdez, klask lakaat atersoù ha n’eo ket respontoù hag uvelaat seurt atersiñ ha bezoud mab-den war un dro. Daoust da vezañ espar, hon denelezh a chom ur bihan a dra.

Ur fazi bras eo d’an aozer na zezrannañ ar sorbiennoù. Pa n’ o c’hav ket sirius ? Ha reiñ ur gourfouez d’ar gwengeloù. Tremen a ra hep skoazell ul lod bras eus ar sevenadur dre e zisprizout.
Ar gwengeloù meneget gantañ zo oberennoù savet da vestroniañ. Ar sorbiennoù zo savet da glask bevañ gant… Ne seller ket ouzh an denelezh diouzh an hevelep lec’h ha pinvidikaus eo.
Ur poell kefredel unventek e teu da vezañ ar gwengeloù a ziren ar bed d’un danzeadur a-us da dropell an dud. Ar poell nemetañ a vennont bezañ. Ganet o deus kravezioù undoueat lec’hiet a-us da gement buhezañ.
Ar sorbiennoù a vag ur poell pleustrek liesek. Ar sorbiennour a ro war ar prim ur respont d’ur gudenn dizisplegadus. Emouez eo ouzh e saviad. Dizisplegadus eo ar gudenn a gav e orin en un amzer n’ eo ket hini ar sorbiennour ha lec’hiet eo en ur bed arall, diziraezadus.
Pegoulz ha penaos ez eskor an denelezh ? Ar sorbiennour zo emouez ez eo arvarus ur seurt atersiñ graet adal gwerc’helezhioù kempred, berrhoali ha darnel.

Ar gwengeloù a venn displegañ pezh n’eo ket displegadus, pe beurzisplegadus. Ar c’hravezioù hag ar skiantoù a ra heñvel, tennañ a reont da sonnañ an denelezh. Dibenn an Istor e vefe ?
Ar gevredigezh veveziñ zo gant an hil-se. Klask a ra mirout ouzh mab-den a embreger e rezid dre e vac’hañ gant un dibab marc’hadourezhioù mat evit an holl. O fersonelaat zo un touell, un aridennad bloc’heiladoù.
Ar sorbiennoù arbennel a denn da c’hoapaat seurt sellad war an denelezh. Orin al livioù kroc’hen zo ur skouer. Argas a ra ar sorbienn-se pep divezelezh, zoken hini an enepgouennelourion a anad evel bevezerion kealioù prest da wiskañ.

Aon ‘m eus eo anavezet levr Campbell peogwir eo bet meneget gant Georges Lucas a-zivout e film Starwars.
Soñj ‘m eus eus ur vignonez a lavare e oa sirius-tre ar film hag ez endalc’he gwirionezioù dreist mab-den.
Barrek eo ar filmaozourion amerikan da genderc’hañ marc’hadourezhioù bankadus.
Plijadur ‘m eus bet gant ar film a chome evidon daoust d’e berzhioù kalvezel, pe en abeg dezho, ur mekanik da sipañ ar spered ha da c’houllonderiñ un doug-moneiz betek ar gwenneg diwezhañ, pell bras diouzh ur sorbienn, hag ouzh bevenn an denelezh.

roud 5

roud 5Kouskous mat ha marc’had mat. Un drugar. Na soutil an ispisoù. Rouez tre gant ar meuz-se e Frañs ma vez an aliesañ eksotek, magus hogen un tammig pout. Ur burzhud e oa, aze, e-kreiz neblec’h.

– Ha mat e oa ?
– Kalz plijadur ‘m eus bet gant ho meuzioù. N’ ouzon ket lavarout petra eo ar frondoù hag ar blazioù a gevred er c’higoù liesseurt, el legumaj, ha zoken er c’houskous. Pep begad zo ur souezh. Gourc’hemennoù d’ar c’heginer.
– Va mamm eo he deus keginet hiziv. Ar c’heginer en deus kimiadet diouzhin. Ne oan ket barrek da reiñ dezhañ ar gopr a c’houlenne.
– Mirit ho mamm ar pellañ ar gwellañ. Bras eo he c’harantez ouzh ar boued. Arz eo kement-se.
– Re a labour e vefe eviti. Meuzioù tiegezh a brient hi. Kalz amzer e tremen gant ar c’heginañ. Ret e vo din kavout ur c’heginour na vo ket ken pismigus. Forzh penaos e labour e Paris war ar filmoù ha ne zeu d’ hon gweladenniñ nemet gwech an amzer.
– Brasat chañs ‘m eus bet neuze. Hetiñ a ran deoc’h kavout un den ken espar hag ho mamm er gegin. Un devezh mat deoc’h. Ken ur wech all.

Petra e oa deuet da vezañ Fnaca ? Setu unan a vije bet plijet gant ar preti souezhus bihan-se e veuzioù lipous. Ur mailh war geginañ Norzhafrika e oa.
Brav e oa bet buhez ar paotr. Kaset gant ar Stad da soudard en Aljeria e oa deuet er-maez eus euzhadennoù ar brezel hep na vefe distrujet an den anezhañ.
Kredet en doa start er pezh a veze goulennet digant ar soudarded. Labourat a rae da wellaat stad tud ar vro. Ret e oa bet arverañ an armoù pa na ouie ket an dud-se petra oa mat evito.
Niverus e oa bet e zarempredoù gant ar boblañs. Pa oa ur paotr lavariant, aes da zaremprediñ, en doa desket kalz eus gizioù ar vro.
Lavarout a rae penaos e oa aet da lazhañ tud e kêriadennoù ‘zo gant e vagad soudarded en derou, betek m’en doa kroget da brederiañ drezañ e-unan dre forzh daremprediñ tud ar maezioù hag ar c’hêrioù.

Un wech, en ur grimpañ gant un diri en doa kavet ur soudard eveltañ a glaske gwallañ ur plac’h. E skarzhet en doa rust.
– Kaer e oa ar plac’h. Kaerat plac’h ‘m eus biskoazh gwelet. Pennadoù eus he blev, he c’hroc’hen, a daole ur gouloù en damskeud. Skuizhet e oa bet gant argad ar soudard dre m’ he doa stourmet taer outañ. Kouezhet eo, damsemplet, ha chomet eo ur pred krog ennon. Balbouzañ a rae gerioù evel trugarez, aon. Sko ouzhin e oa. Flour e oa he c’hroc’hen ha frondus he blev. «Kae kuit ‘m eus lavaret dezhi. Kae da adkavout da re a ‘z tiwallo. Ne ‘m eus graet nemet ar pezh a zlee un den ober. Ur paotr on avat ha da gened zo mezevellus. Kae kuit, buan !»
Kaer tre e oa ha yaouank edon. Ne zlee netra din avat. Netra. Ne oan nemet ur soudard estren en he bro.

Ur wech ma oa bet bodet tud e Kreizh Breizh en ur prantad labour war ar filmoù e ‘m boa merzet Fnaca o komz gant ur vaouez. Pemont vloaz tremen e oa, berberez emichañs. Labourat a rae e Frañs war ar stenwezañ, priziet e oa he labour. Na kaer e oa.
Fnaca n’en deus lavaret netra din war he divoud.
Eñ ivez a oa un den kaer, daoust dezhañ bezañ uzet gant ar vuhez. Un dudenn vrokus a oa bet lies e vicherioù e oa. Ur paotr yaouank mentet mat ha kaer e oa bet sur a-walc’h. Unan a blije d’ar merc’hed hag a blije dezhañ ar merc’hed.

Brav eo an amzer.
N’eo ket deuet ar geginerez er sal debriñ. Marteze ne oa ket aze.
Ha mar befe tro din da adkavout va mignon kozh ? Deomp bepred gant hent Karaez, piv oar ?

ent resis ?

resisFrañs zo ur Stad.
Bro-C’hall n’eo ket Frañs.
Breizh zo ur rannvro eus Frañs.
Ranndir Breizh zo un unvez tiriadel eus Frañs.
Breizh n’eo ket ul lod eus Bro-C’hall.

Pa gomzer eus Breizh e komzer eus ur vro n’eus ket anezhi, nag evel Stad, nag evel bezoud tiriadel pe zouaroniezhel. Ret eo komz eus ranndir Breizh pe eus rannvro Breizh ha n’eo ket eus Breizh.
Breizh zo kenderc’had un istor. Ezhomm zo eus ur c’hrouiñ Istor evit ma vefe eus Breizh.

Bez’ eus eus ranndir Breizh avat a zo un unvez tiriadel, politikel hag armerzhel eus Frañs.
Pa gomzan eus ar renkadoù etre eo diouzh ret eus renkadoù etre Frañs, zoken mar komzan eus al lod anezho a vev er ranndir Breizh, pa n’eus ket eus ur gevredigezh vrezhon hag eus Breizh.
N’eus ket eus Breizh hep un emsav e Breizh.

An dud a labour evit Ranndir Breizh, an holl frammoù savet gant seurt framm tiriadel eus Frañs ne c’hellont e nep doare komz en anv Breizh. Pezh a reont, pezh a lavaront zo en anv Frañs merañ ar ranndir Breizh.
Setu peadra da sioulaat ar re a gred en un irienn vroadelour. Trivli breizhek an dud a labour e stern amaezhiadurezh Frañs zo gall (frañsez ?).
N’eus gant an dud-se nemet rannvrogarouriezh. O labour zo lod eus Istor Frañs zoken mar kredont traoù all en o huñvreoù.

Souezh ebet e teufe gant an dud-se ur gealiadurezh yezhel a lavar ez eo ar brezhoneg un dastumad rannyezhoù hag isrannyezhoù naturel natur dezho treuzplakañ un torkad gerioù gallek. N’ emsavlec’hiont ket e-par Istor ar yezh. Soliañ a reont war Istor Frañs.
Ur yezh n’eo ket naturel. Denel eo, stuzegezhel.
N’on ket sur ez eo barrek an dud paeet evit merañ ar yezh da anavezout un istorelezh bennak d’ar galleg zoken. Un dra naturel eo evito ur yezh. O luc’haj micherel a gredont moarvat bezañ ar galleg, ken naturel eo evito hag ar parlantoù (mojennek) brezhon.

An holl arc’hadurioù breizhlivet zo renet e-par an istorelezh c’hall. An holl dud a venn difenn hon istor brezhon, hon brezhoneg, hon Breizh en gra e-barzh an istorelezh c’hall.
Tonket int da c’hwitout war o huñvreoù pa na grouont ket istor hogen un dibarelezh lec’hel na dalvez ket muioc’h, na nebeutoc’h, eget un dibarelezh parizian pe varsilhat a chomo isurzhiet d’ar stuzegezh trec’h. Chom a ra da dermenañ ez eo gall (frañsez) ar stuzegezh-se.

Un hil istorek a empleg ur buhezañ, un hontkenderc’hañ. Mirout relegoù n’eo ket embregañ e zenelezh. N’eo nemet en em repuiñ en ur c’hornig goudoret diouzh trepetoù ar bed, diouzh un ober denel a zo diouzh ret arvarus hogen pinvidik.

Klaskomp bezañ resis en hon yezh, en hon oberoù.

Ar breizhkarouriezh, ar yezhkarouriezh zo hentoù bac’h evel nep kornbrogarouriezh.
Kalz pinvidikoc’h eo kenlabourat gant Frañsizion speredek eget gant Breizhiz berr o spered, zoken mar bezont jentil, plijus, ha seven.

me eo

me eoEmsav, emzao ? Setu ar gudenn nemeti a zo barrek tud ‘zo da stignañ a-zivout ar ger-se.
Emeur penn-da-benn en anistor.

Kervarker ha Roparz Hemon n’o deus ket adkemeret ar pezh a oa evit e virout. N’o deus ket askenderc’het.
Dastumet o deus pinvidigezhioù ar yezh hag al lennegezh pobl ha graet un hontkenderc’hañ.
An hontkenderc’hañ a yae a-unan gant ur reizhiad labour, ur framm.
Diemouez e oa an oberourion ouzh ar pouez a oa gant ar reizhiad-se hag ouzh ar pezh a oa dibar en o labour. Chom a rae sturiet daoust dezho gant an elfennoù bezant er vro, ar vrogarouriezh hag ar yezhkarouriezh. Alese ar mennoz e oa ret diorren istor pe yezh ar vro evit ma vefe eus ur vroad.
Reuzeudigezh ar vrezhoned a zeue, sañset, eus un diouer a vroad pe a yezh perzhek.

Gaou e oa. Gwalleur ar vrezhoned a oa eztaol o saviad anistorek, andenel. An dibarelezh lec’hel a zeuy da vezañ breizhek en 19vet kantved a oa amparet gant azonoù ur bobl er-maez eus an Istor. Gwir e oa kement-se evit lod brasañ poblañsoù ar maezioù e Frañs dre berzh ar greanteladur.

Evit tud ‘zo, an trivli breizhek eskoret eus saviad diaesaus Breizhiz a vije un ijinadenn c’hlan eus ar mouvement breton gourlakaet d’ar boblañs. Kement-se zo reiñ d’un dornad difreterion ur pouez n’o deus bet morse. Souezhusoc’h c’hoazh, an dud a zifenn seurt savboent a zifenn ivez furmoù lec’hel devoudet gant reuzioù ar greanteladur evel kenderc’hadoù breizhek pur e-giz ar ger emsav skrivet emzao

Mar lennfe an dud-se brezhoneg e c’hellfent mont da deurel ur sell war al labour dezrannañ embannet gant ar c’helaouennoù Emsav ha Preder da skouer. Kalz donoc’h eget pezh a skrivan eo.

Ar framm amparet en-dro da ESB a skoulm gant hil al labourioù renet gant Kervarker ha Gwalarn. Dilec’hiañ a reont ar gaou. N’eo ket mui an Istor, ar Yezh, hogen ar frammoù stadel a ra diouer d’ar vrezhoned.
Pezh a vo yael hag emsavel avat eo ar framm labour pinvidik ha liesseurt a vo lakaet da vont en-dro. E-barzh eo mesket tud liesseurt. An amkan politikel a gas an dud da gejañ gant ar boblañs ha da studiañ an istor, an armerzh, ar politikouriezh
Emouezet e vo ouzh ar gaou ha dezrannet e roll krouus. Diforc’hekaet e vo an emsavelezh diouzh ar mouvement. Lec’hiet e vo an emsav brezhon en istor an denelezh. Ar vrogarouriezh, ar yezhkarouriezh, ar stadelouriezh zo trehontet.

Diaes eo avat kuitaat goudor an elfennoù-se ha kenderc’hel gant an hent. Ne zivizer ket bezañ emsav. N’eus nemet ar c’hazh a c’hell hep farsal lavarout me eo. Un hent diaes ha diglet eo, un ober hep termen. Ken drastus eo bet an dezrannoù evit an dud ma vo dilezet ar framm labour.

Dre ma ne oa ket mui eus ar framm evit paotaat an eskemmoù, liesaat an dezrannoù lakaat da genlabourat tud liesseurt, eo distro buan gevier ar yaouankiz, brogarouriezh, yezhkarouriezh, lennegezhkarouriezh… Pep hini zo laouen gant ar pezh a ra ha nac’h a ra, gant gwir abeg p’emañ al labour hiniennel, nep dezrann war e labour, nep eskemm a savfe goulennoù war e labour. Aet da get an emsavelezh ne chom nemet ar mouvement breton a ya war vruzunañ ha war gendeuziñ gant ar stuzegezh trec’h. N’eo mui nemet ul luskad rannvroelour gall a ren arc’hadurioù na zegasont netra nevez er bed.

Emsav pe emzao, nag ur farsadenn anistorek ! Pelec’h emañ al labour da brederiañ war betra eo an emsav, petra eo an Istor, ha petra eo ur yezh hiziv ?

Hep emsav ez a an denelezh da get, Breizh ha Frañs e-barzh evel-just hag an holl dud mav un tamm anezho evel ma lavarfe ar c’hazh.

imor

imorHuchal, choual, kunujenniñ,
Trawalc’h gant an didrouz bouzarus.
C’hoant ‘m eus gwelout tud astenn ar pezh a reont.
Gwarizius on eus ar pezh na lavaront ket.
Avi ‘m eus ouzh o dezrannoù.
Eus o amzer ‘m eus ezhomm.

Amzer a roan dezho me.
N’ eo ket perzhek a-walc’h va amzer ?
N’ eo ket bras a-walc’h ?

Ar gerioù faos zo ur samm kasaus.
Ra vo klevet un nebeut gerioù gwirion.
Emaint gant an aon rak koll o gwenneion, o sioulded ?

Hag e reomp un dra a-gevret ?
Ma ne labouromp ket a-gevret e labouront evit tud all ?
Emaint e karantez gant ar re-se a zismeg va labour.
Dismegañs n’eo ket dezrannañ.

Dezrannañ a dalvez bezañ politikaet,
Meizañ e-par ar gevredigezh ha n’eo ket e-par an hinienn,
Bezañ gant ur preder, ur gealiadurezh,
Bezañ prest da emdreiñ, da gemer perzh en un ober daelerezhel.

Ur vezh eo lenn ur bagad chaovined meuliñ o Breizh voumoun.
Skuizhañ a ran gant o chapelioù mogedek,
Skuizhañ a ran gant o goularded.

Gwarizius on eus o chapelioù, o c’helc’hioù strizh ha paour,
Hogen ken klet.
Bezañ e-barzh, kemer perzh, bezañ anavezet, moumounet…

Kaoc’h ki, ne fell ket din bezañ evelto,
Pep hini o sevel e iliz veur e bloneg da lidañ…
Da lidañ petra ?
Ganet eo ar mabig Jezuz a brofo e vuhez da sevel ur bed kaeroc’h, brokusoc’h ?
Ne welan nemet tud, dirak ur melezour, a zastum, a zastum…
Evit an dazont, evit o bugale, evit Breizh, evit ar Yezh ?
Evito !

Gwell eo klevout seurt bleupadoù eget bezañ bouzar emichañs, daoust ma…
Gwelloc’h mont da gemer ur pochad.

Ya, huchal, choual, kunujenniñ, tarzhañ,
Pa lenner kement a sotonioù a bep seurt,
Pa dav an dud speredekañ.
Perak ? N’on ket seven a-walc’h, n’on ket stuziet a-walc’h d’o selaou ?
Pizhoni eus o ferzh, na goll o had prizius ?
Sur int eus o meurded ?

N’ int nemet tud.
Denion omp.
Kaoc’h ki !