Bena

benaAr plac’h-se a ya en noazh,
n’eo ket he c’horf kinkladur,
n’eo ket he c’healioù ur c’hreñvlec’h dirapar.
Kaer eo he dremm,
soutil ez a he c’horf gant an egor,
dieub,
genel a ra ar bed.

perak ober anezhi gast,
chevrenn, liboudenn.
heneuziadur an egor eo,
buhez ar gouloù,
skor an trivli,
ode an iziunadoù,
hent an denelezh.

Nag a zismegañs,
bihanat tra eo sur,
ken bihan hag ur ger,
un notenn,
ul liv,
ur fiñv.
Diziouerus eo,
andon ha finvez.

un toull en amzer

un toullSouezhusat tra, ar santad bezañ bet en hevelep lec’h derc’hent dec’h. Adkavout en un taol kement sonerezh a selaouen gant plijadur er bloavezhioù seikont, eikont.
Sonerezh bev a-nevez, selaouet e lec’hioù bihan tre ma veze troad ar gitar dindan fri ar selaouerion, e-kreiz an daolig. An dud a vutune hag a eve bier.
An hevelep jazz aet a rock da bop. Flouroc’h eo, ar gitar zo muioc’h kerzennel, ar ganerez zo un drugar he c’han. Ar fleüter zo an hini nemetañ a chom eus an amzer tremen, moal eo bremañ, ken dieub eo bepred, c’hoari a ra gant an notennoù, an aer, an avel. Ar toser yaouank-tre a laka da ganañ e vinvioù. Paotr ar gourrebed zo etre daou a-fet oad, mont a ra d’ar c’herdin gant e vizied ha gant ar gwareg, evel ar sonerion all e tenn frazennoù tost ouzh prezeg un den diouzh e venveg. Ar gitarour ‘m boa klevet c’hoazh, un paotr sioul, hegarat, brokus. Ar ganerez zo tost ken yaouank hag an toser.

Nann, n’eo ket ar furm a zo heñvel, n’eo ket un distro d’ an tremened. Strinket eo an tremened er bremañ pe gentoc’h eo strinket an dazont a oa bezañt en tremened-se.
An doare-se da ledanaat bepred an dremmwel, da vont betek penn an ober, da lakaat ar bed kozh war e c’henou.
Un drugar eo an eskemmoù etre ar vouezh hag ar binvioù ken ma ne ouzer ket mui pelec’h emañ ar vouezh, ar gerioù, ar sonerezh, an talm. Ar gerioù zo distaget fraezh ha digomprenadus, sonerezh int, kerzenn, talm, pignat a reont uhel-uhel, stlakadennoù teod, c’hwitelladennoù, pep tra zo gallus ha n’ hon eus aze nemet un derou d’ ar gallusterioù. Ya, gant ma kendalc’ho, e tarzho ar bed kozh…

An holl ma oamp neuze o labourat war zachennoù ken lies, war harzoù ar bed anavezet, zo distro gant roudoù ar sodell, ar roudoù-se a greta boued, lojeiz.
Padal ne oa ket marv, da brouenn ar fleütour, va bezañs er sal, ar mel a dennan eus ar sonerezh.
Digor eo ar bed d’ an holl, ret eo mont, ha mont bepred, a-raok ma klozfe a-nevez.
N’eo nemet un elfenn a chom, kouezhet eo an tan dre ziouer eus ul labour kendalc’hus, ha ret mat e lakaat da gregiñ a-nevez evit pep den a youl vat. Aner ? Kalz hon eus taolet d’ar blotoù a vije ur bennozh d’ar glaskerion bedoù nevez.

Trugarez d’ar borzherion-se avat, pa viront an nor damzigor, mar kouezhont e savo reoù all, c’hoazh ha c’hoazh.

La Baronne Bleue : Fabien Ewenczyk gitar ha skrivañ, Chloé Cailleton kan, Pascal Vandenbulcke fleütoù, Stéphane Oster gourrebed, Gabor Turi toserioù.

mouezhiadegoù

mouezhiadegoùAr chas a harzh a bell da bell, rouzmouzat a ra milin ar skaoterez.
N’ emaon netra er barrez, n’ emaon netra er bed.
An dinaz vlot zo bet adkaset, distumm, diyoul, mennet d’ober, d’ober petra, da vont da belec’h, ober ra gendalc’ho ar gumun, gant an hevelep tud, argaset tud nevez, dre youl, dre un diouer a stlenn, skarzhet nep labour n’ eo ket bet kinniget gant izili blot a-youl vat ar c’huzul, jentil hogen laban, kezeg labour hogen sodellek, o lojañ, dindan gourdrouz ar c’heodedoù bras, ar reñverad peorion argaset eus an tolpadoù a vourr ganto ar renkadoù etre, kamp-bac’h e-kreiz ar maezioù, diezhomm an orjal dreinek, diezhomm ar c’hon, tec’hout zo aner, evit mont da belec’h, adkavout da heul kilometradoù ar c’heodedoù ma ren begennoù ripik, tort ha kamm o spered sioc’han.
Douaret on aze suroc’h eget er bez, dalc’herion ar galloud a babor en o aez, ezhomm ebet dezho bezañ strakus, ezhomm ebet eus ar feulster, p’ o deus gwisket warnomp pouez o disterded ken ma hañval nep ger divlaz ur barzhoneg.
Chaous warno, an euzhtud-se o deus gounezet ar brezel. Tasmantoù galloudus roueed hollveliek, sunerion wad o deus hon pistriet, disleberet hon youl, graet ac’hanomp loened vil ha direbech, tud jentil ha sentus a vil vern, o deus ganet d’o zro difreterion ar sul, yaouankizoù ganet marv o deus da wad liñvadennoù ar mediaoù dister ha mevel.
Beuzet an denelezh, meret ar chatal e pradeier ar maezioù, pep hini e chas ouzh e evezhiañ.
Klevout a reer mat a bell da bell o harzhadennoù a gas diastal ar c’heloù, salv ez out loen e vesaer a ziviz evitañ petra zo mat, petra zo fall, e’ z kamp e kreiz ar strouezh e steuzio da youl da vat, bez dichal.

Ha klet n’eo ket selaou aze rouzmouzerezh ar skaoterez keit ma ‘z a ar bed en e boull ?

a-zivout ar sorbienn livioù kroc’hen

Petra lavarout a-zivout ar sorbienn Du, Ruz, Gwenn ?

Yaouank, dibreder, ha laer eo breur gwenn ar sorbienn. Ar breur du zo paotr e skiant vat.

livioù kroc'henMousfent ar sorbiennourion a dalvez da ginnig an diforc’h etre pezh a zo ar re zu, eleze breudeur pep den war an douar, lodek en denelezh, ha pezh a ra anezho ar re wenn, eleze sklaved dre natur, paour ha dispered.
O flijadur zo lavarout d’an hini gwenn traoù na glev ket bouzaret ma’ z eo gant e stuzegezh hag e lorc’h. O paboriñ gant e spered e tro da reizh e laeroñsi : mestr an denelezh on peogwir on ar speredekañ. Ar sorbiennour du avat a lavar n’ en deus ar breur gwenn arveret e spered nemet evit laerezh e vreudeur hag o lakaat da labourat evitañ.
Fent ar sorbiennourion vorian a blij din kalz. Fent ar re n’o deus gwir ebet da reiñ o soñj war o saviad eo. Da betra e talvezfe d’an hini a zo gwasket klask displegañ d’ e wasker pegen droch eo e waskerezh ? Kalz plijusoc’h hag efedusoc’h eo sevel seurt sorbienn da amprouiñ pegen dall ha bouzar eo an dud dister a gred bezañ ar vegenn e-touez ar re stuzietañ.
Ar sorbiennour gwenn eus Guyana en deus eñ echuet e valadur gant ur c’helenn : sellit pezh a zo barrek d’ ober an hini gwenn gant ar spered o deus graet fae warnañ e vreudeur…

Plijet on bet gant ar sorbienn-se peogwir e sav kudennoù ivez. Daoust da vezañ ur fentigell e ra dave da orin afrikat an denelezh, an holl dud a oa du, ha da emzalc’h ar re wenn a glask mestroniañ ar bed a-bezh. Ar breur gwenn a ya a-enep an dasparzh graet gant Doue pa veve e-touez an denion, skrapañ a ra ar profoù graet d’e vreudeur : mont a ra a-enep d’ar frankiz ha d’ar binvidigezh a-berzh Doue. Tu zo da lavarout e harz d’ar rezid ha d’al labour en ur ober anezho e berc’hentiezh prevez.
Diaes eo lakaet ar selaouerion a-wechoù, ha se a blij din.
Ne ‘m eus ket lavaret ar sorbienn abaoe pell ha sur a-walc’h eo gwashaet an traoù hiziv en abeg d’ an arver a reer en deizioù-mañ eus an diforc’hioù etre an dud evit o c’habestrañ en un aon rak ar re all hag un aon rak komz diwar-benn ar re all. Dezvoù savet diouzh doareoù relijiel, kenelel, revel an dud, sañset d’o gwareziñ pe da reiñ dezho gwirioù kevatal, zo kement a harzoù d’an eskemmoù na zlefent bezañ reizhet nemet gant doujañs mab-den.

Da skouer, en ur prantad stummañ war ar sorbiennañ, dek vloaz ‘zo en doa ur sorbiennour nac’het labourat ganin pa n’en doa klevet c’hoazh nemet derou ar sorbienn. Emzalc’h droch ar re a oar pep tra hep gouzout drezo o-unan eus petra ez eus anv. Gouennelour e oa ar sorbienn peogwir e oa anv eus al livioù kroc’hen…
Ur wech all eo bet arveret ar sorbienn gant ur sorbiennourez a skoazelle mignoned dezhi da brouiñ e oa Roparz Hemon gouennelour. Un nebeut frazennoù hag ar sorbienn war orin al livioù kroc’hen a gaved en e cours élémentaire de breton o doa dastumet da brouenn. A-raok bezañ graet an derou eus un enklask e ouient e oa an aozer gouennelour…
Setu ur berzh mat eus ar sorbiennoù direnkus-se : diskuliañ sotoni an dud dindan levezon ur gealiadurezh prest da wiskañ.
N’eus netra da zisplegañ d’ar sorbiennour a selle ouzhin evel ouzh ur gouennelour pe ouzh ar re-se a sell c’hoazh ouzh ar brezhoneg istorek evel ur yezh faskour. Ar re-se a oar pep tra diwar va fenn hag ar yezh a ran ganti hep va selaou, hep prederiañ. Gwisket o deus digudenn kealioù ar stuzegezh trec’h.

Ar sorbienn tamallet gant hon nevezvigoded da Roparz Hemon zo anavezet evel dedreiñ un destenn relijiel apokrif. An oberenn vammenn a zispleg perak ne zebr ket ar yuzevion kig moc’h. Ledet eo dre Europa a-bezh. Ur maladur zo eskoret e-touez sklaved du Brazil hag ar Stadoù-Unanet a zispleg perak eo du ar vorianed. Soutil eo ar goapaerezh er sorbienn nevez pa hañval ar sorbiennour mont a-du gant an devoud ez eo an den gwenn dreist da beurrest an denelezh hag ez eo ar morian atebek war e liv du kablus. Hañval a ra mont a-du gant an doare ma’ z eo livet ar vorianed gant ar gealiadurezh wenn.
Ar sorbienn relijiel orin a ziskouez ez eo uheloc’h an hini a selaou komzoù Doue. Gwenn ha kristen eo an dud o deus selaouet ar re gentañ komzoù Doue, e bobl muiañ karet int.
E maladur ar c’hentelioù brezhoneg eeun eo ouzhpennet temzoù spered da bep liv hervez skiant voutin ar mare. Ur maladur europat ha relijiel deuet da heul maladur ar sklaved ez hañval bezañ. Spered ar re wenn en deus o lakaet da gemer fentigell ar re zu evit un asant da gealiadurezh ar re wenn : ar morian zo izel e spered hag e c’hoant labourat.
Evel ar morian on me, ne ‘m eus c’hoant ebet da labourat evit ur mestr gwenn a ra fae warnon dreist holl pa n’eo ket emouez ouzh an drougarver a ra eus e spered.

Ar sorbiennoù a zispleg orin al livioù kroc’hen zo niverus ha ledet dre ar bed a-bezh. O renkañ a rafen a-walc’h e-touez ar ribardennoù. N’int ket marvailhoù hogen eo don o danvez memestra. Lod anezho dastumet en Afrika n’ int ket ken farsus pa gevredont ar re wenn gant an drougiezh c’hlan, pezh a zisoc’h gant istorioù kriz. N’ anavezan ket a-walc’h ar stuzegezhioù afrikat evit gouzout hag eo fentus pe get an oberennoù-se diforc’h-tre diouzh oberennoù ar sklaved.
N’ eus aozer gwenn ebet en orin ar sorbiennoù-se diouzh a ouzon.

Le Nègre, l’Indien, le Blanc, dastumet e 1872, p. 288, Arawak, Tchou, 1978

Mojenn, p. 119, meneg ebet eus orin ar maladur, Roparz Hemon, Cours élémentaire de breton, Gwalarn, 1932

Contes traditionnels du Brésil, p. 213 hh, Luis Da Camar Cascudo, Maisonneuve et Larose, 1978, ma vo kavet titouroù a-zivout emled ar sorbienn.

spered ar breur gwenn

speredHilzaskemmet eo bet ar soja evit ma c’hellfe bezañ beuzet dindan diastuzerioù, pezh a roe tro d’ur c’henderc’hañ helvus.
Kreskiñ a rae mat ar blantenn hag aes e oa da eostiñ dre ma ne greske ket drouklouzoù.
N’ eo ket ken evit ar c’hounezerion nag evit ar vevezerion e oa bastus hag evit kevredadoù tud a zo o diduamant c’hoari gant ar moneiz dre berc’hennañ tammoù eus a bep seurt embregerezhioù dre ar bed a-bezh. Aet tachennoù douar ec’hon da zezerzh e tremeno an dud-se d’ur c’hoariell all.
Perak e komzan eus c’hoari ? Peogwir eo diezhomm d’ an dud-se ar pezh a reont ha peogwir n’o deus amkan kevredigezhel ebet. Ne reont foutre kaer eus an heuliadoù a vo d’ o ober. Un taol kartoù eo. Ar pal zo bezañ ar mestr, kaout an trec’h, ar pellañ ar gwellañ. N’ int ket gwall ziforc’h diouzh tud o c’hoari dirak ur skramm.
Klaoustreañ a reont war ezhommoù ar poblañsoù a-fet boued d’ober an helv uc’hekañ hogen n’ o deus keal ebet eus ar pezh a ampar ur boblañs.

Lennet eo bet a bep tu er mare-mañ tud a lavar e vefe deuet ur blantenn ouez, ar pasvoulouz, da vezañ trec’h d’an dilouzaouerioù. Aloubet he deus er Stadoù-Unanet tachennoù ec’hon e meur a Stad ma teu da vezañ diaesoc’h gounid soja. Treuzkaset e vije bet hilzaskemmadurioù ar soja d’ar blantenn ouez, pezh a oa dic’hallus touet.
Ar pep farsusañ eo ez eo ar blantenn-se uhel e berzhioù mezhurel hag arveret gant poblañsoù nebeut greantelaet dre ar bed, e Perou da skouer.

Hag e vefe aze ur farsadenn a-berzh an trevaelourion (ekologourion) ?

An arvar a chom avat gant louzaouiñ a-vras hon c’hoarierion moneiz. O louzoù o dije lazhet gwenan a vilionoù dre ar bed. E Sina hag er Stadoù Unanet eo ret d’ an dud pollennañ e diouer a wenan.
Digresk niver ar gwenan a zegas da heul digresk niver ar plantoù gouez, alese niver ar bleunioù, alese niver ar gwenan…

Setu amañ spered ar breur gwenn en e splannañ. War-bouez un nebeut traoùigoù en deus degaset a chom deurus evit an denelezh a-bezh memestra…

livioù kroc’hen

liviou kroc'henE derou ar bed e oa an holl dud du o c’hroc’hen.
Doue a veve en o zouez.
Un deiz e varv un den. Doue a ya da welout an tri mab en doa bet an den-se.
– Ho tad a oa un den dispar. Neuze e fell din ober deoc’h ur prof en e eñvor. Setu ur stivell. Kit da soubañ e dour ar stivell hag e teuot da vezañ gwenn ho kroc’hen.
Doue a gimiad hag an tri faotr a chom.
– Droch mik ! A lavar ar mab henañ. Morse n’eo bet gwelet un den gwenn.
– Ya, eme an eil, hogen ur prof a-berzh Doue eo memestra.
An trede ne lavar grik; un dra nevez zo mat da gaout; mont a ra d’ar stivell d’ emc’hlebiañ hag e teu da vezañ gwenn penn da benn.
An eil pa wel e vreur gwenn a hast betek ar stivell. Ne chom nemet pri avat. Ne strink ket mui ar stivell. Taravañ a ra e gorf gant pri hag e teu da vezañ ruz e groc’hen.
Ar breur koshañ pa wel an daou all aet unan da wenn, unan da ruz, a ya betek ar stivell. Ne chom nemet glebor war an douar. Stouiñ a ra da c’hlebiañ palv e zaouarn.

Doue a zistro da welout an tri breur.
– Ret dit lakaat ar stivell en-dro eme an hini kozh. Abaoe ma vezomp unan du, unan ruz hag unan gwenn eo trenket ar soubenn etrezomp. Pa vimp gwenn an tri ac’hanomp e vo mat an traoù a-nevez.
– Siwazh, ne c’hellan ober ur prof nemet ur wech. C’hwi zo paotred mat koulskoude; deoc’h e ran ur prof ouzhpenn. Setu ar binvidigezh, ar frankiz hag ar spered. Ar c’hoshañ out, dibab da gentañ.
– Mat, dibab a ran ar binvidigezh, evel-se e rin ar pezh a garan.
– Dibab a ran ar frankiz, a lavar an eil, ar pep priziusañ eo.
An hini gwenn zo chomet gant ar spered.

Ha da betra en deus ar breur gwenn arveret e spered ? Laerezh digant e vreur du e binvidigezh, digant e vreur ruz e frankiz, hag ober anezho e sklaved.

Tri maladur eus ar sorbienn-se ‘m eus lennet, unan dastumet e Guyana digant un den gwenn ha daou dastumet e Kuba digant morianed.
Ur maladur din zo eskoret da heul bezañ lavaret ar sorbienn-se pell amzer.
Ne ‘m eus graet nemet ouzhpennañ un frazenn da bep kammed eus ar sorbienn, ar sorbienn a c’hellfe echuiñ amañ, hag evit klozañ echu eo ar sorbienn, amañ e krog an Istor.

Le Nègre, l’Indien, le Blanc, dastumet e 1872, p 288, Arawak, Tchou, 1978

Kit da sellout ouzh gwengel ha sorbienn.

krouadur

krouadurSelloù bliv paret war ar bed,
a eilenn da eilenn,
e tegemer,
un dremm, ul liv, ur fiñv,
mousc’hoarzh ha mousc’hoarzh a eskor war e zremm,
fiñv hag emzalc’h gant e gorf,
trouzioùigoù liesseurt a gan e c’horzailhenn.
Fiziañs dall en deus,
degemerout a ra pinvidigezh ar bed,
emañ en hil ar re e zalc’h war o barlenn,
asantiñ a ra dinec’h d’ an dianav,
estren eo dezhañ roudoù an anaout,
anaout bev eo eñ,
framm oc’h amparañ,
dinoaz,
ne oar nemet kemer ha reiñ,
dastum ha postañ zo estren dezhañ,
ar bed zo ar pred,
ne c’hell ket bezañ droug.
Plijet, ya, imoret, ya, souezhet, ya…
Na gaer sellout outañ
skarzhet ar pilhoù uzet a wisk warnañ ar re a oar.

skeud

skeudAon rak e skeud,
aon rak he skeud,
steuziet ar furmoù,
steuziet al livioù,
dilezet an denion evit o skeud
diverket gant skeud ramzel an hinienn bannet warno,
diverket ar bed gant ar skeud a ya en a-raok d’ an hini a oar,
na oar nemet skeud e anaoudegezh a gemer evit ar bed.
E anaout, e zave nemetañ,
kreñvlec’h savet en-dro d’e gorf eskern,
kig faos e vuhez,
liv trist e dudenn,
mogidell e ene.
Aes eo distrujañ ar bed
na anavezer nemet e skeud.
Skeud an ober,
skeud an anaoudegezh,
skeud ar vuhez,
skeud an dud.
A c’hoarivaig dinoaz,
derc’hennet finvezioù e harozed paper,
furmoù kartoñs,
etre al lien hag hag gouloù,
lec’h ma varv an denion da wir,
aet da rikoù an arvest,
du o gwad en amc’houloù,
disoñjet en disgwel.
Hastomp da stlakañ hon daouarn ouzh froud ar skeudoù,
pa ne oar a bell ‘zo pig pe vran diouzh o andon.

touellwel

touellwel

 

 

 

 

 

Sioul dindan lagad an heol,
sellout ouzh an dud a dremen disoursi, kaer,
espar eo an tiez o riblañ ar straed,
maen tuf, greunvaen,
prenestroù bras, metal alaouret war an dorioù uhel,
ar riblenn straed klet he douar,
al liorzhoù frondus o bleunioù, souezhus o gwez,
en diribin e teu ar mor da lipat an traezh,
glas don ha melen tomm,
an aer flour,
a skarzh skuizhnez an izili.
Nijal a zoug e gamm,
ael betek ma vo troet ar c’horn.

ur bed kompez

bed kompezBrezel amoet ar vuhez
A bad betek er c’housk,
Divevenn, diharz,
Kealioù a vil vern,
Da brouiñ,
Da drec’hiñ.
Na goll e vrud,
Stourm,
Krediñ,
Meuliñ,
Azeuliñ,
Pilat an digredadus, an hini a gred en un hent all.
Penaos ne emouez ket hennezh ouzh e falsarguzennoù ?
Krediñ a ra ober gant gerioù a gav bezañ e re ?
Argad !
Pep hini zo ken diles e berc’hentiezh war bep ger avat.
Ha ne vefe ket d’ ar vuhez bezañ dougerez kompez ar rezid da virviken…