echu eo

panellSetu an dibenn, ar mare m’ eo poent tremen, disterniañ.
Lezel da zifretañ an amprevaned a vount o boulenn gaoc’h diziwezh.
O lezel gant o loc’h hag o diouer a veiz.

Eskemmañ, sevel goulennoù ? Pep tra a ouzont, puket o selloù war seulioù an haroz diwezhañ. Goût a ouzont ha pik echu.

Echu, dres. Dibenn ar bed, diwezh an denelezh.
Ret eo o azeuliñ, chom war ar bazenn izel kent.
Bammañ dirak o gwanoù, o hentoù bac’h, o c’hoarioù.

N’ eus a wir da gomz nemet treuzwisket en haroz, barzh, stourmer ar yezh.
Arvarioù ? M’ en argas ! Breizh a-us da bep tra ! Ar Bobl, an Emsav, ar Brezhoneg…
Me n’on nemet un den.
Breizh zo un dargouezh, ar brezhoneg ur yezh.

Ouzh difennerion ur brezhoneg naturel war vruzunañ diziwezh e teu stourmerion ar gallaoueg da reiñ o skoazell…
Ha va galleg pobl neuze ? Ha n’eo ket ur yezh eus Breizh evel reoù izili ur bobl naturel ?
Va galleg pobl zo saourus war deodoù ur bobl a zo bet kaset d’ar bez, argaset, distrujet, mezhekaet, lazhet gant dalc’herion yezhoù naturel Breizh.

Ar brezhoneg zo ur yezh ha n’eo ket natureloc’h eget ar yezhoù all. Ne vev nemet p’emañ ul alc’houez etre an denion hag an hollved. Mervel a ra e bruzun strolloù bihan ar yezhkarourion hag o chapelioù diziwezh. Hep ar brezhoneg chimik a gasaont n’ eus brezhoneg ebet.

Hag e vefen par da seurt istrogelled jentil ha pistrius, gwashoc’h zoken ?
Me mac’homer diwezhañ, ourgouilh treuzwisket en uvelded ?
Perak derc’hel d’ ober gant brezhoneg chimik, perak mont da zirenkañ tud a vourr kement gant o zeodyezhoù naturel a zo kement a zedaolad difoutre ?
Krediñ a raen e oa an hevelep yezh, krediñ a raen edomp en un denelezh, krediñ a raen edomp emouez ouzh kaerded ha breskted an oberenn.

N’ on nemet un hinienn evel pep hini anezho, o randoniñ, kabac’h, digenvez.

Trugarez d’ ar re o deus taolet ur sell ouzh bommoù ar blog-mañ. D’ ar re o deus va skoazellet da na skrivañ forzh penaos ma n’ eo ket da na skrivañ forzh petra.
Echu eo ur bed ma rene an eskemm, ma teurveze an dud eskemm gant an azened eus va seurt.
Ne zeuin mui da ac’hubiñ an dremmwel. Dremmwel ? Gant ma savo an dud o fri da welout ez eus unan !

Setu deuet penn ar bed, setu dibenn ar blog.