ouzh ar voger

mogerKaset a gleiz da zehou,
droug er c’higennoù,
skuizh va fenn,
bresk va eskern,
e dalc’h an avel.

E-dalc’h an trouz,
trouz diastal,
paouezenn ebet ken,
a veure da noz,
kalvezouriezh an drailhañ kaozioù,
goullo ar gefred,
aner klask stlenn er sarac’h peurlivet,
leun-barr,
studiet piz,
frailh ebet,
taolet a vrec’hiadoù ledan,
glav pilh.

Diviet on,
uzet,
berr va anal,
war var da fatañ.

Nemet un digor,
un ode,
gourzhtreiñ ar gerioù
bannet ouzh va fas,
lezel ar sonerezh da zont,
ur chuchumuchu
e korn an arnev.

beure da !

beuredaStranañ, ambuziñ an amzer gant un aridennad darvoudoù didalvoud.
Ne daolan mui evezh ouzh ar pezh a c’hellfe c’hoarvezout,
N’emaon ket mui war api d’ar predig espar.
Ne vefen ket souezhet rak kejañ an Ankoù.
Koroll an tasmantoù kaer ha trouzus zo alberz an dañs Bekabe,
Pazioù a vuzul ec’honder goullo personelezhioù c’hwezhet.
Pep hini a gan e c’hloar, a veul e frazennigoù.
Ar bed zo va bed p’emaon en e greiz a gannont.
Peseurt amkan, peseurt pal, peseurt finvez pleustriñ e-touez seurt yoc’h bruzun
Mat d’ar brini da bigosat, da ziframmañ.
Sevel ur bed zo aner pa vez pep hini kantet en e ved.
Chom a ra kan an avel er gwez, kan al laboused diouzh ar beure,
Kened gouez mar bez,
Ha goullo estlammus va gerioù.

prezegenn naonedat

lestr Santez UrsulaLes collections d’objets d’art d’Anne de Bretagne prezegenn gant Caroline Vrand,  diellourez henskridoniourez ha mirourez ar glad e Service des Musées de France.
D’ar merc’her 10 a viz gwengolo 2014 en Naoned.

Deurus eo bet he frezegenn a-zivout dastumadennoù traezoù arz Anna Vreizh rouanez Frañs.
An dastumadennoù arzel a c’hoarvez dreist-holl eus listri evit an daol hag eus palennoù-moger (tennerisoù).
Degas a rae ur sell war doareoù bevañ derou ar 16vet kantved e lez roue Frañs.

An dud a renk uhel a vale eus ul lojeiz d’an all evit mont e darempred gant an uhelidi all emichañs, pe mont da emolc’hiñ ? Kas a reont ganto o zraoù : tennerisoù ha listri. Pezh arrebeuri ebet a-hend all, pe dost. An daol zo graet gant plankennoù war trikedoù lakaet warno un doubier pinvidik.

Bale a ra Anna Vreizh etre Tours ha Amboise. Perak dibab traonienn al Loer ? Marteze en abeg d’an hemolc’hiñ, pe en abeg da aloubidigezh ar Saozon ?

Bet he deus da hêrez traezoù he zad ha traezoù Charles VIII.
Lakaat a ra ober traezoù gant orfebourion lez Frañs. Pezh a ziskouez, hervez ar brezegennerez, he deus perc’hennet doareoù al lez. Diskouez a ra kement all he deus dilezet he doareoù dezhi. Hag he deus bet evit gwir pa ‘z eo bet arveret yaouank-tre evel un draezenn e leviadurezh an dugelezh gant he zad ?

Un niver mat a bezhioù listri zo bet miret betek en deizioù-mañ e Frañs, Bro Saoz hag ar Stadoù-Unanet. Pezhioù listri e gwer savet en Italia na ouzer ket penaos int deuet en he ferc’hentiezh : prof, urzhiad, hêrezh ? Pezhioù listri e gwer a oa arveret e Breizh d’ar prantad-se zoken gant an noblañsoù etre. Moarvat ne oa ket rouez an eskemmoù kenwerzhel dre vor etre Breizh hag ar bed.

Diouzh dielloù ‘zo e c’heller soñjal he doa Anna Vreizh etrepaouezet he fezhioù arz e kastell Naoned m’ o lakae kerc’hat diouzh an ezhomm.

Skeudennoù pezhioù orfeberezh kaer zo bet diskouezet, en o zouez Lestr Santez Ursula. Hag ez eus keal eus ar perag da brofañ seurt listri ? Eus lestr arveridik eo aet d’ur pezh da ginklañ an daol dirak ur c’houviad a renk uhel ? Seurt kizelladurioù a veze graet « taolenn » anezho war ar pezh ‘m eus komprenet, kevatal da arvest emichañs ?

Setu un displegadenn deurus he deus va c’haset da zizoleiñ arvezioù eus ar prantad-se ha da glask stlenn ouzhpenn.

Le manoir en Bretagne, 1380-1600, cahiers de l’inventaire, Imprimerie nationale Édition, 1993.

Lestr Santez Ursula, sellout ouzh : La nef offerte en 1500 par les Tourangeaux à la reine Anne de Bretagne, Philippe Rouillac.

Pinvidigezh an arz er prantad-se, sellout ouzh : CNRS les plafonds polissons du moyen âge.

Armerzh Breizh er prantad-se, sellout ouzh : Le commerce des « marchandises de Bretagne » avec l’Espagne au XVIe siècle  sur Persée.