mervel en aner

mervelKudennek eo e klaskfe an holl bolitikourion arverañ marv un den evit kas war-raok o arc’hadurioù.
An deiz all e oa ur patrom hag hiziv eo ur paotr yaouank.
Diouzh un tu ez arverer ar c’helan evit brudañ un embregerezh etrevroadel ha doareoù ar stuzegezh ren ha diouzh un tu all eo arveret evit brudañ ur stourm renet gant strolladoù trevvaelour.
Dezrann ebet.
Marv unan a dalvez da gadarnaat ar stuzegezh ren, marv an all da gadarnaat ar stourm a-enep ur stankell.
Ret eo bezañ un tamm beulke evit degemer seurt prezegennoù heugus ha dister a zo danvez pemdeziek ar mediaoù.

Feuls eo ar Stad, spontelour zoken. Setu ar pezh a vefe da zezrannañ. Evit dezrannañ avat e vefe ret loc’hañ eus un diaz, mont gant un tamm kealiadurezh bennak. Padal an dud ne ersavont nemet da vrudañ al lizheradur o deus d’ hon gwerzhañ. Ne glaskont ket donaat an darvoudoù hogen o c’horvoiñ. Souezh ebet o defe prezegennoù dister ha diwar-c’horre.
Feulster ar Stad a vefe da zezrannañ, e roll er c’hevredigezhioù kempred. Padal ar pezh a ra ar reuzidi eo prosezioù etre un hinienn gloazet hag un den gopret gant ar Stad a lakae da dalvezout kemennoù e uc’hurzhied. Pellaat a reer eus tachenn ar bolitikerezh, ar gevredigezh.
An dud a ya da ziskelañ nemet evit bezañ klevet ha n’eo ket evit sevel un hent kevredigezhel all. N’ o deus da amkan nemet ur meni kletadurezh evit an holl, danvezel, kefredel, eurvad ar saviad graet dezho gant ar gevredigezh veveziñ.
An dud lazhet ne dalvezont nemet da skor da luganoù klouar tud a zo dister daoust d’an atebegezhioù o deus sammet er framm stadel.

Er c’hevredigezhioù kornogat n’emañ ket ar Stad ur benveg etre daouarn ar werin hogen etre daouarn dalc’herion ar stuzegezh ren. Arc’hañ digant ar Stad zo neuze kement a zilezel e c’halloud, dilezel e varregezhioù krouiñ, prederiañ, pe kaeraat ar bed.
Ar sotonioù dibunet war an tomm da heul an daou wallzarvoud-se a oa keuzus o c’hlevout.
N’eo nemet un azon eus disterded ar gevredigezh ma vevomp, e zibolitikadur.
Daranverezh n’eo ket politikerezh, n’eo nemet unan eus binvioù ar gevredigezh veveziñ.

Kudenn ebet, ar Stad a gendalc’ho gant e feulster hag ar werin dic’halloud a gendalc’ho d’ emvataat gant taolioù daranverezh na c’hellont nemet lakaat en arvar mui-ouzh-mui buhezioù tud a ersavo taer ouzh taer en o dic’halloud war forzh peseurt digarez.

Ur bed all zo da sevel, poent e vefe kregiñ gant al labour ha paouez da aberzhiñ buhezioù prizius tud na c’houlennent nemet bevañ.
Emsavioù a vo kavet e pep lec’h er bed sur, zoken e Breizh. Traoù kaer ha pinvidikaus d’an denelezh zo eskoret e Breizh. Evit ar pred avat an Emsav brezhon zo ken ezvezant ma red ar boblañs war-lec’h c’hoarielloù evel adframmadur ranndirioù Frañs, evezhiet gant breizhkarourion a gred e lusko divizoù ar Stad c’hall al labour politikaat n’ int ket barrek d’ober keit ma remziadont e yoc’h ar vevezerion.

kotogogog lak va fri er pod !

kotogogogKotogogog lak va fri er pod !

Setu ar frañsgarourion o kanañ gloar d’ ur penn eus ar greanterezh aet da anaon.
Setu ur vrav a emzalc’h dibolitikel hag anistorek.
Dezrann ebet war an hent heuliet gant ar armerzh bedel. Frañs n’eo nemet ur skritell goullo peget war un den a oa e vicher ober arc’hant diwar goust buhez an dud dre e savlec’h en ardivink armerzhel bedel.
Ur Frañsez penn kil ha troad e oa, mourroù, gall, plijadur ar boued, gall, a lavare e soñj krenn-ha-krak, gall, farser mat, gall, rener Total, gall… Setu an dezrannoù don graet gant lod brasañ ar gelaouennerion ha politikerion…
Anv ebet eus ar pezh a rae resis, zoken mar emsile gwech ha gwech skeud traoùigoù arzaeladus. Dezrann ebet, lieselezh ebet, pe e karit Frañs pe he c’huitait, grik !

Nag ur stuzegezh, an hini a zo o ren e Breizh, ranndir eus Frañs divarvel, a ra d’ an dud kaout an hevelep rizh ersavioù skort dirak forzh pe zen ganet e Breizh, kotogogog ar gatell goant.
Ar Vrezhoned o deus lakaet o spered e strad o chakod gant ur gwenn-ha-du war c’horre, a-hend all e oufent pegen gall ez int. Goût a ouzont gwir.

Kotogogog, lak va fri er pod !

ole !

oleSetu un arvest deurus.
Soliet eo war an arz pobl hep kouezhañ e trap an henvoazelezh hag hep ar stultenn arnevezelour a gollfe an endalc’hed.
Kaer eo, kement pred zo eztaol.
N’eus ket ur fiñv, ur paz, un dilerc’hiañ eus ar gorollerez a vefe hep ster, a vefe dister.
Ar sonerezh, ar c’han, an talmadoù, ar palvadoù, zo un drugar.
Pep hini war al leurenn en deus e istor, a sav gantañ un istor boutin a c’hellomp sevel d’ hon tro evel hon istor, gant hon istor.
N’eus ket un tamm a vefe lakaet evit stankañ ur goullo kalvezel, evit diduiñ.
Kement draig diziouerus da armerzh an abadenn a ra ster.
Buhez flamenca eo.
An holl elfennoù a zeu eus ar stuzegezh pobl zo aet da ezteurel buhezañ ar genwerc’herez, youl, arvar, plijadur, eskemm, kened, diouzh meur a arliv, diouzh meur a savlec’h.
Netra da lavarout, netra da gompren.
Buhezañ.
Brav bras !

Danzaora
war al leurenn :
Rocìo Molina : korollerez, kenwerc’herez
Eduardo Trassierra : aozer, soner gitar
José Angel «Carmona» : kaner
Karolina La Negra : palmas ha compàs
José Manuel Ramos «El Oruco» : palmas ha compàs

Abadenn skignet gant Arte d’an 19 a viz here, da adwelout war Arte+7.

hiraezh

hiraezAet on da welout un abadenn e parlantoù traonienn al Loer.
An abadenn-se e’ m boa gwelet c’hoazh tregont vloaz ‘zo d’an nebeutañ.

Er bloavezhioù eikont e oa bet sellet ganin an abadenn evel un eztaol eus poblañs tud vunut ar maezioù, hag ur sellad war ar stad graet dezho.
Tudennoù an abadenn a oa tud a gaver e pep mare, e pep bro hag e pep metoù.

Hiziv e’ m eus gwelet an abadenn muioc’h evel ur sell war an tremened, war ar pezh a zo bet.
An daou skrid ouzhpennet digant un aozer all, Marc Leclerc, a sell muioc’h diouzh an tu-se. Istorioù da lakaat an dud da c’hoarzhin, plijadur glan yezh hon c’houerion gwechall, pa c’heller sellout ouzh Gaston Couté hag Émile Joulain evel skrivagnerion. Unan o fuloriñ rak doareoù ‘zo eus ar vuhez war ar maez hag an all o teskrivañ tudennoù brokus ha sioul.
Lavaret eo bet din e oa koshaat an dud pennabeg ar stumm nevez. Ne gredan ket. Kenoad on ganto, teneridigezh ‘m eus ouzh lec’hioù ha tudennoù va zremened hogen ne vankont ket din ha ne glaskan ket livañ d’an dud ar bed gwechall. Ne glaskan ket gwrizioù.
Soñjal a ran ez eus aze un dastaol eus ar stuzegezh ren. Deuet eo a-benn en ur ober pemont vloaz da freuzañ kement andon a sevenadur a chome c’hoazh er bloavezhioù c’hwegont, da argas ar boblañs en anistor.
Koshoc’h eo an argerzh. Bourc’hizion an naontekvet kantved o doa dija kroget gant al labour-se ha bourc’hizion vras ar seitekvet kantved araozo.
Hiziv eo bet kaset an argerzh da benn. An holl a gomz eus gwrizioù eus penaos e veze graet gwechall-gozh. Pep hini a zegas e barlant, e drefoedach, e rannyezh, da brouiñ petra avat ?
Ar brezhoneg zo aet da rannyezhoù, da drefoedachoù leun a c’herioù gallek.

Aet da yoc’h, ar bobl zo paouezet a grouiñ istor, sevenadur, buhez. Ar werin zo bet lezet da vervel e trobarzhioù ar c’hêrioù bras, e lodennadurioù ar maezioù.
Ar re gozh zo aet war o leve hag ar re yaouank da ziverañ o amzer a sav traoùigoù da ezteurel o gwrizioù, o fersonelezh kenkoulz ha reoù kozh.
An dud a voumoun o gwrizioù, o glad (kelt na betra ta), kement tra a vefe kuzhet mat en o c’hreizon keit ma vevont digudenn o buhez a izili ur yoc’h sklaved dindan lagad an heol, marmouzed ouest meulet ha gopret gant o mistri.
A-walc’h dezho pegañ war o feultrin un tamm banniel breizhek pe un tamm trefoedach gallek pe vrezhonek da skoulmañ liammoù gant un tremened faltaziet.
Nebeutoc’h an den en Istor ha muioc’h e tastum kinkladurioù da hañvalout bezañ.
Hiziv an deiz an emsav brezhon zo aet da heul disleberadur pobloù ar bed a ginnig un abadenn mantrus d’an arvesterion, un emlazh, hini ar yoc’hoù stummet dre ar bed gant diorren ar gevredigezh veveziñ.

Danvez a chom avat da embreger e vicher den. Ne c’hell gwerc’hekaat nemet en eskemmoù krouus, anez mont da vagañ toull du an anistor. Marnaoniet eo ar roñfl.

Ar skeudenn zo gant Jules Granjouan, poltred ur mengleuzier, 1906, Jules Granjouan, Bibliothèque municipale de Nantes et Éditions Memo, 1998

micher ki

micherkiAr c’hi a sav e bav hag a fich e lost.
N’eo ket gwall ziaes e vicher.
N’eo ket skarzhet eus e baner gant son un dihuner,
N’en deus ket d’ ober war-dro al liorzh,
N’en deus ket da ziskar ur voger,
N’en deus ket ezhomm da redek dastum e vugale,
N’en deus ket da gempenn e di,
N’en deus ket da brientiñ boued,
N’en deus ket d’ober gant pellgomzadennoù diziwezh,
N’en deus ket da gavout amzer evit emgavioù,
N’en deus ket da reiñ e ali war,
N’en deus ket da reiñ e ali war ?
N’en deus ket da reiñ e ali war…
Emañ unan bennak o roc’hal spontus ?

Me an hini eo.

arz gwerin ?

sonerionArz ar grennamzer a chom un arz gwerinel.

Da heul ar grennamzer e tistag an arz diouzh ar pemdez, emdreuzfrurmiñ a ra da vont war dachenn ar varc’hadourez, evel ar c’henderc’hadoù all : n’eo ket mui an arc’hwel a gont hogen ar gwerzh ouzhpennet, ar buzad.

An arzour gwerinel ne c’houlenn nemet gwerzh e labour. Ar arzour bourc’hiz a ziogel ul leve. Ret eo dezhañ plegañ d’ar goulenn, rakwelout ar goulenn, en em ober ouzh an nevid. An arz n’eo ket mui arc’hwelel. Aet eo d’un arz dreistezhomm, pompadus, diskouez. Ne sell mui nemet ouzh un arvalerezh talus : koskor ar galloud politikel, armerzhel. Kinkladurioù urzhiet evit dezerc’hadenn ar boblañs ren.
Un arz brudañ eo ivez : arz yoc’hek o klask lakaat degemerout gant ar muianiver talvoudoù an urzh diazezet gant ar renkadoù ren.

An arz pobl zo arz. An arz kenwerzhel zo marc’hadourezh.

Distrujet eo bet un niver bras eus oberennoù ar grennamzer peogwir e oant sellet evel un arz pobl, izel, dister. Goloet eo bet al leinoù livet gant liv gwenn pe gant adleinoù. An ec’honennoù neptuet zo bet miret da glenkañ an arz bourc’hiz. Ar bourc’hiz eo a ren war labour an arzour hiviziken hag ar pep farsusañ gant ar gevredigezh beveziñ eo e kred bezañ barrek pep hini da ren war an arzour ha da vezañ arzour e-unan. Diziouerus eo d’ ar c’henderc’hañ/beveziñ da vont en-dro.
Ar stuzegezh beveziñ en e gresk roñfl zo aet da aloubiñ an ec’honennoù padet frank adal ar grennamzer, distrujet int bet da rastellat moneiz, ha ganto eo bet distrujet an oberennoù a oa chomet kuzh ken pell.

En hevelep doare al lennegezh hag ar sonerezh gwerin zo diverket o zresoù re frank evit ar stuzegegezh arnevez, spazhet, gwennrazet da virout an ec’honennoù, an endalc’herioù ez int evit an arz marc’hadourezh. Skarzhet an endalc’had n’int mui nemet pakadoù eksotek mat d’an huñvre ha d’an diduamant, kinkladurioù d’ ur vuhez bevezer disoursi. Ar furmoù brasluniek a c’hell digudenn bezañ gwisket gant furmoù an arz trec’h. Eus arc’hwelel, eztaolek eo aet an oberennoù da vravigoù perzhek ha peurlipet a briz uhel war an nevid pe da oberennoù bruderezh debarzhet d’ar yoc’hoù d’o c’henteliañ war ar pezh a zleont bezañ ha war an doujañs a zleont d’ar re a ren war o zonkad.

Ar skritelloù pobl ne dalvezont nemet da verkañ marc’hadourezhioù n’int e nep doare eztaol ar bobl, eztaol buhezañ ar bobl. Eus arc’hwelel eo aet an oberennoù da arverek, o fall o vezañ treuzkas d’ar yoc’hoù kealiadurezh ar renerion ha da erounit o youl e-sell da zerc’hel ar yoc’hoù dindan gazelge ma ne c’hallint ket emellout e raklunioù peuzdoueel, dizenel, o mistri.

An arz gwerin a eskore eus kenderc’had stroll ar bobl, eskoradur e zenelezh e oa. An arz trec’h a vremañ a skarzh nep gallusted eztaol digant ar bobl. Strishaet eo d’ur yoc’h loenaet, drammet, bugelekaet.

Alese an tech da ginnig al lennegezh pobl hag arz ar grennamzer ivez evel un arz bugelek, vil. Alese emichañs an doare da gomz eus gwrizioù gant teneridigezh. Gwrizioù, lous ha kuzh, gizioù hon tadoù kozh a drevezer o stumm lavar. Padal ne lakaer ket en arvar ar stuzegezh ren.
Emeur en un amzer ma tremener hep un tamm bras eus soutilderioù an denelezh ha lakaat en arvar dazont an denelezh.

Ar renkadoù trec’h zo disoutil ha barrek hiziv da zistrujañ an denion e-sell sonnañ ar bed da viken. Poent bras eo ober un dra bennak eus an tammoù denelezh a strink amañ pe ahont diouzh an embregerezh distrujañ.

Pinvidigezh an arz er grennamzer, sellout ouzh load an RCCPM.

Ar skeudenn a zeu eus Images oubliées du Moyen Âge, les plafonds peints du Languedoc-Roussillon, a vo kavet e load an RCCPM a-us.

iskis

iskisHag ez eus eus ar gened ?
Hag eo ar sell a daolan war ar bed a ra ar gened ?
Hag ur perzh eus ar bed e vefe ?
An den ne rafe nemet skoazellañ e genseurted da dostaat ouzh ar gened ?
Kavout a rafe kalvezderioù da skorañ sell e genseurted ?

Mar n’eo nemet ur sell war ar bed eo va sell a rafe kened skeudennoù Vivian Maier, ha va sell war an abadenn ‘m eus gwelet n’ eus ket pell a rafe he ferzhioù skort.
Iskisat abadenn.

War leurenn ar c’hoariva ken hag e skeudennoù Vivian Maier n’eo ket ar pemdez a zo.
Er c’hoariva e ra ster pep jestr, pep hent, pep ger, pep sell.
Dec’h da noz er c’hoariva ne oa nemet trouz. Ur ger a aloube an all, ur jestr, un dilec’hiañ, ur sell a dalveze an hevelep tra hag ar ger pe ar c’hontrol mik e-lec’h degas ur sklerijenn all, ur diarsell all, ur poent all d’ an arvesterion da embreg o skiant varn, o buhezañ. Mezviet e veze spered an arvesterion. Eskemm ebet, nemet ur brezegenn distumm bannet war an dud, kozh menozioù kozh da lezel an dud disoursi, diarver o skiant prenet, laouen da vezañ ar re vat : ar re gozh a ouie diouzh an traoù, ar plant fall zo mat, ar gounezvouederezh zo an droug…
Bloc’heiladoù nay da lorbañ an dud war skouer ar bruderezh tamallet d’ar re zroug, pa ne veze ket adkemeret war-eeun selladoù ar stuzegezh trec’h war ar bobl, evel an adanv fall pe pouez-mouezh rizhek ar c’houer…

Ur bed zo da sevel bemdez, kened zo da c’henel.
Ar stuzegezh pobl drevezet gant an dud zo ur gwiskamant goullo.
Hag e vefe bet trellet va sell deiz an abadenn ?
Trugarez bras da Vivian Maier kaout ur sell ken brokus ?

Vivian Maier, street Photographer, edited by John Maloof, powerHouse Books, Brooklyn, NY, 2011

hent bras

hent brasHeuliañ an hent bras, an hini a ouzer a bell ‘zo da belec’h e kas,
Malañ diziwezh an hevelep luganoù,
Mirout en ur grignol kozh traoù kozh a ouzer didalvoud,
Dastum bitrakoù skedus ar varc’hadourion sklaved,
zo mont sioul-sibouron d’ an anaon war an ton bras.
Kalz souezhusoc’h, eeun ha didrouz eo bevañ.
Da arnodiñ.

an den a skriv

an denAn den,
hennezh,
a skriv,
ur c’hantved ‘zo,
pe dost,
hennezh digor e sell war ar bed,
hennezh a zo bet azeulet, kasaet,
graet anezhañ pezh ne oa ket diouzh froud e heulierion.
Un den eo, un den nemetken,
unan a ensamme e zenelezh,
a ensamme gerioù e genseurted,
o zrepetoù.
N’eo ket un oberenn a save.
An oberenn zo dargouezh,
taol nid e dalc’h an Istor.
Nemet un den e oa, ha laouen e ra din bezañ den war e lerc’h.