buhez

flourMarvet on etre divrec’h ur plac’h dous,
Etre he divrec’h pe he divorzhed,
Flour he c’hroc’hen,
Drant he divronn,
Va muzelloù peg ouzh he muzelloù.
– Te wel a sile hi da ‘m skouarn,
Te wel tad kozh pegen kaer eo ar vuhez.
Mouskanañ a rae kanoù deuet eus an oadoù kozh,
Hiraezh d’ur bed kenedus o tont.

Deuet eo an Ankoù gant e vorzhol,
Ar gour hollveliek
An ozhac’h gwarizius.
Gant un taol lec’hiet mat en deus lazhet ma buhez.
Paboriñ a rae.

– Echu eo da vat an amzer plijus, a lavare.
Kemeret ‘m eus da vuhez.
N’eus ket ken ac’hanout.
– Sa, sa, ma sir,
Mouchit hoc’h entan.
N’hoc’h eus ket kemeret va buhez.
D’ ar muiañ hoc’h eus tonket va c’horf d’ ar breinañ.
Tonket d’ ar bern teil ar pezh a chome anezhañ.
Va buhez zo aet gant an hini kaer a welit amañ.
Dezhi ‘m eus roet kement ac’hanon.
Dister eo ar prof hogen va buhez klok eo.
Daoust d’ ho morzhol a sko didro
Va buhez zo bev.
Petra a gredit ober ?
Evit piv e kredit en ober ?
Abaoe pell e labourit evit un dornad tud gwarizius,
Pabored eveldoc’h.
A vil vern e strewont kelanoù dre ar bed.
Tud en o bugaleaj int,
Labaned.

Abaoe pell hon buhezioù zo dreist diraez.
Denion omp
Ha c’hwi un urupailh.
Va c’helan o vreinañ ne vir ket ouzhin a vezañ
Hag hi, an den kaer-se,
Ar flourenn,
A biaou kement a oa mat ennon.
Pezh e’ m boa a oa dezhi kent bezañ din,
Ha pezh he doa a oa din kenkoulz ha dezhi.
Da vorzhol ne c’hell netra ouzhimp.
Lakaat ur pik echu d’ an disterañ buhez ne c’hell ket.
Den ne c’hell.
Reiñ hon buhez d’an denelezh a rankomp.

bagad ar varmouzion

marmouzionBodet er frankizenn emañ ar varmouzion liesseurt o garmoù ouzh heuliañ ar par o ren, penn kefridiel ar bagad a-berzh ar vistri o dalc’h adal o c’heodedoù bras.
O gronnañ a ra en ul lavar kentidik dre zreveziñ parlantoù kozh an diskar, heuliad an digalon a reuzhias kantvedoù abretoc’h, a gasas tropell ar varmouzion da gilañ rak o atebegezhioù, da dec’hout rak o mistri, emanvet denion ha stuziet, betek harzoù o denelezh ensavadekaet.

Da gregiñ gant o istor edont emrepuet en ur c’horn eus an douar, pell, e gwared menezioù dizarempredus, dizarempred, lec’h m’o doa kaset ganto ur yezh a oa deuet da vezañ kaer, pinvidik, gwevn, dre labour ha karantez ar yezherion.
An oberennoù a savent, o oberioù, o freder, a oa a live gant an denion edont.
Trellet gant ar pezh o doa savet o deus paouezet da sevel, da seveniñ, da grouiñ. Kredet o deus e oa bet roet o denelezh dezho gant doueed, gant n’ouzon ket piv degouezhet aze dre vurzhud, hag e oa a-walc’h emvataat eus o glad, ken estlammus e oa.
Neuze e krogas an diskar, an distro, an hent da varmouz, pa ‘z eo ken gwir ez eo ar rezid ober, hag an denelezh labour diastal. O amezeion, an denion kefridiel, a dennas korvo ma emwanaent evit o flaouiañ evel loened ouez.

Setu int bremañ troc’het e daou damm, sentus d’o mistri a varmouzont en o arnevezelezh, a servijont feal, hag un tamm anezho a varmouz o mistri o marmouzañ ar marmouzelezh m’ o deus o c’haset, oc’h emvastañ gant an dismantr eus o denelezh, gant ar peñse mantrus o deus kenlabouret da gefleuniañ.
Disoñjet o deus m’ int bet denion. Troet o selloù davit an tremened e sellont ouzh glad o sioù evel o anien, disteroc’h dilesoc’h. Pilhoù o denelezh reuziet gant o mistri hag o digalon zo o dave. Pep hini a ya gant e c’harm diles, hiniennel, anvet gantañ lavar, klenket ennañ bruzun yezh ar vistri da arouezañ un arnevezelezh int divarrek da seveniñ drezo o-unan, tapet bommoù diganto da sevel ur vuhez evel pa vije. Bagad miled anistorek hep pal.

Nag ur ranngalon bezañ paket aze, er c’hraou-se, er gaoued-se, bac’het e-kreiz ur strolladig marmouzion zaoudroc’het a vev digudenn o arallegezh dindan dorn o mistri, leviet gant ar re eus o fared a ra o mad eus divizoù ar galloud arall war zigarez ur gadouriezh soutil, o kanañ gloar da yezh disleberet o hendadoù dindan ar sklaverezh.

Tec’hit ar frankizenn marmouzion !

Ra zeuy ar garm a vo ul lavar diles, a dorro ar gaou, ma tarzho un ober rezidek. Pegoulz e vo adskoulmet gant un hil Istor ? Pegoulz e c’hellimp eskemm muioc’h eget garmoù va breudeur ha c’hoarezed ken kaer ha ken c’hwek ?
Ne welit ket pegen laouen ha didrabas e kerzhomp davit ar marv ?

lezirek

lezirekLandreanti,
Stranañ,
Diseblant ouzh an difreterion a vourr gant o firbouch.

Leziregezh, an aon rak ar gerioù a vir outo da zont.

Blaz saourus ar goullo,
Endalc’had divent an netra
Ec’honder pinvidik ar mann.

Tec’hadenn marteze.
Teñvalijenn.

Kavell ur bed dreist d’ar vevenn,
estlammus,
fonnus.

Genel.

perzhioù fall ar gevredigezh n’ int ket frouezh ar gevier

gevierIskis eo komz eus gevier hag eus palvataerezh a-zivout atebeion ar frammoù armerzhel.
Iskis eo lavarout ez eo skiantel dezastumadennoù an ekologourion.
Seurt komzoù n’ int nemet arvezioù eus an dibolitikadur.

N’ eus ket eus ar skiant evel un elfenn distag diouzh buhez ar c’hevredigezhioù.
Atebeion ar frammoù armerzhel o deus ur poellata kempoell gant ar stuzegezh ma vezont o labourat, ur skiant. N’ eus ket eus ar skiant.
Poellek eo diouzh durc’hadur ar c’hevredigezhioù divizoù ar strolloù ren ha labour ar gefredourion liammet outo. Ne c’hell ket bezañ kemmet seurt poell hep kemm penn-da-benn ar c’hevredigezhioù, eleze d’ an dud a venn mont e lec’h all eo ret kemer sol er-maez eus stuzegezh ar strolloù-se a zo hini ar gevredigezh ma vevomp.
Ar gealiadurezh ren eo a zo talvoudek hag a werc’h.
Lavarout ez eo gevier pe balvataerezh ar pezh a embann ar metoù ren zo azon un dibolitikadur. Hag e c’hell bezañ eus un denelezh dibolitikaet ?

Ma kemerfe an dezrannerion sol en arlez eus ar c’hevredigezhioù-se evit sevel ur bed all, neuze e c’hellfent kinnig ur gealiadurezh all a vefe soliet, kinnig amkanioù all, furmoù kevredigezhel all, a vefe soliet war zoareoù all da vezañ.
Direnkus eo avat, diglet, bezañ e-kichen. Beveziñ a ra gremm ur spont.
N’ emañ ket tud Le Monde Diplomatique er-maez ar bed a ziskuliont evel gaouiat hag alese eo difrouezh o labour marteze, daoust da vezañ emichañs a berzh mat.
Ne dalvez nemet da reiñ koustiañs vat d’un nebeut tud, d’ ur genvreuriezh, d’ ur chapelig, d’ ur ranngredenn pa chomont e stern daveiñ ar stuzegezh ren dre ziouer a saviad kenderc’hañ diles.

N’eo ket a-walc’h skrivañ, ret eo buhezañ, ret eo lakaat en arvar kement a zeu dimp eus ar stuzegezh distrujus a ren war hollad ar bed ma vevomp.

Kalz labour a chom d’ ober.

Industriels de l’ignorance, Florent Lacaille-Albigès, Le Monde Diplomatique, novembre 2014

ur c’horn klet en ifern

ifernEmeur er bed-se,
n’eus nemetañ
betek ma vimp kreñv a-walc’h da sevel unan all.
Da c’hortoz, dre landreantiz, dre laoskentez,
peogwir eo diaes klevout hollad ar bed,
e trubardomp hon nesañ,
en en lezomp da vervel,
e laerez a reomp,
laouen bras gant al lutig a heuliomp,
o c’houlaouiñ treutik hon buhez burzhudus,
e pakomp ar pezh a zo dleet dimp,
hon lod eus ar wastell,
hon eurvad pemp gwenneg,
ha pa dremenomp e biv d’ ur marv bennak
bepred war api,
marv ar c’horf,
marv ar spered,
marv kevredigezhel,
e tec’homp en ur c’horn da lipat hon gouli,
da sevel un aoter,
d’ un Doue meurdezus,
an hini a oa kuzhet e korn un trepas,
sichennet aze d’hon lakaat war an hent mat,
hennezh a ro gwir d’hon mistri d’hon boureviañ,
laouen ma vezomp gant hon tamm relegoù,
arc’hant,
mignoned,
kealioù,
un tamm skrid,
un tamm film,
gwrez.

Gortoz a ray an ec’honderioù frank,
ar rezid bemdez da seveniñ,
ar gened steuzius,
hon bout den.

viruzenn

viruzennC’hwegont vloaz war-lerc’h ar brezel kornogat a reuzias ar bed edo skiantourion a bep seurt o stourm da ziwall gweledva kenedus ar ganol meurdezus he flatanennoù. Ul linenn freskijenn a-hed ur vro goret gant an heol a vourre an douristed gantañ, touristed klet en o hañviñ, maget mat ha kramennet, dien ar pod.
En o diskiantegezh an dud eürus-se o doa kaset ar c’hleñved a-hed ar ganol dre c’hloazañ gwrizioù ar gwez bewech ma touarent en o disheol brokus.
Eus porzh keoded ramzel ar Mor Kreizdouarek e oa emledet d’an holl platanennoù ar viruzenn degaset eus Amerika skoachet e plankennoù ar c’hefioù marc’hadourezh.
N’o doa an dud a zoare taolet evezh ebet ouzh ar reuz, nemet pa dizhas o gwez meurdezus.

Pezh na ouient ket ha ne oant ket chalet gantañ ez eo e oa deroù ur brezel ramzel.
Amkan ar brezel-se, renet gant ar bev ouzh follentez an dud, a oa distruj kement plantenn a greske en Europa.

An arsailh kent a zeue eus Amerika.

Ne voe ket pell war-lerc’h an eil lankad, donedigezh amprevaned deuet eus Afrika ar wech-mañ. Ar re-se, soutil ha didrouz a aloube ar c’hoadeier. Flemmañ a raent an dud, gwir eo, hogen o argad a oa e lec’h all. Dre o monedoneoù etre ar struj ma skoachent hag an dud a emvagent warno, ha dre o niver, e kasent ar viruzenn eus ar platanenn d’an holl spesadoù all eus ar struzh europat.
Den ne oa bet avat da glask ar viruzenn war spesadoù na zioreent ket ar c’hleñved. Kaer e choment da welout, azon ebet warno eus ur c’hleñved da zont.

An trede argad a voe degaset gant amprevaned o tont eus Azia, bepred war-bouez al listri, bepred o heuliañ chadenn helvus ar marc’hadourezhioù diazezet war sujidigezh pobladoù ar bed.
Amprevaned Azia o deus treuzfurmet ar viruzenn a dagas a daol trumm an holl spesadoù ma oa chomet kousket, kement ar gwez hag ar plant all ha distrujet o deus an amprevaned all o dije gallet lakaat un harzh dezho ha da amprevaned an eil lankad.
Un nebeut bloavezhiadoù hag e oa steuziet ar struzh en Europa a-bezh.

Da gentañ e lakaas da greskiñ feur mervel an dud paourañ dre ziouer a voued, ha da heul e tevoudas brezelioù gwadek etre ar Stadoù europat oc’h adskoulmañ gant an hengoun brezelgar evit d’ar renkadoù-ren dileizhañ ar c’hudennoù ha mirout o galloud.
En un nebeut degadoù e tigreskas trumm poblañs Europa.

Ne voe skoazell ebet o tont eus peurrest ar bed. Ar pobladoù arall na soursie ket ganto renerion Europa a dennas korvo eus an enkadenn evit skarzhañ ar c’hoskor politikel hag armerzhel a oa bet staliet eno evit brasañ gounid armerzh hollc’halloudek kornogiz. Ar skoaziadoù kornogat a yeas da hesk.
Ar saviad a roas tro d’ar pobladoù arall da adframmañ o armerzh e doare da vagañ o foblañs ha da sevel gweriniezhoù lec’hel a vaste kalz gwelloc’h d’o ezhommoù.
An dienez hag ar c’hleñvedoù red a zigreskas buan er broioù-se ur wech torret chadennoù o c’horvoerezh.
Red ar marc’hadourezhioù o vont bepred davit ar bed kornogat ne oa ket bet ledet d’ o ziriadoù amveziadoù an distruj.

En Amerika e kouezhas buan live an armerzh diazezet war vevezadur ar bed kornogat. Ar pobladoù a orin amerikan, afrikan, aziat, a skoulmas liammoù gant ar gweriniezhoù nevez dieubet.

En ur ober tri c’hantved e voe kavet gant skiant ar gweriniezhoù nevez diskoulmoù d’an dienez er bed a-bezh.
Dre ma ergerzhent tachennoù nevez eus ar skiantoù, dre an amkanioù hag ar palioù diforc’h o doa, e kavent pezh a oa bet divarrek da gavout ar bed kornogat kozh.
Ar pare da varv ar struzh en Europa a voe frouezh labour skiantourion pezh a oa bet anvet gwechall ar bed isdiorreet, an trede bed, na soñje ket helv, meurded, goar, hogen buhezañ kempouez ha speredek an denelezh.

Ar pezh a chome eus poblañsoù Europa a zegemeras laouen ar stuzegezh nevez.
Ar re eus izili ar metoù ren kozh a oa chomet bev a voe bodet en ur mirva war un tiriad lec’hiet er pezh a oa bet an impalaeriezh sinaat.
Dic’hallus e oa bet dezho en em voaziañ ouzh ar stuzegezh nevez.

harz al laer !

harzallaerD’an emgann ez eont
hep gouzout dezho,
jeneraled diwelus,
o micher ar marv,
dizanv,
ouzh o bountañ dirazo
e gwasked paper moulet,
embregerezhioù flamm,
skrammoù kinklet mat,
burevioù klet.

Tasmantoù,
e soñjont bezañ tud.
Kemeret war o c’horf bev pep a lur kig,
unan pe unan aberzhet d’ ur c’horntro,
gwennaet e eskern er c’harnel.

Aeled du an dizañsper
a c’hoari ganto.
Ouzh o lorbañ gant sonerezhioù sasun,
gant prezegennoù flour,
o c’hasont d’ur brezel diskiant.

Harz !

Enep dimp emañ ar brezel.
Ne denn nemet d’ hon distrujañ,
hon treiñ da zeñved dindan kontell ar c’higer.
N’eus na feiz na spi gant ar feulster,
gant ar botoù ruziet en diskeladegoù.

An den zo ganet da sevel bed.

Hon buhez a ya da heul lorberion o gerioù goullo.
Mervel a reomp da heul bannieloù liesliv a zo tammoù pilhoù.
Stourm a reomp ouzh merc’hodennoù ken heñvel ouzhimp hejet dirak hon fri.

Treiñ kein,
kement a labour zo d’ ober,
pinvidik,
brokus.

Harz al laer !

serr-noz

serrnozAn noz a c’hlaz war an hent.
Ensoc’het va flas e steudad ar merien,
tamm el linenn,
ez an.
Heuliañ,
nag a-gleiz,
nag a zehou,
tonket eo.
War-raok ez an
e rouzmouz ar c’harr.
Kozh eo an deiz.
An un tonkad hon ren.
E penn an hent,
du-hont,
da gimiadiñ,
siminal ar forn.

Steuñvet,
treset pep munud hon buhez
adal an amzerioù teñvalañ
betek an amzerioù sotañ.
Skarzhet diganimp hon denelezh,
eeun ez eomp,
merien,
dindan galloud ar grugell vut.

Er serr-noz dianav
e par bannoù gouloù eston.
Gervel a reont.
Tizhout don hon eñvor a glaskont.
Dimp, denion, e c’hellont bezañ ster.
Denion omp ?
Paket pep en he boest-ruilh
e vir seder ar verien o flas er steudad.

Un disterañ strafuilhet,
hag ez afemp da valafenn ?

Noziñ a ra.

mignoniezh

daouGant un ober frammet e talvez barregezhioù an hiniennoù da binvidikaat ha da ledanaat al labour boutin. Pep hini a zegas e bleustr hag a dalvez dre e labour da wellaat ar binvioù labour.
Hiniennoù liesseurt a c’hell kenvezañ ha diorren, resisaat amkanioù, ha dreist holl diorren binvioù dezrannañ spis.

Pa solier war liammoù etrehiniennel al labour zo e dalc’h heñvelderioù. Kouezhañ a ra an dezrann, ar binviadur boutin, e gounid al lorberezh, ar c’hantaezañ, an angerzh.
Fiziout a reer en dud diouzh o gorre, diouzh ar pezh a weler anezho ha diouzh an hegarat ez int ganimp.
Ne c’heller ket komz a genlabour en degouezh-se hogen a vignoniezh.
Ar vignoniezh zo ur stern daveiñ deurus, plijus, hetus.
Merzet ‘m eus avat ha ne oa ket diziouerus bezañ mignon gant an dud a genlabourer ganto d’ ober labour mat.

An darempredoù deurusañ ha plijusañ ‘m eus bet zo bet dre genlabourat ha n’eo ket dre lipat banneoù. N’eo ket lavarout ez eo ur skoilh d’al labour diskenn banneoù bier gant kenlabourerion.

Diziouerus eo kaout an tro da zezrannañ al labour graet a-gevret, pezh na c’heller ober nemet dre ziorren binvioù. Gant darempredoù etrehiniennel e teu da vezañ dic’hallus dezrannañ al labour graet gant pep hinienn en un doare a vo sklaer evit pep hini, pep hini o chom gant danvez binvioù dister ha dreist-holl hiniennel.
Al liamm etre an dud en amzerioù-mañ zo ur vouilhenn difetis, diresis, elfennoù a bep seurt orin o neuial e-barzh, ur santimant breizhek na ouzer ket resis petra eo.
Eztaol kudennoù ar gevredigezh c’hall n’ eo ken.

Ne c’heller fiziout nemet war ul labour renet a-gevret gant an dud evit krouiñ, mont war-raok, ha n’eo ket war doareoù pep hinienn na begen plijus ha seven e vefent.

istor fentus

istor-fentusJul Granjouan a zegas muioc’h da Vreizh eget an holl vreizhkarourion peogwir e krou evel den.
Tamal a rafe tud ‘zo dezhañ e dresadennoù a-zivout an Unaniezh Soviedel. Ret eo soñjal avat ar spi ez eo bet an dispac’h soviedel evit an dud a wele stad labourerion ar gevredigezh c’hreantel war greskiñ.
Ne c’hallan ket disoñjal an eskemm etre Vaklav Havel hag ar c’helaouenner Serge July. Ar c’helaouenner a lavaras d’an aozer : memestra aotrou Havel eo ret anzav e oa ar gomunouriezh un dra euzhus, Havel a respontas d’ar c’helaouenner otus : Evidomp ni eo bet e-pad bloavezhiadoù ur spi bras.
Ar c’helaouenner gall, ez-kleizelour mae 68 a oa ur bourc’hiz gall hag e sell ouzh poblañs labour Frañs a oa kealiadel rik ha ne ouie diwar-benn ar gomunouriezh nemet ar pezh a oa ret lavarout. Ne oa ket soliet e gomzoù war ur pleustr digor war wellaat stad ar werin, gwellaat ar bed. Evel lod brasañ kleizelourion en o bleuñv er bloavezhioù 80 e oa devoudet e emzalc’h gant eskoradur furm beveziñ ar gevalaouriezh. Digudenn en deus kendalc’het da derkañ e blas er vourc’hizelezh vihan ensavadurel, d’ober e droioù furlukin er wask er skinwel hag er skingomz, ha da sammañ e lod eus al labour distrujañ ha reolatadur diziouerus da yoc’hekaat ar werin. Ar yoc’hoù zo evel ar chatal e dalc’h o mistri a veizont evel ar re o mag.
Faziek eo hevelebiñ naziegezh ha komunouriezh soviedel. An naziegezh zo bet ganet gant ar youl da zistrujañ nep emsav micherour en Alamagn gant skor ar renkadoù ren. An hent kemeret abaoe gant ar c’hevredigezhioù kornogat zo en hil ar prantad-se. En o mare e oa luskadoù kleizelour 68 e Frañs beuzet er stuzegezh ren. Goulenn a raent digant ar Stad profañ dezho muioc’h eus an eurvad beveziñ marc’hadourezhioù. Azon an anistorekaat hag an dibolitikaat oa warno.
Havel a oa un den en Istor. Ne adlavare ket luganoù, ne bege ket liketennoù. Dezrannañ a rae ar bed ma veve ha sevel un hent nevez.

Breizhkarourion hon amzer zo ken kilstourmer ha kleizelourion 68. N’o deus amkanioù ebet a vefe soliet en Istor. Goulenn a reont ha n’eo ket krouiñ, arverañ luganoù ha n’eo ket dezrannañ. Arc’hañ a reont digant Frañs ar renerion ur plasig en hec’h Istor.
En 19vet kantved e oa dija Luzel ur c’hilstourmer tost ouzh breizhkarourion hiziv. Azeuliñ a rae ar stuzegezh koueriadel, henvoazel evitañ. E ober a yae da heul e sell diavez, sell ur bourc’hiz taolet diwar-c’horre war dud ar maezioù. Ret e oa mirout war ar paper an traoù kozh a yae da get evel ma ra an danvez bourc’hiz dilezet gantañ e stuzegezh pobl da c’hounit e blas er stuzegezh ren, pezh a zo evitañ an emdroadur kempoell nemetañ. Hiraezh.
Ne wel tamm ebet stad truezus ar boblañs. N’eo evitañ nemet unan eus arouezioù un henvoazelezh a zo bet. Neuze eo ret d’ar boblañs plegañ d’ar bed nevez a ra he saviad truezus, n’eus hent all ebet… Evit gwellaat he stad. Evit Luzel eo an iliz ha bandenn Kervarker a zo atebek…

Kervarker zo emouez ouzh stad truezus ar boblañs. Gwelout a ra penaos eo distujet he stuzegezh. Ur stuzegezh bev e oa, o dedaoliñ sevenadur, perzhiadur er bed. Risklañ a ra d’un dastumad boazioù, gizioù, er-maez Istor. Alese e ober war an danvez tost outañ, e striv da adlec’hiañ oberennoù ar bobl en Istor. N’eo ket souezhus gwelout an dud en anistor, pe en istor Frañs, barn e labour evel faos, faziek, touellus.
Ne vir ket ez eo kouezhet labour Kervarker en anistor gant ar vreizhkarourion na welont ket pelloc’h ennañ eget na wele Luzel e stuzegezh ar maezioù.
Ar re na welont ket al liamm a zo etre Kervarker hag ar werin zo kenkoulz war hent an anistor. An hevelep liamm a gaver etre Roparz Hemon hag ar boblañs. Ar re-se o deus krouet un istor a zo en un hil istorek breizhek, pe emsavel, n’ouzon ket resis. Evit ar re na welont ket istoregezh al liamm a glask ober Kervarker etre e daol krouiñ hag ar bobl ez eo diac’hinad. E diouer a Emsav n’eus dezrann ebet gallus war Istor Breizh. Trepetoù arlezat da Istor Frañs eo ar pezh a c’hoarvez e Breizh.

Ar vreizhkarourion pa c’houlennont goudor ar Stad c’hall hag ar stuzegezh c’hall evit adskoulmañ gant un hil brezhon zo kenkoulz en anistor ha Serge July o lavarout da Havel ar pezh a rank soñjal diwar-benn ar gomunouriezh. Ne reont nemet askenderc’hañ o flas a zifreterion er gevredigezh c’hall. O roll istorek nemetañ eo. N’o deus istor ebet er-maez istor Frañs, alese emichañs o azeulerez evit Anna Vreizh rouanez Frañs.

Jules Granjouan a sell ouzh ar werin ha pezh a gaver en e labour zo e sell war eztaol ar werin hag an drastus ez eo ar stad graet d’an dud er gevredigezh c’hreantel. Ar preder-se o hentiñ e labour, eztaolet pe get, a ra anezhañ un oberenn.
Ra ‘m digarezo d’ e venegiñ e-serr va rambreoù. Re zister on avat d’ ober un droug bennak d’ e oberenn ha ne ‘m eus abeg ebet da dremen hep ar blijadur d’he menegiñ.

skeudenn : Jules Granjouan, le premier mai sera très calme à Courrières, Dessin pour l’Assiette au Beurre, Courrières, n° 260, 24 mars 1906, e-barzh Jules Granjouan, Bibliothèque municipale de Nantes hag éditions MeMo 1998