emañ aze
disgwel
e kement frailh
kement faout munut
er c’horf euzhus
ramzel
o noziñ
lonker al loar hag an heol
ar yaouankiz hag ar gozhni
ledet evel lanv war an douar
debriñ
uzañ
terriñ a ra
o sevel diastal ur voger kreñv
ur c’hreñvlec’h difaezhus
noz peurbadel war ar bed
e pep lec’h avat e tarzh stered
livioù flamm
lutigoù a vil vern
a-strew
digenvez
tener ha kreñv
a yelo deiz pe zeiz d’ober un tantad
da c’houlaouiñ ur bed nevez
splannoc’h eget biskoazh
heol nevez
kanaouenn
flouradenn
burzhud an den
azginivelezh
war lerc’h an deizioù du
Archives mensuelles : décembre 2014
yaouankiz an deiz
Ar c’hammedoù kentañ
er beure
en noz sin
tarzh an devezh nevez
teñvalijenn binvidik
azginivelezh werc’h
andon ar bed
didrouz
nemet paz ur c’hazh
karr ebet gant an hent
kri bugel ebet en amezegiezh
tav al laboused en o hun
ar c’horf peurwisket gant ar freskijenn
daoust d’an dilhad
a-unan gant an ec’honder divent
gwiskad kent ar bed
beuzet en denelezh
sonerezh tanav ar vuhez o c’henel
en diabell
chouradenn an hent-tizh
gouleier tredan ar straedoù
den divoulc’h
diwisket e di
gwallhuñvreoù an noz
seder ur predig berr
bep beure
paradoz
bediñ
n’int ket deuet
E pelec’h emaoc’h ?
Tec’hout a rit rak an egor astennet dirazoc’h.
Re splann eo ?
Bouzaret gant harzhadeg ar vistri, sentus, ez it d’al lec’h m’ emañ aes ha divlaz ar peuriñ.
Bezañ diogel a fell deoc’h, na goll ur gwenneg toull,
Pokat d’ar baradoz.
Da gentañ korfata,
Ha da heul marteze e teufe un dispac’h.
Ho kortozet hon eus fenoz
En ur c’houzout ervat ne vefec’h ket deuet.
Re zister omp,
Peorion treut o yalc’h a-dal d’ ho puzadoù.
Ne dalv mann hon oberennoù d’ ho mesaerion.
Ne gavint ket bod en ho pro.
Gwell a se !
Noazus e vefe dimp goudor un abostol,
Ur mondian madelezhus,
Ur pare kavailhed.
Ne c’hellomp ket bezañ eus ar broviñs goular m’ emaoc’h o remziadiñ.
Hon bro zo ar bed,
An ec’honder divent ganet gant ar bobl
Deiz-ha-deiz.
Disterachoù evit furlukined o mistri,
Mantrus o entan da foeltrañ denelezh,
Kafunet en o mantilli.
Ho kortozet hon eus o c’houzout ervat ne zeufec’h ket.
Chomet hoc’h sioul, kuilh ha klet, e lochenn ho perc’henned,
Evel yar ouzh ar ber e korn an oaled.
D’ an hini a zo ar beved da vevenn d’ e spered ar rezid zo kevrin.
alvez ?? Petra sinifi ?
Naouegezh alvezel zo aet da naouegezh artifisiel en unan eus geriaouegoù an Ofis.
M’ o deus an dud-se kavet ar ger naouegezh o dije kenkoulz gallet mont da welout penaos e oa bet stummet.
Merzet o dije ne oa ket bet savet ar ger dreist-penn-biz, un dargouezh. Gwelet o dije e oa ar ger-se war dalbenn ar sturyezhañ hag e oa en ur vaezienn un tamm mat ledanoc’h eget ur c’hoari plouz berr evit kavout ur ger apupre a rafe brav ha na vije ket re bell eus ar galleg.
Perak n’o deus ket savet neuze skiant artifisiel pe welloc’h intelijañs artifisiel. Nann gwelloc’h mont war raok en diboellegezh.
Ni zo krouerion laouen ha dieub a c’hallfent kanañ.
En degouezh ez hañvalont en em ren e giz preizherion, laeron, pe labaned ?
Pezh a zo yael en degouezh eo ez on me rediet da furchal e-barzh Lavaroù Preder evit tostaat ouzh ster resis ar ger a bled gant un danvez na bleustran ket boas, nag e brezhoneg, nag e galleg.
Rediet e vin da adskoulmañ gant un darn eus va labour a oa renet war-eeun e brezhoneg hag a oa dic’hallus din kenderc’hel e galleg. N’eo ket peogwir eo disteroc’h ar galleg hogen peogwir ne anavezan ket al labourioù graet e galleg war an danvezioù-se.
Da ‘m meno kalficherion ar gavadenn naouegezh artifisiel zo ken berr o spered war an danvez egedon. Petra a dalvezh naouegezh evito ? N’ eo nemet ur ger ouzhpenn.
An hevelep re eo emichañs o deus savet urzhiataerezh evit stlenneg pezh na vir ket outo da arverañ deveradoù stlenn a hent all. Bepred gant ar spered krouerion gouez ha dieub emichañs.
N’o deus ket savet-amprestet informatik evit ar wech hogen savet un deverad war skouer ar saozneg, a gav din, hogen to compute n’eo ket kevatal da urzhiatañ. Dichañs !
Poell ar brezhoneg en afer zo eilrenk. Forzh penaos n’eo ar brezhoneg nemet ur yezh komzet ha pep hini zo lipr.
Evel ma lavare ur sorbiennourez, pe ur werzhourez eilaozadoù diwar ar sorbiennoù kentoc’h : ober a ran ar pezh a blij din peogwir n’eus aozer ebet d’ar sorbiennoù… Ha kae da strakal brulu war ar menezioù du gant da c’houlennoù va faotr.
Ma n’eo ket diskouez dispriz evit ar sorbiennoù ha dispriz evit ur yezh hag evit ar stuzegezhioù pobl, eo sotoni glan neuze.
Keit ma vo ar vrezhonegerion o c’houlenn an aluzenn digant ar Stad C’hall e chomo ar brezhoneg ur c’hoariell hag un diduamant etre daouarn bihanvourc’hizion Frañs ar c’hornog.
Kredet ‘m eus ur predig e c’halle ar brezhoneg kavout nerzh o lakaat un troad en armerzh.
Koniri glan eus va ferzh.
Ret e vefe e doare pe zoare krouiñ ur vaezienn armerzhel breizhat evit ma vefe gwir. Pezh a c’houlennfe mont en arlez eus ar frammoù politikel hag armerzhel gall. Diglet mik e vefe.
Ma ne reer ket, e chomo ar brezhoneg unan eus ar bitrakoù breizhek gwerzhet d’an douristed a ra eus Breizhiz touristed en o bro.
Mar teufe a benn an dud da eskemmañ stankoc’h war o labour e-lec’h skrapañ labour an eil hag egile hep kas zoken ur poz d’ar stroll en deus graet al labour en o raok e vefe dija un araokadenn.
Met marteze ez eus bet eskemmoù etre labourerion an Ofis ha labourerion Preder ? Hervez an dibaboù graet avat ne hañval ket din.
Ur yezh n’eo ket un danvez dister ha neptu, ur c’hoariell evit oadourion chomet en o bugaleaj. Dreist-holl ur yezh o c’henel bemdez evel ar brezhoneg.
Ne rafe forzh an dud o deus ur yezh solut, diazezet mat evel ar galleg, ar saozneg hag all, e c’hellan kompren. Ha c’hoazh e vefe ret dezho diwall. Poblañs Sveden, da skouer, zo hep mar ebet kizidikoc’h ouzh dazont e yezh eget poblañs Breizh ouzh dazont ar brezhoneg.
Gwelloc’h e vefe din labourat eget flapañ.
poultrenn alaouret
Dre ar bed divent ez eomp,
Tener ha bresk al liammoù etrezomp.
Ne anavez pep hini nemet un tamm dister
Eus perzhioù ar re all,
Eus hollad an oberenn.
Ral a wech e c’hoarvez ganimp kejañ.
Nemet un nebeut eurvezhioù ar bloaz,
Un emvod hiniennoù diampart,
Kantreerion digenvez dispis o dremmwel.
Kildroioù ar vuhez a ra dimp kejañ dre laer,
Ur berr amzer,
Dre zegouezh,
Evit un trevell, un eskemm,
Ur predig prederiañ war yec’hed ar bed,
Amzer un dizoloadenn,
Amzer d’ar c’horf arnodiñ ar bout,
Luniañ en egor dazont hon denelezh.
Ur frapad, kevrediñ sonennoù soutil ha rouez
D’ober d’ur yezh bleuniañ,
D’ ur c’han sevel,
Ha kenavezo er bed all.
Nemet ur fenoz pe un all,
Hep prezegenn,
Hep raktres,
Diamkan,
Ar roudoù a savomp,
Dre gas war-raok hon oberennoù,
Roudoù a zeu a zeiz ha zeiz
Da skoilhañ hon sevel denelezh,
Ar roudoù-se
A darzhomp,
Laouen.
c’hoarezed Luduenn
Da zimeziñ ar priñs e troc’h c’hoarezed Luduenn tammoù eus o zroad evit dont a-benn da wiskañ ar votez kollet ganti.
Nac’h a reont ar pezh ez int, nac’h a reont o zonkad, ha nac’h a reont e vefe da Luduenn un tonkad estreget an hini o doa merket dezhi.
N’ eo ket rouez hiziv an deiz an dud a vac’hagn o c’horf war zigarez ne glotfe ket ar pezh ez int gant an tonkad o deus rakwelet.
Ar vuhez zo deuet da vezañ ur c’hoari e-par an alvez, hag ar gwiskadoù pinvidik a ampar hon bed, hon denelezh, zo bet disoñjet.
N’eo ket mui krouiñ ur bed a zo e kaoz hogen kempenn an alvez, fichañ un nebeut traoù da grediñ eo kemmet an tonkad.
Tu bennak he deus skrivet Karen Blixen mar vennfe an den nijal, gant an amzer e teufe un deiz eskell dezhañ. Hiziv an deiz ez a an dud da welout ar mezeg ma imboudfe eskell dezho.
Er sorbiennoù avat n’eo ket an hini a druch, a farlot an traoù, a zo trec’h. An haroz a gas da benn e donkad daoust pegen diaes eo a-wechoù. An aliesañ an hini a druch zo bepred adtapet gant e donkad daoust dezhañ bezañ reizhet an alvez.
An hini a dro penn d’ar gwele evit touellañ an Ankoù da gemm e donkad, a varv en un doare lu.
Un den troet dezhañ ne oar mui ez eus eus ar bed ma vev. Krediñ a ra ez eo eñ, kig ha kaoc’h, a zo ar bed, pa n’eo nemet un elfenn eus ar bed. Diaes eo dezhañ meizañ ez eo e donkad den dirakweladus hag ez eo diziouerus dezhañ ensammañ e zenelezh evit treuzfurmiñ ar bed, ha n’ eo ket piaouañ madoù pe ur galloud n’ int ket dezhañ.
Mac’hagnañ o c’horf zo evit c’hoarezed Luduenn kement a nac’h an degouezh, krediñ e c’haller kempenn ar pezh e vezer evit hañvalout bezañ un den all ha kaout dre an tun-se un diskoulm hiniennel d’ ar pezh a sell ouzh an denelezh. Huñvre ebet, dremmwel ebet, finvez ebet e seurt emzalc’h, n’ eus nemet ar c’hoant piaouañ, tec’hout eus ar bed.
N’ hon eus ket aze ul labour, un trehontiñ, ur c’hrouiñ. N’ hon eus nemet un ober kalvezel n’ eo ket frouezh istor an hini en gouzañv. An aliesañ ned eo graet nemet evit kemplegañ da stummoù gourlakaet gant sodelloù eeunañ ar stuzegezh. Mont a ra ar c’hoarezed betek troc’hañ en o c’hig evit tizhout un dere empentet ganto evel dereatoc’h diouzh ar bloc’heiladoù o ren.
Ar pezh a zo dañjerus e seurt degouezh eo e tivizer palvata ar beved en anv ar buhezañ, merañ an alvez. An den ne vefe mui nemet ur merour.
E dibenn dezrann e tistrujer al liammoù bev etre buhez, beved hag alvez nemet evit un nebeut kletadurezh. Treiñ a reer kein d’an denelezh, d’ar c’hrouiñ bed, evit na skuizhañ ken, na c’houzañv an dislavaroù a zo anienel d’ ar buhezañ.
– Patrom, ur banne bier mar plij !
Bez o doa tro c’hoarezed Luduenn da heuliañ o hent dre o labour e-lec’h ober o mad eus korvoerezh Luduenn ha bezañ dall ouzh he zonkad. Alies eo graet seurt gaou d’ ar re wanañ aet da zanvez krai evit plijadurezh dilennidi. Skrapañ a reer o c’horf, o bugale, o buhez, o labour.
Diaes eo hiziv na vezañ souezhet o welout tud hilad c’hoarezed Luduenn boureviañ o c’horf peogwir e fell dezho klotañ gant ar pezh a zo gourlakaet gant kinnigoù amjestr ar gevredigezh veveziñ n’ he deus da finvez nemet ur moneiz derc’hennel.
An argerzh zo bepred an hevelep hini, gwariañ an alvez gant ar spi e teuy ent emgefreek ur c’hemm er vuhez, c’hoari gant ar bev war zigarez denelezh.
N’eo ket gant binvioù avat e vo troet ur sitrouilhezenn da garroñs.
Truezomp ouzh c’hoarezed Luduenn. Divarrek e vint da zegas kened er bed, ha koulskoude o doa ar chañs da vevañ gant Luduenn a oa kenedus ha krouerez he burzhudoù.
Evel boaz eo bet dalc’het disoc’h buhezañ Luduenn ha n’eo ket he istor, kement ha ken bihan ez eo deuet klask ar priñs da vezañ ur bloc’heilad a dro kein d’ al lennegezh teodel. Ar priñs n’eo nemet un azon eus istorekadur Luduenn, eus he denelezh ha tamm ebet ar madig ez eo evit he c’hoarezed.
marv n’eo ket feulster
Va sotonioù a gavo o lec’h e-kichen ar re a glever bemdez Doue.
A-zivout ar marv e klever a bep seurt da skouer.
Kement a dud lazhet, mac’hagnet, a weler war ar skrammoù ma teufe ar marv da vezañ un dra boutin… Sañset.
N’ eo ket ar marv a weler war ar skrammoù avat, ar feulster ne lavaran ket, tud o lazhañ tud all, pe dre rec’halloud pe dre zic’halloud.
N’ eo nemet eztaol ur mankoù kevredigezhel pounner.
Ne gav ket din e vefe bet ar vosenn meizet evel ur binijenn a-berzh Doue gant ar bobl. Doue ar bobl ne gastiz ket. Brokus eo, ha keflusker an denelezh. Un Doue an holl eo, un Doue laik a lavarfen, evit lakaat da fuloriñ ar re a hent ar bed gant o feulster.
Ya, kastiz Doue zo un arm goveliet gant ar re o deus ar galloud, eztaol o feulster, digarez d’ o feulster. Atoriñ a reont ar gravez. Uhelidi an iliz zo deuet buan da vezañ dibabet e metou uhelidi ar gevredigezh.
Ar Varn diwezhañ ne lavar ket e vezomp kastizet gant Doue evit an droug hon eus graet. Lavarout a ra o deus an uhelidi, dre goll ster o roll kevredigezhel, distrujet ar gevredigezh ha kaset an denelezh da get.
Gwariadur ar marv, korvoerezh ar marv gant an uhelidi evit diazezañ o galloud a den da dreiñ ar marv da feulster.
Lazhañ un den n’ eo ket degas dezhañ ar marv hogen laerezh digantañ e vuhez, laerezh un tamm bras a zenelezh diziouerus d’ an holl.
Ar renerion a nac’h d’ ar bobl he denelezh zo en orin ar feulster a emaotren dezho laerezh buhezioù dre lazhañ tud pe dre nac’h dezho o denelezh ez bev. Boulc’het o deus un hent arvarus.
Ar stuzegezh bobl a ro e lec’h d’ ar marv war ar pemdez ha n’ eo ket hepken pa ren ar vosenn. Ar marv zo mignon d’ ar vuhez.
An uhelidi a nac’h ar marv en hevelep giz ma nac’hont ar gevredigezh hag an denelezh.
N’ eus evito eskemm gallus ebet gant ar bobl. Dre an nerzh, dre ar feulster, e klaskont diverkañ barregezhioù Istor ar bobl a lakfe da splannañ an hent bac’h m’ emaint, distrujañ ar vuhez evit bezañ. Sotoni meurdezus !
An Dañs Bekabe zo derc’hennañ un adsavidigezh eus al liammoù kevredigezhel e-touez ar re vev, eus azginivelezh un denelezh distrujet gant ar begennoù aet da renerion dall ha diskiant.
Al livour a zerc’henn an Dañs Bekabe ne lavar ket setu penaos e vimp da zeiz ar varn diwezhañ, hogen setu penaos e tleomp bezañ en hon buhez, dorn ouzh dorn. Hon saviadoù n’ int nemet gwiskamantoù hon roll er gevredigezh, ha pep gwiskamant zo kaer evel ma ‘z eo kaer ha diziouerus roll pep den en tu all d’ an neuz, kevatal e koroll ar gevredigezh.
Ar Varn diwezhañ, pezh-c’hoari eus an 18t kd, embannet gant SKOL e 1998.
Dañs Bekabe e chapel Kermaria an Iskuit e Plouha
tremeniadez
Moan,
ken moan.
Mistr ?
Lagad bras,
laezh fonnus
en ur werenn glas.
Nerzh un alkool,
trellus,
entanus.
He dremm
a glotfe gant ur c’horf kigennet mat
a ra anezhi un dudenn
o tiskenn eus al loar.
Huñvre.
Prim,
bliv,
oberiant,
entanet gant he labour,
gant kement labour ‘zo,
o tuiñ gant kement ober brokus,
e varvfe war ur vardell
hep gouzout dezhi.
distouv
Ur voutailhad digor war brenn an daol
Divoulc’h.
Damskeud ar gegin
Rubiz teñval o soural
An heol en diabell
Aour
Roudennoù gouloù
A emskuilh, a emruilh
A dres eeun o hent davit ar gwer
Hep tizhout ar gwin
Na dizh ket ledañ e frond en deñvalijenn lugernus
Bac’het gant gouzoug ar voutailh.
Flour eo an aer
Klouar
Frondoù rost
Bara fresk.
Bleunioù a splann
Du-hont
El liorzh
Lirzhin
War al letonenn glas bev
Nes dezho delioù ruz gwad ar wezenn
A-serzh en oabl glas treuzwelus.
Hag e padin betek ar pred
Hep debriñ
Hep tañva
Un tamm aze
Ur bruzhun amañ
Ur banne
Un dakenn
Hep terriñ an naon
Hep gwalc’hiñ ar c’hoant.
Daou gammed dindan lagad an heol
Flouradenn fresk ha tener an diskar-amzer.
Kened er bed.
tufañ
Tufañ a ran war ho meuzioù cheuc’h,
war ho puhez leurennet,
war ho kalficherez savet evit estlammerion
a zo o micher bamañ dirak ho skudell boued.
Ur frouezhenn,
un aval douar,
netra ouzhpenn
nemet ar pezh a vravao ar blaz,
ar frond,
ar stumm,
ha peadra da vagañ,
eeun.
Ar blijadur zo er bastañ.
Naon kened ‘m eus,
n’eo ket c’hoant meurlarjez.
Naon jestroù
n’eo ket c’hoant orbidoù.
Bezañ pinvidik n’eo ket dastum
hogen bezañ kenedus d’ar bed
ober bed
reiñ.
A ! Keneiled…