gaou

gaouPa n’ eus ket eus ur gevredigezh da embreger o barregezhioù denel eo ret mat d’ an denion krouiñ un dra, na vo ket ur gevredigezh, hogen a dalvezo da gevredigezh.
Ur gaou eo.
Ne c’hell ket bezañ tra un hinienn pa rank genel gwikefreoù par da re ur gevredigezh. N’eo ket ur stern, ur c’hinkladur hogen ober, eskemmañ, arnodiñ, kenlabourat, dezrannañ, prederiañ.
Er gaou-se, er gevredigezh-se, ha pa c’hoarvezfe eus un dornad tud, eus ur frammoù treut, e c’hallo un den bezañ perederour ha n’eo ket un hinienn a-us d’ar c’hrogad, un den ouzh e brenestr.

manga c’hoazh

maskSetu istorioù savet evit diduiñ ar baotred, leun a verc’hed yaouank koant o brozhioù berr, hag ur paotr yaouank, Mirai, a vefe laouen e teufe ar vuhez da vezañ aesoc’h.

Diouzh un tu ur paotr a c’hortoz un haroz d’e skoazellañ ha diouzh an tu all ur plac’h en e skol nevez he deus savet Kleub an harozed da skoazellañ an dud. Ar plac’h gwisket ganti ar maskl a zo ardamez ar c’hleub n’ he deus nemet he youl vat da ziskoulmañ ar c’hudennoù ha berr eo.

Un deiz e kav ar paotr ur maskl a ro dezhañ ur galloud dreist. C’hoarvezout a ray ivez gant tud all kavout seurt maskloù. Petra a raint gant se ?

Piv a zeuy a-benn da gaeraat ar bed ? Petra eo d’ ar bed bezañ kaer ? Petra a c’hell un den ober gant ur galloud deuet dezhañ a-ziavaez ? Petra a c’hell un den ober gant e c’halloud den boutin ?
Ha n’eo ket ar barregezhioù roet d’ an haroz gant ar maskl heñvel ouzh ar barregezhioù gourlakaet d’ ar vugale gant ar skol ?
Ha n’ eo ket Mirai bac’het en e yaouankiz a vugel digenvez gant galloud ar maskl ? Ha n’ eo ket barregezhioù ar maskl ken diavaez dezhañ hag ar barregezhioù kelennet er skol ? Gant piv eo profet ar maskloù pe kelennadurezh ar skol ? D’ ober petra ? Ha ne ginnig ket kleub Lilico nemet pleustriñ ar gevredigezh ? Ha n’ eo ket ar pleustr kevredigezhel a ro d’ an dud o galloud ?

Tost ouzh ar sorbiennoù eo seurt bandennoù treset. Enno e kaver pemdez an dud, o diaesterioù hag o iziunadoù. N’ eo ket pell kennebeut diouzh merc’hed ha strolladoù krennarded bandennoù treset ar bloavezhioù pemont, an danvez ha perzhded an tresañ deuet da vezañ pinvidikoc’h ha muioc’h digor war ar bed.

Un diduamant plijus eo Hero mask, gant danvez e-barzh.

Moarvat e vo c’hoazh kavet unan bennak evit lavarout e lakaan en oberenn ar pezh n’ eus ket… Gwazh a se evidon, pe evitañ !

Hero mask, Yumika Tsuru tresañ, Takashi Okabe skrivañ, 2013 Hero’s inc Tokyo, 2014 éditions Tonkam, Paris.

en ur lenn Queen Emeraldas

emeraldasWatashi wa Emeraldas, me zo Emeraldas, setu pezh a lavar harozez ar manga a-hed he zroioù kaer.
Ne ouier ket kalz a draoù diwar ben an dudenn, pe kevrinus eo ar pezh a ouier.
Kregiñ a ra an istor gant un dudenn all, Hiroshi, paotr yaouank a zo e bal sevel un oabllestr evit kantren en egor divent an hollved.
Un nebeut kantreerion all a gaver er vandenn dreset-se. N’o deus pal ebet a vefe un termen d’o zroioù kaer. Tudennoù brokus int, renet gant o huñvreoù, gant an tonkad.
Daoust d’o uhelvennadoù int degaset da arverañ ar feulster da genderc’hel gant o buhez kantreerion an hollved. Bezañ un den a empleg chom dieub.
Poblet eo an hollved gant ijin tresañ Leiji Matsumoto hag un drugar eo.
Ne vezer ket pell eus tresadennoù ar bloavezhioù 50 a gaver en oberennoù amerikan, italian, gall, pe all. An istor zo ar stur hag a-wechoù ar skeudennoù zo brasluniet. Aergelc’h western pennadoù ‘zo eus an istor zo marteze un dave da skeudennedoù an amzer-se ivez.
Kalz muioc’h a lusk ez eus gant framm ar pajennoù avat, marteze dindan levezon ar filmouriezh pe dre un hengoun tresadennel japanat pinvidik. Marteze ivez dre berzhioù mat an dreserion.
Pellaat a reer eus ar skeudennoù bac’het en un heuliad kensturdalegoù reizhkornek peuz unvent. Ment ha durc’hadur ar skeudennoù zo liesek diouzh ezhommoù an danevellañ.
Evit gwir e krog an traoù da gemm e Frañs ivez e-kreiz ar bloavezhioù pemont gant tud evel Calvo (Moustache et Trottinette, La Bête est morte) hogen ne dizh ket ar furmoù japanat.
Plijus tre eo bet al lenadenn ha leun a zizoloadennoù.

Queen Emeralda, Leiji Matsumoto, Japan 1977. Adembannadur klok e galleg Kana, 2014.

bugel

bugelUr bugel ne oar ket, ne ijin ket.
Klask a ra, deskard digor e spered, en ur bed o c’henel da bep kammed. Mont a ra e zaoulagad bras digor.
El linenn treset war ar paper e wel an dremmwel, al leur, un nadoz, ur vuzhugenn, ur vlevenn, un neudenn…
Ouzhpennet div linenn a bep tu e wel un delienn, ur graoñenn, ur vell, un hamburger, ur vesklenn, ur genou…

Ar bugel ne ijin ket, buhezañ a ra. Alese e spont gant mamm-yar ar sorbienn kaset gant ar c’hazh-tigr.
– Petra eo deuet da vezañ ar vamm, emezañ e dibenn ar marvailh ?
– Ne ouzon ket. Ne ouzon nemet ar pezh a ouzon. Ha petra a soñjit c’hwi ?
– Debret eo bet ?
– Deuet eo a-benn da dec’hout ?
– Deuet eo er-maez eus an tigr lazhet pa’ z eo bet digoret e gof.
– Aet e oa da guzhat da welout petra a rafe hepti he folezi…

Ar bugel zo digor e spered, dirazañ e vuhez diharz, dezhañ oberoù pemdeziek diniver ha war e lerc’h un istor berr hogen pinvidik.

Hag an oadour ? An aliesañ ez ersav evel un den n’en deus mui netra da glask pe da zizoleiñ. N’eo mui evitañ ar sorbienn nemet un diduamant da veveziñ. Ne ouezo nemet lavarout mat e oa, pe fall e oa, pe ne blij ket din. Marteze e kavo ur rebech kalvezel bennak d’ ober d’ ar sorbiennour.

Padal er sorbienn ez eus diduamant gwir eo, hogen ivez skiant ha furnez. Pep hini a dapo ar pezh a zo mat evitañ er sorbienn a selaou, gant ma vo bet barrek ar sorbiennour da vuhezañ an holl liveoù-se ha da lezel un digor d’ ar selaouer da gavout e hent.
Ar sorbiennour ne c’hell ket bezañ paouroc’h eget ur bugel.

atoriñ pe veveziñ

atoradusEvit ober anv eus atoriñ ul labour ez eus ezhomm e vefe ur saviad kenderc’hañ piaouel d’ al labour.

Hiziv an deiz ne ra an dud deboner nemet beveziñ ar gerioù kenderc’het gant yezhoniourion a embreg o labour en ur saviad kenderc’hañ a zo hini ar stuzegezh a ren warno.
Alese ez anad ar geriaouegoù evel kement a stalioù ma c’haller dastum gerioù diouzh an ezhomm hag ar blijadur. Beveziñ eo.
Rouez eo kavout ar gerioù nevez en un destenn kempoell ha solius, ha diaes kavout tud evit sevel ur breud.

E diouer ur saviad kenderc’hañ piaouel e tistera ment dezevout ha politikaat ar gerioù. N’o deus ket ul liamm oberiant gant hollad ar yezh, ha n’ int ket ul liamm stuzegezhel evit un niver bras a yezherion. Ne hañvalont ket tapout lañs da reiñ d’o atoradur ur barregezh stuziañ, gourzhtreiñ, broudañ preder ar yezherion.

Arveret int gant hiniennoù dibolitikaet ha distuz en arlez ar gevredigezh arall, an hini ma eskor ar stuzegezh nemetañ a bleustront, a genlabouront ivez da askenderc’hañ.
Pezh a c’hellfe bezañ bon d’ ur stuzegezh piaouel, eginel, a denn da vezañ ur stumm arlezat eus ar stuzegezh ren, folklor un nebeut hiniennoù. Chalus pa verzer perzhioù dibar ar yezh.

Un tammig berr eo ! Ya, ha diezhomm, keit ma chom randoniñ un hinienn.

kantreer kamm

kantreer-kammTonket edon da vezañ a ouenn gant al loened stlej.
Va gwirvoud e oa.
Don ha kozh e oa ar stummañ, an dic’hizañ.
Adal m’on bet ganet e laboure binvioù galloudus ar vistri
D’ ober ac’hanon ur benveg d’ o ezhommoù,
D’ o neurozioù euzhus.

Ur frailh zo bet er vac’h, ur faout, un netraig,
Un digor war an bed.
Dallus e flistre drezhañ ar gouloù,
Mezevellus an egor divent damverzhet,
Dedennus, ken dedennus.
Neuze e krogis da darzhañ an dilhad strizh gwisket warnon,
Gwiadet gant ar skolaerion, an embregerion, ar veleion,
Kement a zenion forc’het diouzh o hent
Aet da liderion an neurozeion drastus.

E skourr e chomas an dargenañ.
Hanter den ez an hiviziken dre ar bed.

Pilhoù zo chomet war va lerc’h,
Spontoù al loen,
Ar rediezhoù lakaet warnon gant mistri deusk,
O gwask, o dispriz, o fizhoni,
An aon pemdeziek.

Un tamm eus an den da zont zo c’hoazh gant ar mammog.
Bevennoù a laka da ‘m brokusted.
Gwarizi, pizhoni a vesk va freder,
Avi ouzh ar gaoued sukr ha mel profet d’an dud parfet,
C’hoant tec’hout gant va nesañ en un ehanoù gwenvidik,
Kement a ‘m fella diouzh kantreerezh un den e rezid.

Ne spir bevenn ebet d’an ec’honder ergerzhet gant mab-den
Ha strizh d’ ur c’hrouadur e chom harzoù ar geoded.

gwarizi vras Yann-Ber

gwariziAn den-se, ar sizhun tremen, hag e oa an hevelep hini a gejis gantañ ugent vloaz ‘zo ?

Dalc’het ‘m boa soñj eus binvioù labour treuzkaset dimp, eus un den kompez, a lavare ar pezh a oa da lavarout nemetken, a zibune devoudoù ar sorbienn gant gerioù eeun…
War-lerc’h an daou zevezh labour e chomimp ur pennad azezet en ur c’horn eus ar sal pep hini o lavarout ur marvailh.
Uvel, eeun, en doa an den-se, ambilher ar prantad labour, displeget marvailh ar re gozh kompez.
Chomet eo ganin ar sorbienn ha plijadur ‘m eus bepred ouzh e lavarout. Rouez eo e chomfe ganin ur marvailh klevet gant un den all.

Koublad kozh ar marvailh a ren ur vuhez didrouz. Darvoudoù an istor a zibun penaos eo chalet an den kozh gant eurvad an dud a gej betek reiñ dezho pezh o deus ezhomm hep soñjal ennañ. E blijadur eo.
Ur paotr leun a zeltu a venn kelenn dezhañ penaos e ranker bevañ, ha perak e savo tabut o buhez gant e hini gozh dre ma tistro eus ar foar hep marc’h hag hep gwerzh ar marc’h…
Ar c’houer kozh zo rediet da glaoustreañ war an divoud dindan gwask birvilh ar c’houer yaouank a gred n’ eus nemet e zoare da welout ar vuhez a zo talvoudek.
Kuzhet a-dreñv an nor da c’hortoz an tabut ne glevo an hini yaouank nemet an hini gozh o tibunañ perzhioù mat disoc’h kement eskemm graet gant ar c’hozhiad. Ar marc’h o vont da vuoc’h, ar vuoc’h da c’havr, ar c’havr da waz er baner, hag ar waz da chopinad da c’hlebiañ gourlañchenn an hini kozh graet e veaj d’ar foar dindan an heol gorr zo perzhioù mat ganto. Ha da glozañ ar marvailh e ro an hini yaouank e gasedad pezhioù aour gant plijadur d’ar re gozh ken brokus.

Deuet e oa mat da glozañ un dalc’h labour ken frouezhus, zoken gant an arvar lakaet war va labour.

Ugent vloaz war-lerc’h ‘m eus gwelet dirazon ur marvailher a vicher, un marvailher endro dezhañ ur roched marvailher, ur skerb marvailher orañjez divent, aloubus, skoulmet laosk, hag ur blevad hir marvailher o c’hournijal war e zremm barvek marvailher…
Nag ur poltred marvailher, nag un entan, nag ur fent, hag ez ae, a-gleiz, a-zehou…
Hag e lavare ar marvailh hag e lavare dre fent pegen diaes e oa buhez ar marvailher… Hag ez ouzhpenne trouzioù a bep seurt, fiñvadoù niverus, gerioù diezhomm, da zegas neuz ar fent ken m’en em c’houlennen hag e oa ur gwered eus ur barrad skuizhnez pe hag en doa aon dirak ar vugale… Perak neuze ober ar marvailh-se a-zivout an aon ? Treuzfurmet e oa bet gantañ en ur farsadenn goullo, livet flim flamm.

Plijet on bet evel unan a uz un nebeut amzer dirak ur pennad arz kinklañ, dirak labour ul labourer ampart war e vicher deuet da ziduiñ an dud goullo o buhez, kollet o hent, da c’hortoz e krogfe ar veaj, hini an denion davit douar ar bromesa.
Kouezhet e oan c’hoazh e trap va soñjoù. Dalc’het ‘m boa eus an devoudoù ar pezh a glote ar gwellañ ganin ha diwelet ar peurrest. Ne ‘m boa ket merzhet ar stalabard a zo hini an holl dud a vev er gevredigezh-mañ, na c’hellont ket bevañ er gevredigezh-mañ heptañ.
Moarvat eo dic’hallus bevañ hep kemer an hent-se ?
Moarvat on gwarizius ouzh an den-se e zoare aes, lugernus, skañv…
Ya, eürus e hañvale ar paotr bezañ, re, o komz kreñv, oc’h ober dave dezhañ e-unan dibaouez, e labour gant ar vugale… Diastal e klaske degas warnañ ar selloù, sipañ evezh an dud er sal.
Kroget en doa gant un istor a lavare e gejadenn gant un den war ar straed, heñvel poch outañ, an hevelep dilhad, an hevelep kentanv d’e wreg, d’e vugale, hag ez echu gant : ni hon daou zo o vont da lavarout deoc’h marvailhoù… Unan eus ar skridoù embannet gant ar breudeur Grimm evel hollad ar marvailhoù lavaret an deiz-se.

Ha ne oan ket heñvel poch outañ a-benn ar fin, nemet ‘m boa c’hwitet war an tren ?
Ha ne vijen ket ivez war glask d’ur vuhez klet koton, dibistig, o vont bepred da heul ar muianiver  ?
Morse ne ‘m bije gallet bezañ evel-se. Gwelloc’h c’hwitout war bep tra eget koantiri touell spered ha mont da heul ur bagad deñved gwenn kan o klask goudor un dreistden pe komzoù ur prezeger madelezhus…

Kement-se n’ eo nemet gwarizi eus va ferzh siwazh.

latar

latarDa betra e soñjen o kerzhout el latar ?
Piv, me ?
Me, nann !
Un den, en tu all d’ar Me strizh skornet e spered, skornet e izili.
An den-se a zo e zenelezh prof an holl zenion, diampart, droch e pred an disparti.

Pe zisparti ?
N’ eus pik echu ebet da vuhez un den.
Gant ar veved e c’haller marteze lakaat un dibenn, marteze, hag un derou, marteze.
Hag ez eus un derou hag un dibenn d’an darempredoù etre daou zen ?
Pegoulz e krog ? Pa gejan, Me gant ur Me all ?
Ha n’ eo ket donoc’h ar gejadenn, er pezh a zoug eus an denion pep hini ac’hanomp a-raok genel zoken ?

Bezañ an denelezh ha chom digenvez.
Ledanaat d’ an dremmwel a ra an Den, keit ma sach ar Me davit kombodoù sederaus.
Kaout keuz d’ ar Me a gimiad pa chom er Me ez on un draig en deus fiziet ennon hep gouzout dimp zoken.
Mil tra fiziet ennon gant mil Me all, traoùigoù a ra ac’hanon un den e-touez an denion.

Un dudenn strizh e chomin o stekiñ ouzh tudennoù ken strizh all, an den ennomp war glask d’an denelezh.
Ha ne vo morse tarzhet ar c’hombodoù ma klask repu kroc’hen an den ?
Un deiz padal e welis un dremmwel ledan.
An denelezh ne oa ket nemet un huñvre, un touell spered.
Kouezhet e oa va aon rak ar Meoù all gourdrouzus.
Diwisket tamm a tamm ganin ar c’hombodoù.
Tizhet ‘m boa an denelezh.
Kaer e teue bevañ, ha diaes ivez, ken diaes, kement ma’m befe bet keuz da ‘m chadennoù.

Ur Me a ya en un arched, bodet d’e gimiadiñ Meoù all pep hini e gombodoù.
A zenion, c’hwi oa aze ivez…

O kerzhout el latar ne soñjen e netra.

ur wech e oa e Breizh

ur-wech-e-oaDre ma savemp ur bed nevez e vezemp degaset bemdez da ergerzhout ar goullo. Padal ne oa ket tonkadoù hiniennel, ne oa ket labour an unan a ampare al labour. Ar pont boulc’het a-us d’ an islonk a oa frouezh kevredikaat labour pep hini. Steuziet ar monedone diastal etre al labourerion e kouezfe ar pont en e boull.
Hon bed nevez ne oa ket muioc’h eget an nebeut plankennoù-se taolet a strew war vevennoù ar bed kozh.
Alese e save hon selloù davit ur bed gwerc’h evel erc’h lec’hlennat, dezhañ splannder ar gouloù boreel, pallennet an neñv a stered a viliadoù.
An hini disterañ ac’hanomp a berzhie diziouerus er c’hevredikaat.
Kevredikaat a skrivan, digomprenet, digomprenadus. Bemdez ez eskore kealioù, gerioù, a dalveze bemdez diziouerus d’ ar chanterioù, goulennoù a save war un dro ma veze ergerzhet ar werc’helezh a bep tu, dizoloet ar bed kozh evel un tiriad nevez ha kleuziet an islonk ma valire ur pondalez hep garidoù a oa bemdez un estlamm nevez.
Hud e oa ar gerioù nevez en doare ma vez hud an elfennoù ganet gant labour tudennoù al lennegezhioù pobl. Sterniañ a raent an dilavarus a zo kreizon buhez mab-den. Bemdez edont frouezh an hent ha binvioù an hent. Morse ne choment a-sav ha ne oant ket engortoz eus un dazont, eus ur bed faltaziet en dazont. Sevel an dazont a raent war an tomm.
Dont a raen eus an dizenelezh ez eo hini meteier izelañ ar gevredigezh kozh, strishaet o bed endeo d’ar beveziñ/kenderc’hañ. Erlec’hiet e oa bet evidon tamm ha tamm gant denelezh un egin a gevredigezh puilh enni an eskemmoù. Pep hini a emelle e pep live ar vuhez. An holl a buñse e labourioù an holl. Morse ne oa peurechuet al labour, morse ne oa klozet un nor. Pep hini a rae gouloù eus an disterañ teñvalijenn. Imram pep hini a zegase gouloù war ar bed kozh ha skor d’ un hini all da gas e chanter war-raok. Evit ar wech e oa deuet denion a-benn da bleustriñ egin ur gevredigezh digor da labour an holl, kenlabour. Pep hini hervez e varregezhioù ha da bep hini diouzh e ezhommoù. Ne c’helle bezañ nemet bennozh d’ur framm liesek ganet hervez ar chanterioù boulc’het war holl dachennoù buhez ur stroll denion.
Diskeladeg ebet, bruderezh ebet, prezegenn ebet, nemet labour ar stroll ha darempredoù puilh gant ar gevredigezh kozh a save goulennoù a vage al labour.
Pinvidik e oa hogen mezevellus. An islonk zo islonkus zoken ma valir a-us dezhañ plankennoù a-stew kevredikaat un dornad tud.
Da drugarekaat ‘m eus an holl dud o deus degaset din un tamm denelezh.
Daoust da labour dizenelaat ar gevredigezh kozh e virin bepred un tamm eus an denelezh-se.

du

duAn heol a ya da guzh. Kozh eo an deiz da vat.
Setu endro tachenn ar gwallhuñvreoù gant o aridennad kudennoù diziskoulm a stignont. Pep hini a sach d’e heul unan nevez a zegas gantañ e sammad spont.
O bed spontus zo pinvidikoc’h ha speredekoc’h eget trepetoù dister ar c’hudennoùigoù pemdeziek.
Ar spont, ar garmoù, a hent an deñvalijenn zo d’o heul tresoù kaer ur bed buhezek.
N’eus na derc’hennadoù lorc’hus, na kinkladurioù fonnus, na tudennoù dister ha diezhomm o vordilhañ.
Nemet an eilenn ergerzhet gant an unan dre ar munud, en he birvilh a oberoù.

Ar bed gronnet, dizenelaet, moustret da zerc’hel en ur c’horf strishaet da vezañ klenket war astell goullo islonkus raklunioù fur ha helvus a darzh laouen en un tan-arvest a stlap kement bruzhun buhez davit dremmwelioù diharz o tigeriñ diastal.

Aon, aon ruz an ober, aon spontus an dizoleiñ.
Ar riskloù zo lod an den peurbadus.