bagig paper

bagigAn dud a labour war ar c’helaouiñ, ar politikerezh, an armerzh o deus abaoe pell dilezet o micher evel meur a vicherourion all. Ar re-se ent arbennik avat a labour start bemdez da veuziñ ar boblañs, d’ he lakaat da zisoñjal an tamm denelezh a chom ganti.
Sellout ouzh o fasoù livet evit an abadennoù moederezh pemdeziek ma n’ int nemet ganniaded truezus zo un dismantr da ‘m c’halon. Ar sammad labour a gasont pennek en un hevelep aner a c’hallfe degas kement a gened er bed.

E keit-se, ur skipailh skolaerezed, er vourc’h, a ra al labour a zlefe an dud-se ober, a zlefe kement den ober, bemdez.
Ha gopret int evit al labour-se ?
Tamm ebet ! O micher zo stummañ izili dister ur yoc’h diboell ha prientiñ an nevid ma teuy dalc’herion ur bed divlaz da zibab an ijinennoù diene mentrezhet diouzh arc’hwelerezh an ijinenn veur na dalvez nemet da askenderc’hañ ur bed dister ouzh dister.
Ar vaouezed-se a ro d’ ar vugale kalz muioc’h eget an elfennoù mibilius empleget gant an dibolitikaat a ren.
Degas a reont en o labour an tamm denelezh-se n’eur ket deuet a-benn da ziverkañ c’hoazh daoust d’ hon diseblanted. Ober a reont eus ar vugale izili ar geoded. O lakaat a reont da vuhezañ n’ int ket hiniennoù digenvez a ra pep hini diouzh e du ar pezh a c’hell, ar pezh a gar sañset.
Ar vugale zo kaset ganto da verzout eo ken pouezus ar pezh a zegas ur bugel hag ar pezh a zegas pep ezel eus ar gumuniezh. Pep bugel a zeu da vezañ ur skouer, ur skor evit ar re all hogen a c’hell ivez kemer hentoù bac’h, kammigelloù a ranko labour ar re all dirouestlañ.
Ul labour politikaat ha kaeraat a renont, ha n’ eo ket aes pa ‘z a ar bed gwerc’hel a-enep krenn seurt buhezadur brokus ha pinvidik.
Ne vern, derc’hel a reont da gement draig kaer, bresk, souezhus, a eskor eus un hevelep labour gant ar vugale, hep bezañ digalonekaet gant ar morad disterded ma veuzo seurt takennoù kened.
Nag a blijadur kenlabourat gant seurt maouezed kaer, speredek ha brokus.
Bresk ez eont, kaset gant froud an disterded a ren war ar bed, kaerat bagigoù paper pleget o vont drant e-kreiz ar gorventenn keit ma pado un tamm denelezh d’ o c’has war-raok.
Mont a reont, bresk, dic’houzvez eus ar gorventenn ma verdeont. Kalonekausat tud !

distervez an arz

hiraez

 

Ar pezh-c’hoari un den a netra a leurenn stagell vuhez ur rener kelaouenn anvet Rosenkranz. Ne ouzer na pegoulz na pelec’h e c’hoarvez.
Berr tre eo ar pezh-c’hoari gant div dudenn bennañ ha div eiltudenn : Rosenkranz, rener kelaouenn, Van Armeck, mignon Rosenkranz a zo kannad, Ar micherour a zeu da welout Rosenkranz a-zivout ur pennad-stur skrivet gantañ, hag Ur mevel kozh. (1)
Daou zen a glask an tu da zrouklazhañ ur jeneral zo an arguzenn. (p. 27).
Ar c’hoari a daol gouloù war ar rener kelaouenn Rosenkranz. Ur bourc’hiz eo, eus ur metou tost ouzh ar galloud, en ur gêr vras, marteze kêrbenn ar vro, en ur gevredigezh c’hreantel. Stuziet eo, kendrec’het bezañ graet ar pezh a oa mat evit labourerion e vro (ar werin ?). Prederiañ a ra war ar pezh a ra ha war ar pezh en deus graet. Trivliadoù en deus. Kemplezh a-walc’h eo an dudenn, savet mat gant an aozer yaouank. Tremen a ra dre stadoù askre puilh ha soutil, ha lezet eo al lenner gant goulennoù. Hag e vezer holl savet war batrom Rosenkranz ? Ha n’eur ket tonket da emdouellañ war ar pezh a reer eus e vuhez ? Ha n’eo ket ar stourmoù politikel un touell?

Pa grog ar pezh-c’hoari eo seder ar benndudenn en e vurev eeun ha klet. Tu zo da ijinañ dezhañ ur vuhez ken eeun ha ken klet all.
E gostezenn hag eñ a hañval bras o galloud. Bez o deus mignoned pinvidik, kelaouenn vras da voulañ gevier, kannaded da brezegenniñ evito… A lavar Rosenkranz.(p. 26)
O mignoned o deus tizhet saviadoù mat er gevredigezh : mondian, arzour brudet, ur plac’h dimezet gant ur c’habiten, un all a fell dezhañ bezañ prezidant ar Stad… Penaos int degouezhet aze ? Dre un taol dispac’h ? Dre o stourm politikel en anv al labourerion ? N’ eo ket danvez ar pezh-c’hoari.
O beli zo en arvar avat, peogwir e soñj da Van Armeck ne c’hellont ket gortoz ar votadeg a c’hell o fellaat diouzh ar galloud. Mallus eo ober un dra bennak.
An diviz etre ar benndudenn hag e vignon a ro dimp da anavezout o zremened, a vrastres o saviad hag o finvezioù : stourm evit ar  Wirionez  hag ober  pep tra evit ar vicherourion (p. 28) .
Ur stourmer pennek eo chomet Van Armeck, pa fell dezhañ e vefe kavet un den dianav da zrouklazhañ ar jeneral Hirn ha d’ en em lazhañ da c’houde. E giz-se ne vefe ket tu da lakaat diskred warno. War ar bobl e vefe lakaet atebegezh diskar ar waskerion hag int a zegasfe an urzh vat en-dro. (p. 30)
Difrom eo an dudenn-se, divez, divuhez koulz lavarout. Ne anavezomp ket kalz a draoù diwar e benn nemet eo kannad.

Ar benndudenn eñ zo kempleshoc’h e vuhez. Disoñjet en deus lod eus e dremened o tistagañ e uhelvennadoù diouzh ar pezh a zo bet graet. An eskemm gant e vignon a dalvez da fraeshaat an traoù p. 28 :
Rosenkranz. -Ar vicherourien ! N’omp mat nemet da stourm evito, da gomz en o anv. Met goulenn diganto un dra bennak, goude m’hon eus roet dezho pep tra…
Van Armeck. – Pep tra, nemet ar pezh hor boa gouestlet dezho. O zouellet hon eus, Rosenkranz.
Rosenkranz. – En em douellet hon eus, Van Armeck.

Dizoleiñ a reer penaos en doa Rosenkranz finvezioù a vlegne e ober, e vuhez, ha penaos ez int steuziet daoust dezhañ e-ser e vuhez.
An dud ez int deuet da vezañ n’ int ket prest da goll o amzer, o buhez, o staeloù mat evit ar re all. N’ int ket prest da dalañ ar priz. Gwell eo lakaat ar re all d’ober al labour evito. Int eo ar vistri. Int eo a ro d’ ar re all. Daoust dezho, daoust d’ ar pezh a vennont, eo aet da hesk c’hoantoù an dud-se da wellaat stad o bro, n’ eus mui nemet o saviad a gont, kenderc’hel ar pellañ ar gwellañ da vezañ e live ar vistri gant ur saviad klet.
Sal-labour Rosenkranz, eeun, bras, zo azonus eus o saviad doueel, ur goumoulenn difetis pell diouzh ar werc’helezh.

Feur ma ’z eer eo dizoloet gant ar benndudenn en deus forc’het diouzh e hent, n’ eo ket bet gwellaet ar bed, ar gevredigezh.
Rosenkranz.-… un amzer a zo bet ma kave din e stourmen evit ar Wirionez…
Van Armeck :- … n’heller ket bezañ foll da viken…»

Ar re yaouank, o bugale, ne ouzont nemet huchal ha kavout abeg, breinet gant aour o zud, pennoù skañv… (p.28)
Ar vicherourion zo bet, touellet. Lakaet int bet da dud vut a zivizer evito, tud a netra (…Stourm evito… Komz en o anv… Roet dezho pep tra… O zouellet hon eus… En em douellet hon eus… p. 28)

Pajenn 30 e tispleg Van Armeck penaos e vo miret ar galloud : an taol sponterezh. Rosenkranz, eñ a lavar n’eus nemet gortoz an dilennadegoù, ha mar bezont koll ne vo nemet peogwir ne oa ket ar gwir ganto. (p. 31)
Rosenkranz a lavar, da Van Armeck, e tegemer en e vurev, an dud o deus ur goulenn d’ober. An tu nemetañ eo evitañ da ziskouez en deus c’hoazh nerzh-kalon.
Petra a ra evito avat ? O selaou ? O c’hendrec’hiñ ez int mat el lec’h m’emaint ?

Setu ma tegouezh ar micherour (2), an den a netra, unan e-touez reoù all degemeret gant Rosenkranz. Deuet eo d’e welout da heul ur pennad-stur skrivet gant ar rener : AN DUD HON EUS EZHOMM. (p. 32)
Rosenkranz n’en deus netra da zegas d’ar micherour d’ar pred-se. Ken goullo eo ma ne gav ster ebet da reiñ d’e vuhez: …un amzer a zo bet me ‘m bije roet a youl vat va buhez. Ha bremañ… Un amzer a zo bet ma kave din e stourmen evit ar Wirionez. (p. 29)
Ar micherour zo abafet (p. 31), ne oar ket petra ober eus e vuhez (p. 32), aet eo e wreg dioutañ (p. 34). Kavet en deus er skrid ar pezh a vanke dezhañ emezañ, ar Wirionez.
Ret mat da Rosenkranz kenduiñ gantañ. Ha n’eo ket sturier ar vicherourion dre e skridoù ? Padal eo diskredig. Emañ war var da ziskuliañ e arvarioù d’ar micherour (p. 33). Trugarekaat a ra ar micherour a zo deuet d’e drugarekaat evit ar pezh n’edo ket mui. Ken goullo eo Rosenkranz hag ar micherour.
D’ar micherour e fell perzhiañ en oberenn veur livet gant Rosenkranz en e bennad-stur. E bennad n’eo nemet un dro-bluenn, ur furm, kalvezerezh, un heklev d’un tremened… Ne c’hall kinnig d’ ar micherour nemet brudañ, difenn, lakaat mouezhiañ… (p. 33) Ken didalvez eo seurt labour d’ar micherour hag e vicher. Dipitet eo : N’on ket desket a-walc’h a lavar d’ar rener.(p. 34). Eñ a fell dezhañ kenlabourat gant tud o mennozioù brokus ha kinniget eo dezhañ skubañ al leur evit doare.

Aze emañ an dalc’h, pellaet eo Rosenkranz diouzh ar pezh e oa e pennderou e ober, pellaet eo diouzh stad ar gevredigezh ma veve, ar stad a veze graet d’an dud a veve enni.
Tizhet eo Rosenkranz. Ne c’hell nemet merzout n’o deus ket, gant e vignoned, c’hoariet gant mennozioù nemetken. Distrujet o deus tud. N’en deus Rosenkranz netra da reiñ d’ar micherour, ha n’eo ket aes ar saviad evit unan a grede bezañ un den gwirion. Da betra e talvez an ober politikel ?
Merzout a ra an dudenn mankoù ar micherour hag e vankoù dezhañ, a zo kar ha kevatal. Mont a ra betek penn ar goullo, betek ar marv, ar muntr, an emlazh, dre hanterouriezh avat. Lakaat a ra e emlazh da vezañ graet gant un den all a zo e skeud. N’en deus netra da reiñ dezhañ nemet ar muntr hag ar marv. Un doare da ziverkañ ar pezh eo bet ? N’ eo Rosenkranz nemet skeud un den.
p. 34 :
Rosenkranz. -Ne garit ket ar vuhez ?
Ar micherour.-Nebeutoc’h eget ar gwir.

Trelatet eo ar micherour (p. 35) stardañ a ra brec’h Rosenkranz.
Mar bez ar micherour anaoudek e-keñver Rosenkranz eo dre ma tekas hennezh un dibenn d’e aner. N’en deus spi ebet. Kollet en deus pep tra ha n’eus plas ebet dezhañ er bed livet gant skridoù ar gelaouenn.

Hent en deus graet Rosenkranz adal derou ar pezh-c’hoari, divorfilet eo an dudenn, aet eo er-maez e eurvad hiniennel, e vadoù, e c’halloud, e vignoned.
Er mare-se e teu lennadenn ar barzhoneg. (p. 35)
Rosenkranz zo chomet a-hed an noz en hevelep lec’h hag emañ o lenn a vouezh uhel ur barzhoneg a zo benveg un distro ennañ e-unan. Emañ war glask d’ar pezh a zo bet kollet gantañ. Adkavout a ra roudoù e vorc’hedoù en ur skrid bet savet gantañ en e yaouankiz, marteze ?
C’hwi hag a boagn
Er poultr hag en tan,
Distroit ho taoulagad diouzh al
Liorzh vurzhudus.
(p. 35)

… Ar re o deus meizet,
E don o c’halon,
Ha kanet
Splannder ar Ger.
(p. 36)

Ar mennozioù, ar c’henderc’hadoù, an oberoù, zo furmoù holl, ha touellus.

Dont a ra en-dro tudenn ar mignon kannad. Diskleriañ a ra ez eo graet an taol, marv ar jeneral. Emañ ar galloud ganto, c’hoariet an droiad, echu ar pezh-c’hoari. An eurvad zo distro.
Van Armeck el lavar … saveteet omp… Ha Rosenkranz a eilger klouar – Sammet on gant al levenez.
N’emañ ket mui Rosenkranz lod eus an « ni » a zeu gant Van Armek. N’eo ket eñ saveteet.
Ar pep pouezusañ zo stignet gant ar benndudenn : ur goulenn. Hag hon eus faziet war hon hent, hag hon eus sebeliet hon labour en hon galloud ? Hag e chomo, zoken, ur roud eus ar pezh hon eus graet a-raok na mui soñjal nemet e mestroniañ pep tra war an tamm douar-mañ ? Hag e talveze ar boan aberzhiñ ar vicherourion ?
Marv eo Rosenkranz ar rener kelaouenn, marv war un dro gant ar micherour hag ar jeneral. Un den a c’hellfe genel diwar an nebeut gerioù skrivet en e yaouankiz, daoust da wad ar micherour hag ar jeneral ? Un den a netra…

Gwelet eo pajenn 23 e oa bet adembannet Un den a netra war un dro gant ur pezh-c’hoari all, Dour ar C’halvar, e niverenn 103 Gwalarn e 1937.
Penndudenn Dour ar c’halvar a fell dezhañ en em grougañ ha n’eo ket dre hanterouriezh un den all. Ar wech-mañ n’eo ket ne vern e pe vro eo lec’hiet ar c’hoari hogen e Breizh.
Arvaroù zo gant ar benndudenn, An den, war an hent en deus kemeret.
Saveteet e vo dre an dud a netra, ur paotrig hag ur wrac’h kozh diwar ar maez. Degas a ray ar pezh a rae diouer dezho, n’eo ket ar Wirionez hogen ur pezhig moneiz da unan hag un tamm kordenn da eben. Reiñ a ra an tamm kordenn edo o vont d’en em grougañ gantañ.
Kriz eo marteze saviad an daou bezh c’hoari. Farsus eo avat. Lu a-walc’h eo aon Van Armeck, hag an doare ma fell d’ An den en em grougañ. Arverañ a ra kroaz ar c’halvar, eleze oberenn tud e gorn bro, o istor, o spioù, o stuzegezh, ha kavout a ra ez eo an disterañ a zo en e biaou, ar gordenn d’en em grougañ, ur pezhig moneiz, a c’hell diskoulmañ ar c’hudennoù stignet gant ar vaouez kozh hag ar paotrig, ha gantañ. Reiñ d’ar re all, a zegaso dezhañ devezhioù ouzhpenn da vevañ, peadra da adskoulmañ gant e glask, eñ stourmer bevezet gant e stourm, kantreer digenvez. War un dro e kadarnañ an hengoun a lavar : dour ar c’halvar a ro en-dro d’an dud ar pezh o doa kollet.(3)

Rosenkranz ivez zo bet lazhet gant e stourm, kollet e hent, met ne ouie ket. Leuniet e oa bet ar goullo gant kinkladurioù ar galloud, ar stourm politikel. Astennet e vo dezhañ ar goullo gant an torfed diwezhañ kinniget gant e vignon, ha gant spioù aner ar micherour.
Bezañ un den zo ur vicher diaes ha ne vezer morse sur da zont a-benn anezhi.
Rosenkranz zo un dudenn a genderc’h e zenelezh. Desket en deus, e-serr amzer ar pezh-c’hoari, ha ne oa ket eus « ar Wirionez ». Desket en deus hag en doa kenderc’het ar marv. Ne chom dezhañ nemet da reiñ buhez. Penaos dont a-benn ? Un istor all eo.

Tudenn dour ar c’halvar a sell ouzh an hevelep taolenn diouzh ul lec’h all. Hag en deus kavet un hent ? Aon e’m eus e chomimp gant goulennoù.

(1) Un den a netra, e-barzh C’hoariva 1, Roparz Hemon, al liamm, 1979.
Niverenn ar pajennoù a ra dave d’ an embannadur-se.
Pennadoù all zo bet e-barzh
ABER a-zivout ar pezh c’hoari : Un den a netra hiziv, Gwenael Maze, Aber 5, p. 53. Arvezioù eus c’hoariva Roparz Hemon, Pierrette Kermoal Aber 22, p. 557 ha p. 573-581 pergen. Aber 23, Gwenael Maze istor ha kealidurezh an eil emsav, p. 123-124.

(2) Unan e-touez miliadoù-all eo tudenn ar micherour, distrujet e vicher, distrujet e vuhez. Fellout a ra dezhañ bout. Emañ o c’hortoz skoazell digant ar re o deus ur galloud bennak hag a gomz en e anv, hag alese o deus graet anezhañ un den sentus, fur, gouzañvat, goullo, un dudenn vicherour.
Eus Brest eo an aozer. Stad ar vicherourion e Brest e derou an ugentvet kantved zo tonket gant ar greanterezh o kreskiñ a zistruj ar micherioù, hag ar vicherourion. Ganedigezh ar c’hopridi eo, sklaved ar bed greantel. Bev eo al luskadoù anveliourion-c’hweluniadourion diwanet diouzh an dispi maget gant an argerzh destuziañ. Kemer a raint penn ar strolladoù komunour kentañ da heul
dispac’h here ar soviedoù. Ur bed gwelloc’h a hetont. En o zouez ez eus d’ar mare-se bourc’hizion yaouank. Ne bado ket. Ar re-se aet skuizh a sello kostez an dilennadegoù hag ar galloud en ur zilezel pep mennoz a ziorren ur stuzegezh diles. Gwell mont da heul ar renad trec’h, pignat en urzhaz, seveniñ un oberenn hiniennel eget koll e amzer gant tud dizesk.
Tostaat a c’haller tudennoù Rosenkranz hag e vignon ouzh bihanvourc’hizion an emsav micherour aet da grennvourc’hizion, hag ivez tudenn
Ar micherour ouzh ar vicherourion diberc’hennet eus o labour, eus o freder, eus pep intrudu.
Roparz Hemon en deus troc’het gant hent politikel breizhat e vare evit mont war un dachenn all gant Gwalarn.

(3) Ha ne damaller ket da Roparz Hemon, pe da Gervarker, e lec’h pe lec’h, ar pezh a vez graet gant penndudenn Dour ar c’halvar : na blediñ gant prederioù uhel a-walc’h da vont da goll amzer, da ziroudennañ, dre glask astenn un tamm kordenn pe ur pezhig bihan d’an dud a netra ?
Hag eo un degouezh m’o deus an daou-se, kenderc’herion oberennoù deurus bras, pledet gant seurt prederiadennoù « izel kenañ » ? Ha ne ve ket evit un dra bennak e perzhioù deurus o labour ? Evidon-me, bepred e vin anaoudek d’ar re o deus arvaret ar pezhioùigoù o deus astennet din, daoust d’o ezhomm kellidañ en oberennoù divarvus edont o sevel.
N’eo ket sur hag e ‘m eus kellidoù da zistreiñ dezho.

Skeudenn : poltred ur mengleuzier, 1906, e-barzh Jules Granjouan, Bibliothèque municipale de Nantes et Éditions Memo, 1998

difurnez an oadourion

difurnezAr vugale a selaou ur sorbienn. Buhezañ a reont an istor. Da c’houde e chomo an istor en o eñvor ha tostaet e vo ouzh o buhezañ pemdeziek.
Soñj ‘m eus c’hoazh eus istorioù bet lennet dimp er skol pa oan mousig. Istor ar plac’h a gomze re hag he doa lavaret droug diwar-benn unan bennak. Aet da c’houlenn ali ur goziadez mantret ma oa gant an droug he doa graet e oa bet lavaret dezhi mont da zibluañ ur waz e-krec’h un dorgenn a-us d’ar gêriadenn ha neuze goulennet diganti dastum an holl bluennoù a oa bet kaset gant an avel dre ar gêriadenn hag ar maezioù…
Soñj ‘m eus ivez eus istor ar paotr o paboriñ e oa barrek da derriñ ur geuneudenn war e vorzhed. Sevel a ra ar geuneudenn uhel, ha dav ! Torret e c’har.

N’ eo ket ken anat an doare ma selaou an oadourion an aliesañ, pe e fell dezho kelenn, pe bezañ kelennet.
Degas a ra da soñj din un istor gant Nasr Eddin. Pedet eo an den da zont da brezegenniñ gant tud ur gêriadenn a soñj ez eo eñ un den gouiziek bras. Neuze e c’houlenn digant an dud bodet dirazañ hag e ouzont diwar-benn petra emañ o vont da gomz. An dud er sal a respont nann.
Penaos, emezañ, ne dalvez ket ar boan din prezeg dirak tud ken dizesk, hag ez a kuit.
Un den a red war e lerc’h hag asantiñ a ra ar paotr distreiñ. Goulenn a ra a-nevez digant an dud hag e ouzont diwar-benn petra emañ o vont da gomz. An dud a respont ya.
Neuze, eme Nasr Eddin, perak va lakaat da goll va amzer pa n’hoc’h eus ket ezhomm da glevout ar pezh ‘m eus da lavarout, hag ez a kuit.
Un den a red war e lerc’h a-nevez hag ar paotr a zistro er sal. Ha neuze, e c’houlenn, hag e ouzit diwar-benn petra emaon o vont da gomz ? Darn er sal a lavar ya, darn a lavar nann. Mat, eme Nasr Eddin, ra gelenno ar re a oar d’ ar re na ouzont ket, hag ez a kuit.

Dre chañs e chom ur bern tud digor o spered peogwir eo un tamm re soutil an Hodja evit bugale.

Sublimes paroles et idioties de Nasr Eddin Hodja recueillies et présentées par Jean-Louis Maunoury, Phébus, 1990

yezher deboner

yezher-debonerBerr eo va chupenn yezher.
Dre ziouer a genlabour ne c’hallfen forzh penaos nemet adtapout ul live kalvezel dereat ha n’eo ket ul live denel.

Roparz Hemon a oa un den er gevredigezh. Anat eo el labour en deus renet e Breizh en e oberennoù. Ar gevredigezh zo danvez e labour. Tec’het da Vreizh-Veur en deus kollet un tamm mat eus ar pezh a vage e labour. Aet eo d’ un arbennigour war ar yezh hag an dislavaroù stignet gant e ober en arempred ar gevredigezh e Breizh zo bet skarzhet dre an treuztiriañ. Deuet int da vezañ estren d’ e vuhez. Deuet eo da vezañ estren da Vreizh. E darempred ouzh Breizh ne oa mui nemet kealiadel pa oa buhezel en a-raok.
Lavaret eo bet din ne ‘m boa ket ar gwir da lavarout tec’het, aet e oa Roparz Hemon du hont dre ma oa ret dezhañ kaout un labour bara na c’halle mui kavout war diriad Frañs.
Digarezioù a glasker bepred d’ un dibab arvarus ha hiniennel. Ten e oa an traoù evit an den ha ten edont zoken a-raok ar brezel dre berzhioù e labour. Klasket en doa talañ da saviad diaes un ober emsavel a ra eus un den un estren en ur bobl arallekaet.
Hiziv e weler tud o tec’hout ivez, zoken ma chomont e Breizh. Emichañs ne ‘m eus ket ar gwir kennebeut da skrivañ tec’hout aze. Koulskoude eo emrepuet ur bern tud er stourm evit ar yezh pe el labour yezhel. Pellaat a reont diouzh ar gevredigezh, diouzh ar vuhez emsavel evit adkouezhañ en arallekadur ar stourm evit ar yezh, evit Breizh, e Frañs. Argas a reont o dislavaroù ha n’ eo ket o zrehontiñ.

Morse ne vin ul labourer ar yezh pe ur stourmer ar yezh. Pezh a zo bet degaset din dre ar brezhoneg eo pezh a oa birvidik d’an ampoent me ‘m eus kejet gant brezhonegerion.
Degaset o deus din ur vuhez kevredigezhel, un denelezh a rae diouer din er gevredigezh frañsez.
Trawalc’h eo lenn ar pezh a zo bet embannet gant ar gelaouenn EMSAV evit gwelout ar pezh a zo bet degaset war dachenn ar vuhez kevredigezhel ha denel e Breizh gant un dornad tud.
Daoust dezho hag en tu all d’ o gevier o doa ar genlabourerion skoulmet gant ar politikadur hag ar c’hevredikaat. Pezh a oa bet graet araozo c’hoazh gant tud evel Kervarker ha Roparz Hemon. Klasket o deus an hent denelañ da vezañ d’ ar bed.

Evit ober ho mennoz e c’hellit pellgargañ war load PREDER hollad dastumadenn ar gelaouenn EMSAV. Ur benveg deurus eo nemet pa vefe evit adkavout ar gerioù o tiwanañ hag o vezañ buhezet. An danvezioù pleustret hag ar gendestenn a zo buhez d’ar gerioù.

Aet er-maez ar jeu eo deuet ar brezhoneg kempred da vezañ diaes da gompren evidon ha va brezhoneg zo aet d’un doare meskaj valleeg, gwalarneg hag eesbeeg a ziwar-lerc’h.
Padal eo kendalc’het ar yezh da vezañ bev bras e lod eus al labour renet gant un nebeut tud, ha deurus eo lenn darn eus an notennoù embannet e-barzh LAVARoù PREDER a chom kalz ledanoc’h o dachenn eget ar sturyezhañ. An notennoù a-zivout ar brederouriezh en hevelep LAVARoù zo ivez pinvidik bras ha ledet o dremmwel d’ an denelezh.

Ne hañval ket bezañ strakus an traoù hiziv an deiz avat.
Ret eo skrivañ brezhoneg ha tevel. Pardonet eo d’ ar genlabourerion o berrded spered gant ma arveront ur brezhoneg cheuc’h ha ma perzhiont dizezrann da lakaat ar brezhoneg da zreistbevañ.
Hag eo un advaladur eus distro ar re varv bev ?
Spi ‘m eus n’ eo ket.

uvel

uvelPenaos fiziout e labour tud n’ en em veizont nemet evel hinienn.
Eus pe lec’h e teu dezho o skritell arbennigourion da skouer.

N’ on ket deuet d’ ar sorbiennoù evel arbennigour.
N’ edon nemet ur den er gevredigezh a ra gant ar sorbiennoù, o fleustriñ a ran e-serr eskemmoù gant izili all ar gevredigezh.
Ne ‘m eus ket war an oberennoù pobl ur sell arbennigour, ur sell gouezoniour, ur seurt sellad taolet eus an diavaez a grec’h da draoñ. Ar seurt sell a skarzh eus prederioù ar studier an dud a ra gant ar sorbiennoù.
Soñjal a ran ez eo gaonac’h daveiñ d’ar stuzegezh ren evit kompren oberennoù ar stuzegezh pobl. Evit bezañ d’ al labour un talvoudegezh bennak e vefe ret neuze dezrannañ ar stuzegezh ren diouzh ar stuzegezh pobl ivez.
Ret e vefe bezañ diazezet mat e labour er stuzegezh ren, pe er stuzegezh pobl.
Alies a-walc’h an arbennigourion n’ o deus eus ar stuzegezh ren nemet ar pezh a zo ret d’o arbennigiezh, ha paouezet o deus a bleustriñ ar stuzegezh pobl peogwir e oa buhezet ganto evel ur skoilh d’o iziunadoù ha peogwir int bet stuziet e-diabarzh ar gevredigezh frañses. Lakaet o deus ar stuzegezh pobl da ginkladur un istor hiniennel mojennek.
Ne viront nemet kenderc’hadoù ‘zo eus ar stuzegezh bobl, kenderc’hadoù tremen, henvoazelezh pe dilec’hioù kenderc’hadoù un emsav, a anvont o gwrizioù, o fersonelezh, o hevelebiezh…

Bezañ dall ouzh hollveziadelezh an oberennoù pobl zo na welout penaos e pukont d’ ar sevenadur.
Diwelout an hil ez eus d’an oberennoù lennegel pobl eo.
An oberennoù pobl a gav o foell er metou ma eskoront. Emaint e darempred gant oberennoù ar stuzegezhioù arall evel an holl oberennoù eskoret en holl stuzegezhioù. An denelezh eo, ar sevenadur.

Gwelout en oberennoù pobl diampartiz, diac’hinadoù, a denn d’ar stern daveiñ dibabet er stuzegezh ren a zo ur stuzegezh arall. Forc’het eo al labour enta, nammet, divarrek da ziforc’hañ ar furm diouzh an oberenn.

E degouezhioù un nebeut tud awenet eo eskoret nevezintioù, taolioù nid, war zachennoù al lennegezh, ar brederouriezh, ar bolitikerezh, ar yezhouriezh… Dre chañs ez eus bet brezhonegerion o fostañ o buhez en o oberoù ha genel ur saviad kenderc’hañ diles. An aliesañ eo ar c’hontrol a vez graet, postañ buhezioù er brezhoneg, e dilec’hioù ar stuzegezh henvoazel hag an emsav brezhon. Teneraus hogen gaonac’h.

Ur aozer a ra anv eus argeloù e pezhioù c’hoariva ar Grennamzer pa’ z eo eus derc’hennañ e vefe ret komz.
An oberennoù pobl a zerc’henn ar bed, ken an alvez hag ar vuhez, ken an trivliadoù hag ar mennozioù. Pep tra zo eztaol ur buhezañ, doareoù da zerc’hennañ ar vuhez gant un dafar ha binvioù eeun ha bev.
Ne ra ket an oberennoù pobl dave d’ ur gealiadurezh. Ne vennont ket mestroniañ ar bed, muzuliañ ar bed, hogen reiñ da glevout e ziventelezh, e vilionoù a c’hallusterioù na vint morse briataet gant un den na gant an denelezh a-bezh.
Kenstur d’ar stuzegezh pobl ez eus ivez er grennamzer ur stuzegezh ren a venn endeo mestroniañ ar bed hag a gavo un eztaol gant labour arzourion a vicher a glasko pakata an arz pobl e furmoù aes da verañ, da askenderc’hañ.
Destuziañ, skoueriekaat, n’eo ket trehontiñ. Alese an disleberadur a gas d’ ar romantoù marc’hegiezh klevet an hent-bac’h anezho gant Cervantes en e Zon Kic’hote.

Plijadur a c’heller kavout e kinkladurioù perzhek, hogen er vuhez ez eus buhez ivez.

An amprestoù graet gant oberourion ar stuzegezh pobl en diavaez d’ o stuzegezh zo pleustret diouzh ur stuzegezh pobl a zo kreñv a-walc’h, istorek a-walc’h, hollveziadel a-walc’h, evit ma vefe un taol nid ha n’eo ket un askenderc’hañ.

Klask en Dañs Bekabe livet e Kermaria an Iskuit, pe er Varn Diwezhañ lakaet war ar paper en eitekvet kantved, furmoù stuzegezhioù diavaez d’ o dezrannañ zo tremen e-kichen d’ ar pezh ez int, oberennoù pobl, oberennoù.

N’eo ket tud kevatal er marv a zo livet en Dañs Bekabe, hogen tud liammet er vuhez.
Taol ha taol emañ livet ar vuhez hag ar marv evel ez eo stag buhez ha marv. N’eo ket ar marv a ro d’ an dud o lec’h er gevredigezh avat, ha n’eo ket ar marv a liamm an dud kenetrezo hogen ar gevredigezh a savont a-gevret. Pep hini en deus e roll, e wiskamant, ha ret eo da bep hini kefleuniañ e roll evit bout.

An ilizoù livet kaer, leun a livioù, zo eztaol ur gravez pobl.
En ilizoù bihan e kaver c’hoazh ur gravez laouen, hini tud zo bodet, nes dre o labour, dre an natur. Sur a-walc’h e c’helle bezañ e seurt ilizoù kanaouennoù, sonerezh, koroll, festoù.

Ma tostaomp al livadur ouzh skrid ar Varn Diwezhañ e c’hellomp lavarout n’eo ket eus ur gevataliezh en anaon ez eus anv hogen eus ur breuriezh ez vev er gevredigezh. Pep hini a zegas ar pezh a oar ober ar gwellañ ha pep hini zo engortoz da vezañ un ezel eus ar stroll par d’an holl re all. Par n’eo ket kevatal.
Ar soner n’eo ket soner evitañ. E sonerezh a ro d’ar stroll ma vev. Brokus eo, ha mar bez kavet er vodadeg un den barrek da gas e sonerezh en tu all d’an dremmwel e vo ur chañs. Neb n’ eo perc’henn war e genderc’hadoù, ha den ne anavez bevennoù frouezh e vuhezañ.
Heñvel eo evit an holl varregezhioù ha madoù. N’int ket perc’hentiezh un den. N’ o deus ster ebet ma reont diouer d’un den-mañ-den er gevredigezh, er vodadeg, en abeg da vevennoù lakaet gant ar gevredigezh.
Ar c’horoll gwelet war ar mogerioù n’eo ket arouezius, difetis, ur wir gorolladeg zo livet. An derc’henner zo ken gwirion all. Ne ziskouez nemet ar pezh ez eo eñ. Ar stuzegezh pobl a eztaol war ar pezh a zo ha war ar pezh a zo hetus. Livañ a ra perzhioù denel.

Tudenn ar Fals Pinvidik derc’hennet er Varn Diwezhañ, ne oar ket piv eo, ne oar ket pe roll zo e hini er gevredigezh. Ne zalc’h ket dorn ar re a zo en e gichen en o buhez, en o marv. Gwariet eo. N’ eo nemet un hinienn, un arbennigour war ar berniañ madoù. Amoetoc’h eo hiziv seurt emzalc’h peogwir eo bet diorreet hiziv kement a vinvioù, kement a vadoù, ma n’eus mui ster ebet d’ar berniañ madoù pe varregezhioù. Tennañ a ra d’ur bredkleñved. Un dilerc’h eus an amzerioù kozh eo.
War skouer ar Fals Pinvidik e c’hell an arbennigourion berniañ a bep seurt madoù ha barregezhioù o virout outo da werc’hekaat, da ziorren, ha da zenelaat.

Ar stuzegezh pobl a eztaol riskloù bras seurt gwariadur a ‘r stuzegezh. Er Varn Diwezhañ eo derc’henet ar Fals Pinvidik evel an hini a gas da zistruj an denelezh. Doue a laka un termen d’an denelezh ha ne chom eus an dud nemet o spered aet d’un aezhenn hep korfoù, hep beziadelezh.
En em zistruj a ra an dud da heul bezañ distrujet o denelezh war skouer ar Fals Pinvidik o lezel ar beorion da vervel dirazañ aet d’un dastumer digenvez er-maez kevredigezh.
Den ne zastum evitañ en ur gevredigezh yac’h, den ne c’hell bezañ e-unan an denelezh. Un hinienn ne c’hell nemet bezañ ur grignol zigor, ma c’hello pep hini kaout diouzh e ezhommoù.

An iliz, lec’h ma vez bodet tud ar barrez, zo livet flamm, leun a gizelladurioù livet flamm, leun a istorioù, sorbiennoù, divunadennoù ha dezec’hadurioù ar vuhez pemdeziek.
Pep hini a gav e blas en ul lec’h a zo bras a-walc’h da vodañ ar boblañs ha n’eo ket d’e souezhañ d’e flastrañ, en enep da balezioù ar beveziñ savet hiziv, ramzel, goullo, trouzus, evel trepasoù ramzed graet da vihanaat an denion da vent merion.
N’eus den a vefe estren d’ar stroll, a-us d’ar stroll.
Ar c’hudennoù a sav a c’hell bezañ diskoulmet. Pezh n’eo ket mui anat er gevredigezh ma vevomp hiziv.
An arzour pobl ne venn ket diskouez ur stad da zont ma vo kevatal an holl. E andon zo ar gevredigezh, n’eo ket aroueziañ hogen dezerc’hañ a ra. An dud zo livet en o gwiskamantoù. An arzour ne buk ket war un dazont na c’heller ket anavezout. Livañ a ra ar pezh a zo ha pezh a zo hetus e vefe : pep hini e roll gant ma vo da bep hini peadra da vevañ er gevredigezh.
Er pezh c’hoari evel el livadur e koroll an holl, pep hini d’e dro, liammet ouzh ar re all.
El livadur e chomer e par ar vuhez a zo ur c’horoll dorn ouzh dorn gant ar marv. Er Varn Diwezhañ ez a da get an denelezh dre ma tro kein ouzh o roll lod eus he izili.
Doue ar bobl zo hini ar pemdez, hini an eskemmoù a ra ar vuhez pemdeziek.

Lennet ‘m eus ur wech e oa al lien arveret da zezerc’hañ ar Mor Ruz un aroueziañ. N’eo ket, n’ eo nemet un doare, ha marteze an doare pleustrekañ da zezerc’hañ ar mor.
Soñj ‘m eus da vezañ arveret an hevelep lien da zezerc’hañ ar mor treuzet gant ar vorianed aet da sklaved en Amerika. N’eus netra kefredel aze. An arz zo buhezañ, pleustr. An oberoù, an iziunadoù, an trivliadoù dezerc’het a ra un oberenn, ha n’ eo ket menozioù, kealioù.

An oberennoù maget gant an danvez pobl zo sevenadur.
O beveziñ, o diren da stummoù da zougen ar stuzegezh ren zo distrujañ o ferzhioù denel, distrujañ an denelezh hag ober anezho henvoazioù, folklorachoù.
Nag a dud brudet o labour o deus kemeret an hent-se siwazh.

netra

netra

 

 

Netra,
n’on netra eviti,
nemet un darvoudig
e-touez miliadoù anezho
strewet tro-dro d’ hec’h istor,
nemet ur pik disoñjet e korn he lagad,
pell eus ar c’hurioù skrivet e diabarzh he malvennoù gant beg mistr an nadoz
d’ an denelezh derc’hel koun anezho,
mevel dister, diziouerus,
skeud he skeud,
aezhenn,
netra.

istor berr

istor-berrLavaret ‘m eus dec’h da noz e oa aes sevel un istor berr kentoc’h eget kregiñ gant ur marvailh toull a badfe un eurvezh. Hag e oan sur eus an dra ?
Marteze.

Ur wech, en ur gêriadenn e-kreiz an douaroù krin, e chomas ar blomenn a-sav, sac’het. Banne dour ebet ken evit ar gêriadenn.
A-benn un nebeut devezhioù, en ur goumoulenn boultrenn eo degouezhet ar paotr, yaouank, gant e garrad binvioù.
Merc’hed ar gêriadenn zo chomet bamet dirak e zaoulagad glas treuzwelus. Ar wech kentañ e oa dezho gwelout ul liv ken iskis.
Kaer e oa an holl verc’hed er gêriadenn, hogen Ouna, hi a oa ouzhpenn un tammig sorserez. Kelennet he deus dezho holl e oa ar paotr ganet eus an dour.
Savet e oa un aezhenn eus an dour bras goret gant an heol, aet e oa da goumoulenn en oabl glas ha kaset e oa bet gant an avel e-kreiz an douaroù krin ma oa diskennet war an douar e stumm un den dour. En e zaoulagad, ne oa ket ul liv. An dour a stumme e gorf eo a zeue a-wel d’an holl, dres evel ma veze gwelet en o daoulagad teñval an douar a oa aet d’o stummañ.
Ar blomenn a yeas en-dro.
Ar paotr a yeas kuit.
Ouna a c’hanas ur bugel a oa dour ha douar war un dro.
Morse n’eus bet ezhomm ken eus ur ratreer er gêriadenn adal an amzer-se.
Sac’hadenn ebet ken gant ar blomenn.
Da heul ar burzhud eo aet gounideion ha dornwezhourion ar gêriadenn da vailhed war o micherioù a zeue kaeroc’h kaerañ ganto. Kresket eo barregezhioù an dud da sevel istorioù, kanaouennoù, sonerezhioù. Tiez kaer zo bet savet, kizellet ha livet ivez. An dud zo aet a-unan gant kened kement buhez ha beved a oa er vro.

A c’hêriadenn da c’hêriadenn en em led ar burzhud hag a-raok pell e teuy ivez da vezañ kaer hon bro.

Mat, n’eo ket kalz a dra, ha mard eo borodus, ne vo ket skuizhet pell an dud gant va c’homzoù.

culture bretonne

culturebretonneChomet on a-istribilh ouzh un nebeut gerioù distaget an deiz-all, la culture bretonne.
Ar paotr a lavare e oa bet ur bagad o kas la culture bretonne dre ar bed.
Dispis eo ar ger gallek.
Petra a venne d’ ar paotr lavarout ? Hag e oa kultur, stuzegezh, sevenadur ?
Hag eo sonerezh ur bagad lod eus ur stuzegezh vreizhek, hag e c’hell bezañ sevenadur ? Hag e c’hell ar sevenadur bezañ breizhek pe hag eo hollvedel ? Hag eo ur c’henderc’had kulturel gall ?

Ar bagadoù zo un anadenn kulturel eus ar goude brezel e Breizh. Hag eo breizhek evit kelo ? Ha n’ eo ket bet un doare evit poblañs Vreizh da bellaat diouzh al lod eus he iziunadoù a geje gant iziunadoù an emsav brezhon o kemer da zigarez moustradur al labour politikel hag al labour lennegel gant ar Stad ? Ha ne oa ket un doare da na welout evit ar pezh e oa steuziadur ar stuzegezhioù ploueel e Frañs ? Ha ne oa ket un doare da veuziñ aesoc’h er stuzegezh c’hall  war nevesaat, da zestuziañ ?

Dilec’hioù ur stuzegezh vrezhon levezonet gant ur stuzegezh emsavel a oa en anvioù bet roet d’ar bagad, pe d’ar bagadoù nazeriat er bloavezhioù pemont a zisplege ar paotr o istor : Paotred vihan ar mor, kavet war internet evel anv kentañ ar bagad ha Yaouankizoù an aod roet diwezhatoc’h da unan eus ar bagadoù.
Aesoc’h e oa ober gant Bagad Saint-Nazaire, ha skogusoc’h hervez reolennoù ar gevredigezh veveziñ. Soñjal a ran avat e tiskouez mat penaos e riskl da vat poblañs Vreizh er stuzegezh c’hall. Pleget he deus d’ ar gevredigezh veveziñ. Kavout a reer anvioù embregerezhioù giz Breizh affûtage pe Bara d’antan mat da zedennañ an arval galleger.
Moarvat e oa aze an hent reizh dre ma oa luskad ar bagadoù savlec’hiet e kevredigezh Frañs. Dilezet e oa bet hil ar stuzegezh vrezhon diaes da embregiñ e diouer ur gevredigezh vrezhon, da vont davit ur culture bretonne, ur particularisme breton er stuzegezh c’hall a zo mat d’ an douristed hag a dalvez da bareañ melkoni ur boblañs destuziet da vat.
O tegemer ar benveg skosat ez eo ar binioù bras, hag oc’h amprestañ ar frammoù milourel brudet gant lu Breizh-Veur o deus ar sonerion, war zigarez tostaat ouzh ar bobl kenlabouret da zanzen ur folklor breizhek arnevez ma kaver kej-mej dilec’hioù ur stuzegezh vrezhon aet da get ha dilec’hioù kenderc’hadoù an emsav brezhon. Mont a ra a-unan gant rannyezhekadur ha gallekadur ur yezh aet en amaezhierezh tiriadel Frañs da venveg kevanekadur poblañs Vreizh.
Da heul disleberadur un emsav e Breizh eo aet gwitibunan an dud e barlenn amaezhiadurezh Frañs, emzalc’h a vuhezont evel un trec’h eus ar culture bretonne. Gwir eo. Ganedigezh ar culture bretonne eo, evel rann eus ar stuzegezh c’hall dindan diorreadur ar gevredigezh veveziñ. Er c’hultur-se n’ eo mui ar brezhoneg nemet ur strobad rannyezhoù a gemer o lec’h e-kichen ar rannyezhoù romanek eus Frañs. Kenavo Breizh, bonjour Bretagne.

Ne c’haller ket ober anv eus dibolitikadur Breizh peogwir n’ eus ket eus ur gevredigezh vrezhon ha gwall toc’hor eo an emsav brezhon. An dibolitikadur zo e par ar bed ha stag ouzh emled ar beveziñ yoc’hek a zistruj ar pobloù da amparañ yoc’hoù distuz en o lec’h.
Dibolitikadur ar Vrezhoned zo hini poblañs Frañs.
Ne vije nemet un emsav evit reiñ un hil istorek diles d’ ar Vrezhoned pezh a rofe dezho ul lec’h diles er sevenadur pe er c’hrouiñ bed.

N ‘ eus netra da rebech d’ an dud a glask an tu da aesaat ar vuhez d’ ar Vrezhoned ha da reiñ dezho plijadur ha lorc’h. Marteze emaint gant an hent mat.
Ne c’hellan ket mirout ouzhin da soñjal en un hent all digor war ar bed.

Ar paotr en e zisplegadenn a gomze eus dizemglevioù, disrannoù diniver a oa bet e buhez ar bagad. Pa ne vezer ket perzhiat en un hil istorek, pa vezer dibolitikaet, e teu ar c’henlabour da vezañ dic’hallus, pep hini o vezañ un hinienn hep istor o c’hlabousat.

Er bed dibolitikaet-se ez on un hinienn o c’hlabousat. Va lezit gant ar blijadur-se nemet o pefe un troad en istor.