Luduenn he revr e-barzh al ludu

Luduenn-he-revr-e-barzh-al-luduHag e vefe ul liamm etre ar gerioù revr ha rev e brezhoneg ?

En notennoù da valadur Luduenn ar breudeur Grimm, en droidigezh c’hallek embannet gant José Corti, Contes pour les enfants et la maison, 2009, e reer anv eus kennotadur revel ar votez hag an anv Luduenn en alamaneg.
Ya ?

Kalz a ster a c’haller kavout da vezañs ar votez kollet ha distroet gant ar priñs. Ar votez a c’hell klotañ gant kemm saviad kevredigezhel Luduenn. Hi diarc’hen, nac’het dezhi ur vuhez kevredigezhel klok gant he mammeg, a seveno he flas en ur gevredigezh botaouet mat.
Ar votez a c’hell ivez bezañ meizet evel hanterourez etre ar c’horf hag al leur evit an dud o deus peadra d’ o frenañ. Diskouez a c’hallfe ez eo Luduenn mat war he daoudroad.
Luduenn a glask mont er bed daoust d’he c’hoarezed ha d’ he mammeg ha dont a ray a-benn dre skor un dudenn hud ha dre hanterouriezh ur votez kollet.
P’ emañ an dudenn en entremar etre ar saviad graet dezhi en arlez a ‘r gevredigezh hag ar saviad a gavo er gevredigezh he deus un troad diarc’hen hag un troad botezet.

Kalz tud avat a hañval bezañ laouen da ezvevennañ oberoù an dudenn d’ar revelezh, d’an dimeziñ : lennegourion, tudoniourion… N’eus nemet gwelout pezh zo bet dalc’het eus ar sorbiennoù gant ar stuzegezh ren : an eurediñ gant ar priñs, kliched lu ha badaouus ken en deus graet berzh.
Ar revelezh meneget aze zo hini stalabard ar gefredourion stuziet, n’ eo ket ar revelezh a zo e roll lakaat ar spesad da genderc’hel.

Anv an dudenn e galleg zo a-wechoù Culcendron.
Ar revr e-barzh al ludu nemetken.
Anat eo e galleg e kaver a-wechoù cul arveret evit sexe, revr evit rev, er galleg pobl.
E degouezh Luduenn avat e talvez kentoc’h cul rann izel ar c’horf, an hini a azezer warnañ, an traoñ, evel er galleg cul de bouteille. Foñs an den zo heñvel ouzh foñs ar pod pe ar voutailh. Luduenn zo le cul dans la cendre, e revr el ludu pe marteze an hini a vourr gant tommder an oaled.
Ar ger zo bet arveret kenañ er galleg pobl ha chomet en ur bern troiennoù : cul gelé, cul de plomb, cul terreux, cul béni, ha meur a arver eus ar ger cul er yezh pobl a zo dereat kenañ ha boutin, nemet evit ar culs serrés a soñj dezho ez eus skoachet a-dreñv traoù skoemp.

Barnet vil e vefe deuet da vezañ ar ger cul e galleg adal eil hanterenn ar seitekvet kantved. Skrivagnerion c’hall an eitekvet kantved, en o zouez Voltaire o defe kavet dizereat arver ar ger.
Mon cul ! Va revr, a lavarfe Zazie Raymond Queneau.

Penaos e c’hell un den a studi sorbiennoù kinnig dezrannañ an oberennoù pobl dre ar vredelfennerezh ? Penaos krediñ bevennañ un oberenn lennegel kemplezh ha pinvidik d’ ar revelezh dre glask ur rev a-dreñv pep ger ? Ar sorbiennoù a oar mat tre komz a revelezh hep kuzhat ar gerioù.

Ha ne gendalc’her ket aze da zistrujañ ur stuzegezh a nac’her ? Ar sorbiennoù ne vefent nemet diduamantoù vil savet gant aozerion bugelel evit hanter loened ?
Ar breudeur Grimm o deus treuzwisket e bourc’hizion ar sorbiennourion. Luzel en deus o zreuswisket e paour kaezh kouerion hon eus da zoujañ peogwir ez int diskennidi hon hendadoù.

Kement-se a gavan torr-revr.

Setu da ziduiñ ur sorbienn koreat.
Ur manac’h kester a c’houlenn boued ha lojeiz digant un intañvez paour.
Daoust dezhi kaout nebeut e ra ur friko dezhañ hag e ro dezhañ ar gourtinenn da gousket keit ma kousk hi war al leur en e gichen.
En e gousk e laka ar manac’h e zorn war vruched an itron. Hi a gemer an dorn d’ e lakaat en-dro war ar gourtinenn. Pelloc’h e laka ar manac’h e c’har war hini an itron. Hi a gemer gar ar manac’h d’ he lakaat en-dro war ar gourtinenn.
Antronoz e c’houlenn ar manac’h plouz da gantenniñ ur baner dezhi.
An itron a sell e-barzh ar baner. Leun a riz eo.
Kaer zo dezhi kemer riz e chom ar baner leun. Ur baner hud eo. N’ eo ket mui an intañvez en dienez.
Un intañvez pinvidik a glev anv eus an darvoud. Dont a ra a-benn da dapout ar manac’h. Reiñ a ra un tamm boued dezhañ hag e lakaat da gousket war al leur keit ma kousk hi en e gichen war ar gourtinenn. Ne fiñv ket ar manac’h. An itron a laka he dorn war vruched ar manac’h. Ar manac’h a denn dorn an itron. Heñvel e ra gant he gar war ar manac’h ha heñvel e c’hoarvez.
Diouzh ar beure e c’houlenn ar manac’h plouz da gantenniñ ur baner.
An itron a zigor ar baner. Spont ! Leun a galc’hoù eo. Lakaat a ra tog ar forn war ar baner hogen e teu kalc’hoù e-leizh ermaez geol a ‘r forn.
Neuze e tec’h an intañvez ar c’halc’hoù o lammedikat war e lerc’h.
Emañ c’hoazh o redek emichañs.

Kemerit an amzer d’ober ho soñj.

Diwar Reconnaissance d’un bonze, e-barzh Aubergines magiques, p. 19, Maurice COYAUD, Jin-Mieung LI, P.A.F., Paris, 1980.

Sellout ivez ouzh c’hoarezed Luduenn er blog-mañ.

devezh ec’hwel

devezh-ec'hwelEc’hwel koskor ar skingomz.
Ur chañs.
Sonerezh buhezek,
flour,
nerzhek,
dibab un den,
evit e blijadur,
n’eo ket evit derc’hel war an arvalion-selaouerion,
ur prof nemetken.
Ur banne te,
ur jelkennad mel,
paper sec’hañ e vatriochki,
chifet,
bet ennañ profoù va mamm,
profoù a-viskoazh adal ma oan bihan,
ur pakad kafe, ur pod mel.
Nagenniñ ne dalv mann,
ar pakad zo graet.
Kafe, mel, kelaouennoù, paper,
chomet a stlabez war an daol.
Ar sonerezh a leugn ar gegin.
An holl zo aet gant o hent,
koumoul ha glav ermaez.
Heoliek e vo an devezh.

kreiz ar yoc’h

kreiz-ar-yoc'hGant ar straed ez an
en-dro din dilhadoù kozh,
teuc’h, uzet, mat d’ ober pilhoù,
tro all ebet din nemet o uzañ
ha debriñ bemdez ar boued divalav
a zibab evidon dalc’herion ar beveziñ,
greantourion an dreistbevañ,
dindan selloù truezek an dud
pilpous un tamm anezho,
an den cheuc’h a lâr d’ e vignonez
hennezh a vije bet Mozart m’ en dije bet kelenn
pe un dremmour eus ar fromusañ,
pe ur penn embregerezh ambilh,
politikour skedus, kazetenner ampart,
en degouezh-se koulskoude
e vijen bet pinvidik hag azeulet dreist,
n’eo ket ar pezh a hetan,
an hent a heuilhit n’ eus ket nemeti,
an hent a stumm harozed ho pemdez,
palioù huñvreoù gwak ho puhez,
ne c’hoantaen nemet bezañ den,
bezañ den en ho touez,
ha sevel ganeoc’h ur c’haer a ved,
din ha deoc’h eo mat ar pezh a ran,
diziouerus on el lec’h m’ emaon,
ne ‘m eus ket c’hoant tec’hout,
ne glaskan ket ur repu,
ne glaskan ket goudor ho lezennoù amjestr,
ne fell ket din treuzkas ho ped brein
a zrouklazh diastal, a vac’hagn bemdez,
a zasparzh brokus reuzioù d’ an dud eeun,
a skrap digant an denion o rezid,
sklaved, sujidi, lakizion,
d’ ober diouzh ho c’hoantoù
hon distrujit dichal,
gwell din ho tispriz
eget ar gwenneg toull a daolit din divezh,
eget perzhiañ da seveniñ ur c’harc’har
ma vac’hit an denelezh hep arvar,
ganet eo ho kouenn deiz kentañ an denelezh,
loen eo bet ar c’hrouadur a-raok bezañ den,
ijinet an tredan da sujañ ar bed
e-lec’h dasparzhañ ar gouloù douget ennomp,
ledañ anaoz kent strinkañ brokusted a ‘n arz,
na sellit ket ouzhin en ur vont gant ar straed,
ho hent a gendalc’hot da zeiz an dismantroù
dirak ar goullo ho po kenderc’het
e toullo un islonk aze dindan ho treid
e tarzho an dremmwel d’ ho taoulagad,
ar chañs diwezhañ a vo ganeoc’h
da zismantrañ ho kreñvlec’hioù,
ha war an dismantroù
e krogimp gwitibunan
da sevel ur bed kaer.

agora ?

agoraPenaos e c’hellfe un den divizout e-unan war ar pezh a zo kaer, mat ?
Diaes eo nac’h d’un den kemer ar gomz en ur veilhadeg, kanañ ur ganaouenn pe seniñ un notennoù bennak da skouer. Ar beilhadegoù zo graet d’ an dud kemer perzh.
Reizh eo e tivizfe un embanner pezh a fell dezhañ embann, marteze. Gwelloc’h e vefe d’ ur stroll tud breutaat war an danvez avat. A hent all ne vo nemet diviz tidek un den a c’hell bezañ levezonet gant a bep seurt darvoudoù n’o deus netra da welout gant danvez ar skridoù, ha dispis ha strizh e chomo an dremmwel.
Bresk e kavan ur bern traoù kinniget er beilhadegoù. Dre vras n’eo ket ar berzhiaded emdarzhek a ra kudenn, hogen kinnigoù tud a venn bezañ sorbiennourion pa n’int nemet tud o poaniañ, tud a gav dezho ez eo a-walc’h o emdarzhegezh da reiñ talvoudegezh d’o labour pa ne reont nemet drevezañ pezh a gredont bezañ ur sorbiennour.
Zoken gant an hir a amzer em eus labouret war ar c’hoariva, ar c’horoll, ar sonerezh hag ar sorbiennañ, ne gredfen ket bezañ an hini a ziviz e-unan war ar pezh a zo mat.
Mar befe eus ur stroll, eus ur poellgor, da brederiañ war ar pezh a zo kinniget gant an dud er beilhadegoù, aze e kredfen reiñ va ali, e-touez selladoù ar re-all, ha soliañ an dezrann a rafen. Pinvidigezh an holl e vefe.
Re laosk eo ar vuhez kevredigezhel hiziv evit ma vefe alioù an dud ouzhpenn eztaol hiniennel ha digenvez, diwar c’horre, a heklev ouzh alioù ha furmoù ledet gant arvest meur ar mediaoù, eleze un adsked da lazioù un nebeut tud, izel o stuziadur ha bras o galloud kalvezel.
Va alioù a chomo diwar c’horre betek ma vo amparet ur stroll dezhañ un amkan bennak.
Pezh a gaver amañ war internet n’eo ket eztaol evit gwir, dezrann, labour, studi, hogen flapach, difreterezh.

dour chag

dour-chagDour chag ar geunioù,
bodoù broen raz,
frond kreñv,
regalis ha pebr,
du eo an dour,
roufennoù ar gwagennigoù,
tireoul ha dour.
Revr kelan koeñvet ur c’hi e-kreiz ur poull ledan,
savadurioù uhel ar burerezh a valir a-us d’ an dismantr,
eus a-bell int gwelet,
betek ar vouc’h,
betek an hent vras.
Ar c’hamp zo tachenn hon c’hoari,
kamp alaman aet d’al lu frañsez,
an holl bodet amañ zo micherourion Stad.
Lestr ramzel ar burerezh,
a-ispilh en noz miliadoù a gleuzeurioù,
sklerijenn hon nozvezhioù
uhel warnañ ar flammenn,
Antar a veilh warnomp.
Mar tarzh e vimp lazhet holl,
lojet e tiez o zoen betoñs perzhded alaman
en o mesk blokozioù bras
ma riboulomp gant ur gouloù-godell
war roudoù ur c’helan bennaket
a vefe bet disoñjet,
pe gwell, da gavout armoù,
redadegoù kezeg houarn
betek ar porzh,
betek al Loer.
Eürusat paourentez,
paour a lavare mamm
hogen bepred kempenn
ha reizh.
D’ar skol ez eomp a-dreuz d’ ar parkeier,
kuitaat an hent etre an tiez koad ha tachenn ar souderion
o flammennoùigoù dallus adskedet gant o maskloù bloc’hek ha du,
tremen etre ar parkeier ha kamp ar jipsianed,
avi ganimp eus o buhez
tec’hout diouzh an tonkad
kent tizhout ar vourc’h.

Micherour e vi da heul da dad !

tasmant Tonton Yann

tonton-Yann– Stanket eo ar straed a gas d’ an tuva.
– Sell, ul lec’h a chom dirak, war-du penn ar straed.

Tuet o deus ar c’harr war al lec’h dieub. An treizher a yeas er-maez d’ ober ur c’hefridi na gemerfe dezhañ nemet un dek munutenn bennak keit ma chome er c’harr ar blenier da na dalañ ar mizoù tuañ.
– Hop ! Hop  ! Hop ! Deport ! A lavaras ar blenier.
Penn un diskeladeg a zifourke war al leurenn vras e penn ar straed.
– Petra eo se ?
War ar flammenn douget dirak an dibunadeg e lenne a-enep ar moustrerezh, e galleg. Skrivet e oa ivez e lizherennoù gresian hag arab.
Diouzh o a-dreñv e teuas ur marc’htaner a ‘r polis. Chom a reas a-sav e-kreiz ar straed en o c’hichen.
Ugent metrad dirazo an diskelerion a dreuze da vat al leurenn da vont gant ar bali.
Trum e sailhas un den yaouank eus an diskeladeg ur boned sanket war e benn ha kuzhet e zremm gant ur c’hefie. Heuliet e voe prim ha prim gant unan all, neuze un trede, ur pevare, gwisket holl eveltañ. Kerzhout a raent davit ar marc’htaner.
Sur a-walc’h ne oa ket da ganañ lalla dezhañ.
Ar marc’htaner a reas un hanter tro gant e venveg, sioul, evel er skol-vleniañ, ha kuit war e bouezig.
Ar baotred a zistroas neuze davit an dibunadeg. Diskouez a raent bezañ dipitet un tamm.

– Gwelet ‘c’h eus al lakepoded-se. Pevar enep unan ? Petra a felle dezho ober. Gwir laeron avaloù anezho. Louzoù a-enep seurt kleñved hon eus er c’harr.
Harpet e oa an den ouzh an nor digor, el lec’h ma oa chomet en e sav da arvestiñ ouzh an darvoud. Stouiñ a reas a-us d’an azezenn, dastum tennoù a oa war al leur, kemer ar fuzuilh chase a oa ganto, ha lakaat e-barzh daou denn.
– Petra a rez ?
– Pevar enep unan ? Emaon o vont da gelenn dezho ar vuhez.
Ha dao, bizañ kempenn, tennañ, div wech. Div wech d’ ar pal.
Pignat a reas er c’harr.
– Hopala ! Skarzhomp ! Goustadik paotr ! Beajourion omp. Hanter dro hag ar straedig a-zehou.
Un dek metrad er straed o deus graet.
– Chom a-sav.
Mont a reas da zastum ar prouennoù er c’houfr.
– Eomp gant ar c’hae e penn ar straed-mañ ha d’ ar gêr.

War ar c’haeoù e oa stank an hentred en abeg d’ ar straedoù aloubet gant an diskeladeg .
– Gwelet ‘ch eus penaos o deus lammet evel diaouled. Dao, da bep hini ur revriad. Dispar ! Heuliet ‘m eus alioù Fañch evit ar pellder. Graet eo bet mat e dennoù gantañ. Droug a-walc’h o devo met ne vo gloazet nemet o enor.
Dirollet int da c’hoarzhin.
– An degouezh evit arnodiñ labour Fañch e oa.

Droug spontus a oa bet gant an diskelerion tizhet o revr. Ne gomprenent ket pezh a c’hoarveze ganto. Redet o deus. Treuzet o deus an diskeladeg en ur vountañ an dud yaouank a huche Ket, ket, ket a voustrerezh.
O daou gomper o deus o heuliet hep kompren perak e oa tremenet an daou all e-biou dezho en ur redek.
Chomet int a-sav war ar riblenn straed harpet ouzh mogerig al liorzh. An daou baotr tizhet o deus tennet o bragoù da welout an droug a oa bet graet d’ o revrioù a loske dezho.
– Petra a welit ? Petra a welit ?
– Ho revr !
– Ha graet eo bet un toull ?
– Un toull ez eus gwir. Aze emañ a bell ‘zo a gav din.
Mirout a rae an arvesterion a c’hoarzhin. Tud all a groge da dostaat ouzh an daou zen o revrioù dispaket d’ ar pevar avel.
– N’eo ket poent farsal. Ha don eo ar gouli ?
– Tennet eo bet warnomp a gav din.
– Kignet eo ho ler war-c’horre. Ne ziwad ket avat.
– C’hwi zo kouezhet war ho revrioù ?
Daou zen koshoc’h zo tostaet.
– Petra a c’hoarvez ?
– Tennet eo bet warnomp.
– C.R.S.ed o deus klasket hon lazhañ.
– Tennet o deus war an diskeladeg ?
– Nann, ni a oa o vont er straed all.
– D’ ober petra ?
– Ur marc’htaner a ‘r polis a oa aze e-unan.
– Gast, diskouezit din ho revr.
– Arabat kaout aon, emaon o vont da douch ouzh ho revr.
Un den kozh a dremenas e viz war revr unan eus ar gloazidi da zastumm un doare c’hwezh a oa.
– Sell ta ! Holen glas.
– C’hwi zo bet tapet giz gwechall neuze. Tennoù holen glas.
– Souezhus eo ?
– Sell Charlez. Da grediñ e oa ur c’houer bennak dre aze da ziwall e avaloù.
– Ya, tonton Yann en doa bepred tennoù holen glas en e gichen pa oa azv ar frouezh.
– Bugale, tapet hoc’h bet gant tasmant tonton Yann. Un enor evidoc’h !
– Droug a ra, ya. Ret dimp mont d’ ar c’hlañvdi.
– Poreadur a vo ma ne reomp netra.
– N’ hoc’h nemet kignet ho ler, graet e vo goap ouzhoc’h.
– Bezit dichal ! Pezh a zo mat da virout kig ar moc’h a vo mat da virout kig ho revr.

Toutek e oa an daou baotr.
Droug revr zo bet ganto a-hed daou zevezh leun, peadra da greskiñ o c’hasoni ouzh ar fliked pa ne gredent tamm e distro tasmant tonton Yann.
Daoust ma vinc’hoarzhe bepred o selaouerion pa zanevelle ar gañfarded o c’hur o doa gounezet o rez a henvrezelourion.

Paotred ar c’harr zo distro d’o buhez pemdeziek, pell eus ar gêr vras, eürus bras a vezañ adkroget gant ur sport o vont da goll. A-walc’h zo gant nebeut da laouena ar re-gozh.

kan an elerc’h

elerc'hKan an elerc’h da noz a rog ar galon.
O c’hlemmgan a laoskont d’ar bed
kouezhet dindan taolioù trubard ha hud,
kasoni, gwarizi, droukrañs a gouezh war ar re c’hlan,
war dud veur ha kadarn an amzerioù koshañ.

Siwazh, e pelec’h emañ an drubarded estlammus,
pelec’h emañ kadourion veurdezus an droug meur ha denel ?

Korriged disked, diijin, blot ha bresk,
a duf o binim dister war oberourion hon denelezh espar.
O ene a werzhont evit ur gwenneg toull,
ur re gofignonoù, ur gador-vrañsigell.

Nijit ac’hann elerc’h, savit en oabl boull a-denn ho eskell taer,
savit glan d’ an neñvoù gant kor an aeled.
An dud ne zellezont ket ho yezh ken espar,
o lezit da veuziñ en o rannyezhoù put
a zisleber a-unan gant un denelezh toc’hor.

bilienn

biliennAn den a ya dre ar bed a oar.
Goût a oar n’emañ ket e-unan
e-kreiz ar bed.
En e geriaoueg jestroù
e zaouarn a eztaol kerzhout dre gammedoù o falvoù troet ouzh an douar.
Ezteurel ar wenodenn a ya dindan ar baleer a reont dre balvoù troet ouzh an oabl o vont gant an hevelep kammedoù.

Disterañ maenig ar wenodenn a rann gant an den e ober, a ampar e lod eus ar bed.
Ar vihanañ vilienn wenn n’eo ket gouzañvat.
Perzh a gemer e bale an den dre ar wenodenn.
Na emouezañ ouzh he labour,
he lakaat da implijad dizanv,
gouzañvat,
dindan kammedoù ar baleer,
da skor e zreistelezh,
e veurdez,
zo dismantr ar bed.

Bout ar bed zo sammad an holl voudoù,
ennañ ar vilienn wenn,
d’an den a oar bezañ lodek er bed.

Pelec’h emaon ?

korriged a ‘n deñvalijenn

korriged-a-n-denvalijennE dastumadenn ar vreudeur Grimm, sorbienn gentañ an niverenn 39, Ar gorriged, a zibun istor ur c’here.
Ar c’here a brient al ler da sevel ur re votoù. Pa sav diouzh ar beure ar botoù zo echu. Dispar eo al labour, ken dispar ma kav dezho gwerzh uhel. Pinvidik bras e teu da vezañ ar c’here.
Bewech eo graet al labour e-pad an noz ha da bep gwech e tastum div wech ar pezh a oa bet graet an nozvezh kent.
Fellout a ra dezhañ gouzout gant piv eo graet al labour. Dizoleiñ a ra ez eo ar vicherourion korriged e noazh-pilh. Neuze, gant e wreg, e tivizont ober dilhad ha botoù da wiskañ ar c’horriged d’ o zrugarekaat. Laouen eo ar re se ha mont a reont kuit pa ne zere ket mui outo kenderc’hel gant al labour ken gwisket mat ez int.
En notennoù war-lerc’h ar sorbienn-se ez eus ur frazenn gant H.-J. Uther : ar skrid «a zegas da wir huñvre kozh an dud da ren ur vuhez dilabour bennozh da ardivinkoù pe da voudoù nann denel a gemerfent d’o servij (p. 237 Contes pour les enfants et la maison, José Corti 2009).
Ne oa ket deuet da ‘m soñj pezh a zo bet skrivet gant an den-se hogen deurus eo.
Evit gwir en naontekvet kantved eo deuet a-benn tud ‘zo da lakaat al labour da vezañ graet gant tud all ha da zastum frouezh o labour en hevelep doare ma ra ar c’here gant ar gorriged. Oberourion ar reverzhi c’hreantel a lakae da labourat evito tud a oa disteroc’h evito eget korriged a ‘r sorbienn. Speredek a-walc’h e oant evit na glask gouzout e pe stad e oa ar re a laboure evito, korriged a ‘n deñvalijenn e noazh-pilh anezho. Graet o deus mat peogwir ur wech bastet d’o ezhommoù e vije aet kuit ar gorriged a laboure en deñvalijenn, mar heulier ar sorbienn.
Ar sorbienn zo un tammig un adsked eus skridoù an armerzhourion glasel, dastumit frouezh al labour hep klask gouzout un dra bennak diwar stad ar re a ra al labour, dezho d’ en em zibab, perc’henn ar stal zo perc’henn frouezh al labour, ar peurrest zo burzhud.
Sellout ouzh ar werc’helezh a-dost a dorr ar burzhud.

Er sorbienn e kendalc’h ar c’here hag e wreg da vezañ eürus ha pinvidik war-lerc’h disparti ar gorriged. Brokus eo sell ar sorbiennour. Diaesoc’h e vo kavout un tamm brokusted e skridoù an armerzhourion glasel.

Ar skeudenn zo diwar un dour-kreñv gant Georges Cruikshank ar skeudenner saoz a zo bet skeudennaouet gantañ embannadur saoznek 1823, German popular stories.