disked

diskedAr c’hreunenn a ziskar ar vuhez,
maen-touch ar c’hastell traezh,
frailhig er stank a zifardell,
a sach war e lerc’h kement greunenn ‘zo.

Taolet d’ ar bern ar c’hozh benveg a oa diouzh an dorn.
War ar bern teil ar vleunienn disec’het.
Skrapet diseblant ar pezh moneiz uzet.
Dister e oant,
netraigoù.
Diziouerus d’an tonkad
ez hañvalent bezañ.

Dic’hoanag,
un troc’h er vuhez.
Daou damm an neudenn o vont gant an avel,
aner klask o adskoulmañ,
aner klask merzhout penn un tremened laeret.
Hiziv e krog un tremened nevez.

Foei war an hiraezh,
bec’h d’ an eñvorennoù,
troc’het ur brec’h,
e c’haner mogn d’ ar vuhez.

Unan en e gorn a c’hoarzh glas,
dister an teñzor, dister ar preizh,
didalvez d’ e vuhez diampart.
Laer disked.

Lazhet un tamm eus an den eo ret mat genel a-nevez,
nevez ha kozh war un dro.
Dargouezh iskis e vlaz.

Na glask ar roudoù eus ar pezh a zo bet,
er pred emañ klok ar boud,
er vuhez,
en ober,
er bed.

A-dal d’ ar feller disouezhet
ne c’hell an den nemet goanagiñ
e kan ar mousc’hoarzhoù,
diougan un denelezh divarvel.

heol

heolBannoù an heol a zeu tizh bras a-rez al letonenn
trumm e tizhont va selloù,
stered a c’hlizhenn diouzh va daoulagad,
diouzh al leur e strink skeudennoù,
flemmus, drouk, disneuz,
koumoulennoù lugernus tev
a landreant stank ouzh al lein,
fiñvus o stumm,
splann o livioù.

jabadao

jabadaoSetu ar Vrezhoned o tañsal,
ouzh ebatañ laouen,
sonerezh a bep tu,
bier ha kanaouenn,
gwenn-ha-du,
krampouezh,
rannyezhoù a vil vern

laouen gant relegoù,
bitrakoù,
mezventi,
beveziñ o brezhonelezh meurlarjez,
dic’hizet,
ober vel pa vije

e kevredigezhioù an amzer dremenet
e veze graet ur wech ar bloaz
pezh a reont a-hed o buhez
laouen, balc’h,
o paboriñ

o tispriziañ ar Breizhad boutin
an hini na briz ket o meurlarjez,
na vourr ket gant aezhennoù o butun eksotek,
ar paour,
an dister,

enor d’ar frañsizion ac’hanoc’h,
d’o ferzh mat er bed brein,
gant ma viot un eilenn
emouez,
ha disteurel ho kwiskamant,
koefoù ha togoù boulouzennet
sanket e don donañ ho empenn,

dao dezhi,
Breizh zo da sevel.

c’hoari gerioù

geriouYa ur skriver on,
pouezusoc’h evidon ar gerioù eget o neuz,
strinkañ a reont dre ar voull a fenn e liv du,
dre ar c’hreion a ruz e roud poultrennek,
dre douchennaoueg uzet an urzhiataer
a stourm ouzh ar bizied.

N’ eus ket a c’herioù bihan.
N ‘eus ket a oberenn veur.
A-raok bezañ kaer
ar gerioù a ra ster.
Ar gerioù zo trivli,
eztaol,
na voutin, na ziles.

Evel ma teuont e teuont,
o ster gwechoù dianav,
gwechoù re anavezet.
Un taol krib dezho gwech an amzer
a-raok mont d’ un den dianav, d’ un estren.
Ne skarzhan ket ar re a zeu daoust din,
ar re n’ int ket pedet.
Marteze e kavint o buhez gant un all,
un den sac’het,
na ouie ket muioc’h egedon pezh a zeufe dindan va c’hreion.
Gantañ e splanno an darvoudig estren, kevrinus, beret diouzhin.

Skrivañ a ran, ne gentelian ket,
ne roan ket un ali.
Ezteurel ne ran ken.
Pep tra zo mat a ziskenn eus beg ar bluenn.
Al lennerion o deus spered a-walc’h
da heuliañ un istor, d’ e beursevel,
pe da zilezel an aner.

Ur ger, div linenn, zo klok.
Gwell tec’hout rak an darguzherezh
a hent gwerzennoù ur seurt barzhoniezh diampart,
lent,
lorc’hus,
a ya treuzwisket gant bloc’heiladoù
skoret gant luoz ar gerioù lipet brav.

Gwechoù avat e kouezhan en trap,
gant rat pe get,
da na vezañ direnket,
da annezañ ur lochenn klet,
digudenn,
divuhez,
ouzh bevenn ar bed.