kêr dasmant

den-a-netraKreizennañ an araezioù oberiañ, kenderc’hañ, kenwerzhañ, merañ, skoazellañ, yec’hed, kenskoazell, an holl oberezhioù-se a rae ar geoded, a zistruj an eskemmoù, ar c’henlabour, a oa keflusker an denelaat.
Kreizennañ a zistruj kement preder, labour, kenwerzh, gwazadur, a oa tost ouzh an dud, kement liamm gwerc’hek da sevel ar bed deiz ha deiz etre amezeion. Ober a ra eus ar broioù un dezerzh dizenel ma eskor enezennadoù strizh kavailhed ziene kendrec’het a vezañ an denion ganto an holl c’halloudoù.

Ober a ra eus ar re gozh tasmantoù didalvoud chouket e tiez arbennikaet ma n’o gweler ket mui, ma ne dalvezont da vann, ma vezont gweladennet evel loened en ur milva.
Re gozh e vev ar re-gozh. Spontañ a reont an dud korvoet a zo sunet o nerzh flamm evit anerioù n’ o deus ster nemet evit un nebeut tud distuz, dizenel hogen seven.
N’ eo ket mat evit ar buzadoù seurt aon. Ur skoilh d’an askoridigezh meur e vefe lezel seurt kozhidi e straedoù an embregerezh meur.
En hevelep doare eo tennet ar vugale vihan eus ar vuhez kevredigezhel, gronnet ivez e lec’hioù arbennikaet ma ne skoilhont ket kenderc’hañ o c’herent, e lec’hioù m’o stummer evel anzenion, evel loened kenderc’hañ diene, distuz, war batrom hon mistri cheuc’h emdennet a-us d’ar c’hrogad e kaerded disaotr un ifern yen aveet hi-tech.
Dispriziet eo bet al labour e gounid ur moneiz derc’hel, skeudenn deol un dornad begennoù kramennet disi, ganto ar pouez dik.
Ar re gozh a zo chomet denion daoust d’an dizenelaat reizhiadek a rank ober kilometradoù evit un tamm bara, hep kejañ den war o hent e dezerzhioù ar maezioù, e trepasoù ar gourannezadoù. Diaes dezho kavout ur mezeg tost, pe unan a-bell a vefe deuriet gant an den ez int.
Betek en o ziad e c’houzañvont un diouer a evezh a-berzh o re a zo dremmourion en arvest meur, aner, lu, er c’hoariva skeudoù kinklet mat a gas d’ an aberzh meur evit un Doue darvanel.

Ha n’ho pije ket c’hoant koll amzer, kemer amzer, postañ amzer, pleustriñ ur frapad denelezh, kuitaat an arvest da adkavout ho kenseurted, ho puhez ?

Bez eus tud amañ ? Hei ! Bez eus tud ?

den a netra

den-a-netraDesket ‘m eus pladañ
desket ‘m eus treuziñ d’ ar riblenn-straed all
tevel.

Aon,
aon da na ober ar pezh a zo d’ ober
aon a vezañ rediet.

Emgeitañ da dremen e-biou
sellout
na emellout
tremen hep
hep lavarout va soñj
hep komz ouzh un den
hep bezañ balc’h
pabor.

Mezevelliñ
ha daoust d’ ar rediezhoù
sevel ur vuhez evel ma tlefe bezañ
gortoz
gortoz ar re a oa prest da stummañ ar bed.

Deuet int
aet int,
bepred kaset gant froud an trec’h
faezhet
ha me digalon
dizesk
paour.

Paour ?

Pinvidik
pinvidik eus predoù burzhudus
ket ar re c’hoantaet
ket va huñvreoù
kalz burzhudusoc’h
dic’hortoz
tud e noazh o spioù
e tan kizidik o spered
saverion oberennoù digor
brokus o eskemmoù.

Petra vern e vefent aet d’ober o marc’had
gant diaoul ar pemdez
sklerijennet o deus ar bed
ar bed nesañ
an hini ma ferzhier holl
chanter an denelezh
ma talc’h an tan
an entan
betek leskiñ
betek ludu
ha mervel
dizesk
paour
den.

kriz eo an noz

kriz-eo-an-nozBannoù an heol zo adskedet gant al loar. Ur gouloù yen a leugn an noz.
Didrouz.

Ar struzh zo dic’hortoz, e livioù rouez, mouget. En arc’hlas disked e splann mogerioù savadurioù nevez, boestoù liesseurt taolet a-stlabez er pezh a oa parkeier, garzhoù.

Heug ur gêriadenn disneuz, diene, kamp bac’h ma kresko tiadoù pinvidik a-walc’h da dec’hout rak trobarzhioù ar gêr vras, hogen re baour da sevel o annez er bannlevioù bihanvourc’hiz.

Pastelloù ar rannadurioù zo bihan ouzh bihan, riboulioù etre an tiez.
Eürusat peorion en o aez a zeuy amañ, bac’het, mat da askenderc’hañ ur mirad dornlabour.
Argaset eus ar geoded, kaset ganto pell diouzh ar sevenadur frond o c’hwezh, garmoù o bugale, tonket da dremen lod brasañ o buhez e pellderioù al labour bara ha war an hent, tonket da fiziout o bugale en evezh tud gopret fall, tonket da veveziñ boued chatal cheuc’h ar gourstalioù, da leuniañ beol o c’hirri marlonk, dindan gwask ar morloc’h o trouzal diziwezh.

Pep hini en e voest n’o devo eilenn didrouz, bleniet gant daranverezh safarus ar mediaoù.
Diezhomm o evezhiañ renket mat o c’horfoù, renket mat o mennozioù, ejet dirak o fri merc’hodennoù spontus, feulster, gwad, dienez, follentez, e krennint en o lochennoù bihan ouzh bihan, pell ouzh pell diouzh al lec’hioù ma tivizer war o buhez, o divuhez, boestoù berniet a-stlabez e kampoù bac’h an ugent-urvet kantved, o redek un trepas strizh ouzh strizh a gas war eeun eus o c’havell d’ar forn pulluc’hañ, eus o lochenn d’al labour, bruzhunet o spered, o buhez, truezek.

Jentil, ken jentil, brokus, ken brokus, eürus gant ar skeud taolet warno, skeud gwarezus o mamm yar lemm he dent a blaou o denelezh, o zreuzfurm e danvez krai.
Hag e c’houlenner digant ar glaou perzhiañ en denelezh ?
Morse ne glaskont tec’hout, spontet en o c’hreizon, kredus en doueed a astenner dezho,
beuzet dindan komzoù puilh ar fals profeded dislonket diastal war bep eus o c’hammedoù.
Eus krec’h an tourioù ged ez evezh warno ar spont, an dilabour, ar follentez, ar c’hleñved.
Diarc’hant,
tost divuhez,
tonkad dister.
Ar chas a arz a bep tu d’an trepas orjalennet, loened gouez e dorn o mistri.
Skeudennoù, sonerezh, traezoù, a gouezh a-bilh.

Tec’hit !
N’ eo nemet un arvest, ur varc’hadourez didalvoud d’ ho terc’hel dindan gazelge an hudourion c’haonac’h kollet o denelezh.
Na savit ket bremaik pa zistoy an heol, chomit aze gant ho pugale, savit hoc’h istor, argasit an aon
pe e teuot da vezañ loened suj d’ al loened-se, pep hini en e voest e vagot un huñvre, un dramm, un tec’h.

Skleur an noz zo spontus, gwelloc’h gwallhuñvreoù eget krizder ur bed gwak a rankan arvestiñ outañ diouzh ar prenestr dindan bouez va raksavenn goeñvet.

droch eo

droch eoEmlazhañ zo drouk.
Emlazhañ zo poanius.
Emlazhañ zo droch.
Ne vestronier ket an disoc’h.
Ne weler ket pennoù ar re a chom.
Ne vezer ket sur da vezañ sioul da heul zoken.
Unan bennak a c’hell mirout ouzh ho taol da zont da benn ouzhpenn,
Hag e chomot aze sac’h patatez en ur c’horn,
Ho saveteer o paboriñ,
Ha c’hwi divarrek da vac’hañ e c’henou.

Padal chom,
Stranañ,
Kemer ar riskl da zizoleiñ reoù eus ar milmilionoù a wenodennoù dianav deoc’h.
Diaezañ,
Hilligañ ar re a zo ken sur eus ar pezh a reont,
Bezañ ar pistig,
Zoken ma reont van da na gompren.
Zoken ma c’hoarzhont goap.
Zoken m’ ho kasont da sutal evel ul leue.
Zoken ma reont evel ma vefe forzh peseurt sotoni didalvoud eus o ferzh mil bouezusoc’h eget ho farsadenn zaou wenneg.
Zoken ma chomont diseblant pa ‘z eo splann berrded o spered, steuñvenn deuc’h o c’hozh bloc’heiladoù amprestet d’ ar remziadoù kent-kent ha furlukinerezh o frepoz.
Setu plijadur dreistpriz ur vuhez a netra.

frai kozh

frai-kozhTonkad ebet dit,
Nac’het dit nep buhez politikel, stuzegezhel, armerzhel.
A bell ‘zo out argaset, milliget, heskinet.
Holl Stadoù ar bed o deus ouzhit troet kein.
En harlu emaout da viken.
Evit ur gwenneg toull o deus da vreudeur gwerzhet o douar, o ene.
Aberzhet out bet gant an denelezh da walc’hiñ he nammoù.
Aner dit goulenn perak.
Aner dit klask un dic’haou.
Aner dit krediñ e teufe.

C’hwi e genvroidi stuziet kaer ha pinvidik,
Deuit. Ac’hanoc’h en deus ezhomm bed an dud fichet mat.
Hag ho preudeur neuze ?
Tud a netra !
O marv a ray deoc’h ur plas e-mesk an dud vat ?

Siwazh,
Ne vo nemet gwad skuilhet ha skuilhet c’hoazh dre ar bed,
Pobladoù o vont da spesoù diziwezh.

Nage ! Ur plas zo da bep hini,
Dit frai, ha din-me,
Er bed hon eus da sevel,
Chanter ramzel.

Arvestiñ a ran lezirek ouzh ar bed o jestraouiñ avat.
Ha gortoz a rafen ar marv ?
Ha marv e vefen,
A drugarez d’ hon bourev tuet mat ?