Desket ‘m eus pladañ
desket ‘m eus treuziñ d’ ar riblenn-straed all
tevel.
Aon,
aon da na ober ar pezh a zo d’ ober
aon a vezañ rediet.
Emgeitañ da dremen e-biou
sellout
na emellout
tremen hep
hep lavarout va soñj
hep komz ouzh un den
hep bezañ balc’h
pabor.
Mezevelliñ
ha daoust d’ ar rediezhoù
sevel ur vuhez evel ma tlefe bezañ
gortoz
gortoz ar re a oa prest da stummañ ar bed.
Deuet int
aet int,
bepred kaset gant froud an trec’h
faezhet
ha me digalon
dizesk
paour.
Paour ?
Pinvidik
pinvidik eus predoù burzhudus
ket ar re c’hoantaet
ket va huñvreoù
kalz burzhudusoc’h
dic’hortoz
tud e noazh o spioù
e tan kizidik o spered
saverion oberennoù digor
brokus o eskemmoù.
Petra vern e vefent aet d’ober o marc’had
gant diaoul ar pemdez
sklerijennet o deus ar bed
ar bed nesañ
an hini ma ferzhier holl
chanter an denelezh
ma talc’h an tan
an entan
betek leskiñ
betek ludu
ha mervel
dizesk
paour
den.