Kreizennañ an araezioù oberiañ, kenderc’hañ, kenwerzhañ, merañ, skoazellañ, yec’hed, kenskoazell, an holl oberezhioù-se a rae ar geoded, a zistruj an eskemmoù, ar c’henlabour, a oa keflusker an denelaat.
Kreizennañ a zistruj kement preder, labour, kenwerzh, gwazadur, a oa tost ouzh an dud, kement liamm gwerc’hek da sevel ar bed deiz ha deiz etre amezeion. Ober a ra eus ar broioù un dezerzh dizenel ma eskor enezennadoù strizh kavailhed ziene kendrec’het a vezañ an denion ganto an holl c’halloudoù.
Ober a ra eus ar re gozh tasmantoù didalvoud chouket e tiez arbennikaet ma n’o gweler ket mui, ma ne dalvezont da vann, ma vezont gweladennet evel loened en ur milva.
Re gozh e vev ar re-gozh. Spontañ a reont an dud korvoet a zo sunet o nerzh flamm evit anerioù n’ o deus ster nemet evit un nebeut tud distuz, dizenel hogen seven.
N’ eo ket mat evit ar buzadoù seurt aon. Ur skoilh d’an askoridigezh meur e vefe lezel seurt kozhidi e straedoù an embregerezh meur.
En hevelep doare eo tennet ar vugale vihan eus ar vuhez kevredigezhel, gronnet ivez e lec’hioù arbennikaet ma ne skoilhont ket kenderc’hañ o c’herent, e lec’hioù m’o stummer evel anzenion, evel loened kenderc’hañ diene, distuz, war batrom hon mistri cheuc’h emdennet a-us d’ar c’hrogad e kaerded disaotr un ifern yen aveet hi-tech.
Dispriziet eo bet al labour e gounid ur moneiz derc’hel, skeudenn deol un dornad begennoù kramennet disi, ganto ar pouez dik.
Ar re gozh a zo chomet denion daoust d’an dizenelaat reizhiadek a rank ober kilometradoù evit un tamm bara, hep kejañ den war o hent e dezerzhioù ar maezioù, e trepasoù ar gourannezadoù. Diaes dezho kavout ur mezeg tost, pe unan a-bell a vefe deuriet gant an den ez int.
Betek en o ziad e c’houzañvont un diouer a evezh a-berzh o re a zo dremmourion en arvest meur, aner, lu, er c’hoariva skeudoù kinklet mat a gas d’ an aberzh meur evit un Doue darvanel.
Ha n’ho pije ket c’hoant koll amzer, kemer amzer, postañ amzer, pleustriñ ur frapad denelezh, kuitaat an arvest da adkavout ho kenseurted, ho puhez ?
Bez eus tud amañ ? Hei ! Bez eus tud ?