an hini-gozh

an-hini-gozhPegen eürus eo an itron gozh.
Soñj zo deuet dezhi eus ar brezel. Bombezennoù war an Naoned, un heug.
N’ eo ket ar gaoz avat. Soñj zo deuet dezhi bezañ bet kaset war ar maez gant ar re yaouank all, e ti un eontr bennak.
Mignonezed deskardiñ dezhi a oa bet kaset ivez en ur gêriadenn nes, div c’hoar. Kavet o doa un ti dezho ma vevent a-gevret, pell diouzh ar re-gozh.
Plijus e oa bezañ un hanter dousennad a yaouankizoù. Ar c’hoar henañ a rene war labour ar re all, hag e wrient, hag e varvailhent. Nag e c’hoarzhent skañv, didrubuilh, diwidre, kement ha ken bihan hag he c’henderv a zisoñje da vont d’ e labour er parkeier.
– Sapre fumelennoù a fuc’he ar voereb.
D’ar sul e teue ar baotred un tammig koshoc’h chomet er gêr vras, breudeur, mignoned.
Ar fest e oa en dro d’ur friko bras aozet gant ar boued bet en eskemm d’ o labourioù gwrierezh.

Ur wech an amzer ez ae hec’h-unan war varc’h-houarn betek an Naoned. Tregont kilometrad a-dreuz d’ar maezioù. He berrloeroù gwenn a gorolle war an troadikelloù, he brozh ledan gwriet er sizhun a nije en-dro dezhi. Penn skañv ma oa. Vioù, amann ha bara gwenn fresk a gase ganti, en he c’haravelloù, d’ar c’herent chomet dindan arvar ar bombezennoù, ha bec’h d’ an archerion.

Fulor a zeu e mouezh an itron.
– Ar re-se a oa gwashoc’h eget ar voched. Kement tra o dije kemeret evito, da gorfata. Morse n’on bet tapet, dre chañs, peogwir e ‘m bije taolet kement a oa ganin war an hent da zistrujañ pep tra gant va daoudroad ha n’ o dije bet netra.

Plijadur, c’hoarioù, labour, karantezioù, mignoniezh, da viskoazh e oa bet kaer buhez an hini gozh hag e chomfe da viken.
Ur mousc’hoarzh en em zalc’he start e korn he lagad.
– Dal ! Kemer ar pakad gwestell evit da vab.

gwell e vefe

gwellSachañ, sachañ pep hini diouzh e du
nemet un devezh c’hoazh
dibal
dispi
nemet padout ur predig ouzhpenn
skrapañ digant un eil un tamm eus e vuhez
hiraat d’e c’houlaouenn
da c’houlaouiñ an un arvest
c’hoarzhin
debriñ
pellaat ar rediezhoù
terriñ nep reolenn
magañ an emdouell
kammzerc’hañ
gwallañ ar buhezadurioù
evit ar blijadur
evit ar boueta
evit tec’hout diouzh reuzioù ar galloud
galloud an dud dister a zalc’h en o daouarnioù pezh a chom eus hon buhezioù.

Mousc’hoarzhin
chom seven
dinac’h
babouzañ
tevel war ar mankoù
tec’hout en ur gredenn
en ur skeudenn gaer
en un arvest cheuc’h hag aner
ober van a grediñ e ouzomp
bac’het en hon distuzegezh klañvidik
kontammet gant ar re a ren war ar geoded
dall ha bouzar
o askre goullonderet a vezañ foranet ar sevenadur evit un nebeut pezhioù uzet
judazed hon bed lugernus
na ouzont nemet berniañ warnomp gloazioù
betek an hini diwezhañ-holl
a gaso hon denelezh d’ ar marv.

Paotr
hag e ouzout derc’hel dorn d’ar re-se
pa laerezh diganimp disterachoù hon tammig buhez ?

deuet eo an noz

deuet-eo-an-nozGor eo bet an endervezh dindan an heol splann
skuizhnez an noz
an izili o krenañ
mouezhioù an dud en-dro d’an daol
ar c’hizhier a ya
a zeu
o grougnal raouliet
iskis
pell
tu bennak e don an ti

boued war an daol
el liorzh
gwin fresk
an dodennoù a dro
saviad an dremmourion
al lezennoù frankizour
ar beveziñ a lazh an den ennomp

ni
azezet
sioul
fizius er pezh a chom ganimp
a-fet youl
a-fet c’hoant
lutigoù e-kreiz an noz
gouloù an dremmoù
un noz fresk a viz Mezheven
korfoù
kozh
dieub

gerioù
kompez
feuls
saourus
resis
koumoulek
kement a draoù boutin etrezomp

plijadur un devezh
a-gevret
e koroll ar yezhoù liesseurt
an eskemmoù
berr
saourus

kenavo ar bloaz a zeu.

brizhkredennoù

brizhkredennouUr beure bennak e oa aterset ur skrivagner er skingomz, un den priziet mat e skridoù emichañs, pe kenstriver ur priz bennak.
Komz a rae diwar-benn un tour-tan a oa meneget gantañ en e skrid marteze. Komz a rae eus an diri e spirale (troellenn) pa vije bet gortozet ar ger hélice (biñs) digant un den sañset bezañ arroutet war ar gerioù.
Mat, aze n’emañ ket ar gudenn, lakomp. Komzet en deus da heul eus superstitions (brizhkredennoù) ken kaer ha ken plijus an dud eeun…

Gwellout a ran aze un arvez eus emzalc’h an dud stuziet ouzh ar bobl dizesk.
Dindan ar ger-se an dud stuziet a renk handerc’hadoù al lennegezhioù pobl hag ar gravezioù pobl liessdoueek pe animegek. Ober a reont brizhkredennoù eus ar pezh a zo handerc’hañ ur stuzegezh arall. Tresañ a reont ar stuzegezh arall-se evel brizhstuzegezh, evel anistorek, troet war an unan ha n’eo ket war ar bed, troc’het diouzh an hollved. Distrujañ a reont oberennoù arzel, pe relijiel ar stuzegezh arall dre zianaout o savlec’hiadur er gevredigezh ma ‘z int eskoret.

Ha n’eo ket an dud-se, a gred n’eus nemet o sell a c’hell rentañ kont eus ar bed, a zo kouezhet er brizhkredennoù, a zo troc’het diouzh an hollved, divarrek da zegas d’ o heul ur bruzhunennig kened, da drehontiñ an enkadenn m’ emaint ? Marteze ne well an dud-se er bed nemet furmoù, traezennoù, kouezhet m’ emaint en trap astennet dezho gant brizhstuzegezh ar gevredigezh veveziñ ?

Ra gendalc’ho kanmeulourion vediaouek ar beveziñ gant o frezegennoù goullo ha kendalc’homp dister gant hon hent da sevel ur bed ma vo plas d’ an denion ha n’eo ket d’ o skeud.

War un arnod stenwezhañ graet gant enklaskerion er Vrier e derou ar bloavezhioù pemont e klever gwreg ar sorbiennour a lavar da dud Paris : C’hwi oar, ni a selaoue an istorioù-se hogen ne gredemp ket er pezh a oa e-barzh.
Emzalc’h an dud a zeue gant ur stuzegezh arall a redie an itron d’ en em zigareziñ, da glask displegañ diampart lec’h al lennegezh pobl en o stuzegezh o vont da get.