beurevezh

beurevezhUr beurevezh fresk mor, ur c’hafedi.
Urzhiet hon eus ur banne kafe. Al levrdier, ur boulom sioul, hegarat ha prederiet gant e labour. Emañ o paouez digeriñ e stal.
Da c’hortoz e trec’hfe war ar benveg kafe ez eomp da arvestiñ ouzh an diskouezadeg.
Tresañ, pastel, akrilik… Ar pastelennoù eo a zalc’h va selloù, a sip va freder.
Gwelet ‘m boa c’hoazh war gartennoù post al labour-se ha ne oan ket bet tizhet. Gant ment an taolennoù e c’hoari an danvez, al lusk e kenaozadur an tres hag al livioù a gav e voud.
Ur bed a c’han, gant tudennoù, plijadurioù, poanioù, meiz, leurennet gant un den e sell digor. Reiñ a ra d’an hini a sell muioc’h eget ar pezh a zo er skeudenn. Reiñ a ra dezhañ an tro da embregiñ e voud.
Penaos e teu ar besked da zebriñ an dud kement ha d’ o magañ, da zieubiñ ha bac’hañ o freder tro ha tro.
An toun a lonk al labourer hag al lonkadur-se a grou bed keit ma chom diseblant an tremeniad, arvester laouen, kofek sioul na wel ket ar pezh a c’hoari dirazañ.
Glas ar besked a zeu da aloubiñ an dachenn a-bezh, binvioù ha tud.

Distreiñ a reomp d’hon banne kafe.
Plijet bras eo va c’hendivizerez.

Ma, an tresadennoù, a zo muioc’h eget berrtresañ, eeunaet, frammet, a c’hallfe reiñ un danevellañ nerzhek ha pinvidik a lakfe al lusk hag an tudennoù da dremen eus un dresadenn d’egile. Ken pinvidik hag al livadurioù pastel e c’hallfe bezañ, o pinvidikaat hag o munudaouiñ an eztaol.

Diskouezadeg e Sant-Gwenole, librairie La Joie de Lire, 1añ – 31 gouere 2015

un taol lagad war labour Steven Maze

Evit ar c’heñver etre ar c’hartennoù hag al livadurioù eo c’hoarvezet ganin an hevelep tra gant Gauguin ha Le Douanier Rousseau. Plijus e oa bet din ar skeudennoù war ar boestoù gwastilli hag an deiziadurioù. Pa ‘m eus dizoloet al livadurioù en o mentoù gant o danvez eo bet mont evit gwir e-barzh bedoù ne ‘m boa ket soñjet e oa anezho.

Pa ‘z eus anv eus tresañ ha berrtresañ e venegin Mathurin Méheut, na anavezan ket kalz, ha Jules Gandjouan. O c’havout a ran pinvidik evit an doare ma vuhezont ar bed a zo dirak o selloù. N’int ket testoù eus ur furm a zo d’ ur mare hogen eus an tamm denelezh divent a eskor er pred. Zoken m’ en deus Grandjouan labouret a-zevri war aozioù micherourion derou an ugentvet kantved e ro kalz muioc’h eget an kez aozioù. Heñvel evit Méheut a ro d’ an hini a sell ouzh e labour kalz muioc’h eget «Breizh gwechall». Ouzhpennañ a reont d’ ar bed.

skrivagner, laer pe grouer ?

skrivagnerVictor Hugo zo ur savadur postek ha divrall evit ar re a oar diouzh al lennegezh.

E-pad ehanoù an hañv ez eus er skingomz skingasadennoù war e zivoud bep beure, hag a-wechoù eo hegasus ha pompadus.

Evidon a zo bet rediet evel an holl e Frañs da lenn un nebeut pajennadoù digantañ eo chomet en ur c’horn distro eus va spered unan eus ar skrivagnerion o deus roet eus an dud vihan un dezerc’had evit gweladennerion a-ziavaez o deus da c’houzout petra heverk zo da na c’hwitout er paour kaezh indianed-se.
Hag o deus skrivagnerion evel Zola ha Hugo kenderc’het daoust dezho seurt derc’had ?
Ar pezh a chom eus an dud vunut ned eo nemet dafar da sevel tudennoù a enkorf prederioù an aozerion.
Ned eo nemet ur rezhienn ouzhpenn eus derc’had an henvroidi er bed-mañ. An derc’had-se a zermen pep tra a-zivout an istud distuz, a-zivout pezh int sañset ober, ar pezh a soñjont hag o zrivliadoù.
Gwir eo evit an arz hag evit an armerzh hag ar politikerezh ivez.

Nep eztaol piaouel a-berzh ar ouezidi zo dispriziet, berzet, laeret. Ne c’hellont e nep doare lavarout o istor na sevel un istor. Diouzhtu ez eer dezho evel ouzh bugale a gelenner dezho treuziñ ar straed en doare nemetañ a zo d’ ober, sañset. O istor a vo livet gant tud estren d’ o buhezañ ha ne vint ket aotreet da reiñ o soñj war un oberenn re gemplezh evito dre anien.
Argaset eo bet seurt poblañs en anistor hag erlerc’hiet outi un handerc’had aet da werc’helezh.
Mat e vefe d’an aozerion en o brud kaout uvelded da emouezañ ouzh bevennoù o handerc’had.

E Breizh hon eus bet ar chañs da gaout e Roparz Hemon ur skrivagner diles a zigoras d’ ar bed ur vaezienn nevez, gallusted un azginivelezh. Siwazh n’ eo ket bet ganet gant e lennegezh ur bed nevez. Un dargouezh ret e oa hogen n’eo ket spirus avat.
En e handerc’hadoù e oa aes kavout an darempredoù etre an holl dud a ampar ur boblañs, en o zouez ar skrivagner e zislavaroù arvarus. Ar bodad tud a ampare stroll kenlabourerion ar prantad-se a oa ledanoc’h o eskemmoù hag o frederioù eget al lennegezh, pe ar yezh. Alese eo pinvidik a-walc’h o zudennoù da ezteurel soutilderioù dislavaroù ar skrivagner a zo den ur gevredigezh ha den an hollved. Techet eo avat da dec’hout en e labour hiniennel, d’ em em repuiñ el lodennig denelezh pleustret gantañ pa c’hoarvez d’an traoù bezañ tenn.

Hag e vo tud evit merzout seurt pinvidigezh, seurt digor war ar bed ?

Al lennegezh a-vremañ e Breizh a hañval strishaat da galvezerezh ha diduamant o pellaat diouzh ar vuhez. Ma eskoras er goudebrezel ha betek ar bloavezhioù 70 roudoù ur stuzegezh orinel a denne e sapr eus burzhudoù an etrebrezel, ez hañval bezañ aet da get evit ar pred, beuzet ma ‘z hañval bezañ poblañs Vreizh er stuzegezh arallekaus hollc’halloudek a ren war ar bed.

Hag e c’hellomp amparañ amveziadoù ur burzhud all ?

Je fais des vers sans en avoir l’air comme Victor Hugo assis sur son pot a lavare rimadellig va bugaleaj. Soutilderioù a rez al letonenn…

e kreiz an noz

e-kreiz-an-nozKollet
e-kreiz an noz
an noz o tibunañ a bep tu
disontadus
anrakweladus e vevenn
steuziet eo ar bed
steuziet an holl dud.
Nijadenn en deñvalijenn
danvez flour
gwele divent.
Fraoñvadeg mouget ar c’heflusker
chouradenn an avel
war ar c’harr a ya diharz
abaoe pegoulz
da belec’h ?
Dibouez eo
disoñjet eo kement a zo tremenet
distremenet.
Ar skingomz a gas diastal e sonerezh.
Ar skuizhnez a zistumm an egor
a deuz an amzer
a ziverk kement n’eo ket ar pred.
Roudi
eur mesedj tou iou Roudi…
Netra splannoc’h
netra kaeroc’h
eget tarzh an notennoù-se
e kreiz an noz
e-kreiz neblec’h.

trugarekadenn

trugarekadennNa blijadurus eo gwelout
ar re se a zo e pep lec’h
a gomz diouzh ar beure er skingomz
a emziskouez da noz war ar skrammoù
a skriv a vil vern levrioù
a leugn ar c’helaouennoù
gant o gerioù dibabet ken mat
na begen kaer ez int
mousc’hoarzhus
kentelius
speredek
ken pinvidik o c’haozioù
nag a amzer a foranont evidomp
da ziskouez dimp pezh a z0 dleet dezho
int hag a boagn
int hag a labour noz ha deiz
int a zo gouleier hon buhezioù dister
kinkladurioù hon dremmwelioù stouv
ma Doue
pegen disammet on
pa soñjan e prederiont e ‘m lec’h
da bep eilenn
e pep pred
e reont evidon pezh on divarrek d’ober
ganet ma’ z on er fank
skoliataet gant ur bagad mibion gouerion ha micherourion
trugarez vras deoc’h c’hwi holl
ra gendalc’hot da vevañ e’ m lec’h
betek ma vin er bez
ma c’hallo an dud lavarout
diwar va fenn
nag ur vuhez kaer
o deus bevet evitañ.

pevar soner

pevar-sonerAn dud a ya hag a zeu en ti kozh e liorzh plijus kempennet gant tud a vremañ.
Plijus bras eo degemer an ostizion.
Emvodañ a reomp er sal. Ar sonerion a zeu, daou, tri, pevar.
An daou rebed a grog gant ar sonerezh, neuze ar gadulka a zo ur rebed bulgariat, ha da echuiñ ar bouzouki.

Ya, a lavarot, netra dreistordinal.
N’on ket ali ganeoc’h, evidon eo bet ur burzhud en em gavout aze, gant binvioù eeun, noazh, ha sonerion ken plijet gant o sonerezh, ken brokus.
Burzhudus eo bet an trivliadoù liesseurt, livioù eston ar sonerezh hag ar mouezhioù, an istorioù pemdeziek, eeun, nesaek, kanet ha sonet dimp an nozvezh-se, e kreiz ur gêriadennig kollet war maezioù Naoned.
Dre ar bed a-bezh hon eus baleet gant sonerezhioù ha kanaouennoù bev buhezek stuzegezhioù pobl ar Stadoù-Unanet, Iwerzhon pe ar Reter Nesañ, derc’hennañ bev ar bed-se a zo hon hini, hini an denion o istorioù, o eztaol diles.
Ne oa ket lec’h da vamañ hogen da c’hoarzhin, leñvañ, dañsal, kanañ, perzhiañ e plijadurioù ha poanioù an denion ha tañva d’ an eurvad ez eo bezañ den.
Deuet e oa ar sonerion da rannañ ganimp pegen laouen e oant, pegen trist ivez, pegen kenedus e oa an dud o doa kejet dre bed e kig hag eskern pe e kanaouennoù ha sonerezh, pegen bras e oa o spi, pegen ledan an dremmwel a ginnigent dimp, anvevenn, un dachenn ec’hon ma c’hellemp embregañ hon denelezh da bep gwech glan.
Ur burzhud eo lakaat da vevañ ar sonerezh e giz-se, da lakaat da vev ar stuzegezh en ganas, hini an dud dister hag eeun en o c’hened, ha ramzel dre hollveziadelezh o eztaol ha mestroniezh o binvioù.

Hetomp e ouezo ar re-se c’hoazh ha c’hoazh derc’hel bev hon denelezh ha hon lakaat da engehentañ ar vuhez d’ hon tro.

Margaux Liénard ha Frédérik Bouley, Pevarad
Margaux Liénard : rebed
Frédérik Bouley : rebed
Pauline Willerval : gadulka, gourrebed, kanañ
Julien Biget : bouzouki, kanañ

Ar skeudenn zo bet amprestet da load ar stroll. Un alberz eus o labour a gavot ivez war al load-se : http://fiddling.wix.com/quartet