diarvar

diarvarLavar da soñj
hag e savo unan bennak e vouezh.
Eñ o krediñ bezañ taget.
Ne oa nemet c’hwezhañ war lusenn ar skeudoù
war glask d’ ur gouloù splannoc’h.
C’hwitet.
Penaos e vije bet en arvar an den-se avat
ken fetis ar c’hreñvlec’h savet gant pep hini
da ziwall e dachenn.

Iskis eo an den
a asant d’ ar sotonioù gwashañ
a zegemer divezh da arvest ar vuhez prevez
ha na chom kizidik
nemet ouzh ar maen santel
prizius
diresis, difetis
diarvar ha diflach
miret pizh en e greiz.

Ar marv nemetken zo sonn
bresk eo ar peurrest.
Safar pinvidik ha berrbad
estlammus
arvarus
mat da ergerzhout
a viskoazh da viken
da vezañ profet
hep keal a berc’hentiezh
a beurbadelezh.

Diarvar ha spont an hinienn zo aner
n’ eus harzoù ebet d’ ar bed.

keneil

keneilBrav ar gêriadenn
uvel
boutin
koantik e-mesk an torgennoù.
Eus ar vered e par ar selloù
war ar vro tro-war-dro.
Ur misi bezañ aze
e freskijenn ar beure.

Ar bezioù zo renket mat
unan, ur pallennad bleunioù
sec’het gant ar pevar avel
dindan an heol
en e blas
e-kreiz ar re all
zo sioul
a-dal d’ ar vro
a-dal d’ ar bed.

Ouzh e gichen Marseille
Marsilha
dargouezh heoliek.

Dre e soñj en deus paotr ar preti
pourvezet boued ha died
ouzh an daol vras
d’ an toullad tud a oa deuet
da gas an den dindan ar bleunioù.
Hag en deus graet ?
Touiñ a rafe
ken sur ha pitilh eo gant Breizh.

Petra vern
evit ar pred
postek eo ar sandwich
dereat ar gwin ruz.
Er sal vihan
e ra micherourion
un troc’h saourus ha skañv
e dirollerezh ar bed.

Deuet oan
da weladenniñ unan
skoulmet aze
daou benn e vuhez.
Dargouezh.

Aet eo gant an den
sevenet e vuhez
deberzh e brederouriezh
digor bras war ar bed.

gouleier

gouleierAr gouleier a darzh, ar gouleier a varv
miliadoù, milionoù
adal tarzh an denelezh
e vezont dre ar bed
gwan, splann
kened an dremmoù
blivded ar spered
frealz an ene marnaoniet
skoazell ar paour kaezh den
andon ar gened
mel d’ ar galon aonik
e varvont
e c’hanont a-nevez.

an den e-kreiz ar straed

an-den-e-kreiz-ar-straedPiv an den-se e-kreiz ar straed ?
A belec’h e teu ?
Petra a ra amañ ?
Evel dekmiliadoù all en deus tec’het e vro. Evel dekmiliadoù all e teu da glask amañ ur Stad da reiñ tro dezhañ da embreger e zenelezh, da gaout gwerinelezh an dud stuziet.
Ne ra nemet heuliañ kas al loen den, e lanv.
Aloubet eo bet an douar gant bagadoù ar C’hornog a vanne uhel dirazo ar groaz pe vanniel ar frankiz. Korvoet o deus kement a c’helle kreskiñ war an douaroù aloubet, pinvidigezhioù o c’hondon, hag o fobladoù ivez. Bevezet ha distrujet, dilec’hiet ha destuziet, setu pezh o deus graet dalc’herion ar Stuzegezh Kornogat en ur morloc’h bras da sevel ur bed lakaet da skouer nemetañ d’ an denelezh.
Dindan banniel ar marc’hadourezh e kendalc’h an aloubadeg o tistrujañ stuzegezhioù, kevredigezhioù, frammoù politikel diles, dre ar bennaenn ne c’hell chom nemet ur speredegezh d’ an denelezh evit eurvad an holl.
Eus ar bed distrujet e teu an tre davit ar patrom nemetañ. Al lusk n’eo ket frouezh un dezrann eus saviad ar bed. En ur stad fall emañ an denelezh. Bevedel eo al lusk, alvezel.
Dont a ra an dud laeret, preizhet, distrujet, davit an teñzor o lugerniñ war skrammoù ar skinwel, teñzor brezel a zo frouezh distruj o bedoù, a zo pinvidigezhioù an denelezh gwallet bet berniet e grignolioù ar c’hornog kozh, an impalaeriezh-se kabac’h ha dister hogen c’hwezhet, o paboriñ war ul leurenn e korn tachenn foar ar beveziñ dezerc’het gantañ ar baradoz war an douar, gant kinkladurioù kartoñs livet ha dremmourion dister.
Paourat arvest profet d’ar yoc’hoù.
Ne gavo netra an dud-se du-mañ.
Hiniennoù anezho o devo ul lec »h, ur gourc’hwel, ur rann er c’hoari dispredet kazel-ha-kazel gant hon bihanvourc’hizion war o dalaroù. Ar re all a yelo da greskiñ ar chatal lec’hel sioul ha seven, sklaved an ti.
Un dra o deus c’hoazh, elfennoù eus ar pezh a oa ur stuzegezh bev, pa n’o deus mui sklaved kozh an ti nemet emzalc’hioù emgefreek goullo ar sklaved aet e belbi dre forzh en em livañ gant avel.
Aon ‘m eus paotr ar straed ez eo leurennet a-bell dizenelaat da re e dirollerezh arvest meur hon mistri bras.

ostiz an douar

ostiz-an-douarAr skiantoù, ar savelennoù a reer anv anezho, ne dalvezont nemet da studiañ an alvez a vezomp lod anezhañ.
Mar klasker enno kantreizhañ ar pezh ez omp, ar pezh a reomp, emeur en arvar da dremen e-par ar gealiadurezh.
Evit pep elfenn, evit pep degouezh, ez eus gallusterioù diniver.
Pa reer eus an den an estlammusat tra a zo war an tamm douar-mañ emeur e-par ar gealiadurezh.
Pa soñjer e c’hell an den kaout ul levezon ergorel, poellek, war emdroadur an tamm douar-mañ e konter un istor. An den zo barrek da zegas nevezinti er bed, hogen ne vestroni nag ar pezh a zegas, nag an heuliadoù a vo d’ e zegasadenn pa vefe eskoret eus labour e spered pe eus labour e zaouarn.
An den a zlefe da gentañ bezañ barrek da gaout ul levezon war e zenelezh el lec’h m’ en em gav.
A hent all e chom e dalc’h an dargouezhioù a ren war e vuhez, e veved hag e alvez. En holl dachennoù-se emañ evel ar plant pe al loened e-dalc’h gallusterioù diniver na anavez nemet un darn anezho. An dibab a ray a vo dall ha bevennet.
Ret eo bezañ barrek da berzhiañ er pezh a zo nes evit kaout ur chañs da levezonañ ar pezh a zo pell. Nesoc’h ha bevennetoc’h an dachenn ma emell, aesoc’h adtapout ar fazioù ha pellaat diouzh an hentoù bac’h.
Lod brasañ al labourioù devoudus kaset da benn e-ser an denelezh zo bet emichañs dedaoladoù dargouezhel eus obererezhioù na glaskent nemet un diskoulm hiniennel da gudennoù a oa klasket o fellaat da c’hounit un tamm sioulder ha kletadurezh.
Pezh a c’hell an den n’eo ket diorren e zenelezh pe kas e zenelezh e penn ur pikern eus ar boud hogen gwellaat e zenelezh da gaeraat ar beved hag an alvez.
Evel kement tra o hentiñ an douar e klask an den padout, hag evel kement tra war an douar e c’hell emouezañ ouzh e zibaboù. Hag e c’hell ar plant hag al loened sellout pelloc’h eget ar pred ? Ya, sur a-walc’h e c’hell ur blantenn pe ul loen ober un dibab a sell ouzh e zazont. Diforc’h eo spesad an den evel ma ‘z eo diforc’h an holl spesadoù kenetrezo. Evel al loened pe ar plant e c’hell an den ober dibaboù a vo drastus evit dazont e spesad. Hag e vo drastus evit dazont an douar pe an hollved ? N’eus ket tu da c’houzout daoust d’ an holl skiantoù ha binvioù savet da jediñ, da vuzuliañ, da lakaat e stumm stadegennoù pezh a zo ken pinvidik ma ne c’hell an urzhiataer postekañ, ar skiantoù diorreetañ nemet lakaat ur pik goulenn war an afer.
Marteze eo talvoudus din plediñ gant sitrouilhez, o lakaat da c’hoari gant ur vogerig kozh, arvestiñ ouzh o c’hadouriezh, emellout en o ebatoù, hag en diwezh o dasparzhañ etre izili an tiegezh da vezañ debret, hep bezañ komprenet kalz a draoù.
Gwir e plijfe din kenlabourat gant tud a gavan deurus o labour. Ret e vefe neuze bezañ denion, tud barrek da vont en tu all da gealiadurezhioù, kozh Noe a-wechoù, a strishañ al labour da albac’hennoù hiniennoù mav un tamm anezho a vir ouzh o labour a vezañ kenedus ha pinvidik.

Boas e oan da lavarout : pa oan yaouank e vezen kozh. Evit gwir e oa va frederioù bugel troet davit an denelezh. Ne raen ket nemet c’hoari. Prederiañ a raen war amplegadoù ar c’hoari ivez.
Hiziv e welan reoù yaouank a zo kozh. O c’hozhni avat zo eus ur seurt all. Ne brederiont ket. Kemer a reont da stur an hent treset dezho gant ur stuzegezh uzet a ra anezho bevezerion kealiadurezhioù distremenet. N’o deus c’hoarioù ebet, ne eskor ket c’hoarioù eus o buhezadur ha ne eskor ket preder eus o c’hoarioù. Jentil eo an holl dud-se, plijus, stuziet un tamm, hogen aon a reont din pa ne hañvalont din kaout dazont ebet. Kilañ a reont rak an dargouezh. Sur int eus ar framm a dalvez da reizhañ o buhezioù zoken pa gredont a-wechoù bezañ ur gourzhframm. Nep goulenn zo evito un arvar dic’houzañvadus. Barregezhioù souezhus ar stuzegezh veveziñ a vevez an dud a-raok m’o dije amzer da eginañ o denelezh. Aloubet int gant ur reñverad stlennadoù diezhomm a sun o barregezhioù da embregañ an dargouezh.
Dre chañs e chom ar miliadoù a c’hallusterioù diarver hag an dargouezh ne c’hell nemet gwariañ ar mekanik ha reiñ un digor d’ hon denelezh hep gouzout dimp.