ostiz an douar

ostiz-an-douarAr skiantoù, ar savelennoù a reer anv anezho, ne dalvezont nemet da studiañ an alvez a vezomp lod anezhañ.
Mar klasker enno kantreizhañ ar pezh ez omp, ar pezh a reomp, emeur en arvar da dremen e-par ar gealiadurezh.
Evit pep elfenn, evit pep degouezh, ez eus gallusterioù diniver.
Pa reer eus an den an estlammusat tra a zo war an tamm douar-mañ emeur e-par ar gealiadurezh.
Pa soñjer e c’hell an den kaout ul levezon ergorel, poellek, war emdroadur an tamm douar-mañ e konter un istor. An den zo barrek da zegas nevezinti er bed, hogen ne vestroni nag ar pezh a zegas, nag an heuliadoù a vo d’ e zegasadenn pa vefe eskoret eus labour e spered pe eus labour e zaouarn.
An den a zlefe da gentañ bezañ barrek da gaout ul levezon war e zenelezh el lec’h m’ en em gav.
A hent all e chom e dalc’h an dargouezhioù a ren war e vuhez, e veved hag e alvez. En holl dachennoù-se emañ evel ar plant pe al loened e-dalc’h gallusterioù diniver na anavez nemet un darn anezho. An dibab a ray a vo dall ha bevennet.
Ret eo bezañ barrek da berzhiañ er pezh a zo nes evit kaout ur chañs da levezonañ ar pezh a zo pell. Nesoc’h ha bevennetoc’h an dachenn ma emell, aesoc’h adtapout ar fazioù ha pellaat diouzh an hentoù bac’h.
Lod brasañ al labourioù devoudus kaset da benn e-ser an denelezh zo bet emichañs dedaoladoù dargouezhel eus obererezhioù na glaskent nemet un diskoulm hiniennel da gudennoù a oa klasket o fellaat da c’hounit un tamm sioulder ha kletadurezh.
Pezh a c’hell an den n’eo ket diorren e zenelezh pe kas e zenelezh e penn ur pikern eus ar boud hogen gwellaat e zenelezh da gaeraat ar beved hag an alvez.
Evel kement tra o hentiñ an douar e klask an den padout, hag evel kement tra war an douar e c’hell emouezañ ouzh e zibaboù. Hag e c’hell ar plant hag al loened sellout pelloc’h eget ar pred ? Ya, sur a-walc’h e c’hell ur blantenn pe ul loen ober un dibab a sell ouzh e zazont. Diforc’h eo spesad an den evel ma ‘z eo diforc’h an holl spesadoù kenetrezo. Evel al loened pe ar plant e c’hell an den ober dibaboù a vo drastus evit dazont e spesad. Hag e vo drastus evit dazont an douar pe an hollved ? N’eus ket tu da c’houzout daoust d’ an holl skiantoù ha binvioù savet da jediñ, da vuzuliañ, da lakaat e stumm stadegennoù pezh a zo ken pinvidik ma ne c’hell an urzhiataer postekañ, ar skiantoù diorreetañ nemet lakaat ur pik goulenn war an afer.
Marteze eo talvoudus din plediñ gant sitrouilhez, o lakaat da c’hoari gant ur vogerig kozh, arvestiñ ouzh o c’hadouriezh, emellout en o ebatoù, hag en diwezh o dasparzhañ etre izili an tiegezh da vezañ debret, hep bezañ komprenet kalz a draoù.
Gwir e plijfe din kenlabourat gant tud a gavan deurus o labour. Ret e vefe neuze bezañ denion, tud barrek da vont en tu all da gealiadurezhioù, kozh Noe a-wechoù, a strishañ al labour da albac’hennoù hiniennoù mav un tamm anezho a vir ouzh o labour a vezañ kenedus ha pinvidik.

Boas e oan da lavarout : pa oan yaouank e vezen kozh. Evit gwir e oa va frederioù bugel troet davit an denelezh. Ne raen ket nemet c’hoari. Prederiañ a raen war amplegadoù ar c’hoari ivez.
Hiziv e welan reoù yaouank a zo kozh. O c’hozhni avat zo eus ur seurt all. Ne brederiont ket. Kemer a reont da stur an hent treset dezho gant ur stuzegezh uzet a ra anezho bevezerion kealiadurezhioù distremenet. N’o deus c’hoarioù ebet, ne eskor ket c’hoarioù eus o buhezadur ha ne eskor ket preder eus o c’hoarioù. Jentil eo an holl dud-se, plijus, stuziet un tamm, hogen aon a reont din pa ne hañvalont din kaout dazont ebet. Kilañ a reont rak an dargouezh. Sur int eus ar framm a dalvez da reizhañ o buhezioù zoken pa gredont a-wechoù bezañ ur gourzhframm. Nep goulenn zo evito un arvar dic’houzañvadus. Barregezhioù souezhus ar stuzegezh veveziñ a vevez an dud a-raok m’o dije amzer da eginañ o denelezh. Aloubet int gant ur reñverad stlennadoù diezhomm a sun o barregezhioù da embregañ an dargouezh.
Dre chañs e chom ar miliadoù a c’hallusterioù diarver hag an dargouezh ne c’hell nemet gwariañ ar mekanik ha reiñ un digor d’ hon denelezh hep gouzout dimp.