Setu, erc’h a zo bet evit ar wech kentañ war diriad divent Kiruna. E gouloù glas tarzh an deiz e splann an erc’h gwenn kan. Latarennoù a landreant en traoniennoù war dorr ar menezioù. An tiez o deus gwisket o zogoù flour. War steuz ez a al linennoù.
Emeur etre hañv ha goañv. Tostaat a ra noz divent an Norzh keit ma splann amañ tan an delioù aour, ruz, hag orañjez.
Archives mensuelles : novembre 2015
ar soner
E-kreiz ar sal emañ, azezet war ur gador vihan e vinioù ilin gantañ.
Ar bar zo war e du dehou ilinet outañ un dek den bennak pep hini e vanne bier.
Paotr an davarn a ya hag a zeu, bier, bara keuz ha kilhevardon a zasparzh.
Ouzh an taolioù bihan un hanter dousennad a dud, paotred ha merc’hed, zo staliet.
Paotred ar bar a gomz kreñv.
En tu all d’ ar prenestrer e weler un nebeut ostiziaded war ar straed, o gwerennad ouzh un dorn hag o sigaretenn ouzh an dorn all.
Ur son hiraezhus a zeu eus ar benveg, gorrek, hir, sioul, don. Ar soner a sell ouzh un dra diwelus war al leur, hanter hent etrezañ hag an nor. Emañ o vale gant ul lanneg divent a valir a-us da islonk ar mor. Lusenn a douell ar selloù. A-bell e teu mouezhioù, diveget, mouget gant al latar.
Steuziet eo ar bistro ha paotred o bier, an taoliadoù n’ int mui nemet skeudoù war ar mor.
Ur mousc’hoarzh a egin war vuzelloù ar soner. Sioul-sioul, a-unan gant ar sonerezh, en em led war e zremm a-vec’h stouet, dre e gorf o seniñ, e vizied, e ilin, ha d’ an dud a sell outañ hep e welout. Emaint war al lanneg, e-kreiz neblec’h, seder, hirnez ha koanag.
Maezioù Châteaubriant a dec’h rak gouleier ar c’harr, Iwerzhon n’eo nemet un huñvre kuñv war hon lerc’h gant lez Loeiz pevarzek ma labour ur bagad dañserion war letonennoù Versailles.
Notennoù sioul hag heson ar benveg zo ganimp c’hoazh.
an dud jentil
An dud jentil a zibun o soñjoù ha trivliadoù war a bep seurt traoù, fier gant o zamm brezhoneg, eürus mar bez, na zezrannañ dreist-holl, na glask pelloc’h eget ar golo, ha na gemm o brezhoneg mesket gant gerioù galleg, fazioù pennoù skañv, kavadennoù yaouankizoù a zistruj labour o diaraogerion dre ober o marc’had er yezh arnevez hep mont pelloc’h eget ur beveziñ, heñvel ouzh ar varc’hadourion sorbiennoù a ra gant ar sorbiennoù evel ma vefent seier goullo mat d’ober o marc’had.
Ne ra forzh evit seurt tud, pa n’ eus evito aozer ebet d’ar yezh pe d’an oberennoù pobl e c’hellont anat ober ar pezh a blij ganto…
Na begen gwan eo ar vro-mañ, na begen sot nay an dud a gred ez eo ar yezh pe an oberennoù pobl marc’hadourezhioù da veveziñ ganet diwar netra war loueoù o gourstalioù.
Ne ouzont ket petra eo al labour, petra eo buhez ar gerioù pe ar sorbiennoù, petra eo ar vuhez, an istor, krediñ a reont d’ar belbiachoù ragachet gant azened gopret da valañ sotonioù evit mad ur Stad na dalvez nemet da wareziñ stuzegezh ar marv.
Na vantrus eo o bed koant ha jentil. Jentil ? Kriz a zlefen lavarout.
Evit ar re-se kement hini a sav goulennoù zo mat da deurel d’ar blotoù, ken pell eo o buhez diouzh ar bed, diouzh ar gened, diouzh un hent rezidek.
Mervel a raint eürus ha mav un tamm anezho a vezañ bet gwastadourion ar goullo distrujus, an hini na gas nemet d’ ar goullo.
Dianav eo dezho goullo krouus ergerzherion ar re a ya war harzoù an denelezh, el lec’h ma sav pep eilenn heol ar vuhez.
Hag ez eus c’hoazh eus ar re-se ?
Ne vern, arvestomp ouzh an dud jentil.
Na c’hwek eo o bed.
lazhdi
Hag an dud o deus kuitaet Europa evit mont da aloubiñ an douar a-bezh a glaske mont e darempred gant pobladoù all, degas dezho brokus ar pep kaerañ eus an denelezh ha degemer diganto ar pep kaerañ eus an denelezh ivez, gant ar c’hoant pinvidikaat ar sevenadur ha ledanaat brokus dremmwel an denelezh ?
Kement-se e ‘m eus kredet pa oan yaouank.
Aet int da rastellat war an douar danvez da greskiñ o finvidigezh, galloud o Stadoù.
Aet int gant armoù en anv o roue, da glask aour, marc’hadourezhioù nevez, da ledañ kealiadurezhioù strizh hag ur stuzegezh a lakaent d’ an hini nemetañ er bed.
Ledet o deus war an douar ur roued skrijus a varv da vagañ buzadoù diroll. Distrujet o deus pobladoù a-bezh, stuzegezhioù.
O antifonenn a oa e varve ar stuzegezhioù hag an dud dre youl an natur. Ne oant ket atebek. Heuliad naturel sioù naturel an henvroidi e oa ! Amparet e oa ar pobladoù-se gant tud distuz, gouez, loened.
Abaoe kantvedoù e kresk an euzhvil. Ober a ra eus an dud miled gouezh, o merañ evel chatal, evel ar bern teil a gresk diwar regenderc’hañ e gounid un nebeut hiniennoù dilennet war glask d’ ur galloud divent, d’ ar blijadur da zivizout marv pe vuhez, piv zo den ha piv n’ eo ket.
N ‘en em veizont ket evel tud dilennet gant Doue nemetken, evel doueed ne lavaran ket.
Krennit ha pedit hag o lezit da verañ ar bed evidoc’h, sed o c’hoant.
Pellaet eo tamm ha tamm brokusted an denelezh gant seurt marc’hadourion kealiadurezhioù hag armoù, armoù o c’healiadurezh ha kealiadurezh o armoù. Kenderc’het o deus lakizion heñvel poch outo ha kenderc’het dezho ar binvioù da genderc’hel gant an oberenn varvus.
Abaoe kantvedoù o deus ergerzhet ar bed da ziverkañ kement roud eus ar pezh a c’hallfe reiñ d’ar poblañsoù araezioù da stagañ gant o rezid.
An euzhtud, istud divuhez, spesoù, a weler hiziv o kas ar marv, o lakaat termen da vuhezioù prizius, n’int ket frouezh an natur, frouezh o natur. Frouezh ur stuzegezh diroll int, frouezh distruj reizhiadek eus ar perzhioù denel dre ar yoc’hekaat, a zo dibolitikaat, distuziañ, dizenekaat.
Foranet eo bet amzer ha labour da c’houllonderiñ an dud d’ o leuniañ gant marc’hadourezhioù diezhomm e-lec’h ren un oberenn sevenadur, kened, krouiñ. Goullo an dud e c’hellont bezañ leuniet gant forzh petra siwazh. Aesoc’h a se genel ur spontelour, neuze dek, kant, mil, hag ar stuzegezh ne oar nemet respont dre vombezennoù, distruj, pa ne oar ket mui sevel.
Gwelit hiziv dalc’herion ur stuzegezh klañv o c’hourdrouz war gwagennoù ar skingasadennoù, dre hanterouriezh o c’hazetennerion, o keuziañ d’ an dud skrapet o buhez dre sotoni, pizoni, dizenelezh, ar re-se end-eeun a ren war ar bed.
Ur bed a chom da sevel na vo savet nemet mar soliomp war ar c’haerañ a zo gant pep-hini, zoken mar bez bihan. Poent eo treiñ kein d’ar re a fell dezho hon lakaat d’en em zistrujañ. Denion omp, daoust d’hon denelezh drastet adal kantvedoù.
Hag e vimp paket c’hoazh gant tunioù ar re a laer hon buhezioù ? Ha n’eo ket a-walc’h ar milionoù a vuhezioù distrujet, ar steudadoù kelanoù pemdeziek ledet dre an douar, heñvel ouzh steudadoù kirri hentoù ar beveziñ, sinadur gwadek ur stuzegezh amoet ?
Trugarez vras d’an hini a skriv emañ o keuziañ d’ ar pezh a c’hoarvez e Frañs. Mantrus eo koll buhezioù, an hini disterañ a c’hell bezañ andon pinvidik d’ an denelezh.
Trugarez d’ an hini a leñv hiziv, hogen bemdez e tlefe leñvañ, keuziañ d’ an oberoù a ziskar bemdez miliadoù a vuhezioù prizius, a zistruj an dud zoken en o bev.
Kaset e vin da strakañ brulu anat. Kenderc’hel a rin da zegas un tamm kened dister, un tamm brokusted, un tamm denelezh. N’ in ket da leñvañ gant leñverion ar Sul, buhezioù zo da saveteiñ.
O stuzegezh
Prientiñ an te
Staliañ an daol evit pred kentañ an devezh
Enredañ ar skingomz
Tufañ a ra ar benveg
Dislonkañ
Pezh a zo da c’houzout
Feulster
Aon
Avi
Dismegañs
Fent ponner
A-zivout pep tra
A-zivout pep den
Mouezh ar vistri
Dezerc’het gant furlukined
danzeet evit labaned
Bemdez
Beure mat
Soñjal pezh a zo da soñjal
Ober pezh a zo d’ober
Bezañ un den mat
Pep tra renket mat
Evidon
Ur misi
En ur bed ken lous
E ‘m bo al lod sukret
An tamm kaotigell
E korn ar jelkennad bara kaoc’h
Debriñ
Ha serriñ va beg
Ha dreist holl
Dreist holl
Na soñjal