Perak skrivañ un dra bennak a-zivout un danvez bennak mar ouzer en a-raok petra vo lavaret ?
Deuet on a-benn da sellout ouzh ar film Amerikan Sniper.
Brav ‘m eus kavet ar film. Danvez zo e-barzh. Hañval a ra din reiñ un alberz eus amjestregezh un den a ven bezañ brokus pa chom pizh evit gwir.
Un den a ven gwareziñ e vro hag a ya d’ ur vro all da zistrujañ an Droug.
Petra a gav, tud a glask gwareziñ o bro, o ziegezhioù ? Ouzh ur sniper amerikan e respont ur sniper lec’hel. Ouzh tud lazhet er Stadoù Unanet e respont tud lazhet en Irak.
An darn vrasañ eus an dud-se na felle dezho nemet bevañ sioul, e peoc’h, zo lazhet en anv kealiadoù a anad din bezañ difetis, dispredet, lu.
Penaos e teu un den da vezañ ur muntrer evit e vro ? Distrujañ ur vuhez n’eo ket un dra dister. Perak mont ken pell da wareziñ soudarded ar Stadoù Unanet a aloub ur vro na ouzont tra eus ar gevredigezh a lazhont hec’h izili ?
Hag e laka ar paotr e varregezh chaseour e servij ur finvez brokus, pe hag eo deuet da vezañ ur ardivink lazhañ ?
Lavarout a ra mirout buhez soudarded al luoz amerikan, pe buhezioù an tiegezhioù er Stadoù Unanet, ha koulskoude e weler penaos evit veñjiñ marv un den e laka un niver mat a soudarded amerikan da goll o buhez, ha penaos e tegas ar marv en un tiegezh lec’hel da glask kavout e gevezer sniper eus an tu enep.
Bezañ ki ar mesaer pe dañvad a glever gant e dad ? Un doare spontus eo da sellout ouzh an denelezh.
Daoust d’ e uhelvennadoù e teu bepred un hinienn digenvez da lazhañ evitañ e-unan, evit e vignoned nesañ, evit e damm eurvad, hep derc’hel kont eus an dud a vo lazhet en abeg d’ un emzalc’h ken pizh, ken paour, zoken mar embanne difenn e diegezh, e vroad.
Pell e vezer neuze eus un den stuziet, politikaet, atebek war e lec’h en ur gevredigezh.
Kement-se a ro da brederiañ war al lec’h a oa hini an dudenn er gevredigezh amerikan ha war stad ar gevredigezh amerikan hag hon stuzegezhioù.
Pa welan an ambrougadeg a zo graet da gelan ar sniper, al lid ramzel ma hej an dud o bannieloù e soñjan ez eo evit argas pell diouto o aon rak ar vuhez, rak darvoudoù kriz, e welan ur stoliadur, ur pedennoù, un droveni graet gant tud n’ o deus krap ebet war o buhez e diouer ur politikaat bennak, ur skiant voutin izekañ, e diouer un tamm denelezh. Soñjal a ran er bannieloù triliv a zo gourc’hemennet d’an dud hejañ e Frañs en amzerioù-mañ, pe er vreizhkarourion o hejañ o bannieloù gwenn-ha-du e diouer un egin a emsavelezh, e diouer ur c’hoant da sevel ur bed.
Kement-se zo er film ha kalz muioc’h.
En tu all d’ar brezel, d’ ar feulster, e sav ar goulenn war emzalc’hioù ledetañ ar stuzegezh ma vevomp. Na welout pelloc’h eget e damm buhez, e damm greun. Mirout ! Emzalc’h loenel mar bez.
Daoust d’ ur saviad ken mantrus e chomer bepred un danvez den, ur skor d’ un ober rezidek.
Tudenn ar wreg zo un diskan da hini ar paotr, ken kollet hag eñ gant ur c’hoant ken bras d’ ur vuhez brokus na vo ket roet dezhi… Peogwir eo da sevel.
Sell Clint Eastwood war hon denelezh zo hini un aozer ledan e zremmwel.
Ar sell-se a stign atersoù ha siwazh, kalz tud o sellout ouzh e filmoù, bevezerion boas oberennoù kulturel, a glask respontoù o klotañ gant kendalc’herezh o eurvad sodellek traken.