An den-se en deus ul labour, un tiegezh, bugale, mignoned.
An deiz-se avat eo flatret d’ar c’hêrreizh dre ur bellgomzadenn. Armoù a vefe e-barzh koufr e garr.
Ar bolised a gav armoù. Ar paotr zo dalc’het gant ar c’hêrreizh.
Ar wask a grog da skrivañ ur romant diwar an elfennoù treutik pourvezet ent kefridiel gant ar c’hêrreizh. Ar paotr zo un torfedour.
Ur chañs evit an den ne oa ket perzhek tre an dud o doa c’hoariet dezhañ an dro fall. Buan a-walc’h e splann digablusted an den a oa gantañ neuz ar c’hablus skouer evit paotred ar wask.
Bagad ar gelaouennerion o doa labouret d’e lakaat da dremen evit ur spontelour hep gouzout netra resis, hep gortoz un enklask, ur prosez, hep ober un enklask diouzh o zu da gavout elfennoù fetis, ar bagad-se zo aet d ‘e c’hortoz pa ‘z eo bet didoullbac’het. Ar paotr a lavaras dezho o dije graet gwelloc’h dastum titouroù a-raok e lakaat da dremen evit un torfedour.
Ar gelaouennerion a embanno en deus an den nac’het komz outo…
Ur skolaer a lavar eo bet taget en anv Daesh gant un den un droc’hell gantañ en e zorn. Diouzhtu e skriv ar gelaouennerion ur romant a-zivout ar sañset spontelour-se aet da dagañ ar skol frañses peogwir eo ar c’hultur gall un euzhadenn evit ar vuzulmaned.
Siwazh e oa ijinet pep tra gant ar skolaer.
Arvarus e oa e vije aet ur spontelour en ur skol da dagañ ur skolaer gant un droc’hell. N’eo ket ? Evit paotred ar wask ne oa ket.
E kelaouennoù ‘zo savet evit ar vugale eo bet skrivet e tag ar spontelourion ar c’hafedioù, ar salioù abadennoù hag an tachennoù melldroad peogwir e fell dezho distrujañ an holl lec’hioù plijadur-se a zo elfennoù arouezius ar c’hultur frañses…
E giz-se e vo stummet ar vugale d’an ersavioù prim ha dizezrann.
Souezhus eo emzalc’h ar varc’hadourion keleier.
Piv eo an dud-se a lavar bezañ kelaouennerion ? Petra a glaskont oc’h embann seurt traoù ? Klask a reont isañ ar yoc’h a-enep d’ un diaoul, an estrenion-se o defe ur stuzegezh hag ur relijion diaoulek diforc’h diouzh hini Frañs ?
Hag o deus da bal kas an dud d’ an emgann ?
Nann, ne reont kement a draoù droch nemet evit gwerzhañ paper, evit lorbañ an arval ha kenderc’hel gant o micher ken dudius.
Evit dont a-benn ne gilont ket rak distruj buhez un den, pe lakaat an aon hag ar gasoni da greskiñ pa vefe ul labour kelaouiñ sirius degas stlenn nemetken, ha stlenn resis ha ledan a-walc’h evit reiñ tro d’ al lennerion diorren o skiant-varn, bezañ denion.
Ar gevredigezh veveziñ n’eo ket he dañjer pennañ distrujañ ar voull douar ma vevomp hogen distrujañ an denelezh, freuzañ ar bed.
Gwareziñ an douar zo ivez unan eus an albac’hennoù deuet mat gant ar gelaouennerion. Padal n’eus hini ebet anezho o lakaat en arvar ar beveziñ. Ar beveziñ zo an dachenn ma vleugn ar varc’hadourion istorioù gwadek ha skrijus. Diwall an douar zo un dodenn pleustret ganto peogwir eo mat da spontañ an dud ha d’ ober anezho mignoned feal ha n’ eo ket lennerion aketus.
En hevelep doare o c’henseurted en armerzh zo prest da ijinañ a bep seurt kalvezerezhioù, kenderc’hadoù, marc’hadourezhioù nevez, sañset gwareziñ an douar na pegen drastus e c’hellfe bezañ o heuliadoù gant ma tegasint helv diouzhtu.
Morse ne soñj ar begennoù dister-se en un doare nevez da vezañ denion a c’hellfe tremen en tu all d’ar stuzegezh veveziñ. Tud sirius int, bet stummet en hevelep skolioù. Goût a ouzont ar pezh a zo d’ ober.
Distervez ar begennoù siwazh, daoust ma chom micherourion berzhek en o zouez…
Pennadoù war load ACRIMED :
Le bagagiste de Roissy
Agression et journalisme imaginaire à Aubervilliers
Les attentats du 13 novembre 2015 expliqués par la presse jeunesse