koll an eñvor

koll-envorPenaos e koller e eñvor ?
E pe live e c’hell c’hoarvezout ?
Hag eo un distruj eus an elfennoù alvezel a samme ar stlenn ?
Hag eo un arc’hwel anienel d’ ar beved a zo gwariet, hag eo levezon un elfenn bev estren ?
Hag eo un disleberadur eus hon buhez, un divarregezh da ren an eskemmoù gant an denion a zo soliet warno hon buhez ?
Hon eñvor zo maget hag amparet gant hon eskemmoù buhezel. Ur monedone en egor hag en amzer etre an den hag an dud a ampar an denelezh. Ne c’hell ket bezañ a zenelezh hiniennel nag a eñvor hiniennel. An darvoudoù leurennet gant an eñvor zo enno meur a dudenn o c’hoari.
Mard eo distrujet unan eus hon liammoù ouzh an alvez e vo disteraet hon eñvor. Ma ne arc’hwel ket an eskemmoù bevedel en hon c’horf e chomo bout hon eñvor war ar stlenn dastumet en alvez. Ma strishañ betek re hon buhezañ d’ an hinienn, ne vo mui hon eñvor nemet un handerc’hañ troc’het diouzh ar bed.
Skoazell an dud am eus ezhomm da na goll va eñvor, da vezañ den.

islonk

islonk
al loen vil
an aneval lous
e deurenn divent
e benn vunut
e c’henou munutoc’h c’hoazh
leun a zent lemm
a zebr
a zebr
a grign diastal
noz ha deiz
a lonko ar bed holl
a sun
betek takennig takenn diwezhañ
hon denelezh
deureugenn skrijus
lart
abaf
staliet a ouez d’an holl
dindan lagad an heol
hag he deus va debret c’hoazh
hag e vin debret bremaik
hag emaomp holl en he c’horf
er berenn ramzel
islonk hon denelezh
o valañ disterachoù
kozh pilhaouerion yaouankiz an denelezh
laouen gant ur bruzhun kavet er bern lastez
sunet hag adsunet
divlaz
a vast d’ hon naon
evit kantvedoù
piv an diskiant a rogo kroc’hen al loen
a ray gant un ivin lemm un digor d’ ar ouel
ma vimp dalet a-nevez gant gouloù an heol
sammet gant oberennoù c’hwek
an dremmwelioù ledan

al laer avel ?

laer-avelAl laer avel kevelenn gant Roparz Hemon embannet ar wech kentañ e niverenn 50 Gwalarn, 1933, adembannet e Kleier eured.

Tudenn Emil zo deskrivet evel un den diforc’h, diaes dezhañ kaout e walc’h gant e vuhez kelenner. Padal ne ra ket eus e ziforc’h un elfenn krouus. Ne oar ket zoken e c’hell bezañ eus un dra na vefe ket ul labour nemetken. Ar sonerezh, hervez e vignon an daneveller, zo un dec’hadenn evitañ, ur repu. Uzañ e amzer vak a ra gant ar sonerezh, stankañ ur goullo.
Tennañ a ray korvo, dre zegouezh eus e anaoudegezh eus ar sonerezh. Kejañ a ra gant ur soner heñvel-poch outañ ha goulenn a ra digantañ kemer e lec’h da seniñ. Ar c’hoari a blij kalz dezhañ. Meur a wech ez adkrog gantañ hag ar soner a asant da vezañ erlerc’hiet en eskemm un nebeut arc’hant.
Emil a zeu d’ober fae war ar soner. Kavout a ra dister e c’hoari. Ober a ra anezhañ ur mezvier dedennet gant an arc’hant. Hag eo ?
Kemer lec’h un den all a blij dezhañ, muioc’h eget seniñ marteze. Pezh a blij dezhañ eo dezerc’hañ roll ar soner ha kendrec’het eo da vezañ gwelloc’h e zudenn eget ar soner gwirion.
Dre chañs ha dre levezon e vuhez diaes, hag emzalc’h Emil a c’haller soñjal, en em lazh ar soner.

Emil n’en deus ket da ziskoulmañ e vuhez gaouiat, n’en deus ket da dalañ ouzh disoc’h e emell e buhez ar soner. Lezel a ra war e lerc’h e vuhez kent hag ar c’helan. Kemer a ra plas ar soner da vat, ha tec’hout en ur vro bell.

Diaes eo memestra bevennañ ar gevelenn d’ un istor a drofe en dro d’an arz ha d’ar c’hrouiñ.
Kalz pinvidikoc’h eo. An arzour nemetañ zo ar skrivagner a zo bet barrek da gizellañ evidomp un dudenn a c’heller sellout eus meur a lec’h hep na zeufe da vezañ dister ar pezh a zo roet da welout.
Ur gevelenn bolis eo. Unan mat zoken pa grog gant kelan un den gwelet bev un nebeut devezhioù war-lerc’h e varv. An daneveller a ren an enklask. Dre zegouezh e kavo arverkoù a gaso anezhañ da bukañ d’ ar wirionez.

Tu zo da glask en tu all d’ar pezh a zo danevellet, ret eo mont dre sevel goulennoù ha n’eo ket dre begañ menozioù kozh a lez en deñvalijenn ul lod bras eus an oberennoù savet gant an aozer a-hed e vuhez.

Tudenn Emil zo ur c’helenner, ur bourc’hiz gant ur vatez, arc’hant a-walc’h da vevañ. N’eo ket e vuhez un eurvad klok ha klask a ra diduamantoù evel ar sonerezh pe beajoù da Paris. N’eo nemet diduamantoù na lakont ket en arvar e vuhez reizhet ha klet.

Ur c’hoari arvarusoc’h, entanusoc’h a gav o kemer lec’h un den all.

Amjestregezh ar saviad zo skoulmet gant marv ar soner. Ne anavezomp diwar an darvoud nemet ar pezh a lavar Emil d’an daneveller. Ar polis a chom berr war an enklask. Diaes gouzout hag eo un emlazh pe ur muntr ? Ar soner a c’houlenne muioc’h a arc’hant, hervez Emil, ha mezvier e oa, hervez Emil… An daneveller a lavar bezañ, marteze, mignon nemetañ Emil. Setu.
Soutilder an aozer hon lez en entremar.

N’eus na drec’h na c’hwitadenn er gevelenn-se.
Emañ en he c’hreiz atersoù an aozer war ar gevredigezh ma vez, ha war al lec’h en deus e-barzh.

An hevelep goulenn a gaver er pezhioù c’hoari Un den a netra ha Dour ar c’halvar.
Peseurt liamm zo etre ar pezh a reer hag ar pezh a vener ober ? Petra eo hon darempredoù gant ar bed ma vezomp ? N’eo ket aes neveziñ ar bed ha bezañ er bed war un dro. Ha ne vezer ket bepred en arvar da sankañ er sodelloù ? Ha ne vezer ket en arvar da veveziñ pa venner krouiñ ? Hag e c’haller sevel un oberenn er-maez eus ar bed, hep mont d’ an dud a vevomp en o zouez ? Ha ne vefe ket laerezh ar vuhez ?
Chom a raimp bepred hep gouzout petra hon eus degaset d’ar bed, ha petra a ray an dud gant se.
Roparz Hemon zo un den barrek da sevel goulennoù en ur sevel istorioù dedennus.

denelezh

denelezhPa ne chom den evit selaou
pa n’eus ket ul lec’h da reiñ dorn d’ul labour
pa ne gavit den da vont diouzh ho kammed
pa n’eus den o tont en ho amboaz
pa ne zeu hini ebet gant an hent ken
ne dalvez da netra gortoz
aet eo ar riv
aet eo ar sec’hed
nep labour zo aner.

enkrez ha misi

enkrez-ha-misie kreiz ar gêr vras
e kreiz ar c’hroazhent
un den
dianket e gorf
dianket e skiant
gantañ bizhier ha kerdin
ul lestrad dour soavon

lagadennoù kanevedenn
kofek
a dreuz an aer
ponner
a-rez ar pavezioù simant greantel
a steuz

pezh a c’hallfe bezañ derc’henn
dezerc’had
koroll ar c’horf
levenez an eztaol
lieselezh sterioù
zo goullo
yen
enkrezus
ankenius
pilwerzh hon denelezh
un aner war glask pezhioù moneiz

sinadurezh ar beure zo ur misi