ur gêr

ur-gerN’ anavezan ket da anv
n’anavezan ket da zremm
chom a rez er gêr-se
iskisat kêr
hoalusat kêr
sammad holl garterioù diskaret ar gêr-mañ
straedigoù
riboulioù
liorzhoù
diri
livioù dirapar ha splann
talbennoù digempenn gant ar gozhni
dilhad a-ispilh ouzh ar pondalezioù
kafedioù munut
ar re gozh war an treuzoù
bugale a c’hoari war lufr ar pavezioù
mousc’hoarzh ar yaouankiz
komzoù, komzoù
kanaouenn ur yezh
n’ out ket laeret da istor c’hoazh
n’ out ket arval an diezhomm
te zo c’hoazh eus ur bobl
den e-touez an denion
ni ez hoc’h c’hwi
hogen ni divez, dieub
boked buhezioù
da gêr a splann e ‘m c’halon
gouli dic’hallus e argas
un drugar
ur spi
un dazont digor

Pet eur eo ?

pet-eur-eoA-us d’ ar c’hrogad. D’ ar re all d’ emzibab ! Pep hinienn zo kablus war e stad. Pep stroll tud zo atebeg nemetañ e walleurioù.
Nemet ar Vrezhoned.
Kiriegezh o sioù a zeu a ziavaez, eus an estren, an hevelep hini a c’houlennont outañ aluzen hag aluzen. Tuadur pilpous ha gaonac’h da chom e goudor ar yoc’h disneuz. Diatebegezh a droc’h diouzh ar c’hrouiñ bed, a sank e distervez ar goar.
Ken flour eo bevañ klet avat ma ne vern war be zismantr e kresk an eurvad.
Da zegemer bemdez skodenn an dismegañs ouzh ar bed, an dinac’h, e tanzeer un handerc’henn livet flamm, ur vojennouriezh.
Ret bezañ prim avat, an aluzen a ya d’an hini a astenn e zorn ar c’hentañ. Fae war an deveizañ, fae war ar c’henved, hinienn enep hinienn e reer e vad eus ar geusteurenn. Kenved, niñvañ zo skoilhoù.
An den brezhon e zivaskell erminiget a gan e hiraez d’ an neñvoù staliet mat war e goumoulenn bersonel. Pell, pell ac’hann, a bell e wel war an tamm boul douar buhezioù diframmet a vil vern. Disoursi ne glask nemet derc’hel naet e di er c’houmoul. War e dreuzoù emañ an dismantr, hag eñ e repu e handerc’henn.
Pa varvo an ael diwezhañ, krouer, arzour, diwaller e handerc’henn, glan e zivaskell kartoñs, pa savo d’ar baradoz a-ispilh ouzh ur sifelenn sachet gant Doue oar piv, e vo diwezhat merzhout hon boa da berzhiañ er bed, bed arvarus, dislavarus, touellus, hogen bed kaer, na gaer.

Diskenn din ur bannig ouzhpenn tavarnour, ha diskouez din penn an hent !

barzh-e

barz-eBarzh, ma Doue benniget, piv an istrogell a glaskfe sevel ur rekipe, savelañ dezverkoù, reiñ e vennoz, barzhoniekaat ar varzhoniezh…
Morse barzh, morse bezañ war un astell e-kichen tud mantrus o deus berniet gerioù bac’het da viken e sodelloù o c’hoant barzhiñ.
Morse n’ int bet ken barzh hag en o c’homzoù chomet diembann, en o lavar a eskore e korn un daol o saouriñ ar meuz boutinañ e rezid ur pred steuzidik, divouc’het ganto o barzhelezh reut, brokus.
Nemet bezañ den, den a skriv d’ ar muiañ, hep gouzout na perak, na mar bez lennerion.
Staotañ dindan skleur al loar.
Buhezañ mudelezh ar bobl.

arz c’hoazh

arz-c'hoazhWar a hañval eo feuket an dud pa vez diverket al livadurioù graet war vogerioù ar c’hêrioù bras gant «arzourion a vicher», da lavarout eo arzourion gopret ha marilhet arzourion, labourerion an arz.

Sellit ouzh Le monde.fr 01 03 2016, adwelet 03 03 2016 Du street-art aux musées, ces œuvres détruites par erreur.

Mat, ar pennad zo bevennet d’an oberennoù distrujet dre c’haou, dre gammgemeradenn.

Padal, er pennad, ne reer ket anv eus an holl livadurioù graet er straedoù gant tud n’int ket marilhet arzourion a zo diverket ent reizhiadek. Koulskoude eus livadurioù an arzourion emdarzhek e c’hell kenkoulz eskoriñ ar burzhud skritellet arz, keit ma ne gaver alies en oberennoù marilhet arz nemet labour un den, un dornwezhour barrek hag akuit war e vicher.

En degouezh, pa ‘z eo bet diverket pe lakaet d’ al lastez al labourioù gwerzhet gant tud a-vicher, a zo marc’hadourezhioù evel ur folenn baper pe un tamm chokolad, e oa peogwir e heulie al labourerion o deus kempennet al lec’hioù ar sturioù a oa bet roet dezho : derc’hel kempenn al lec’h edont atebek warnañ. Aes eo o lakaat da dremen da dud distuz, padal n’int nemet tud titouret fall war nevid an traezoù arzek peogwir int bac’het en ur metou ma ne c’haller ket beveziñ marc’hadourezhioù eus ar seurt frammet mat o rouezded hag o friz gant an nevid.

Diwar seurt degouezhioù e savan ar goulenn : eus pelec’h e seller ouzh an oberennoù. Hag eo diouzh an nevid, eleze an armerzh, hag eo diouzh savpoent an atebeion tiriadel, eleze ar politikerezh er ster merañ un tiriad, hag eo diouzh savpoent an den ? Diouzh savpoent an den e vo forzh penaos dezrannet diouzh tri foent d’ an nebeutañ, ar beveziñ, ar sevel oberennoù, hag an nid.
Aon ‘m eus ha gant an oberennoù-se n’ eus nid ebet. Ul labour graet gant ul livour evit gounit e vara int, hag un oberenn arveret da ginklañ bed ar stroll tud m’int bet savet, urzhiet ha staliet.
Ar gudenn zo ez eo lakaet er-maez eus ar bed-se en un doare reizhiadek an dud a labour bemdez da zerc’hel a-ratre ar bed-se estren dezho, berzet outo.

Deur arz ar straed zo bezañ berrbad, tarzhañ evel ur burzhud ha steuziañ. Arz eo, n’eo ket un dra, ur varc’hadourezh, un oberenn nemetken.
Ne heulian ket an dezevourion a laka an arz a-us da beurrest al labour denel.
Emañ e live ar burzhudoù steuzidik na vefe ket hepto eus dibarelezh an den e-keñver al loened all ha koulskoude ne c’hell ket eskoriñ eus ar goullo. Diouzh un tu all eo disuj a-walc’h an nid evit kavout e lec’h e forzh pe furm a obererezh denel.
An dud bodet e forzh pe stroll, labour, karter, kenel, a zegemero dedaolad ar burzhud, a ersavo outañ, a roy gwerc’h dezhañ.
En doare-se e vo gouezet hag ez eus bet arz ha ma vo arz c’hoazh.
Prenet gant mondianed ha morailhet en ur c’houfr pe en amen un nebeut brientinion e c’hwito war e roll pennañ a zo bezañ un dargouezh a ro buhez d’an denelezh.
Padal an oberenn a endalc’h an arz n’eo ket an arz, ma intenter an arz evel ar burzhud, ar prof, an nid. Un dresadenn war ur voger pe gozh boutailhoù champagne en ur mirdi n’int nemet livioù ha lastez, n’eo ket oberennoù hogen traezoù.
Evit ma vefe ouzhpenn traezoù, ouzhpenn oberennoù, ez eus ezhomm e vefent kenedus evit ar re o zegemer ha n’eo ket hepken diouzh dezeviñ ur stroll marc’hadourion arvalion berzhek.

Gwelet ‘m eus en ur gêr vras, ur gêrbenn eus Europa, livadurioù o vont war zistruj gant ar mogerioù ma oant bet livet warno. Buhez a oa en dismantr-se, doujañs ar boblañs ouzh un dra a eskore dioutañ ur genstuzegezh, un dakenn denelezh. Er gêr-se moarvat e oa eus ur stuzegezh bobl. Al livourion a live pezh a oa goullo hag o niñvañ a oa bet degemeret gant an dud a anneze ar c’harter. Buhez karter ez eus emichañs er vro-se. Ne oa ket bet diverket ar stuzegezh bobl gant ar varc’hadourion, ne oa ket aet an dud da yoc’h.

N’eo ket lavarout e tarzho denelezh eus seurt saviad. Mad a ra koulskoude.

Seurt flapach zo amjestr. Hep goulennoù a-berzh lennerion e chomo amjestr ha mat pell zo.