arz c’hoazh

arz-c'hoazhWar a hañval eo feuket an dud pa vez diverket al livadurioù graet war vogerioù ar c’hêrioù bras gant «arzourion a vicher», da lavarout eo arzourion gopret ha marilhet arzourion, labourerion an arz.

Sellit ouzh Le monde.fr 01 03 2016, adwelet 03 03 2016 Du street-art aux musées, ces œuvres détruites par erreur.

Mat, ar pennad zo bevennet d’an oberennoù distrujet dre c’haou, dre gammgemeradenn.

Padal, er pennad, ne reer ket anv eus an holl livadurioù graet er straedoù gant tud n’int ket marilhet arzourion a zo diverket ent reizhiadek. Koulskoude eus livadurioù an arzourion emdarzhek e c’hell kenkoulz eskoriñ ar burzhud skritellet arz, keit ma ne gaver alies en oberennoù marilhet arz nemet labour un den, un dornwezhour barrek hag akuit war e vicher.

En degouezh, pa ‘z eo bet diverket pe lakaet d’ al lastez al labourioù gwerzhet gant tud a-vicher, a zo marc’hadourezhioù evel ur folenn baper pe un tamm chokolad, e oa peogwir e heulie al labourerion o deus kempennet al lec’hioù ar sturioù a oa bet roet dezho : derc’hel kempenn al lec’h edont atebek warnañ. Aes eo o lakaat da dremen da dud distuz, padal n’int nemet tud titouret fall war nevid an traezoù arzek peogwir int bac’het en ur metou ma ne c’haller ket beveziñ marc’hadourezhioù eus ar seurt frammet mat o rouezded hag o friz gant an nevid.

Diwar seurt degouezhioù e savan ar goulenn : eus pelec’h e seller ouzh an oberennoù. Hag eo diouzh an nevid, eleze an armerzh, hag eo diouzh savpoent an atebeion tiriadel, eleze ar politikerezh er ster merañ un tiriad, hag eo diouzh savpoent an den ? Diouzh savpoent an den e vo forzh penaos dezrannet diouzh tri foent d’ an nebeutañ, ar beveziñ, ar sevel oberennoù, hag an nid.
Aon ‘m eus ha gant an oberennoù-se n’ eus nid ebet. Ul labour graet gant ul livour evit gounit e vara int, hag un oberenn arveret da ginklañ bed ar stroll tud m’int bet savet, urzhiet ha staliet.
Ar gudenn zo ez eo lakaet er-maez eus ar bed-se en un doare reizhiadek an dud a labour bemdez da zerc’hel a-ratre ar bed-se estren dezho, berzet outo.

Deur arz ar straed zo bezañ berrbad, tarzhañ evel ur burzhud ha steuziañ. Arz eo, n’eo ket un dra, ur varc’hadourezh, un oberenn nemetken.
Ne heulian ket an dezevourion a laka an arz a-us da beurrest al labour denel.
Emañ e live ar burzhudoù steuzidik na vefe ket hepto eus dibarelezh an den e-keñver al loened all ha koulskoude ne c’hell ket eskoriñ eus ar goullo. Diouzh un tu all eo disuj a-walc’h an nid evit kavout e lec’h e forzh pe furm a obererezh denel.
An dud bodet e forzh pe stroll, labour, karter, kenel, a zegemero dedaolad ar burzhud, a ersavo outañ, a roy gwerc’h dezhañ.
En doare-se e vo gouezet hag ez eus bet arz ha ma vo arz c’hoazh.
Prenet gant mondianed ha morailhet en ur c’houfr pe en amen un nebeut brientinion e c’hwito war e roll pennañ a zo bezañ un dargouezh a ro buhez d’an denelezh.
Padal an oberenn a endalc’h an arz n’eo ket an arz, ma intenter an arz evel ar burzhud, ar prof, an nid. Un dresadenn war ur voger pe gozh boutailhoù champagne en ur mirdi n’int nemet livioù ha lastez, n’eo ket oberennoù hogen traezoù.
Evit ma vefe ouzhpenn traezoù, ouzhpenn oberennoù, ez eus ezhomm e vefent kenedus evit ar re o zegemer ha n’eo ket hepken diouzh dezeviñ ur stroll marc’hadourion arvalion berzhek.

Gwelet ‘m eus en ur gêr vras, ur gêrbenn eus Europa, livadurioù o vont war zistruj gant ar mogerioù ma oant bet livet warno. Buhez a oa en dismantr-se, doujañs ar boblañs ouzh un dra a eskore dioutañ ur genstuzegezh, un dakenn denelezh. Er gêr-se moarvat e oa eus ur stuzegezh bobl. Al livourion a live pezh a oa goullo hag o niñvañ a oa bet degemeret gant an dud a anneze ar c’harter. Buhez karter ez eus emichañs er vro-se. Ne oa ket bet diverket ar stuzegezh bobl gant ar varc’hadourion, ne oa ket aet an dud da yoc’h.

N’eo ket lavarout e tarzho denelezh eus seurt saviad. Mad a ra koulskoude.

Seurt flapach zo amjestr. Hep goulennoù a-berzh lennerion e chomo amjestr ha mat pell zo.