kestell en oabl

kestellAn den a c’hanas ar beurbadelezh, kestell pell eus ar voull douar.
Du hont e kave digoll d’e emskiant ouzh un hoali strizh bac’het etre daou bik.

Kredet en deus neuze e c’halle seveniñ e beurbadelezh, bezañ divarvel war an tamm douar-mañ. Kredet en deus e oa e damm kig hag eskern e vad priziusañ, e zilested, bout netra estreget roue an douar, roue al loened.
Kredet en deus e oa eñ mestr an dargouezhioù, merour an hollved.

Buhez, beved hag alvez, kemplezh ha kaer eo an denelezh. Dic’halloud eo an den da zirouestlañ kevrin e voud e kement a gened. Dister eo pa glask mestroniañ. Pa venn bezañ krouer n’eo nemet kalficher un avantur goullo, c’hoarier bihan e sifroù hag e lizhiri.
O klask laerezh an amzer e tistruj e vuhez, e tismantr ar c’hestell er-maez e ziraez a rae anezhañ ur prof dibriz, ul loen diles, herberc’h an dezeviñ, diougan ar gened.

An amzerioù kozh ma c’helle an den prederiañ hep lousaat e zaouarn gant trevelloù ar pemdez zo war hon lerc’h. Ur chañs eo d’ an denion bezañ war nes kenemprañ o buhez, beved hag alvez e-serr un Istor puilh ha pinvidik.

Perak tec’hout ? Perak emrepuiñ en un tremened aet da get, en un dazont dirakweladus pa c’hellomp embregañ lieselezh ar pred ?

Kestell an oabl zo mat en oabl. Ar beurbadelezh ne c’hell ket bezañ doñvaet, nag ar skridoù nag an oberennoù lies. Eskoriñ a reont eus disterañ trevell hon buhez.

Bevañ e-touez an denion zo rekis d’ an den da wezhiañ, met ur prof e chom an neveziñ. Ne c’hell ket bezañ mennet, steuñvet. Ne c’hell ket bezañ frouezh al labour nemetken, diviz ur merer. N’ emañ ket eus an natur hag eus ar bed. Eskoriñ a ra digor, elfenn dieil, bruzhun a beurbadelezh, Istor.
Buhezañ hon eus d’ ober nemetken ra splanno ar gened, pe get.

gwerenn

gwerennStrink ar werenn
skrin va c’halon
disaotr
digousi
dic’haran
sec’het disi gant ul lien sec’h
boullded an eienenn
plijadur
tra ouzhpenn
aes
dreist

ar gazhez a glev an nor digoret
ha lammat diwar varlenn ar prenestr
ha dont e-barzh da dommañ
devezhiad a-bezh war ar skindommer

devezh o kregiñ
pelec’h emañ an dud
hag a-bell ez embregont o denelezh
amañ
er werenn
el lien
e gwigour an nor
en tommder flour ?

he blev melen

he-blev-melenBarzhez anezhi
blev melen a-fuilh
bamet dirak dremmwel divent ar geunioù
he estlamm rak an ostaleri bihan a gavan ken boutin
he fouez-mouezh koant
glep ha moan
he entan rak ar vuhez
rak an dud
neuziet kaeroc’h-kaerañ
kenedus
flour
hiraezhiñ a ran dezhi
hep bezañ lennet ger eus he barzhonegoù.

sioulder an hañv

sioulder-an-hanvNag un devezh kaer. Uhel ha tomm e oa an heol.
Re yaouank e oa evit kaout aon rak bannoù grizias an heol.
Redek a rae davit ti e vignoned. An tiez tro-dro a oa serret holl o stalafioù da lezel nemet un nebeut gouloù da dremen. A-dreñv d’ ar stalafioù e oa digor ar prenestroù da reiñ tro d’un avel sil bennak.

Mont a reas a-dreuz d’ ar bleunioù dirak ar voger en ur ziwall na vefent flastret dindan e votoù. Tremen a reas e benn hag e zivskoaz dindan stalafioù prenestr ar gegin.
Sur e oa d’ an eur-se kavout e vignoned staliet ouzh an daol da zebriñ un tamm, pe da evañ ur banne fresk, pe da lenn ul levr tresadennoù bennak.
– Salud !
– Salud dit Flip, ar baotred n’emaint ket er gêr. Dont tre a c’hellez hag en em staliañ en trepas da c’hortoz…
Risklañ a reas ouzh ar voger, kouezhañ evel ur sac’had eskern, skoet gant ar c’hurun.
Mamm e vignoned e oa, dirak an dar, staliet ur gibellad dour d’en em walc’hiñ, noazh.

Ar wech kentañ e oa dezhañ gwelout un den en noazh pilh. Simudet e oa.
Pezh edo o paouez gwelout a oa mil bell diouzh an Itron Kernaoz.
Kement a groc’hen, flour, skedus, pa ne oa dezhi boaz nemet an daouarn, an daouufern, un dremm mousc’hoarzhus e-mesk he blev du, hag ur vouezh flour ha kompez.
Korf un den a oa disheñvel bras gwisket daoust pegen koant e oa an dilhadoù.
Ar c’horf gwenn e groc’hen a dape kement gouloù a dremene etre ar stalafioù hag e zaskore d’ ar gegin e-giz ur skleur marzhus.
Ur predig e oa bet, ur frapadig amzer m’ en doa arvestet ouzh ar c’hroc’hen kann, astenn divent d’ he dremm dous a ziguzhe e-mesk he blev du a-fuilh. He gouzoug, he divskoaz a oa flour, ront, hir, anat. Hag he divronn ken dudius, sioul ha parfet, estren, pep hini ur vleunienn teñval en he c’hreiz. En ul luc’hedenn e oa steuziet ar feskennoù pa droas an itron davetañ ha kinniget dezhañ bolz he c’hof dindani un goumoulenn deñval ha skañv ispilhet e krec’h he divhar mistr.
An tec’h ! Ne ouie ket penaos, met redek a rae daoust d’ e zivhar blot.
Redet en doa betek ur guzhiadell er strouezh. Tamolodet e oa, e benn war e zaoulin, badaouet.
Ne c’hellfe nemet steuziañ. Ne vefe ken gwelet gant den. Mervel trumm a ranke.

Ne oa c’hoarvezet netra. Morse n’ he doa an Itron Kernaoz graet anv eus an darvoud. Ne oa bet Flip na gourdrouzet, na goapaet. Netra ne oa bet kemmet e doare bevañ tud ar gêriadenn.
Touellet e oa bet nemetken. Ar bed ne oa ket ar pezh e oa bet lakaet da grediñ e oa. Kevrinusoc’h, kaeroc’h e oa.

Morse en e holl vuhez ne c’hoarvezas gantañ un dizoloadenn ken espar ha korf boemus an Itron Kernaoz e sioulder disheol un hañv grizias.

evidomp

evidompUr vignonez a glaske ul labour e brezhoneg. N’ eo ket aes. He zad dilaouen a lavare e oa poent dezhi bezañ dimezet, kaout bugale hag ul labour sirius e lec’h redek war lerc’h sorc’hennoù.
Ne oa ket faziek emzalc’h he zad. Soñjal a rae labour, bevañs, eleze kaout peadra da zerc’hel ar beved da vont : debriñ, kaout ul lojeiz, engehetiñ…

Hi ne oa ket faziek kennebeut. Dibabet he doa ar brezhoneg evel un dra pouezus, tomm ouzh he c’halon. Dudius eo, zoken ma ne hañval ket solut d’ ar sell kentañ.
Asantet he deus ouzh labourioù gopret fall, bezañ korvoet he labour, evit kaout tro d’ ober un tammig gant brezhoneg desket er skol. Labourioù a bep seurt he deus graet evit tud a oa dispis o liammoù ouzh ar brezhoneg. Ken dispis e oa eviti emichañs.

Mar dibab tud ar brezhoneg evit kaout ul labour nemetken, evit gounit o buhez, ar re-se zo faziek. Ur yezh n’ eo ket e rann ar gwezhiañ denel m’ en em gav al labour. E roll n’ eo ket askenderc’hañ ar beved. Gant seurt emzalc’h ez afe ar brezhoneg d’ un dafar da genderc’hañ moneiz hepmuiken. An dud a rafe gant ar brezhoneg war an dachenn-se ne zegasfent netra nevez er bed. Kinklañ a rafent marc’hadourezhioù ez eus anezho c’hoazh ha dre-se e lakfent ar brezhoneg da dalvezout d’ al labour ha n’ eo ket da sevel oberennoù diles, ur preder diles, pe ur politikaat diles. Aze emañ tachenn ar yezh, he denelezh. D’ar chas eo a-walc’h harzhal.
An armerzh ne ro ket buhez d’ an den. Derc’hel a ra a-ratre e gorf d’ e veveziñ betek ma varvo hep lezel roud ebet war e lerc’h. Ne zegouezho ket ar yezh er bed dre an armerzh.

Hag e c’hello va mignonez ober eus e labour e brezhoneg ur bon d’ an draig denel dispis he stage ouzh ar yezh ? Hag e vo eus ur gumuniezh brezhonegañ da reiñ d’ he yezh ur vent denel ?
Aze emañ an dalc’h.

Ma ne dalvez he labour nemet da reiñ boued dezhi en eskemm eus he nerzh labour e vo ar brezhoneg un dra dister, boued da veveziñ, un distruj. Klotañ a ra gant an doareoù kemeret gant ar brezhoneg alies, aet da zister, bruzhunet etre hiniennoù soliet e frankizouriezh ar gevredigezh veveziñ : ober a ran ar pezh a garan ha pa sav ur gudenn e ran gant ar galleg. Pep hini a ra ar pezh a gar hep mont er bed.
Ma kas anezhi da ziorren he brezhoneg, da vont en tu all da gelc’htro ar beved, da istorekaat, da bolitikaat (bezañ er geoded) e vo roet ganti d’ ar brezhoneg ur perzh denel diles. Kened a zegaso d’ar bed, bediñ a ray.

Evit ar mare ne welan kumuniezh denel brezhoneger ebet. Ne welan nemet hiniennoù kollet e yoc’h ar gevredigezh veveziñ, hiniennoù o tifenn pep hini un dibarelezh emdarzhek, ur frankiz, laouen da veveziñ ar yezh evel ma vefe ur plad ma sank pep hini e zorn heg kaout da geginañ. Ar yezh padal zo kentoc’h diouzh tu ar vuhez ha diziouerus dezhañ oberennoù padus, ur gumuniezh hag un niñvañ.

Pep hini a chom laouen gant e savlec’h a vevezer hiniennel kollet er yoc’h gant ma vo roet tro dezhañ livañ e groc’hen, prenañ un Ipod, pe varvailhat gant ar yezh a gar.

Ret e vefe ober en doare ma ne vo ket disouezhet ar re a stag o buhez ouzh un dra ken bresk ha ken kaer hag ur yezh.
Pep hini gant ar pezh en deus eus ar brezhoneg a rankfe n’ eo ket e veveziñ evel un hamburger bennak hogen e lakaat da skediñ evel ur maen prizius d’ an denelezh. Ne lavaran ket ez eo aes hogen plijus, neketa ?