sioulder an hañv

sioulder-an-hanvNag un devezh kaer. Uhel ha tomm e oa an heol.
Re yaouank e oa evit kaout aon rak bannoù grizias an heol.
Redek a rae davit ti e vignoned. An tiez tro-dro a oa serret holl o stalafioù da lezel nemet un nebeut gouloù da dremen. A-dreñv d’ ar stalafioù e oa digor ar prenestroù da reiñ tro d’un avel sil bennak.

Mont a reas a-dreuz d’ ar bleunioù dirak ar voger en ur ziwall na vefent flastret dindan e votoù. Tremen a reas e benn hag e zivskoaz dindan stalafioù prenestr ar gegin.
Sur e oa d’ an eur-se kavout e vignoned staliet ouzh an daol da zebriñ un tamm, pe da evañ ur banne fresk, pe da lenn ul levr tresadennoù bennak.
– Salud !
– Salud dit Flip, ar baotred n’emaint ket er gêr. Dont tre a c’hellez hag en em staliañ en trepas da c’hortoz…
Risklañ a reas ouzh ar voger, kouezhañ evel ur sac’had eskern, skoet gant ar c’hurun.
Mamm e vignoned e oa, dirak an dar, staliet ur gibellad dour d’en em walc’hiñ, noazh.

Ar wech kentañ e oa dezhañ gwelout un den en noazh pilh. Simudet e oa.
Pezh edo o paouez gwelout a oa mil bell diouzh an Itron Kernaoz.
Kement a groc’hen, flour, skedus, pa ne oa dezhi boaz nemet an daouarn, an daouufern, un dremm mousc’hoarzhus e-mesk he blev du, hag ur vouezh flour ha kompez.
Korf un den a oa disheñvel bras gwisket daoust pegen koant e oa an dilhadoù.
Ar c’horf gwenn e groc’hen a dape kement gouloù a dremene etre ar stalafioù hag e zaskore d’ ar gegin e-giz ur skleur marzhus.
Ur predig e oa bet, ur frapadig amzer m’ en doa arvestet ouzh ar c’hroc’hen kann, astenn divent d’ he dremm dous a ziguzhe e-mesk he blev du a-fuilh. He gouzoug, he divskoaz a oa flour, ront, hir, anat. Hag he divronn ken dudius, sioul ha parfet, estren, pep hini ur vleunienn teñval en he c’hreiz. En ul luc’hedenn e oa steuziet ar feskennoù pa droas an itron davetañ ha kinniget dezhañ bolz he c’hof dindani un goumoulenn deñval ha skañv ispilhet e krec’h he divhar mistr.
An tec’h ! Ne ouie ket penaos, met redek a rae daoust d’ e zivhar blot.
Redet en doa betek ur guzhiadell er strouezh. Tamolodet e oa, e benn war e zaoulin, badaouet.
Ne c’hellfe nemet steuziañ. Ne vefe ken gwelet gant den. Mervel trumm a ranke.

Ne oa c’hoarvezet netra. Morse n’ he doa an Itron Kernaoz graet anv eus an darvoud. Ne oa bet Flip na gourdrouzet, na goapaet. Netra ne oa bet kemmet e doare bevañ tud ar gêriadenn.
Touellet e oa bet nemetken. Ar bed ne oa ket ar pezh e oa bet lakaet da grediñ e oa. Kevrinusoc’h, kaeroc’h e oa.

Morse en e holl vuhez ne c’hoarvezas gantañ un dizoloadenn ken espar ha korf boemus an Itron Kernaoz e sioulder disheol un hañv grizias.