he blev melen

he-blev-melenBarzhez anezhi
blev melen a-fuilh
bamet dirak dremmwel divent ar geunioù
he estlamm rak an ostaleri bihan a gavan ken boutin
he fouez-mouezh koant
glep ha moan
he entan rak ar vuhez
rak an dud
neuziet kaeroc’h-kaerañ
kenedus
flour
hiraezhiñ a ran dezhi
hep bezañ lennet ger eus he barzhonegoù.