Chu Chon-sok zo c’hoarvezet gantañ un darvoud sebezus.
Gourvezet war e wele, un dorn war vron e wreg edo o vont d’en em reiñ da gousket.
Un dra a bign ennañ, na plijus na displijus.
Setu ma sav e wreg en e goazez hag e hejañ a ra.
– Chu, na varv ket. Chom ganin. Ne fell ket din chom va unan intañvez.
– Bez dichal va muiañ garet. Pep tra zo mat.
Kenderc’hel a ra e wreg da grial, da leñvañ.
E vab a zeu da leñvañ ivez. E stardañ a reont en o divvrec’h.
Ne gompren ket Chu. E holl spered zo gantañ.
En ur striv e sav Chu ha treiñ outo un tamm fulor ennañ.
Gwelout a ra ur c’helan gourvezet, gant e zremm, ha soublet warnañ e wreg hag e vab o leñvañ.
E gorf marvel eo, keit m’emañ eñ gant e gorf divarvel o sellout outo. E ene a gendalc’h da vevañ, da fiñval, da soñjal ha da gomz hogen den ne c’hell e welout pe e glevout.
Marv eo. Fellout a ra dezhañ displegañ d’ e wreg en em gav mat aze gant e gorf divarvel. N’eus kudenn ebet. Ne c’houzañv ket, er c’hontrol… N’ eus tro ebet da eskemm etre bed ar vuhez ha bed ar marv avat.
– Ra en em ginnigo Chu, a huch ur vouezh kreñv e diavaez an ti.
Dileuridi Yomla-tewan roue meur ar Bed-all eo. Deuet int d’e gerc’hat. Spontus int gwisket ganto hobregonoù ler saouzanus, gant sabrinier lemm, goafioù hir ha gitonioù o stlakañ en avel.
Kas a reont Chu a-hed ur wenodenn strizh ha roc’hellek goloet gant spern a gas d’ar bed all.
Setu Chu dirak Yomla Tewan meur. Emañ o sellout ouzh e levr bras.
– Chu ez hoc’h c’hwi ?
– Ya, me zo Chu Chon-sok.
– A belec’h e teuit ?
– Emaon o tont eus Sinchon e bro Chungchong.
– Sur hoc’h a vezañ eus Sinchon ?
– Ya roue meur. N’ eus ket suroc’h.
– Gwarded ! Piv en deus degaset din ar Chu eus Sinchon amañ dirazon ?
– Ha n’ hoc’h eus ket goulennet Chu Chon Sok ganet ar seizhvet miz eus seizhvet bloavezh an naer…
– Beulkeed ! Ur Chu all eo, ganet d’ an hevelep deiziad hogen o chom e kêr Yongin. Kit d’ e gerc’hat ha distroit hennezh da Sinchon.
Ha setu Chu distro d’ ar gêr, da noz, da vont da adkavout e gorf.
Tri devezh eo padet e veaj avat. Siwazh, n’o deus ket tud e diegezh gortozet pell. N’emañ ket mui e gorf en e di.
War aoter an hendadoù emañ ar plankennig koad gant e anv. Douaret eo bet.
– Petra a rin-me hep korf !
Den ne glev.
Chu a ya ermaez an ti. Azezañ ar ra war vrank ur wezenn-gaki d’ en em brederiañ.
– Anat eo ! Korf Chu Yongin n’eo ket bet douaret emichañs.
En ur gammed hir ez a korf divarvel Chu Sinchon d’ en em staliañ e-barzh korf marvel Chu Yongin.
Gwreg ha mab an hini marv zo stouet war gorf an hini marv, glac’haret.
– Mamm, a lavar ar mab. Me gav din en deus fiñvet tad un tammig.
– Tav mabig, ar skuizhnez eo a ra dit krediñ traoù.
Bazailhat a ra Chu. Astenn a ra e izili. Setu ma teu d’ar bed un den nevez amparet gant korf marvel Chu Yongin ha korf divarvel Chu Sinchon.
Chu a zigor e zaoulagad. Gwelout a ra ur vaouez krapok, mousc’hoarzhus ganti ur paotrig a c’hoarzh. Ar vaouez a stard Chu ouzh he bruched.
Skoemp eo ar saviad. Petra ober ? Penaos displegañ an dasorc’hidigezh ?
Divizout a ra Chu lavarout ar wirionez.
– Setu ! Itron ! N’on ket ho kwazh. Me zo Chu eus kêr Sinchon. Me zo bet galvet gant roue meur ar Bed all dre fazi. Ho kwazh eo a ranke mervel. N’ eo ket me. Adkaset on bet d’ ar gêr. Siwazh e oa bet douaret va c’horf marvel. Neuze ‘m eus divizet mont e-barzh korf ho kwazh.
– Ho tad zo o rambreal. Skuizh out karedig. Setu ur banne dour-mel evidout.
An degemer zo mat ha Chu ne fell ket dezhañ feukañ un itron ken hegarat. Divizout a ra chom betek antronoz. Evañ ar ra.
Da c’houlaouig an deiz e kimiad diouzh an tiegezh.
– Diskuizh mat on bremañ. Trugarez vras deoc’h evit un degemer ken hegarat na zisoñjin morse.
– Penaos karedig ? Petra a rez. Emaout c’hoazh o rambreal.
Ar wreg hag he bugale a glask derc’hel ar paotr. Hennezh a ya kuit avat. Tud ar gêriadenn a c’houlenn digant an intañvez petra a c’hoarvez. Chu a denn korvo eus an degouezh evit tec’hout.
Degouezhet e Sinchon ez a d’e di.
– Me eo va muiañ karet. Distro eo da garedig. Bev !
– Piv ez hoc’h c’hwi ? Distro bev ? C’hwi zo foll !
Stardañ a ra e wreg e kañv gant e zivvrec’h. He briatañ a ra ha pokat dezhi.
Hi a grog da huchal. Krediñ a ra e klask an estren-se kemer plijadur ganti.
– Forzh va buhez ! Un den a glask va gwallañ.
Tud ar gêriadenn a zeu da welout. Kemer a reont bizhier ha skeiñ gant Chu.
Gwreg Chu Yongin a zegouezh gant tud he c’hêriadenn.
Emgann spontus.
Kaset eo Chu dirak penn ar gêriadenn. Displegañ a ra. Kaset eo bet dre fazi ha ret eo bet d’ e gorf divarvel mont e-barzh korf marvel ar Chu all.
– Kompren a ran eme penn ar gêriadenn. Da grediñ a ran. Siwazh eo ar c’horf marvel a zo dalc’het e kont war an tamm douar-mañ. Hiviziken ez out Chu Yongin. Mat eo. Ret eo dit bezañ laouen gant-se. Ur wreg nevez zo ganit, ha parkeier ha loened. Te zo bremañ ur perc’henn pinvidik eus kêriadenn Yongin. Ne c’hellez nemet bevañ eürus gant ur saviad nevez ken mat.
Setu, Chu a oa bremañ un den eus kêr Yongin. Lidet e veze bep miz e zistro d’ar vuhez. Karet e oa gant e wreg nevez hag e vugale ha doujet gant ar boblañs pa oa un den pinvidik ha pouezus.
Adal an amzer-se ez eus e Korea ur c’hrennlavar brudet : Mard eo dreist douar Sinchon a-raok ar marv ez eo hini Yongin a zo dreist war-lerc’h ar marv.
Setu ur c’hrennlavar a c’hellit ober gantañ ken brav ez eo.
Hervez ur sorbienn korean e-barzh Aubergines magique, Maurice COYAUD – Jin-Mieung LI, P.A.F. 1980