Akira

akiraAkira gant Katsuhiro Otomo, Éditions Glénat, 2005, embannadur gallek e 6 levrenn gwenn ha du, Kodansha comics 2009, adembannadur amerikanek e gwenn ha du, kentañ embannadur gant Kodansha ltd Tokyo 1984.

Dismantroù, feulster, ha bugale ganto barregezhioù dreistdenel.
Tapet eo bet lod anezho en o bugaleaj gant ur rann eus al lu e-sell da ziorren o barregezhioù evit sevel un arm galloudus.
Diaes eo da vestroniañ seurt perzhioù « gwellaet » ha kresket avat, ha distrujet e c’hallfe bezañ an douar a-bezh gant unan eus an euzhtud-se.

Kement-se a c’hoarvez en un Tokyo dismantret hag adsavet war-lerc’h an trede brezel-bed.

An arnod diwezhañ a stumm ur paotr divestroniadus a vo klasket gant bugale kozh an arnodoù kent e zistrujañ a-raok na zistrujfe ar voull douar.

Feulster, follentez an dud, a zizoloer a-hed ar c’hwec’h levrenn hag ivez ar blijadur a vezañ yaouank, a rannañ gant e hentez c’hoant ur bed gwelloc’h eget an hini a c’houzañver.

Euzhtud int evel pep hini ac’hanomp, pep hini barregezhioù estlammus, pep hini o vezañ brokus, feuls, gwarizius ivez, pe o c’hoari evel bugale laouen gant ar vuhez. Tro zo roet d’ al lenner en em hevelebiñ ouzh an tudennoù dre ma ‘z int niverus. N’int ket gennet en ur braslun ouzhpenn, ha tammoù eus o fersonelezh na anavezer ket a ro tro d’ al lennerion o dizoleiñ a feur ma ‘z a an istor war-raok.

Bale a reer gant an tudennoù dre zismantroù ar meurgêr ez eo Tokyo nevez, bombezet c’hoazh ha c’hoazh, beuzet gant ar mor, bagadoù tud digenvez o kantren, prest da heuliañ an hini a ginnigo dezho un huñvre mat ha pa anadfe evit gwir bezañ un hurlink spontus.

Kantadoù a bajennadoù gant tresadennoù kaer, hoalus, skrijus, bev, dizoloadennoù betek an diwezh ha peadra da brederiañ, setu pezh a ginnig Akira.

Laouen e vezer da vont er-maez ur redadeg tizh bras ha hiraezhiñ a reer war un dro d ‘un handerc’hañ ken pinvidik.

distruj mab-den

distruj-mab-denHa ma vefe dall an dud a-zivout un nebeut traoùigoù a zistruj an denelezh ?

Lenn a ran diwar-benn ur skiantour e kav dezhañ e c’hallfe an naouegezh alvezel bezañ distruj meiz mab-den dre vezañ herrekoc’h ???

Meiz mab-den zo lakaet en arvar gant poelloniezh ar metaoùioù ren er c’hevredigezhioù kempred. Paourentez spered muianiver ar gefredourion eo a laka en arvar meiz an den. O leziregezh da boellata eo a zo dañjerus.
Pep arvar zo lakaet en arvar ha klasket e vez merañ ar vuhez evel ma vefe danvez, stlenn, sifroù.
Argaset eo bet ar poellata e gounid ar merañ.
Ne selaou ket un den ouzh ar pezh a lavar un den all. Ne ra nemet klask e pe gombod e c’hallo renkañ an hini a zo dirazañ e giz an disterañ ( pe ar gwellañ) urzhiataer.
Den ne glask dezrannañ ar saviad m’ en em gav. Den ne glask gouzout hag emañ an all en ur saviad diles. Un den ne dalv ket muioc’h eget ur penn chatal ha kavet e vo binvioù nevez da lakaat pep hinienn da vont gant ar bagad.
Mat e vefe kregiñ gant dezrannañ saviad an all gant hon binvioù ha neuze dezrannañ hon saviad diouzh e vinvioù dezhañ. Ledanaat an dremmwel e vefe, pinvidikaat ar bed.
Aesoc’h eo avat ober gant ur gealiadurezh sonnet, dizezrann, stlennek.
Pebezh kaotigell.

choupi

choupieürus an dud a oar
ar re a oar sur
ar re a oar serten

ar peurrest
ar re a chom ganto un tamm spered

van a reont
goût a ouzont an trap
an trap o deus antellet
d’ o spered kizidik
d’ ar poanioù pemdeziek

ur seurt boest peuzkloz
amkan lakaet d’ ur vuhez
goudor
andorenn

neuze digeriñ ur prenestr
lezel buhezioù arall da dremen
avel sil freskaus

arvariñ ur sifern
a galon laouen

genou poazh

genou-poazhNag a c’herioù.

Diaes eskemmañ gant an dud an arvar a sav ennon pa ‘z eus anv eus ar brezhoneg.

An dud a vevenn dibab ar yezh ouzh an hinienn. Un «afer personel», an «identelezh», e brezhoneg a-vremañ. An trivli hep mui. Diarzaeladus neuze. Le breton tu l’aimes ou tu t’casses.

Ar frankiz dibab a vefe ger stur ar vrezhonegerion ?

Perak e lakaan-me dibab ar yezh e-par ar rezid ? Evidon eo dibab ar brezhoneg un ober rezidek, un digor d’ar bed holl ha n’ eo ket soursi ur frankiz hiniennel amjestr.

Un dibab bevennet d’ an hinienn ne c’hell bezañ nemet ur beveziñ brezhoneg. Dalc’herion ar frankiz a ra gant ur yezh evel gant forzh peseurt mad beveziñ. Da bep hini e barlant «kustomizet».

N’ emeur ket aze e par an oberiañ, e-par un embregerezh denel klok ha digor war ar bed.

Seurt emzalc’hioù a gaver gant tud a labour evit Ofis ar brezhoneg da skouer. Mont a reont da besketañ ar gerioù a blij dezho hervez ar goulenn o deus, hep derc’hel kont eus kempoellded ar yezh.

Kempoell eo ar yezh en e furmoù, en e oberioù.

Skouer un danzeadur amjestr evel «naouegezh artifisiel» a amprest ur gêr krouet en ur vaezienn yezhel digor war ar bed ha resis (naouegezh) hag a beg outañ ar gêr gallek «artificiel» diresis hag amjestr, a dro kein d’ ar brezhoneg arnevez bev e gounid ur c’hoari diboell. Ur beveziñ eo, un distrujañ, ha n’eo ket ur c’hrouiñ. Krouiñ a zegas poell, a zegas danvez bev o lec’hiañ ar brezhoneger er bed, a ra eus ar brezhoneg ur benveg da grouiñ bed.

Beveziñ a zigenvez an yezher, a ra anezhañ un elfenn dizanv eus yoc’h ar vevezerion, laeret digantañ e lec’h er bed hag er geoded. Koll a ray ar yezher e amzer da vrudañ e yezh, da vevennañ ar bed d’ e yezh.

Ar brezhonegoù rannyezhel ploueel a oa enno kalz muioc’h a binvidigezh, kal muioc’h a zenelezh.

An dezeviñ renet gant tud Preder a oa ennañ ar binvidigezh-se ivez, ha n’eo ket bet savet ganto «naouegezh alvezel» war ar prim evit leuniañ ur goullo e giz tud tapet e divedelaat ar gevredigezh veveziñ.

An arvar zo n’eus ket a vrezhoneg evit gwir. N’eus ket ur framm, ur stroll tud a zegasfe poell d’ar brezhoneg. Neuze e c’hell soñjal pep hini e c’hell ober forzh petra gant ar brezhoneg.

N’eo ket hepken ar gerioù a zo meret evel ma vefent afer un hinienn en e gorn hogen ivez an doare skrivañ. En em gavout a ra bepred tud evit danzen un doare skrivañ dezhañ hep derc’hel kont eus al labour bet graet abaoe kantvedoù.

E ‘m farez e oa un den, Doue d’e fardono, a felle dezhañ sevel un doare skrivañ reizh evit ar brezhoneg. Kaset en doa din, e galleg, ur skrid ma tisplege pegen fall e oa an doare skrivañ unvan, ha zoken an holl re all ha brezhoneg ar skolveur frañses.

N’eo ket ur gudenn, c’hwi wel mat, bugale skoliataet er skolioù Diwan a ra berzh. Anat eo o deus da yezh ar galleg evit gwir. E nep lec’h ne c’hellont mont gant o brezhoneg. Evel an holl vrezhonegerion, zoken ar re o deus klevet brezhoneg a-vihanik, e klevont galleg bemdez.

E pelec’h emañ ar vrezhonegerion o deus renet o buhez e brezhoneg ha sevenet o labour, o freder, o buhez kevredigezhel, o buhez keodedourion, e brezhoneg ?

Keit ma chomo ar brezhoneg un dibab angerzhek, hiniennel, e chomo ar brezhoneg divarrek da dalañ ouzh ar bed, da grouiñ bed.

Meizet eo bet ar saviad a bell ’zo hag un toullad labourioù talvoudus zo bet kaset da benn adal kantvedoù. Bepred eo en em gavet tud evit kas al labour war-raok.

Hiziv avat, pezh a zo trec’h eo ar stuzegezh frañses. An dud ne veizont ket ar brezhoneg evel ur benveg da vont d’ ar bed hogen evel un doare sac’h kozh da lakaat ar bed da zont e-barzh. Brezhonekaat ar bed, hag an aliesañ eo an alvez, ha n’eo ket bedelaat ar brezhoneg.

Teneraus eo hogen dismantrus evit ur yezh.

Ne gemerer ket hent ar sevenadur. Reizh eo peogwir e vez meizet ar sevenadur diouzh ar gevredigezh veveziñ eleze diouzh an alvez, diouzh kenderc’hadoù, marc’hadourezhioù kulturel. Penaos e vefe ijinet un hent all pa sol an dud war ar stuzegezh frañses, pa reont gant binvioù gallek, pa vevezont traezennoù kulturel a glaskont livañ brezhoneg warno.

Pezh a anvont culture bretonne zo ur glad, un dra da virout peogwir eo tomm d’o c’halon. Ne reont nemet merañ traezennoù a adsked ar stuzegezh c’hall. Aesoc’h eo dezho pa ne redi da striv ebet ha pa ro koustiañs vat.

Frañsizion e chomont ent sevenadurel, eleze e welont ar bed a-dreuz d’ o stuzegezh c’hall, hag o seurtanvet sevenadur brezhon, pe kelt, n’ eo ket muioc’h eget kinkladurez prevez o neiz tiegezhel, «chaovinegezh».

Krediñ a reont e c’hellfent kaout skoazell Frañs evit «saveteiñ» ar brezhoneg. Doareoù politikel, armerzhel ha sevenadurel Frañs a ra n’en deus ket ezhomm pennadurezhioù ar Stad c’hall eus ar brezhoneg. Ouzhpenn ne saveteer ket ur yezh, buhezañ a reer ur yezh, pezh a empleg ober dibaboù drastus.

Er bloavezhioù seikont e oa c’hoazh un toullad tud a ouie e oa d’ar re a zibabe ar brezhoneg krouiñ amveziadoù e zistro d’ar bed.

Pezh a soñje an dud en amzerioù-se eo ne oa ket bet distrujet ar brezhoneg gant Frañs. Pezh a zistruje ar brezhoneg a oa disterded labour ar vrezhonegerion. Seurt disterded zo bet trec’h a c’hellfec’h krediñ o welout an holl gwitibunan hiziv an deiz tamall d’ ar Stad C’hall stad truezus ar yezh ha war un dro mont da c’houlenn an aluzen digantañ.

Diaes eo bezañ un den er bed. Aesoc’h eo lakaat da gablus tud n’o deus foutre ezhomm eus ar brezhoneg evit mont d’ar bed.

An dra nemetañ a c’hell ar c’hallaoued degas d’ ar vrezhonegerion eo o sevenadur ha pinvidigezh o yezh, evel an holl bobladoù eus ar bed. Lavaret eo bet an dra-se c’hoazh e derou an ugentvet kantved ha mantrus eo e vefe bet disoñjet.

Setu perak e’ m eus arvar war ar pezh a reer hiziv.

Ret eo eskemmañ ha kenlabourat evit ma c’hallfe eginañ un digor bennak d’ ar brezhoneg d’ar bed hag evit lakaat ar fri war an hentoù bac’h a zo puilh, ken klet ha ken hoalus ma ne c’haller nemet o heuliañ gant plijadur.

netra ?

netraPenaos ‘m eus kredet dilezel war an hent an dud kaer-se, an dud vrokus-se ? Ezhomm hon boa an eil eus ar re-all. Bepred e oa digor an nor, bepred e oa boued war an daol, gwin er c’hav. An teodoù a zibune pennadoù gwellañ o buhez, ar re wasañ ivez. Bugale mousc’hoarzhus e oa, aloubus, laouen ganin, ha me ganto, bleunioù el liorzhoù bihan, korfoù labourerion gwisket a-hed an devezh o dilhadoù labour, maouezed pintet uhel o mouezhioù.

Dekvloaziadoù ‘m eus o dilezet, ha pa dremenan ez eus bepred ur plas ouzh taol, c’hoazh. Kozh ar vugale, kozh ar c’horfoù, bev bividik ha bliv an daoulagad, gwallzarvoudoù ar vuhez, ar c’hudennoù yec’hed, zo istorioù farsus da lavarout dirak ur banne gwin.

Serr eo ar c’hav, karc’har an tremened, n’ eus mui kement a dud da gemer an amzer da lipat ur banne.

Petra ‘m eus graet evito ? Bevet ‘m eus, dal, bouzar, e-giz an holl, ha n’ in ket da lavarout e ouzon perak. Kevrin.

Klask a ran pezh a ‘m eus kavet ur sulvezh heoliek gant keneiled kozh, kendirvi, mignoned.

Hag int eo pobl ar strouezh en o zouez emsaverion ur bed skedus ?