staotañ dindan ar stered

staotan-dindan-ar-steredSioul an noz,
skuizhnez un devezh labour.
Labour a lavaren, ger diresis,
dibourvez eus ur ger a rofe un asvan eus ar pezh a veze graet.

Ken dispis va soñjoù rak ar pezh a oa e go.
Traoù nevez a zifoupe bemdez.
Gerioù nevez a eskore,
splann,
bev.
Kealioù nevez,
beziadoù nevez,
dremmwelioù nevez,
a gaerae d’ ar bed.
Ni a yae gant an hent,
an hent e-kreiz ar maezioù,
an hent e-touez an dud,
fest pemdeziek ar meiz hag al lavar.

War hent an distro
e safar ar c’harr brein
e kendalc’hen da zibunañ eskemmoù an devezh,
re binvidik, re lugernus evit un den louet
ken diwezhat war an hent kozh Roazhon Naoned,
rouez ar c’hirri warnañ en amzerioù kozh-se.
Nemedon va-unan,
gouloù ar c’harr,
ha noz du pod ar peurrest.

Setu ma voe ret din tuañ ar c’harr
e-kreiz neblec’h,
dindan ar stered o gouloù marzhus.
Kaerat noz !
Kaer eus an devezhioù da zont,
ken pell,
ken tost.
Pal ebet ne oa merket,
ledan an oberenn,
prederioù,
enklaskoù,
estlamm ouzh hon c’henseurted,
ouzh ar bed war eskoriñ
ken ec’hon hag an oabl stergannek,
fulennoù a dreuze va spered keit ma staoten.
Gerioù,
gerioù an den-se a gounen,
na vefent ket dalc’het,
na vefent ket marilhet,
na vefent ket oberenn,
disoñjet, diverket.
Dont a raent fraezh din
d’ o gwiriañ war ar pred,
egin, don, splann
ur misi.

«Netra kaeroc’h eget chom e-unan
«kollet e-kreiz an noz
«ha staotañ dindan ar stered.»

Mercedes Benz

Mercedes-BenzAzezennoù ler ruz ur Mercedes gwenn distoen, gwisket gant ur roched hag ur bragoù lien fin gwenn, ur gouriz ler ruz ha botoù gwenn disaotr. An hent hir-hir e disheol ar goadeg. Netra nemet fraoñvadeg disi ha flour ar c’heflusker, chourikal ar rodoù war an hent… En amen pep hini bezañ pell diouzh trepetoù ur vuhez dismantret gant boued dister, labour paour, flaer ar gourstalioù, bezañ estreget skeud en ur yoc’had a dud korvoet betek en o huñvreoù.

Ouzh ar voger e sked neon ar Carioca cafés, war an daol tasenn wenn ar c’hafe du ha tomm, distaliet al listri gant ar plac’h he mousc’hoarzh ledan.
Sioul ar pred.

peurhanderc’hañ

peurhanderc'hanKen pellaet eo an den n’eo ket hepken diouzh ar beved hogen ivez diouzh e vuhez ez eo risklet en un handerc’hañ pemdeziek.
Beved, buhez hag alvez zo lec’hiet e-par an handerc’hañ. Ne ouzer mui hag ez eus eus ur werc’helezh bennak.
Ar skiantoù e lec’h bezañ benveg, zo deuet da gemer lec’h ar werc’helezh.

Klevet ‘m boa Leroi Gourand, tudoniour gall, er skingomz o lavarout ne vije ket bet eus an den ar pezh ez eo ma ne vije ket bet ur bronneg anezhañ. An nesaegezh etre ar bugel ouzh ar vronn hag e vamm a oa bet moarvat andon eskemmoù hir en orin e varregezhioù dezeviñ.

Karen Blixen, skrivagnerez danat, ‘m boa klevet o lavarout e oa barrek an den d’en em dreuzfurmiñ. Huñvreet en doa kerzhout war e bavioù a-dreñv ha gant an amzer e oa deuet a-benn da werc’helaat e huñvre, ha ma soñjfe nijal, gant an amzer en em dreuzfurmfe hag e teufe dezhañ divaskell.
Lavarout a rae ivez e oa bet divizet kerzhout war ar pavioù a-dreñv gant ar merc’hed aet skuizh da gaout o rev diskouezet d’an holl. Tennañ a raent korvo ivez eus ar saviad nevez, o far o kaout e rev diskouezet d’ar pevar avel, evit tamall dezhañ soñjal nemet er rev.

Penaos lavarout seurt traoù hiziv pa ne ouzer mui pelec’h emañ ar vevenn etre handerc’hañ ha gwerc’helezh ?

An dud e Vreizh, a ijin o brezhoneg ha n’eo ket e embreger pe e lec’hiañ e-keñver ar werc’helezh, zo penn-da-benn er stuzegezh dispredet-se.
An holl dud zo o varvailhat er goullo, forzh petra a vefe o saviad e savont istorioù e-lec’h ezteurel o soñjoù.

Iskisat stuzegezh n’eo mui nemet un handerc’hañ stuzegezh, ur c’hoari evel pa vije, graet gant tud o redek war-lerc’h marc’hadourezhioù pourvezet adal neblec’h.

Steuziet eo ar bed o vont da handerc’hañ liessek ha dispan ma ne c’hell mui an dud kejañ, na zoken handerc’hañ, dre vezañ aet o-unan da handerc’had.

kasoni diabeg

kasoni-diabegPerak kement a gasoni ? Kaer eo ar bed, marzhus an denelezh.
Hag e klemm ar wrizienn rak kened ar vleunienn pa wel he stummoù ha livioù dedennus ?
Un den n’eo ket ur vleunienn, ne fell ket dezhañ talvezout da wrizienn d’ur vleunienn da vleuñviñ da lorbañ un amprevan, pe ul labous, pe ur wenanenn, da vont da frouezhenn, nemet da gas ingal ar spesad davit Doue oar petra.
N’ eo nemet un den, un den e vil goulenn, un den ripik, ur c’housi.
A ! Kaerat buhez a ra d’ ur vruzunenn bezañ andon un hollved.

an istor kaerañ

an-istor-kaeranAn istor kaerañ zo an hini n’ eo ket skrivet. Ha koulskoude ne anavezer netra muioc’h egeti. An tudennoù, an darvoudoù, zo eus ar boutinañ. Padal ne c’hallont e nep doare bezañ renket, muzuliet, termenet.
Kaer a c’hallan lavarout, ne c’hell ket bezañ termenet perzhded ar gened avat. A-vec’h merzhet eo tec’het.
Truchañ a c’haller, astenn d’ an arvester, livioù, sonioù, fiñvoù, notennoù, a gempenno amveziadoù touellus d’ar gened. Ar gened avat zo a ouenn gant ar rezid, steuzidik.

Koulskoude, ar pred-se, goullo, digor, a zegas d’ ar bed e zanvez, e voud, daoust bezañ dister a eskor ur binvidigezh a drivliadoù, a sterioù, ken niverus, ken lies, ken kemmesk ma c’hallfent trec’hiñ war leziregezh an denelezh o rouzmouzat.