Naoned

naonedLeurennoù simant diziwezh dindan an heol.
E-harz savadurioù kozh ar chanterioù e vleugn diduamantoù evit touristed, da gefleuniañ goar arouarek ar vourc’hizion vihan, da ganañ gloar un dinaz araogelour.
Bagadoù bugale a dremen, kaset gant o skolaerion d’ober o baleadenn rakvakañsoù.

Kasaat a ran al lec’h-se. Kollet, pell eus kreiz-kêr. Kelan ur porzh aet da get.
Diseblanted yen ar re a zlefe gouzout ar miliadoù a vuhezioù uzet da sevel gloar d’ un dud klouar.
Touristed a bilpas war c’hwezhadenn ar vicherourion, war o buhez, war o stuzegezh dismegañset.
Naoned ar c’hast a c’hoarzh, digor bras he genou. He c’horf diskouezet a dammoù d’ar pevar avel, da zedennañ ur boblañs arc’hantet.
Gwerzhet eo bet gant lod eus e vugale war glask arc’hant hag arc’hant c’hoazh. Galloud dister, huñvre. Da gultur o deus o sklavelezh.
Argaset, harluet, eo bet ar vicherourion da lezel plas d’an dudigoù cheuc’h o tont eus Paris pe eus Breizh.
An Istor a lavaront ?
Bividik ar gêr vras ? Diduamantoù evit an nevezdeuidi, traken.
Brezhon ? Brezhonelezh kartoñs brezhoned ar c’hornog dilezet o bro evit moneiz houlierion ar c’hast.
An nevezdeuidi a sav koñchennoù da berc’hennañ ar vro. Kenteliet omp bemdez war benaos e oa anvet an dra-mañ dra, al lec’h-mañ lec’h. Handerc’had.
Argaset omp bet d’ober plas dezho. Aet omp eus kêr da vannlevioù, eus bannlevioù da vaezioù. Argaset al labour eus an trobarzhioù d’an estrenvro ma ‘z eo korvoet euzhus korfoù hon breudeur er boan, distrujet o amva evit kletadurezh meurlarjez ar glaskerion vara o deus graet ac’hanomp.
Hon tudoù o doa c’hoazh un istor savet gant o buhez renet eus greantioù da lojeiz. Bev e oa o c’harterioù a gane, a gonte istorioù, hanezennoù.
Eus brabañserezh an nevezaotrounion e savent lennegezh teodel, lavar, reolennoù, plijadurioù, ha ster d’o labour, da nerzh laeret ha dismantret o c’horfoù. Sevel a raent tiez, liorzhoù, dilhadoù, mignoniezhoù, kenskoazell, ha prest e oant da sevel ur bed nevez.
Oberennoù a savent a zo bet troet da galvezadoù kurius tolpet e dastumadennoù kefredourion skuizh.
Strewet eo bet o bugale, aet da nebeutoc’h eget sklaved, nebeutoc’h eget mitizhion.

Denion ez int c’hoazh avat, daoust d’ar re a gred bezañ mistri war ar bed hag ra fae warno, ar re-se ken gwan, ken gwak avat, ken paour o spered kafunet en o c’horfoù gwisket gant lorc’h.

War-sav bugale, na rit ket forzh ouzh ar re a liv gevier war ar pezh ez oc’h, war ar pezh eo bet hoc’h hendadoù.
Ni oar ar pezh ez omp. Ennomp emañ bev hon denelezh.
Lezomp da vleuniañ ar ganaouenn vresk a safron ouzh hon staoñ. He lezomp da greskiñ, da ledanaat, da binvidikaat, da darzhañ e notennoù lirzhin. Gouzout a ouzomp kement ha forzh piv war ar pezh ez eo bezañ den.
Heuliomp hon hent d’ar sevenadur. Na gredomp ket ar re a sav annezioù sonnet d’ hon huñvreoù kaer. N’o c’hredomp ket pa lavaront ez int ar sevenadur. E pep den a embreg e rezid emañ ar sevenadur, e pep den a gan e zenelezh sklaer ha brokus.
Ar re n’o deus netra zo dazont ar bed. Na lezomp ket hon bugale da vont da chatal.
Pa darzho bleunioù hon spered diouzh hon c’horfoù distrujet, neuze, ar c’hast n’he devo ket disoñjet ez eo mamm ivez. Kemer a ray ouzh he c’hostez he holl bastarded da reiñ dezho c’hoant buhez.
Dañset e vo c’hoazh e karterioù nevez, kanet, livet, savet barzhonegoù war ur follennig paper gant un tamm kreion uzet en ul lochenn e penn al liorzh e giz an tad kozh. Un amezeg a saludo dreist d’ar gloued he flankennoù hag ar c’hevarc’h a nijo a liorzhig da liorzhig betek traoñ ar straed, e touez tud en em anavezint holl, en em zoujo hag en em skoazello da vezañ denion brokus ha kenedus.
Bezomp bremañ, ha foei war ar foarioù savet evit mad ar re a zo goullo o bed.

blevennoù

blevennGouloù al lutig war blevennoù skars kein an dorn.
Didrouz ec’hon an noz.
Ar follenn baper gwenn-kann.
Freskijenn an deñvalijenn a grign an egor.
Harzhadenn verr ur c’hi en diabell,
Splann,
Sioul,
Galv dibal,
Dremmwel ledan,
Kevrin.
Bozad ur frapad.

du ha gwenn

du-ha-gwennWar ar gwe e taol breizhkarourion vantrus o binim.
Nac’h a reont un tonkad yezh d’ar brezhoneg, d’ ober anezhañ strobad parlantoù un tremened mojennek, langaj naturel ar boñsovaj a vennont ren warnañ.
Brizhkefredourion ar yoc’h, n ‘int nemet fleur an hevelep pezh moneiz a zo e benn o c’homperion broadelour a gasaont. Breizhkarourion ha breizhkarourion, binim ha binim, ez int azon an hevelep destuziadur a gas ar bed d’ un dismantr.