du ha gwenn

du-ha-gwennWar ar gwe e sil breizhkarourion vantrus o binim. Nac’h a reont d’ar brezhoneg un tonkad yezh d’ ober anezhañ strobad parlantoù un tremened mojennek, langaj naturel ar boñsovaj. Brizhkefredourion, mesaerion ar yoc’h, n ‘int nemet fleur an hevelep pezh moneiz a zo e benn o c’hompered broadelour a gasaont.
Breizhkarourion ha breizhkarourion, binim ha binim, ez int hep mar ebet azon an hevelep destuziadur a gas ar bed kozh d’ un dismantr.
Pe neuz a vo d’ ar bed nevez ?
Mab-den n’eo ket mestr war heuliadoù e ober, dreist-holl p’ emañ c’hoazh gant c’hoarioù e vugaleaj.