lusk

Dargouezhel rik e voe va c’hejadenn gant ar gorollerez-se, un hanezenn.
Dre al labour graet ganti ez emouezis ouzh barregezhioù ar c’horf da handerc’hañ war-bouez an egor hag an amzer.
D’ he bloavezhiadoù labour gant ar re Dupuis er Ballets de Paris e tlee he c’halvezerezh espar hag he brokusted.
Eus an amzer-se ma pleustris ganti ar c’horoll e ‘m eus bet da hêrez unan eus lankadoù estlammusañ va buhez.

Gwir eo ne oan ket en amzer-se paket er bed re frammet a anavezomp hiziv. An dud a labouren ganto ne oant ket bac’het e reizhiadoù nevidel ar c’henderc’hañ arvestek.
Lakaat a raent brokus en hon c’herzh binvioù perzhek. Diouzh o embregañ e teue perzhded hon labour. Ne oa ket hon eztaol e-dalc’h un dezvad micherel pe ur gwerzh nevidat. Den ne zeue da rebech ouzhimp kaout ur vicher bara ha bezañ koroller war un dro.

Ned eo nemet diwezhatoc’h e voe strishaet d’ ar bed.
Soñj ‘m eus eus ar wech kentañ ma voe ret din talañ muioc’h evit ur prantad stummañ peogwir ne oan ket rummet koroller a-vicher.
Disteroc’h e oa va c’horvoderioù eget re ar gorollerion a-vicher avat.
Lakaet e oan bet diouzh tu ar re a ra koroll evit ar blijadur. Ret e oa din degemerout da wir bater ne laboure ket seurt touristed a-zevri pa ne labourent nemet evit o flijadur.
Evidon ur pleustr a oa ur pleustr ha ret e oa postañ labour e-barzh, gopret pe get.
Ar re a felle dezho kaout diduamant a oa arabat dezho korolliñ a soñjen, pe seniñ, pe skrivañ, pe vrezhonegañ. Ken aner e oa ar c’horoll dezho ha beveziñ forzh pe varc’hadourezh all, arallekaus.
An dibab ‘m boa d’ ober diouzh urzhaz ha renkelloù ar stuzegezh ren, dibab etre bezañ koroller pe bezañ ratreer ?
Paourat bed ma oa aet an holl dud-se da berzhiañ ennañ korf hag ene.
Furmek e oa deuet ar gevredigezh a-bezh da vezañ, an diduamantoù helvus evit ar vourc’hizion vihan, hag an torr-kein evit ar ratreer skingomz.
Ne oa ket pleustriñ hiviziken un dra pouezus, frammus, an doare nemetañ da seveniñ e vuhez en ur gevredigezh, da berzhiañ er bed. Forzh penaos, ar gevredigezh a oa disrannet diouzh ar bed ha bevennet d’ an darempredoù armerzhel kreizennet war ar beveziñ. Kedved ebet ken.

Jentil e oa an holl, ar gorollerion a-vicher hag o arvalion. Padal ne gejent nemet dre nevid ar c’hentelioù koroll ma teue un darn da werzhañ evit dastum arc’hant hag ar re all da brenañ ur gwazad digant stummerion a oa kentoc’h ambilherion. Niñvañ ebet ken, nemet hiniennoù digenvez o vignonezañ.
Ar c’horoll ne oa mui ur furm eztaoliñ er geoded hogen un danvez da grouiñ ha da vastañ d’ un divoz hiniennel rik. Euzhvil ar beveziñ o tebriñ e lost. Ne oa ket muioc’h eget ur bredkur da bareañ un divoz krouet gant un destuziañ pe, embregerezh korf da goll ur reñverad feskennoù paket dre rezebriñ, pe ul lec’h evit flapañ da uzañ an amzer vak ha disoñjal trepetoù al labourat/beveziñ.
Ne oa ket plas d’ un den daou bleustr, nemet e vije bet uhel e c’hopr, eus ur metoù diuzet dre ar priz e oa lakaet da dalañ.
Argaset e oa er pelloù bezusted ur stuzegezh pobl, un arz pobl. E ‘m saviad ne oan ket aotreet da reiñ va ali. Ret e vije bet din mont da goroller tennet e vevañs diouzh ar goroll, pe chom ur babig sentus, o treveziñ ar re a oar, ha pardonet dezhañ e zivarregezh da biaouañ ar stuzegezh koroller. Bezañ ur paour kaezh bevezer.

Kouezhet eo ar bed kozh en e boull er bloavezhioù eikont. Echu e oa an istorekaat hag ar goulennoù. Distro edomp da ved an diarvar ma oa ret sentiñ d ‘ar vistri, d’ ar gelennerion, da steuñvoù savet evidomp kaezh tud gant ar re a oar.
An dud a golle o buhez da c’hounit o bara, a wiske ur meni denelezh diwar vruzhun amprestet digant gouroued a oa evit gwir marc’hadourion bitrakoù.
Evit gwir ne oa ket niverus an istrogelled a venne korolliñ.
Aet e oan da zevezhioù studi kinniget gant an RIDC. Ul labour dispar. 200 den a oa. 33% a oa korollerion, 33% a oa kelennerion, 33% a oa kelennerion embregerezh korf pe leuñvourion, hag unan dre gant a oa «all». Ni zo en em anavezet diouzhtu.
– Te eo an all all ? Hi e oa. Arallouenn.

Ganin e chom bepred korollerion an amzer-se, brudet pe get, ken resis ha brokus o labour avat. Kenderc’hel a reont da dresañ war ul leurenn hentoù a ya kalz en tu all d’al leurenn, kalz pelloc’h eget an dremmwel parpagnoù a gelc’h ar bed a vremañ e giz ur voger-greñv.
Korollerion an amzer-se zo bet e-touez ar re a hadas ennon egin un ober rezidek, egin ul labour denel na mui na maez. Profet o deus din ur banne kened na steuzio morse keit m’ e lakain da dalvezout.
Ra gendalc’ho un darn anezho gant an hent-se, zoken ha pell diouzh ar c’horoll e vefent bremañ.

gwezhiañ ?

Ar vuhez gwezhiat, ar gwezhiañ, a c’hoarvez evit Hannah Arendt eus labourat, oberiañ ha niñvañ.

Petra a c’hoarvez gant labourat ? Debriñ zo beveziñ, distrujañ ar boued. Debriñ a ran evit adtapout gremm da labourat, ha labourat a ran evit kaout boued. Kelc’htroek eo arvez bevedel gwezhierezh mab-den, adkregiñ a ra heñvel. Bevañ a ra an den, genel, ober bugale, mervel.

Prientiñ ur meuz avat zo un oberiañ, lakaat er bed un oberenn, seveniñ ur c’halvezad dieil. Aesoc’h e vefe din debriñ geot en ur prad evel forzh peseurt buoc’h.

Pediñ tud ha lakaat ar meuz war an daol zo niñvañ, degas d’ an dud un egor liessek dre hanterouriezh ar meuz a zo ennañ kalz muioc’h eget ar boued lakaet e-barzh, kalz muioc’h eget istor, stuzegezh an dud o deus degaset din ar rekipe, ar jestroù, ar binvioù, an danvezioù, treuzfurmet ganin en ur meuz resis, anavezet ha kaset a zen da zen, a remziad da remziad ken ma krou ur padelezh, un amzerelezh padus gantañ frond ar beurbadelezh, an istor.

Er meuz eo endalc’het liessegezh an amzer, eus prientiñ ar boued, betek ar mare ma vo rannet etre an dud a zebro hag a zistrujo ar meuz en e alvezelezh.
Gwezhiañ an den zo bepred war un dro labour, oberiañ ha niñvañ, beveziñ, sevel ur c’halvezad, hag e lakaat er bed dirak an denion.
Anat ez eus furmoù kamm evel lonkañ ur voestad chokolad, pe korvoiñ labour ar re all, pe arvestiñ ouzh an denion ha chom er-maez eus an niñvañ.

An den avat a zo e oberioù war un dro labour, ober ha niñvañ.
Marteze eo gwir evit kement buhez a zo war an douar.

e sigur henvoaz

e-sigur-henvoazEr gourleur e komze un ambilher laouen eus henvoaz Nedeleg, menegiñ a rae ar ganaouenn Petit Papa Noël skignet war yoc’h an arvalion prederiet da vountañ o c’harigelladoù bitailh.
Bep bloaz, da vare Nedeleg bannañ ar ganaouenn heskennus-se, a viskoazh, hag un henvoaz eo ?
Petra eo un hengoun neuze ? Elfennoù a vefe stag ouzh orin ur gummuniezh tud ?

Ar marvailhoù n’int na henvoaz na hengoun. Bez ez int oberennoù ur stuzegezh, oberennoù bev ha n’eo ket kalvezadoù doujet e koun d’un dra bennak, pe stag ouzh ul lid a zistrofe da vareoù resis eus ar bloaz, pe e degouezhioù resis.
Disoñjet mik int bet gant ar boblañs
O lec’h a oa, hag a zo, hag a vo, er pemdez.
Tremenet int eus lod bev niñv pemdeziek ur stuzegezh da zafar kenderc’herion arbennikaet kalvezadoù arvestel, aet int d’ ur rann eus nevid an arvestoù. Koulz eo lavarout ez int kalvezadoù marv ur stuzegezh varv.
Kollet o deus o roll ezteurel, kelaouiñ, pleustriñ dezevout an dud, da emgantañ er c’henderc’hañ-beveziñ, e kor ar beved. Labour int, ha roet o deus labour d’un toullad tud. Kollet o deus ul lod bras eus o ferzhioù oberiañ ha niñvañ. Bastañ a reont da veved ar sorbiennourion hag o selaouerion dre neveziñ o barregezhioù askenderc’hañ : diduiñ a dalvez da askenderc’hañ an nerzh labour distrujet, genel ur c’horvoder zo bezañ e tro da astenn e veved.
Hag e tizh ar c’halvezadoù kenderc’het diwar an oberennoù tremenet muioc’h eget poblañ an alvezelezh ? Hag e tizhont an oberiañ eleze sevel ar bed ma kav mab-den e badelezh, e istor ? Hag e tizhont maezhienn an niñvañ eleze un egor kumuniezhel, un eskemm, ur bon d’ an nit ?

Da sevel ur bed un tamm pinvidikoc’h ‘ta, hag e vo a-walc’h dimp kanañ a-bouez-penn Petit Papa Noël ?