En amzerioù-se e oa louet an amzer, izel an oabl war ar mor.
Bale a raen hir war an tornaod.
Glizhenniñ a rae war va dremm.
Gwech e heulien ar wenodenn strizh a-blom d’an draezhenn, gwech e oa ret krimpañ war ar reier el lec’hioù ma oa difaragoellet ar wenodenn war un dro gant ar roc’h kuzum.
En amzerioù-se e oa flour daoust d’an deñvalijenn, daoust d’an digenvez.
E ‘m c’hreiz e loske un eostad heol a vije aet da c’houlaouiñ ar bed evit kantvedoù.
Fonnus e chom an eost, bevezet ha nevesaet gant ar re a zo banvezerion hag eosterion a bep tro.
Devezh ha devezh e kaerañ e ved da vab-den.
En amzerioù louet ivez e sked an heol.
Archives mensuelles : janvier 2017
arz a vefe lieselezh ar pred
N’ on ket deuet a-benn da resisaat petra zo skoachet dindan arver ar ger arz.
Me gav din ez eo un eztaol diles a ginnig ar pred en e gemplezhded, pell diouzh ur stlennañ, pe ur brudañ, pe ur c’hehentiñ, pe forzh pe eztaol untu ha strizh.
Reiñ a ra tro da grouiñ rezid.
An hini a sav an oberenn hag an hini a zegemer an oberenn a c’hell kavout enni pezh a oa dianav dezho en ur lezel war o lerc’h ul lod mat a draoù dianav.
Al liamm denel stignet dre an oberenn arzel zo ur monedone diziwezh ha digor e-par an denelezh a-bezh.
Un doare da vont ouzh ar bed dre ar vuhezañ eo, un niñvañ.
Arz a eskor ma tizh an den bezañ en tu all d’ e galvezerezh, en tu all d’ e lorberezh, en tu all d’ e labour. Ne glask neuze na taol mestr na gounid evitañ.
Klask a c’hello gwerzhañ al labour, hogen an arz ne c’hallo bezañ na gwerzhet, na prenet.
Nevid an arz n’eo ket arz. Al lod brasañ eus ar marc’hadourezhioù war an nevid-se n’int ket arz. Ar marc’had-se zo ur vinell d’ an arz, un doare da zisteraat an niñvañ e gounid al labour, an oberenn e gounid ar c’halvezad.
War an dachenn-se n’on ket sur da gompren pezh a zo bet skrivet gant an amerikan Arthur Danto. Ar voest Brillo adkemeret gant an arzour (Labourer, oberour ha niñver ?) brudet amerikan Andy Warhol ha gwerzet ker-ruz d’an dastumerion (Ha petra en deus un dastumer da welout gant an arz ? Ha ned eo nemet graer war an nevid hollek ?) n’ en deus ket ouzhpennet arz e-barzh. N’en deus graet nemet hekleviñ d’ an arz a oa er boestoù orin, da sevel ur varc’hadourezh evit dastumerion. Gant an ermegour James Harvey ez eus arz. Lakaet en deus en e voest ouzhpenn merk an danvez a oa e-barzh, ouzhpenn an titouroù spirus, ouzhpenn an arver a vije graet eus ar voest da zezougen marc’hadourezhioù. Degas a ra kalz muioc’h eget ar stlenn a ro war endalc’had ar voest.
Ar furmoù, doare al lizherennoù, al livioù, o deus roet d’ ar boestoù kartoñs un ouzhpennad buhez, liesselezh ar pred ha diventelezh an dremmwel.
Degas a ra gouloù ha kened.
Er c’hontrol, nevid an arzoù ne ra nemet kuzhat pezh ez eo evit gwir eleze un hent da amred ar moneiz, da nevid dreistad madoù korvoerezh an dud dre al labour ha dre nevidoù an dramm hag ar feulster.
Stuzietoc’h evel just ober gant arz eget gant felliezh.
Dre o arver pemdeziek o deus boestoù James Harvey degaset mentoù nevez da bemdez kalz tud hep gouzout dezho.
Ret eo bezañ ur Yann-kouer eveldon avat, evit priziañ seurt eskoradur eus an arz.
Ret e vo prederiañ war ar pezh a c’hell bezañ anvet arz pobl, un arz a zo stag ouzh pemdez an dud, en deus ur ster e predoùigoù pemdeziek hag a laka da splannañ enno ar pinvidigezh na splann ket ouzh daoulagad an hini na wel ket pelloc’h eget al labour, an alvez, an nevid…
Muioc’h a dalvoudegezh nevidel ez eus gant labour Andy Warhol, ha muioc’h a arz ez eus gant oberenn James Harvey.
Andy Warhol a vac’h ar genedouriezh en ur metoù kalvezourion an arz ensavadekaet, ur reizhiad gwerzhourion-arvalion felladennek, keit m’ en deus James Harvey digoret war lieselezh ar bed an harzoù savet gant sodelloù ar pemdez, ober rezidek mar bez.
banvez hon hendadoù
Perrault a oa emichañs un azenn kornek, kenkoulz ha Luzel, kenkoulz ha me.
Evit ar re gentañ, o deus bevezet oberennoù orinel evit o lakaat da glotañ gant stuzegezhioù mac’hom.
Padal o deus lezet war ar paper eskern o banvez renket koant pe goant.
Diwar an eskern-se, ha gant ur skoazell hud bennak, er sorbiennoù, e teu d’ar mare-mat d’an hini en deus kemeret penn an hent, amzer an hent, an eurvad da gas en-dro d’ar vuhez an oberennoù arz bevezet gant tud dall d’ ar bed, ken eeun ma tiwan ar plant diwar ar greun kac’het da heul banvez ul labous du.
Tud ‘zo avat a chom gant ar c’haoc’h, laouen.
Kemplezh eo ar vuhez, pinvidik ha kaer.
Nedeleg
Deuet e oa.
Edo en hon touez, douget war-bouez neudennoù tener ar vuhez a chome gantañ.
An den, ar c’har.
E holl zenelezh o skediñ, e sell war ar bed, ar direizhderioù a buke outo, ar plijadurioù a oa e re.
Ar c’haozioù a yae endro d’ar meuzioù kinniget war an daol. Flemmus, c’hoarzhus, brokus, tener. Aet e oa betek penn an nozvezh. Diviet e gorf diskarn.
Neuz un ozhac’h-meur gantañ, eñ mab an tiad, krignet ez bev gant an droug skoachet ennañ, kleñved treitour.
Evit ur gwel e oa trec’h ar beved d’ar vuhez. Kaset e oa davit un dibenn na oamp ket barrek da ijinañ, da rakwelout.
Dre ar c’heloù bet kaset dimp, edomp engortoz d’ an tonkad dibleg. Denion edomp avat, hag hon denelezh ne c’halle ket e zioueriñ.
Distroet eo pep hini d’e gorn-bro war-lerc’h pokoù, briata, gerioù tener ha kalonekaus.
Tarzhañ a reas ar c’heloù mantrus.
Aet omp endro gant an hentoù, gwenn ar gwez hag ar brousgwez, al lusenn alaouret gant an heol dindan bolz an oabl glas lintrus.
Yenion ar goañv, yenion al lec’h goullo ouzh taol ar vuhez.
Uzet e nerzh diwezhañ da zont d’ hon c’hevarc’hiñ e oa, distro d’ar gêr, aet dre e gousk.
Ranngalon.
Heol ar goañv a bare war ar vered vihan en izel d’ ar gêriadenn war dorr ar menez, lost-ha-lost e tiskenne eus ar vourc’h e vignoned niverus davit ar beziadur.
Bleunioù flamm e-leizh, un nebeut gerioù a-berzh mignoned tramor, kensonadeg rock ‘n’ roll ar sonerion dispar aet da anaon a-hed ar bloavezh.
Aridennad ar vignoned o pignat davit sal ar gumun. Rock ‘n’ roll bepred, banneoù da lipat, gwestell graet gant pep hini, bleunioù, ur voger skeudennoù a-berzh mignoned, an tiegezh, tud ar vro, hag ar re-se deuet eveltañ e digenvez ar menezioù da ren o buhez, sevel oberennoù uvel, dimeziñ, desevel bugale a-hed ar pergont vloaz tremen, kaset gant ar vuhez gant o spi en un dazont skedus a oa deuet da wir er vro-se.
Ar c’horf a chomfe hiviziken digenvez er vered, an den o chom bev ganimp-holl da viken.