kabellig ruz 3

Va frederiadennoù eus ar mare a ya gant ar sorbienn bobl rizh n° 333, The Glutton, hervez rummata Aarnes ha Thompson en o levr The types of the folktales, adembannadur, Academia Scientiarium Fennica, Helsinki 1981.

Ne c’hallan ket koulskoude na menegiñ Le petit Chaperon rouge deuet e gouloù e 1696 dindan bluenn Charles Perrault en e levr Histoires ou contes du temps passé avec des moralités, ken brudet eo skridoù al levrig-se.
Padal eo anavezet fall tre skrid Perrault a zo bet malet hag advalet, dreist holl adal an naontekved kantved, pep hini o tegas kemmadurioù ha reizhadurioù bern-war-vern.
Maladur lennegel Perrault, a gavan brav tre evel m’ eo bet skrivet, a dalvez ar boan bezañ lennet. Kinnig a ran deoc’h teurel ur sell ouzh an destenn orin amañ.

Ar sorbienn bobl zo bet embannet un tregont maladur bennak anezhi dastumet war diriad Frañs e diazad al Liger ha Norzh an Alpoù, ugent anezho ne zeuont ket eus maladur Perrault.
Ar re a zo bet dastumet adal derou an ugentvet kantved a zeu holl eus Perrault.
Dastumet eo bet maladurioù en Alpoù italiat ivez.
Kit da welout labourioù Paul Delarue evit muioc’h a stlenn.

Ar maladurioù kavet en embannadurioù ar Breudeur Grimm, Kinder und Hausmärchen (1825) a zeu eus sorbienn Perrault. Ouzhpennet eo bet ar chaseour a zieub ar vamm-gozh hag ar plac’h diouzh kof ar bleiz, hag un eil kejadenn gant ur bleiz all a vo trec’het gant ar plac’h skoazellet gant he mamm-gozh. Ar maladurioù nemetañ dastumet en Alamagn eo, a zo bet dastumet digant ur vagerez bet e Frañs. N’eo bet miret nemet ar furm pell diouzh hini Perrault en embannadurioù diwezhañ ar Breudeur Grimm.

Ret eo derc’hel da soñj bepred ne anavezomp nemet ar pezh a zo bet dastumet ha dre ar furm roet d’ an danvez gant an embanner.

Ret eo derc’hel da soñj ivez ez on ur sorbiennour ha n’ eo ket un den a skiant. Ne ran ket ul labour reizhiadek. Ne sellan ket ouzh furm ar sorbiennoù hogen ouzh o danvez, pe da nebeutañ eo ar pezh a soñjan ober.
Al labourioù kaset da benn gant arbennigourion stummet er skol-veur gall zo dudius-tre. Degas a reont ur bern danvez, hogen e mare pe vare e tistroont bepred e roudoù ar stuzegezh trec’h. N’ int barrek da welout an aliesañ en arz pobl nemet danvez d’o studioù hag oberennoù dister. C’hwitañ a reont alies war an danvez.

Da genderc’hel…

Un nebeut stlenn war va sorbiennoù ha war doare va sorbiennañ ha va sorbiennouriezh a vo kavet en notennoù Sorbienn ha kevredigezh, embannet e-barzh ar gelaouenn Aber, niverenn 19, nevez-amzer 2005. Ne oa nemet un derou ha ne chom nemet un derou. Adkemeret war ar bajenn-mañ.

kabellig ruz 2

Le retour des fleurs, kavet e-barzh Histoires merveilleuses des cinq continents gant Ré ha Philippe Soupault, Seguers 1975.

Gwechall gozh e oa bleunioù kaer e pep lec’h, ha laboused a oa dudius o c’han, hag amprevaned a oa bleunioù bev, ha gwenan a roe d’an dud ar mel dous.
Ur wech, ar galloudusañ sorser zo aet kuit da venez uhelañ ar vro ken dilaouen e oa gant an dud na baouezent ket a emgannañ. War e lerc’h eo marvet ar bleunioù. Al laboused, an amprevaned, ar gwenan zo aet kuit da heul. Setu an istor a lavarer er boblad-se.
Ar vugale a blij dezho an istor hogen deuet en oad e lavaront ned eo nemet ur vojenn da ziduiñ ar vugale.
Ur paotr avat a lavar pa vo bras ez ay da c’houlenn digant ar sorser bras reiñ d ‘e vro ar bleunioù a-nevez. An dud a ra goap anezhañ.
Deuet en oad ez a kuit ar paotr. Kavout a ra ar menez, kavout a ra an tu da bignat betek an nec’h. Aze eo sammet gant un dorn diwelus hag en em adkav e bro ar bleunioù gant ar sorser bras.
– Tizhet on bet gant da fiziañs ha da galonegezh. Kemer kement a vleunioù ma fello dit. Lak anezho war ribl al lennoù, a-hed ar sterioù, er c’hoadeier. An avelioù a zeuy eus an norzh, eus ar su, eus ar reter hag eus ar c’hornog, ganto e kasint ar glav, ar vleunioù a gresko hag a baoto dre ar vro.
Ne ran nemet un diviz, ma fell deoc’h e chomfe ar bleunioù e vo arabat deoc’h en em gannañ ken.
Ar paotr zo distro gant ar bleunioù, anvet eo bet da benn ar vro hag adal ar mare-se n’eus bet na emgann na dabut er vro.

Evel er vojenn sinaat, Loar hag Heol, an istor lavaret gant an dud zo meizet evel handerc’had. Ar werc’helezh zo ar vro krin, divleunioù.
N’ eus nemet ur paotr evit krediñ e c’hell kened ar bleunioù bezañ gwerc’helezh, hag e ray pezh a zo ret evit degas ar gened en-dro, en ur zegas war un dro ar peoc’h.

En div vojenn hon eus ur bed aet digened ha diaes da vevañ. An dud a zegemer an darvoud evel lod didec’hus o gwerc’helezh avat. N’eus nemet unan (lakaat a ran ez eo an div blac’h daou du an hevelep tudenn er sorbienn sinaat) a gredo er gened dispaket en istor, en handerc’had, hag a lakay ar gened da vezañ en-dro.

Da dostaat eo ouzh beuzadeg veur ar Bibl pe ouzh an holl vojennoù savet da gadarnaat stuzegezh ur gumuniezh tud. Ar stuzegezh-se zo mad kaer an holl savet da heul amzerioù teñval da zegas en-dro doareoù brokus ha kenedus. Ar gened a oa anezhi a-raok an amzerioù c’hwerv. Perzh anienel eus mal-den eo.

E degouezh ar vojenn sinaat n’eus nemet un nebeut gerioù a ro da gompren ez eo prest an div-blac’h da oberiañ evit ar gumuniezh, da ensammañ roll Heol ha Loar ha degas gouloù en-dro, ha kened. N’eo ket abeget steuzidigezh ar gouloù, ar stad c’hwerv, war-eeun d’ an dud evel er vojenn aostraliat.

Roñflez ar sorbiennoù, pe an euzhvil, ar sorserez, an diaoul, zo aze er mare ma c’hell ar benndudennn mankout war e zenelezh, koll e stuzegezh ha kouezhañ er varbariezh, en deñvalijenn, pe er sodell.
Er vojenn aostraliat avat eo an dud o-unan dre o emzalc’h a gouezh en deñvalijenn, a goll al livioù, ar gened ha c’hwekted ar vuhez, a zistruj o denelezh dre en em gannañ diastal. An dudenn hud, ar sorser, zo madelezhus.
Er vojenn sinaat steuzidigezh ar gouloù, ar vuhez en deñvalijenn zo handerc’het e stumm Loar hag Heol lonket gant ur roñflez. Un doare da bellaat atebegezh an dud eo.

An dud beuzet en deñvalijenn pe en ur bed hep bleunioù zo tud kollet ganto o stuzegezh, divarrek da adkavout penn an hent d’ ar gened o deus argaset eus ar beziadoù.

En div vojenn e chom an dud en ur saviad reuzeudik o nac’h gwerc’helaat ar gened endalc’het en handerc’hadoù. Soliañ a reont war an dremened pa sell ar vugale, an harozed, ouzh an dazont.

Degemerout da wir bater sodelloù ur stuzegezh toc’hor zo klet ha komprenadus ha krediñ en un dazont gwelloc’h zo tra nemedennoù.
Ar mojennoù-se avat a hañval hetiñ e vefe troet an dud da soñjal e c’hell eskoriñ ar gened, ar rezid er bed ha n’eo ket hepken en handerc’hadoù…

Da genderc’hel…

ha piv eo Kabellig ruz ?

Gwechall gozh eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez hag abaoe eo gwisket ar bed gant teñvalijenn. Ar spezoù a noaz ouzh an dud hag ar vuhez zo c’hwerv.
Setu a gont ur vamm d’ he ziv verc’h.
An div-se a blij kalz dezho an istor a lavar pegen brav e oa sked an heol hag al loar, pegen plijus ha kaer e oa ar bed goulaouet ganto ha pegen eürus e oa an dud. Soñjal a reont e c’hallint dont da vezañ Heol ha Loar d’o zro ma labouront aketus ha ma vezont brokus.
Siwazh ar roñflez a lonk o mamm hag a zeu d’ o lonkañ.
Skeiñ a ra ouzh an nor.
– Ho mamm zo distro. Digorit an nor.
– Diskouezit ho torn dre an toull e-barzh an nor, a c’houlenn ar c’hoar henañ.
– N’ hoc’h ket hor mamm. War vizied hor mamm n’ eus ket a wad.
Ar roñflez a dremen he dorn el ludu.
– N’ hoc’h ket hor mamm. War vizied hor mamm n’ eus ket a ludu.
– Mar befe hor mamm e vefe tremenet dre an toull er voger, eme ar c’hoar yaouankañ.
Ar roñflez en em sil dre an toull hag a ya en e c’hourvez war wele ar vamm.
– Da biv eo dont da gousket ganin fenoz ? Ra walc’ho he daoudroad !
An hini yaouankañ a lavar eo he zro, ha goulenn digant he c’hoar henañ kempenn he daoudroad.
Ar c’hoar henañ a walc’h he daoudroad gant kaoc’h yer rak skrijañ a ra ar roñflezed ouzh ar c’haoc’h yer.
Klemm a ra an hini yaouankañ. Ar roñflez a c’hourdrouz. An hini yaouankañ a ya da gousket gant ar roñflez.
Ar c’hoar henañ a stourm ouzh ar c’housked. Trec’het eo avat.
Dre he huñvre e teu ur c’hozhiad gwisket gant ur vantell blouz da lavarout dezhi eo dellezek a vezañ Heol.
Dihunet eo gant trouzioù chaokat.
– Petra a zebrez mamm ?
– Piz, bet roet din gant da eontr, a respont ar roñflez.
Un dakenn wad a gouez war fri ar plac’h. Sur eo bremañ he deus ar roñflez debret he mamm hag emañ o tebriñ he c’hoar.
Kalon he c’hoar a gouez tost outi. He dastum a ra en ur pezh lien.
Klask a ra un tun evit tec’hout.
– Mont da staotañ a fell din mamm.
– Staot e lost ar gwele.
– Ha Doue ar gwele ?
– Staot en oaled !
– Ha Doue an oaled ?
– Staot a-dreñv an nor !
– Ha Doue an nor ?
– Kae da staotañ er-maez ha distro buan da na dapout anoued !
Er-maez e kej gant ur c’hozhiad damheñvel ouzh hini he huñvre. Diskouez a ra dezhi pignat ouzh ur wezenn per a zo e-kichen ur feunteun.
Antronoz e teu ar roñflez da naetaat klopenn an hini yaouankañ. Gwelout a ra ar plac’h er wezenn.
– Petra a rez aze ?
– Dastum per a ran.
– Ro din unan !
Ar plac’h a daol a-bouez he nerzh ur berenn e-barzh geol ar roñflez a gouez damvouget. D’he feurlazhañ e sank ur skourr e don he zoull gouzoug.
Ar roñflez marvet a dro en ur bod spern ouzh traoñ ar wezenn.
Goulenn a ra ar plac’h ouzh ar c’hozhiad astenn e vantell blouz war ar bod spern ha neuze e c’hell diskenn.
– Tad-kozh, te hag a oar kalz a draoù, hag e c’hellez distreiñ va c’hoar d’ar vuhez en-dro ?
– Emañ kalon da c’hoar ganit ?
– Ya.
– Kae da gaout ar paotr-saout neuze.
Ar paotr-saout he c’has d’ ar paotr-houidi, ar paotr-houidi he c’has d’ar paotr-yer, ar paotr-yer he c’has davit ar mor. Treuziñ a ra 77 stêr ha 77 menez, ha degouezhout war ribl ar mor ma kav un touseg ramzel. Lonkañ a ra eviti dour ar mor ha tamm-ha-tamm e teu a-wel ar c’hoar bihan.
An div c’hoar a zeu da vezañ Loar hag Heol.

Diverrañ ur sorbienn sinaat «Origine du soleil et de la lune», Minjian wenxue, Beijing, troet gant Maurice Coyaud, «Contes merveilleux de Chine et des Philippines avec des haiku. De loin-3 P.A.F. 1980.

Ar sorbiennoù eus ar rizh-se zo bet tostaet ouzh maladurioù pobl ar sorbiennoù eus ar rizh «Kabellig ruz» gant folklorourion ‘zo.
Tennañ a ra kentoc’h d’ur gwengel ha gallout a ra bezañ tostaet ouzh ur sorbienn aostraliat a gont pezh a c’hoarvezas en ur vro hep bleunioù.

Da genderc’hel…