aon

An aon bras
trumm
diboell
kriz
ar goullo
pegoulz eo deuet
pegoulz eo aet
berr eo bet
e korn ar straed
e kreiz an noz
er vro dianav

aet eo

an noz
ar straed
an estren
a oa andon kened
er bed re strizh
dargouezhioù
a ziguzh
pezh a splann
a-dreñv andilested ar sodell
pezh a oa dianav dimp
an netraig
estlammus
dister
egin a vuhez

fest-noz

Noz eo.
War an tamm hent kozh aet da duva e kousk ar blenier en e garr-samm.
Pell, war ribl ar ster e sked gouleier ar greantioù.
Lezet ‘m eus war va lerc’h ar sonerezh.
Tud eürus o tañsal o buhez sioul ha didrabas.
Pep hini e huñvreoù, e ved en ur voestig kartoñs livet flamm.
Nag a draoù kaer, eeun, skedus, dastumet, sparlet e-diabarzh pep hinienn e tommder ar fest.
Hiniennoù a dro, a lamm, a dalm.
Hiniennoù.
Chadenn an danserion zo un handerc’hañ.
Unan mezevellus,
unan kompezus,
pell diouzh pep dislavar,
diouzh pep kenniñv.
Buhezioù sioul eston.
Keloù ebet.
Mat pep tra ?
Ya, mat pep tra.
Un diouer ?
Den ne oar.

hinnoal dirak al lann alaouret

Pa sellan ouzh ar geriadurioù leun a c’herioù nevez flamm, nevez moulet, glep o liv, ne c’hallan ket mirout ouzh an arvar a sav ennon.
Dre ziouer a obererezhioù e brezhoneg e tec’her en ur bed evel pa vije, ma handerc’her ennañ an obererezhioù dioueret. D’ ar gerioù e fizier an niñvañ int sañset ambroug, ezteurel, strujusaat ?
Gwalarn zo war hon lerc’h avat. Gaou daelerezhel ebet hep daelerezh.

Soñj ‘m eus eus ur bed nevez ma veze kalz gerioù a eskore, da geñver pleustradoù pemdeziek avat. Ne oa ket niverus an dud hogen niñvañ oa o femdez. Hag e ouient ?
Arvaroù ar pemdez, arvaroù an niñvañ a oa lod ar gerioù-se.
Ar pleustr a ziskulie ar mankoù, an hentoù bac’h. Un eztaol a oa, ur preder, ur c’hevredikaat, ur politikaat. Ar gerioù-mañ diwezhañ a glote gant armerzh ha leviadurezh ur geoded sioc’han, lu, hogen keoded. Ne oa ket un hekleviñ da gealioù amprestet d’ ar bed kozh. Nevez e oa an danvez, ar c’healioù hag ar gerioù.

Ar brezhoneg zo aet a-nevez da yezh un nebeut hiniennoù n’o deus amkan ebet paneve mirout o yezh pep hini en e vedig dre e gempenn e-sell un dazont huñvreet pe, dre e virout en ur stad truezus e-koun un tremened ken huñvreet all. Disveziat.
Frouezh labour tud o deus graet o annez er stuzegezh ren eo, un hollarmerzhouriezh bedel ampart da ziren kement obererezh denel d’ oberer armerzhel, dre sevel marc’hadourezhioù diouzh giz pep hini, folklor gaonac’h bepred nevesaet evit kaout gwerzh.

Penaos e c’hellfe e-kreiz seurt strouezh genel ur geriadur a vefe ur benveg pinvidik, gwelloc’h c’hoazh eget hini Vallée da skouer, o lakaat en amen d’ an holl pinvidigezh ur yezh vev ha n’ eo ket tec’hout e rediezhoù un dazont koumoulek hag un tremened ijinet ?

Penaos mont d’ ur vuhez vrezhonek ma vo lies a-walc’h an eskemmoù evit ma teufe ar gerioù da gaout danvez, da vezañ bev, da na vezañ nemet tra hiniennoù perzhek marteze hogen pizh, aonik rak ar bed a c’hallfe eskoriñ, gronnet e kambr o hiniennegezh evel ur c’hrennard a glever o lavarout me fell din bezañ me.

Sotonioù ? Gwir eo marteze. Bac’het on gant an hevelep diouer a niñvañ.

bleupadoù

Un dremmour, a oa ivez sorbiennour, hag a stumme sorbiennourion, en doa lavaret din, en un doare ameeun, ne oa ket diles din lavarout ar sorbienn Dent glas. Klevet en doa, eñ, en un dalc’h labour ambilhet gantañ, ur plac’h yaouank o lavarout ar sorbienn-se. Lavarout a rae e ouie hi diwar-benn petra e komze, pe kentoc’h ez eztaole gant he buhezañ plac’h du, paour, eus banlev Paris ar pep fromusañ eus ar sorbienn.
Pezh en doa graet, a soñjan, e oa personelaat ur sorbienn dre he stagañ ouzh an hinienn blac’h a oa dirazañ. Ezteurel a rae e deneridigezh ouzh e skoliadez, e esmae ouzh gwerc’helaat «buhezañ skouer ur plac’h du eus ar bannlev» deveizet gantañ.
Padal ne oa ket bet savet ar sorbienn gant ur plac’h eus ar banlev. Eskoret e oa en Afrika a-raok ar sklaverezh ha treuzkaset d’an inizi Antilhez. Aze e oa bet azasaet gant ar sklaved d’o saviad dre forzh bezañ lavaret ganto, ha neuze moulet e-barzh ul levr.
Azasaet, n’ eo ket ar ger reizh. Adganet, eskoret a-nevez eus un niñvañ a rae eus ar sklaved ur gumuniezh denion.
Pezh a dreuzkase an oberenn, n’ eo ket saviad an den-mañ-den pe ar plac’h-mañ-plac’h hogen ur preder hollveziadel, buhezañ darempredoù kemplezh un hinienn gant ur gumuniezh.
Pa ‘m eus adkemeret ar sorbienn-se d’ he lavarout e oan divarrek a-grenn da lavarout perak. Un niñvañ e oa, un ezhomm lakaat dirak an holl va c’havadenn.
Hag edon dizellezek, andiles d’ he lavarout peogwir gwenn, paotr, ha bet desavet digudenn gant va zud ?
N’ eo nemet dre forzh lavarout ar sorbienn eo deuet din un tamm gouloù war he danvez. Pa lavaran un tamm eo peogwir evidon n’ eo nemet un tamm bihan eus ar pezh a c’hell enderc’hel seurt oberenn.
Hag emañ danvez ur sorbienn treuzet ganti ar c’hantvedoù hag ar morioù el liamm angerzhek skoulmet outi gant ur plac’h yaouank, liamm a zo evit gwir handerc’had ar mestr sorbiennañ ?
Hag emañ er pezh a eskor eus pleustr hir ur sorbienn gant un den na c’hounez netra en afer nemet bezañ den ?
N’ ouzon ket evit gwir.

Degaset eo bet da soñj din an darvoud gant un darvoudig all. Un den a lavare din dodenn ur pezh c’hoari : ur plac’h a vev hec’h-unan gant he zad drammet. Lavaret ‘m eus : perak an diaoul ha da belec’h ez a an dud da glask seurt dodennoù…
Ne ‘m eus ket bet amzer da vont pelloc’h gant va soñj. Sañset e tagen ur pezh-c’hoari ne ‘m boa ket gwelet hag e oa kalz muioc’h a vugale e seurt degouezh eget na greden…
Marteze eo donoc’h eget an dodenn danvez ar pezh c’hoari, padal eo ar pezh a zo lakaet en a-raok gant ar bruderezh, ha war ar c’heloù-se eo, ar bruderezh-se, ez ay an dud da welout an arvest.
Ma ne ra ar pezh-c’hoari nemet diskuliañ pe deskrivañ seurt degouezhioù hag eo un oberenn, hag eo pezh a c’hortozer eus an arz ? Ha n ‘eo ket kantañ an dud d’ ur sell kantaezel war ar bed ? Ha n’ eo ket tec’hout rak ar barregezh o deus an holl zenion da grouiñ kened ha da welout en tu all d’ an dremmwel ? Ha n’ eo ket kouezhañ en trap a c’hoarvez gant sevel ul ludresadenn eus an dud a c’houzañv destuziadur an urzh armerzhel a ren war hon bed ?
Feukañ an dud gant sioù lakaet da sioù hollek, rizhek, a-ouenn, an dud aberzhet gant ar frammoù armerzhel o ren, ha n’ eo ket reiñ dorn d’ ar stuzegezh ren ?
Moarvat eo gwirion ar skouerioù dibabet, n’ int nemet hanezennoù avat. Ne dizh ket ar sell mont pelloc’h eget an trivli. Kemer a ra perzh e krouidigezh mojenn anstuzegezh an dud reuzeudik, livet evel tud bresk, feuls, gouez, laouen gant saviadoù truezek.

Ar sorbienn Dent glas zo kalz ledanoc’h e zanvez eget ur plac’h debret gant un diaoul. C’hoariva zo kalz muioc’h eget handerc’hañ gwalleurioù.
N’ eo ket kentelioù a zo da zasparzhañ dre an arz, na geleier, hogen binvioù hollvedel, ha n’ omp ket prest war a hañval.
Ha perak e tibunan seurt aridennad bleupadoù ?

nevezamzer

Roudennoù douar glep ar stlejerioù a bep tu d’ ul letonenn a sank dindan gwezh dizelioù an div c’harzh.
Gwagennoù berr filiped a dreuz an hent strizh a bign.
Ar vilin gozh a sav sonn ouzh an oabl digoumoul.
Fresk an amzer.
Brini direnket a daol o c’hri er gwez war vevenn ar park.
Kreskiñ a ra an ed, berr evit ar pred, ha glas un estlamm.
Tiez bihan ur gêriadenn war dorr Talar Breizh a spurmanter en tu all d’ul linenn gwezh louet.
Ur vuoc’h a vlej a-bell.
Ur c’hi a harzh ur respont tu bennak e porzh un ti-feurm.
Un ti-feurm ? Nage !
Unan eus chas al lodennaoueg nevez annezet eo.
Unan eus al lodennaouegoù a c’hronn ar gêriadenn aet da vannlev ar c’hêrioù bras.

Ne vern, n’eo ket pell an nevezamzer.