diwrizienn

Gwriziennoù tev
fin ha niverus
rouedad kuzh
a en em sil
a sun
a vag
a ra d’ ar wezenn greskiñ
sevel d’ an neñv he skourroù
he deliaoueg fonnus
a led un disheol hinon
freskijenn kreiz an hañv
disglav kreiz an arnev
a sked he liv glas
glasvez flour d’ al lagad.

Gwezenn diwrizienn
e led an den neudennoù e handerc’hañ
dre stignañ rouedad ar gerioù
gerioù ur yezh
bout deberzhek
dargouezh estlammus.

netraigoù

Bugale
ur morad
a grimp
war va daoulin
war va divskoaz
stardañ
briata
klemm
c’hoarzhin
pokat
a reont
kompren
gwelout
merzout
klevout
a glaskont
laouen
ar pep pouezusañ
ar pep dianav
int
kalz pinvidikoc’h o c’hoari eget labour forzh piv
netra diogel avat
arvar
dre vout
netraigoù
un hollad
dirakweladus

arz, arzour ?

Diforc’hañ an arz diouzh kalvezadoù nevid an arz.
Diforc’hañ mirdi ha diskouezadeg.
Diforc’hañ kalvezadoù ar mirdioù, bac’het, urzhiet, diouzh kalvezadoù kevredikaet dre o eskoriñ, o c’henderc’hañ, o ferzhiadur en niñvañ, dargouezh diziwezh.

Petra a c’hell bezañ un «arz eskoriñ», parzhiat en niñvañ, disoc’h pe andon un taol nit,e-kichen nevid an arz, an arz kalvezad a chom e-par an oberiañ, a zo frouezh ha skor an ensavadurioù a ver ur Stad, a derk un tiriad, a zo ensavadekaat hag urzhasaat ar galloudoù kevredigezhel (politikerezh, armerzh, stuzegezh) ?
Arz bev a zlefe bout niñvañ, digor, kehentiñ, kelaouiñ, kevredadikaat ha n’eo ket berzañ, bevennañ, dispellaat, ren.
Hag an arzour zo un den dalc’het gant e ober arz nemetken ? Ne c’hell ket bezañ arz un arbennigiezh, un arbennikaat. Arzour a vicher a savlec’h an arz war dachenn an oberiañ hag al labour. Alese e teu an arz ensavadekaet da vezañ dre arc’hwel dispellaus, strishaus, anrezidek, ur vicher a genderc’h kalvezadoù.
Un den da vezañ arzour a rankfe bezañ brokus, reiñ tammoù eus e vuhez d’ an hentez. Tarzhañ ar sodelloù, an harzhoù, ha n’ eo ket dastum ur glad e rankfe ober. Digor war un dremmwel, war liested ar pred e rankfe bezañ, tostaat ouzh an nit, ouzh an na vout. Ne c’hell ket bezañ ul labourer gant ur roll labour, ur gopr, un anv hag ur skritell, hogen un den a embreg ar rezid.

Soñj a zeu din eus ur frazenn lennet pell ‘zo a-zivout an emsaver… Ne vale ket gant un aoter digor en e zorn hogen bale a ra war zremm an aoter en arvar a vezañ troc’het e daou da bep kammed.
Evel ar furlukin a gerzh war ur gordenn stignet etre daou doenn e c’hellfe bezañ ivez, degas a ra d’an dud danvez da embregiñ o rezid pe d’ e spurmantiñ, d’ e glevout, (dezho da gemer penn an hent) dre lakaat en arvar sodelloù e vuhez.
Mar pella diouzh ar gumuniezh tud ma vev, da ziwall glanded e arz, pe ma labour eviti, e teu da vezañ ul labourer boutin, hinienn a c’hounez e vevañs, emgar, dornwezhour ampart, estlammus e genderc’hadoù zoken, hep arz na rezid avat.

loen teneraus

Dallus
ar bleunioù gwenn
boked ledan
a adsked gouloù an heol
nadozioù tan lemm
kurun ha taran
buhez nevez
digabestr
kroc’hen flour
frond mezevellus
a sav uhel en oabl
a hollvriat
a zoug
a lusk
a had
ha neuze a varv
betek un nevezamzer all
trovezh
bepred adkroget
bepred heñvel

karc’har an hengoun
drouziwezh mab-den
loen aonik
ken tener
en e aner.

dispriz

Beure mat
e krog ar brezel
dre zindan
kuzh
taer
dispriz an unan
dispriz ar re wan
ar gozhni
ar c’hleñved
ar re sioul
a ren o buhez
e disheol tourni ar bed
preizhoù
ar re gadarn
ar re asur
a ren
sonnet o mennozioù milvloaziek
kealioù tasmant
ludu
kaset gant avel
ur brizhistor
aner