chañs

An den
a anavezan ken nebeut
a gejan
a-bell-da-bell
a vod tud all
eveltañ

den dazont
den ar pred
den netra
buhez ha netra ken

estren nes
dianav din e gurioù

digor d’ ar bed
skor pep hini
skor pep huñvre
pep youl
astennet e zorn
d’ ar re en amzivin
d’ ar re er boan
paotr an niñvañ glan

dre be wir

Dre be wir e varnan me un den ?
Skañv an elfennoù a zo e’ m c’herzh.
Ne denn a-wechoù nemet d’ un emzalc’h,
d’ un nebeut frazennoù,
d’ un doare da lavarout.
An doare lorbus-se da gomz.

A-walc’h da ‘m lakaat da bellaat diouzh tud speredek,
brokus a hent all,
nemet peogwir ez eont gant ur c’hoari a varnan diziles,
na petra ‘ta.
Diaes din asantiñ ouzh savelennoù un nevid,
un touell evidon,
steuziadur an niñvañ,
ren ar sodelloù,
dizenelezh.

N’ on ket madelezhus.
Eus ar priziusañ,
eus an estlammusañ on gwarizius.
An techoù a dremenan da dud ‘zo
n’ int ket avat eus ar seurt sioù a ra eus an dud mistri,
dister, ha koulskoude otus.

Follentezioù brokus ez eus
ha reoù marvus,
divent,
paour,
da vastañ ouzh ezhommoù pizh un den
a ziviz piv zo dellezek a vezañ.

Steuziet ar politikaat ne chom nemet hiniennoù,
chas tasmant a hent ur bed aet da ouez,
pep preder war dec’h dirazo.

arsav

Gortoz ur bus na zeuy ket
gant un hent n’eus ket
tud a dremen
madelezhus
brokus
seven
a ginnig o c’harr
evit ur pennad hent
berr
gwalc’hus
ho leuskel a reomp
pell pe belloc’h
gant o hent
a gas
gant an hent bras
anavezet
dereat
d’ ur vro marilhet
er gartennaoueg meur
hollveliek
ha gortoz a reomp
c’hoazh ha c’hoazh
ar bus
diniverenn
kaboset
poultrennet
a zeuy
da seveniñ an hent
gant an holl dud dilezet
pignet e-barzh
paour
laouen
da seveniñ
e penn an hent
ar vro
na oa ket
ha trugarekaat an hiniennoù
evit o fennad hent dall
ha c’hwek padal
flour
andorenn livet flamm
da c’hortoz
ar vro
an hent
ar bus
na zeu ket

hi

Tud
degadoù
kantadoù
skeudennoù
filmoù
prezegennoù
banneoù da lipat
tammoù da zebriñ
mignoned
kenlabourerion
anaoudegezhioù
tud plijus
skor ur vuhez
ur vuhez leun
ur vuhez vrokus
ur vuhez eürus
hi
son
digenvez
kollet an tamm eus e vuhez
goulli
ken nes
ken c’hwek
ken pinvidik
hi
mut
o dioueriñ an tamm buhez aet diganti
o kregiñ start en tamm a chom
a ranko bezañ eñ hag hi
betek ma trec’ho ar vuhez a-nevez
an hini ma oa eñ lodek enni
buhezañ a zo ret
a zo kriz
a zo flour

kinkladur

E Frañs, Stad meurdezus, e saver un doare filmoù skinwel a c’hellfe bezañ anvet muntroù hon proviñsoù kaer.
Da bewech e talvez ur c’horn-bro diforc’h da ginkladur d’ur steuñvenn film polis.
Ne zesker netra diwar-benn al lec’h pe tud ar vro. Ar skeudennoù n’int nemet dafar da handerc’had ar filmaozer.

Jacques Demy pa sav Lola ne ro ket keal eus ar pezh ez eo Naoned. Reiñ a ra korf d’un ober renet en ur gêr a zo un heklev eus Naoned, pe kentoc’h Naoned a zeu da vezañ handerc’had ar filmaozer. E degouezh Demy eo kaer ar film.

Naoned a oa evidon ur gêr bev, buhezet. Da bep kammed ez adkaven kammedoù ar re a oa tremenet araozon hag a oa c’hoazh bev evit un nebeut. Hanezennoù farsus va mamm you, ijinet, distummet, dezerc’het, evel Napoleon III e straedoù Naoned bet gwelet gant he mamm.
Ar c’harterioù oa ganto un douaroniezh bev, un istor bev.
Kemmet e oa bet ar gêr a dammoù bihan, treuzfurmet gant tud a veve er gêr-se, a vuheze ar gêr-se. O fal a oa en o ober.

Hiziv an dud a ra Naoned zo estrenion mik, ha pa vefent ganet en Naoned. Tremen a reont, netra ken, ar gêr zo evito kinkladur d’o hoali digenvez.
Heñvel eo buhezioù an dud-se ouzh ar filmoù savet evit arbennoù diavaez d’ ar pezh int sañset ezteurel, an aliesañ o amkan zo moneiz, gounid, helv.

Tu zo da soñjal ez eo ar filmaozer, evel an tisaver, ul labourer da gentañ penn a labour evit kenderc’hañ e vevañs. Savelañ a ra e veved.
Padal, un tisaver evel ar filmaozer a zlefe kenkoulz bezañ un oberour, niñver da gentañ penn, un den. Obererezh an daou-se zo kemer perzh en eskoradur ar bed bepred nevesaet, kenderc’hel hon denelezh. Bediñ zo niñvañ a-raok labourat, buhezañ gant tud ur gumuniezh.
Bez o deus an daou da vezañ gwastadourion ha n’ eo ket kalficherion, rouzmouzerion dibistig.
Mar troont da labourerion e strishaont o obererezh d’ o beved. Kement a douchont a dro da zafar da bourvezañ o bevañs etre daou benn o buhez. O c’hadouriezh zo hini ar gellidourion a gav doareoù da c’hwezhañ talvoudegezh eskemm ar pezh o deus da ginnig evit daspugn muioc’h.
Pep keoded a dro da ginkladur o emgarantez. Krouadurioù marvus n’ int ken. Ne lezint war o lec’h nemet arhentoù loenel o devo talvezet da enlouc’hañ o ziriad, a vo diverket gant ar re a zeuy war o lerc’h.

Poblañs Naoned a ya d’ un dastumad hiniennoù n’o deus istor ebet. Steuziet eo ar geoded. Krignet eo kêr evel un tamm bara divlaz gant tud a zo war glask anaoudegezh, brud.

Hag ez eus c’hoazh denion, keodedoù ? Hag ez eus c’hoazh eus ar bed ?

Marteze n’omp mui nemet ganniaded filmoù beveziñ savet gant ar skinwel en enor da broviñsoù ur Stad meurdezus aet da venveg, pe da c’hoariell un nebeut hiniennoù diroll ?

Hag ez on diroll ?