Leviathan

Trellañ an den a sell ouzh lein an iliz
dismantr
kened an ikonoù duet gant an tangwall
digenvez an den
dismantr
poltredoù goullo al levierion
aner ar galloud
dismantr
ar pennadurezhioù en iliz veur
deoliezh
soubenn ar gerioù
dilhadoù cheuc’h da ziskouez
berniet evel kelien en-dro d’ur pezh kig brein
breinoc’h an traoù brasoc’h ar banvez
ne chom tra ebet
pistri ar moneiz
disleberiñ al labour
stourm gallus ebet
e don ar c’halonoù
ne chom nemet un elfenn a gened.

Leviathan, film gant Andrey Zvyagintsev 2014

arz, a youl vat

Pa ginnigan un arvest evit netra, pe evit ur priz izel, ez eo a-wechoù sellet evel diberzhek.
O vezañ ma c’haller ober eus ar pezh a ran ur c’halvezad arzel, ne vefe ket arz e-barzh ar pezh a ran peogwir ne c’houlennan ket ur gopr uhel a-walc’h…
Hag e vefe ar priz azon an arz ?
Ret d’ an arz ensavadurel bezañ ker, bezañ gweladus, degas ar selloù war an hini e brof d’ ar foran. Ret dezhañ bezañ a live gant al lec’h kemeret gant hon mistri er gevredigezh. Mistri a skrivan peogwir e renont war hon gwezhiañ, mistri peogwir e kenteliont dimp penaos ober.
Dre na vezañ gweladus a-walc’h, dre na glask dedennañ ar selloù, dre ar priz izel, ne vefe ket arz ar pezh a ran. Un diduamant e vefe d’ ar muiañ, un erlec’hiad d’ an arz.

Adal pe briz, adal pe furm, adal pe vent e krog an arz ?

Chalus eo. Bac’het eo an arz e-par an alvez aze. Muzuliadus e vefe an arz diouzh priz ar c’halvezad, diouzh niver an dud e anavez da arz e metou an arz ensavadurel, diouzh niver ha pouez kevredigezhel an arvesterion ? Degemeret e vefe da arz kalvezadoù o deus ar c’hementad danvez ha labour rekis, termenadur alvezel mar bez. Pouezet ha muzuliet e vefe an arz ? Neuze an arz ensavadurel zo marc’hadourez hepmuiken.

«Ar bloavezhiadoù labour a ‘m eus graet zo endalc’het en dresadenn-se», respont fentus graet gant n’ouzon ket pe arzour ouzh ur vaouez a gave dezhi ker ar priz goulennet diganti evit pemp munutenn tremenet d’ ober un dresadenn war un tamm doubier paper. Brabañserezh e oa, fent ? Un azon eus an arz ensavadurel a eztaole an arzour evit gwir. Unan eus an digarezioù-se da lakaat un urzhaz d’ ar bed da argas muiañniver an denion da yoc’h.

Ne gav ket din e vefe bezañt an arz e nevid an arz… Pe kavout a reer arz e nevid an arz evel forzh pelec’h all, ket nebeutoc’h, ket ouzhpenn.
Ne c’hell ket eskoriñ an arz eus al labour, rann eus ar gwezhiañ denel, padal ne c’hell ket dioueriñ al labour. Arz ne c’hell ket bezañ avat hep an oberiañ hag an niñvañ.
Pemp munutenn zo a-walc’h d’ an arz eskoriñ, ha devezhioù labour war un oberenn a c’hell lazhañ an arz.
Gauguin a lavare diouzh an oberennoù saloñs -« Flaer ar c’hwez zo ganto ». Mentet bras e oa al livadurioù-se ha peurlipet gant eurvezhioù labour diniver.
Livadurioù Gauguin a oa disprizet, ha brudet int bet ur wech aet e nevid an arz ensavadurel.
An arz a oa enno avat zo eskoret e lec’h all hag a eskoro da bewech ma vo lakaet ul livadur en ur saviad rezidek dirak an dud.
Den ne oar petra eo bet gwered an arz ganet e-serr livañ Gauguin. Anvuzuliadus eo, dizeskrivadus.
Er c’hontrol e c’haller sur a-walc’h muzuliañ roll atoradur ar c’halvezadoù deuet digant al livour gant nevid an arz ha gant ar stuzegezh ren.

An arz zo e lec’h all, dibriz ha divent.

arz, folklor

Komz a raen gant ur gorollerez diwar-benn al lec’hioù ma c’helled selaou flamenko e Sevilla.
Lavarout a rae e oa kemmet an traoù en ur ober dek vloaz.
Al lec’hioù ma emgave ar metou flamenko zo troet da stalioù ma tegemerer an douristed, ma werzher dezho labour arzourion ha keginourion dister, trawalc’h da hilligañ o c’hoantoù terriñ gant o femdez. Kinniget eo gant marc’hadourion a zo laosk ha gouzañvat o liammoù gant ar stuzegezh flamenko.
An arz pobl zo troet d’ur folklor evel c’hoarvezet en Europa a-bezh, dindan ar renadoù frankizour koulz ha dindan ar renadoù komunour.

Gant ar stuzegezhioù ren n’eo ket anavezet ar stuzegezhioù suj evel stuzegezhioù.
Talvezout a reont da vinvioù, da draezoù.
Diouzh un tu e talvezont da bourvezañ un diduamant goubarzhel dre un oberiañ alvezel war dilec’hioù ar stuzegezhioù suj. Diwarno e kenderc’her diduamantoù mat da gorvoiñ arvezioù lec’hel ha da zerc’hel un hiraezhiñ d’ un tremened steuziet da vat, huñvre kaer un oad aour mat da barañ ouzh reuzioù an dibolitikaat a zo gant gwiskadoù ar boblañs en arlez d’ ar stuzegezh ren.
Seurt gwezhiañ zo spazet diouzh an niñvañ a rafe dezhañ kenderc’hañ kalvezadoù barrek da aotren un nit. Chom a ra e-par an hiniennoù a zo o c’humuniezh hini ar stuzegezh ren.
Emañ ar c’henderc’hañ kantet d’ al labour. A-walc’h d’al labourerion war ar stuzegezh suj dastum dilec’hioù ur stuzegezh marv, un arz marv, da genderc’hañ kalvezadoù nevidus a denn kalz muioc’h d’ un isstuzegezh ren eget d’ ur stuzegezh diles.

An troc’h etre stuzegezh pobl ha stuzegezh uhel zo c’hoarvezet e diabarzh ar stuzegezh c’hall ivez, n’ eo ket en darempred etre stuzegezh c’hall ha stuzegezhioù arall nemetken.
Moarvat e klot gant eskoradur ar bed greantel ha gant koazhadur ar gwezhiañ denel da zachenn al labour a c’hoarvezas neuze.
Savlec’h ar renerion a zeue da vezañ e dalc’h beveziñ-kenderc’hañ ar stuzegezh c’hreantel.
Ar monedone etre stuzhegezh uhel ha stuzegezh pobl a zeue da vezañ didalvez ha moarvat e teue da vezañ ur skoilh d’ ur c’henderc’hañ peurframmet, koazhet d’ an alvez.
Souezh ebet e vefe eskoret ar renadoù hollveliour da heul diorreadur ar bed greantel.

Ar poblañsoù lec’hel troet da vevezerion a hevelebe o ezhommoù a-fet gwezhiañ denel ouzh beveziñ ar c’halvezadoù pourvezet dezho, direet int bet da vagañ o c’horf en ur bed na vestronient e nep doare. O stuzegezh sujet penn-da-benn ne roe ket tro dezho emouezañ e riskle o buhez e-par ar beved.
Skarzhet e oa bet an argerzh denel, an oberiañ, an niñvañ. E-lec’h bezañ perzhiat el labour, en oberiañ hag en niñvañ, da c’henel ur ober rezidek, ur bediñ, ar poblañsoù a yae d’ ur stroll hiniennoù o klask pep hini bastañ da ezhommoù bevedel : reiñ kletadurezh pemdeziek d’an tiegezhioù da ginklañ o annez, d’ en em glozañ en ur gweledva dinec’hus, personnel, dizezrann ha neuze diarvar.

N’ eus mui tro da geñveriañ e saviad ouzh unan all, ouzh ur skouer all, ne berzhier mui en un niñvañ. N’ eus nemet patrom ar stuzegezh ren, degaset eus an diavaez, sonnet.
Ne dalvez mui gwezhiañ an dud sujet da sevel ur bed nevez hogen da lakaat ar vuhez da badout, devezh-ha-devezh, betek ar marv. Ne chom nemet un asvan a vuhezañ.

Keit ma veze rusianekaet ar republikoù soviedel e veze amparet bagadoù folklorek e-leizh gwerzhet o c’henderc’hadoù er bed a-bez.

War-lerc’h steuziadur un oberiañ lennegel etre an daou vrezel, e tiwanas e Breizh ul luskad folklorek bras. Petra vern an arbennoù lakaet, klotañ a rae gant savlec’h ur stuzegezh suj war ziskar dirak ur stuzegezh ren he doa trec’het, war a seblante, war arvar ar varbariezh vrezhon.

Ar c’halvezadoù kenderc’het a oa diouzh ezhommoù nevidel, politikel ha stuzegezhel ar stuzegezh ren. An hevelebiezh zo mat evit ar sujidi, an istud. N’eus ket anv a stuzegezh evit dilec’hioù ur bobl aet da get. Dre vras e oa gwadet d’ an oberennoù arallstuz bezañ bet estreget diduamantoù a-viskoazh, ur folklor.
Evel ma c’hoarvez gant an holl stuzegezhioù suj dre ar bed e oa kouezhet ar oberiañ hag an niñvañ da labour na c’halle mui degas nemet un diduamant bevezet ken gant an henvroidi, ken gant an douristed.
Lakaet eo bet kalvezadoù ar stuzegezhioù arall da aspadennoù un tremened aet da get, ha lakaet da lod eus kenderc’hadoù un amzer teñval a oa ragistor ar stuzegezh ren. Gant an henvroidi o-unan ez ae d’ un amzer kozh teneraus da virout evel relegoù santel pe da ziverkañ hervez o savlec’h er stuzegezh nevez.

Evit un nebeut tud a binvidikañ o anaoudegezh eus ar stuzegezhioù-se ez eus un niver bras a dud a gouezh e trap an «hevelebiezh», ar «gwrizioù».
O c’henderc’hadoù zo savet e stern ar stuzegezh ren gant dilec’hioù livus ar stuzegezhioù kozh, pe e savont oberennoù giz gwechall gant binvioù ha dafar ar stuzegezh ren. O fal zo kadarnaat o bevañs er stuzegezh ren a zo mestr war o labour, o oberiañ, hag o niñvañ (mar bez) dre vestroniañ an holl frammoù stadel, tiriadel, armerzhel, stuzegezhel.

An arz n’eo ket endalc’het en ur furm. An arz a gaver en ur c’halvezad, n’eo ket frouezh youl un den. N’emañ ket en alvez.
Pegen mat e vo diouzh ur savpoent kalvezel ar pezh a vo kenderc’het gant tud barrek war o micher, pegen kaer e vo da lagad ar vreizhkarourion, ne ray ket da hollad ar c’henderc’hadoù peget outo an adanv «brezhon» bezañ un arz brezhon.
Ezhomm ez eus eus ur buhezañ klok ha ledan d’ an arz eskoriñ. E nep doare ne c’hell bezañ youl un hinienn pe ur stroll hiniennoù zoken.
An arz zo en tu all d’ ar c’halvezadoù ha d’ ar stuzegezhioù, o zrehontañ a ra.
Ret eo niñvañ tost ha sellout pell, ha n’ eo ket kenderc’hañ pe «produiñ» evit ober gant ur ger na vo morse un oberenn arz.

arz, traoliañ

An traoliañ zo ar pezh a c’hoarvez gant disoc’hoù an oberiañ, gant ar c’halvezadoù, gant pezh a sav mab-den dre an oberiañ d’ en em wareziñ diouzh an natur, diouzh trovezh ar beved.
Ar c’halvezadoù n’int ket distrujet dre veveziñ evel frouezh al labour.
Kenderc’hadoù al labour zo bevezet pe eskemmet diouzhtu da gadarnaat kendalc’herezh ar beved, derc’hel ar c’horf betek ar marv hag ober bugale da genderc’hel ar spesad.
Gant an oberiañ padal e venn mab-den troc’hañ gant e donkad loen, dre sevel ur padelezh endalc’het er c’halvezadoù e venn erlerc’hiañ an natur, pe derkañ an natur, pe argas an natur pell diouzh e bemdez, evit en em goudoriñ diouzh ar beved hag e drovezh ma vez pep den nemet un hinienn eus ar spesad paket en e drovezh hiniennel etre genel ha mervel.
War bouez ar c’halvezadoù-se e krou mab-den ur bed, ur stuzegezh, ar sevenadur hag an istor. Frouezh an oberiañ a dor tonkad ar beved. An den a bad en egor hag en amzer en tu all d’ an hinienn a zo bevezet gant ar spesad.
Gant ar buhezañ e kumuniezh, ar bout e-touez ar re-all, an arvariñ, e c’hounez an den e anv. E anv a zegemer e kement m’ en em ginnig e-touez ar re-all, ma kemer ar riskl da zegas un tamm dilested.
Perzhiañ en denelezh zo tarzhañ bevennoù an traezoù hag an hiniennoù.

Ar c’halvezadoù a steuz ivez. Uzañ a reont dre an arver a reer anezho. An traoliañ eo.
Mab-den en deus gounezet padout, hogen n’ en deus ket gounezet ar beurbadelezh.

N’emañ ket ar buhezañ endalc’het er padout. Ar padout a c’hell lazhañ ar vuhez.
Ar c’humuniezhoù tud a glask sonnañ ar bed dre sonnañ o c’henderc’hadoù, o lakaat da hollvedel, a zo en huñvre ar beurbadelezh. Bac’het int avat e bevennoù an traezoù hag an hiniennoù : berniañ kalvezadoù ha kretaat o beveziñ zo e-kreiz o gwezhiañ.
Ar bed n’ eo ket glad. Ar c’halvezadoù a ya d’ ober ar bed ne badont nemet dre en em ledañ, en em dreuzfurmiñ, uzañ ha nevesaat, dre ma reer ganto.
Diziouerus eo an niñvañ da reiñ gwerc’h d’ ar c’halvezadoù. N’ eus nemet dre arvariñ ar c’halvezadoù e-touez ar gumuniezh ma roer tro d’ ar buhezañ.

Ar c’halvezadoù arzel n’ int ket peurbadeloc’h, daoust d’ ar pezh a glask krediñ ar re a venn ren war ar bed evel ma vefe alvez.
Mab-den da gefleuniañ e zenelezh, e istor, ne dizh morse d’ar beurbadelezh. Padout zo un touell evit tud n’o deus ket fiziañs en denelezh, o deus aon rak o denelezh.
Ne labourer ket evit padout hogen evit bezañ e-touez an denion bremañ ha dre gement-se e padomp, ket evel hinienn hogen dre hon denelezh.
Ar c’halvezadoù arzel o deus ur padelezh hir hogen bevenet, traoliañ a reont. Dre forzh bezañ arveret ez eont da get hag e tistroont da zafar en natur, pezh a ro tro da galvezadoù all bezañ savet ha d’ an arz eskoriñ diziwezh eus gwezhiañ mab-den.
Ha ne fazier ket o vac’hañ an arz er c’halvezadoù ?

Klevout a raen un arbennigour poblek eus ar c’hehenti yoc’hek o «dezrannañ» ur sonerezh bet savet gant Mozart.
Arz eo bet ar sonerezh-se pa eskoras emichañs, an arbennigour avat a rae eus ar sonerezh-se ur c’halvezad bennak ha lazhañ mik a rae pezh a oa bet arz e-barzh. Kenkoulz en dije gallet komz diwar-benn ur c’harr pe toazennoù.
Dre forzh bezañ arveret eo distro sonerezh Mozart d’ ur c’halvezad boutin mat da ziduiñ, da lakaat tud stuziet da vezañ mao un tamm anezho, betek ma vo tud, sonerion hag arvesterion da lakaat arz da eskoriñ en-dro eus ar c’halvezad.

E pelec’h lec’hiañ an arz avat ?

arz, un toull er voger

Ar saoznegerion o deus klasket termenañ an arz ensavadel, pe an arz anavezet evel arz gant an oberour, an arvesterion, metou an arz ha nevid an arz.
Padal an arz zo a-raok ma vefe eus metou an arz, ha zoken, tennañ a ra da vervel e metou an arz.

An arz n’eo ket endalc’het en oberiañ, ezhomm en deus eus an niñvañ.
An arz zo da retvez un ober rezidek, un nit, na gaver ket e-par an oberiañ.
An arz zo da retvez ur c’halvezad digor, er-maez pep framm. Reiñ a ra tro da vont en tu all d’ al labour ha d’ an oberiañ. Reiñ a ra un digor war un dremmwel n’ eus ket c’hoazh anezhañ ha na dizher morse. N’emañ ket en alvez.
N’eo ket un dibenn hogen un derou.
Al labour zo da stern ar beved, an oberiañ zo da stern kenderc’hañ kalvezadoù d’ ar buhezañ.

An arz zo labour e kement ma vast da ezhommoù bevedel an arzour ha d’ e arval : boued, lojeiz, galloud.
Oberiañ eo ivez e kement ma vast da ginkladur ha terkadur tachennoù annez an arzour hag e arval d’ o wareziñ diouzh an natur. Labourer ha dornwezhour e vezer a-raok bezañ arzour.
Dre an niñvañ, dre lakaat e-touez ar gumuniezh e galvezad, e ro tro an arzour d’ an arz bout, eskoriñ ha nit.

Pegoulz e c’haller ober anv eus arz neuze ?

Soñjal a ran e skeudennoù ur film gant Raoul Ruiz, La ville des pirates eus 1983 (Kêr ar breizherion).
Skeudennet eo ur gambr, damdeñval a gav din. Dre ar prenestr digor e weler ar mor heoliet hag un tamm douar. Neuze e kroger da welout war ar mogerioù, a-dreuz d’ ar mogerioù, peurrest ar gweledva a oa un tamm anezhañ e toull ar prenestr. Steuziañ a ra ar mogerioù, ar gambr, ar bevennoù.

Setu moarvat pezh a c’hell bezañ an arz. An arzour ne sav ket un oberenn, disoc’h e wezhiañ n’ eo ket ur c’halvezad a arvester outañ gant an daoulagad nemetken. Toullañ a ra ur prenestr en ur voger dall a zo bevenn ar pemdez.
Gwezhiañ an arz zo muioc’h eget labour, oberiañ ha niñvañ.
Marteze e klask an arzour ur wezenn, un tamm aod, pe forzh petra all ha n’ emañ ket gwelet dre ar prenestr en deus toullet er voger dall, un dra na weler ket, hogen a glever e vezañs er pred ma seller ouzh ar pezh a ro dimp an arzour da welout e bevennoù ar prenestr en deus toullet…
Ar prenestr zo derou hentoù ma klask an arzour, ha ma ro tro dimp da glask, kalz muioc’h eget ar wezenn pe forzh petra all lakaet dindan hon selloù.
Arbennoù an arzour zo bezañt er prenestr, buhezel int, hag e roont tro d’an arvester da embregañ e arbennoù dezhañ, mui kement a zo bet embreget gant an denelezh adal e zerou, bennozh d’ ur prenestr toullet e moger dall ur gambr.
An arz zo er varregezh da reiñ un alberz eus liesselezh ar pred, eus liesselezh ar beziadoù.
Euladoù diniver zo bezoud an arz.
An arzour n’ eo ket ur skiantour, ne ziskouez tra a vefe endalc’het en alvez.

Pezh a glasker termenañ dre an arz ensavadel zo ur c’halvezad na dalv ket muioc’h eget an holl galvezadoù, na nebeutoc’h. Ne dalvez ket muioc’h eget ur gopr, bri, doujañs.

Pezh a skriv Saint-Exupéry e-barzh ar Priñs bihan zo flour : ne weler mat nemet gant ar galon. Ar pep pouezusañ zo diwelus d’ an daoulagad.
Padal ne bellañ ket seurt leterc’had diouzh ar c’halvezad, diouzh an alvez.
An oberenn en he fezh avat zo arz. Un toull a ra e-barzh moger al lennegezh, e-barzh ar metradoù karrez a lennegezh ha reiñ a ra tro da euladoù niverus bezañ.
Pouezus eo an toull-se evit d’ an dud pleustriñ o denelezh klok.

An arz ne c’hell ket bezañ meret, jedet, ur burzhud, ur prof eo, diziouerus d’ ober ac’hanomp denion. Pezh na vir ket ouzh e vezoud tremen dre holl arvezioù hon denelezh ha bezañ war un dro labour, oberiañ, niñvañ ha nit. Hep nit avat, hag e c’haller komz eus arz ?