paradoz ar c’hizier

a bazioù bihan-bihan ez a ar gazez kozh
kaoued he remm warni
war he lerc’h e steuz riboulioù mil anavezet
frond ha saour boued e asied
selloù diseblant ar gizhier amezek warni

gorrek
sioul
e treuz an hentig
rouez-rouez ar c’hirri
diarvar bezañ bouzar

en tu-all d’ ar c’harzh emañ bremañ er prad
disgwel er geotennoù uhel
aet d’ ur gridiennig
d’ un avelig lezirek
ne daol ket ar saout pled outi
mont a ra da c’hourvez
en ur bouchad geot sec’h
tommheoliañ
ur wech diwezhañ
foulinenn
munudig ha munudig
en em ro d’ an huñvre
ha mont dic’houzvez
da baradoz ar c’hizhier

kemm

Pa groger da grouiñ darvoudoù a gemm an natur, a drevez e argerzhioù, ne c’haller e nep doare distreiñ d’ur stad kent, pe zoken kaout levezon bras war an heuliad dianlenadoù a zo bet lusket.
An dud a ra kalz trouz en-dro da sturiañ an dazont ne reont seurt trouz nemet da gadarnaat o saviad renerion ha da zinac’h o atebegezh en heuliad an darvoudoù.
Pezh a c’hallfed ober a vefe en em glevout war emzalc’hioù boutin da heuliañ, en ur c’houzout ervat e vo dic’hallus lakaat an dud d’ober ar c’hontrol eus ar pezh a reont dre na reiñ dezho ar binvioù da gemm.
N’eo ket kempenn emzalc’hioù an dud da geñver heuliadoù dirakweladus a vefe d’ober hogen kemm o emzalc’hioù da geñver an amveziadoù o c’has da gemer riskloù arvarus evit an denelezh.
Keit ma chomo an dud dall war an hent kemeret a bell ‘zo e vo dic’hallus levezonañ heuliadoù dedaoladurioù o divizoù kozh.

télescopage

Lennet ‘m eus ur pennadig war Acrimed, les sondologues piliers de l’éditocratie, keit m’edon oc’h adlenn Hannah Arendt. Condition de l’homme moderne (The human condition 1958), ha ma oa anv er skingomz eus ur warell ramzel a rofe tro da welout en empenn traoù na oant bet morse gwelet c’hoazh.

E skrid Acrimed e soñjan ne c’haller ket komz eus kealiadurezh a-zivout ar sontadourion. Emañ an dud-se o gwezhiañ er stuzegezh ren. Darempredet o deus an hevelep skolioù, an hevelep metou, an hevelep embregerezhioù hag an hevelep tud. Aes eo neuze merzout er pezh a genderc’hont evit an araezioù kehentiñ yoc’hek (resisoc’h eget mediaoù arveret da heul ar galleg médias a denn da voutinekaat binvioù a zo pell a vezañ dinoaz) ne dalvez ar binvioù a arveront nemet da reiñ ur skeudenn eus ar bed a glot gant amkanioù piaouel d’ ar stuzegezh ren.
An dud-se zo hiniennoù o deus pleget d’ ur framm armerzhel na c’hell padout nemet ma ‘z eo divarrek an dud ennañ da welout pelloc’h eget ar sifroù.
An dud-se n’ o deus na amezeion, na vignoned, n’ emaint ket en ur gumuniezh denion.
N’ o deus ket amzer da goll, stummet int bet d’ ober berzh, hag evit ober berzh eo ret dezho daremprediñ pennadurezhioù ar stuzegezh ren, heuliañ sturioù ar stuzegezh ren.
Ma klasker o lerc’hiañ en driad «beved, alvez, buhez», n’ o deus ket kalz a vuhez. O dezevout, o gwezhiañ, zo e-par an alvez.
Ne c’hell ket bezañ e giz all.
Pezh a zo pouezus neuze n’ eo ket diskuliañ an darvoud hogen merzout ez eo un darvoud ha diorren ur pleustr all ha dezrannañ ar pezh hon eus ni lonket eus ar stuzegezh ren, ha kement-se adal ar gavell.

E-barzh levr Hannah Arendt e lennen: La conception astrophysique moderne, dont les origines remontent à Galilée, et qui met en question l’aptitude de nos sens à percevoir le réel, nous laisse dans un univers tel que nous ne connaissons de ses qualités que la manière dont elles affectent nos instruments de mesure, et, comme dit Eddigton, « nous connaissons les relevés, non les qualités. Les premiers ressemblent aux secondes comme un numéro de téléphone à un abonné». En d’autres termes, au lieu des qualités objectives, nous trouvons des appareils, et au lieu de la nature de l’univers – pour citer Heisenberg – l’homme ne rencontre que soi. »

Ar paotr er skingomz a roe pouez ha ment ar warell ha penaos e vefe gwelet traoù ken bihan ma ne c’hell den ebet o gwelout. An den a ouie en a-raok pezh e oa mennet da welout hag e welout a rafe dre hanterouriezh ur benveg savet da welout pezh a venne gwelout na welfe morse gant e zaoulagad.

An tri pennadig-mañ o deus da welout gant lec’h ar sifroù er stuzegezh ren, sifroù roet gant binvioù, n’ int ket muioc’h an natur eget ur skeudenn. Padal e c’hallo ar re a bleustr warno klask o gourlakaat d’ an natur ha d’ ar vuhez, betek ma klotimp holl gant ar skeudenn tres-ha-tres.
Un deiz e vo ganin tres dik va niverenn bellgomz hepmuiken, pe forzh pe niverenn gourlakaet din gant poellgor sturiañ an ijinenn veur.

azezet dirak un ael

azezet dirak un ael
korf mistr
sae eeun
dremm kaer
neuz ur plac’h
kuit a goantiri
emañ an egor a-bezh en he dalc’h
mouezh skiltr
flour
nemet an tamm buhez diziouerus
er c’hanañ
da na vezañ kalvezad glan
dalc’het on
en tu hont da ‘m buhez
spes o na vout
aezhenn er bed
e klevan
e-maez skiant
e-maez alvez
gourwag
isfont
skrin d’ ar vuhez

euzhvil Tati

Noziñ a ra. Emaomp staliet da gemer ur banne dirak ar mor, en ul lec’h a anavezan abaoe va bugaleaj. Ur gêriadenn war an aod, a oa darempredet gant labourerion Naoned ha Sant-Nazer.

Ur blijadur e oa bet din dizoleiñ skeudennoù al lec’h-se, hini vakañsoù bugale an tiegezh gant va mamm-gozh, aet da ginkladur gant Jacques Tati en e film Les vacances de Monsieur Hulot.
Un dizoloadenn e oa bet, ur gejadenn etre burzhudoù va yaouankiz ha tudenn ar filmaozer a oa e lignez filmadurezh frañses an etrebrezel, un dudenn vrokus o kemer warnañ an trubuilhoù da lakaat an arvesterion da c’hoarzhin ha da deneraat evel ma vefent gant ur mignon. Tudennoù ar film ha tudennoù va yaouankiz a oa en un bed.
Tati a ginnige ur bed evel ma tlefe bezañ, gant perzhioù a oa pleustret gant an dud vunut. War un dro e tiskulie an aozer mankoù ar stuzegezh nevez a daole muioc’h a breder gant an arc’hant eget gant ar vugale, a daole muioc’h a evezh ouzh an hini a gomz hag a babor eget ouzh an darempredoù etre an dud, ouzh ur bediñ da gas a-gevret, hag e tiskoueze spi e trofe da vat an traoù.

War an daol, war un tamm paper dasparzhet da vrudañ al lec’h e gounid an douristelezh, e oa ur skeudenn eus Tati eilpennet dirazon, ha tres an Aotrou Hulot sellet diouzh an tu gin a anade evel un euzhvil evidon, moarvat an hini skoachet e filmoù an aozer, hennezh a lavare Tati diwar e benn d’ an arvesterion : diwallit, marteze emañ ar bed e lec’h all, sellit diouzh tu an dud vunut, diouzh tu ar vugale, diouzh tu an huñvreerion vrokus…

War ur skeudenn, un dresadenn, ur voger, pe forzh petra a sellit outañ, pe a zo diskouezet deoc’h, ez eus bepred muioc’h da welout eget ar pezh a zo bet lakaet a-ratozh evidoc’h.
Filmoù Tati o deus ar puilhentez-se, hogen evit ar re na welont nemet ar pezh a zo goulennet diganto gwelout gant arbennigourion sirius ar filmerezh pe an douristelezh, n’int nemet kalvezadoù perzhek diouzh o savpoent, hini ar stuzegezh ren.