nemet ur banne

Eus al lec’h diwezhañ ma oa bet o labourat he doa degaset din ur voutailhad kognag.
Netra war ar skritell nemet COGNAC V.S.O.P.

Al liñvenn enni oa ganti ul liv aour kozh, teñval, dour-boull heñvel, ragarouez kevrinus.
Un drugar eo bet, plijadur al lagad, estlamm ar fronelloù, flouradenn an alkool tener.
Plijadur ur pok don gant un den a garer, ur pellaat diouzh kement trubuilh a zo er bed, ar baradoz war an tamm douar-mañ m’on bet kaset gant trepetoù ur vuhez dinoaz, divrud, distan.
Bez e oa unan eus an traoùigoù dister-se a laka da dremen holl drubuilhoù ha sotonioù ar bed, disterded an holl dud-se hon c’hemer ni an dud sioul evit sodion.

An heol e kreiz ar goañv a ra goap ouzh an deiziadur, ouzh keleier goullo ar skinwel.
Gant an died-se e oa peadra da vevañ hep tredan, hep ur pellgomz gra-pep-tra, hep helosk na garr.
Na gaer ez hañvale ar bed, na soutil ijin mab-den a-greiz-holl.
E lec’h ma ne welen nemet ur bagad azened edo skoachet a vil vern tud soutil, tud barrek da selaou, da brofañ kement a draoù prizius a virent kuzhet mat dindan ur sotoni pemdeziek.
Trugarez da saverion alkool bro Kognag. Eus o labour pemdeziek ez eskor arz ivez.

kurun

E-kreiz ar straed e tarzh ar c’hurun
Dic’halloud, divarrek ez an dirak ar re a gouezh, dismantret, en arvar, seizet.
Red an amzer a gas gantañ korfoù bev c’hoazh, kizidik, denion, va c’herent, ma mignoned nesañ.
Buhezet ganto kement ha kement, dilavar hag int o vont kuit, degadoù ha degadoù.
Lazhadeg euzhus ur bed dispi.
Skoazell me ho ped ! Tresomp d’hon jestroù un hent ra vint brokus ha resis, ra gendalc’ho ar bed,
ra vo nevesaet.

kaoc’h-ki !

Goût a ouzont ez eus ac’hanomp.
Ur bezañs dispis avat ez omp evito, Koc’hienn o oberioù meur, kramenn o c’horfoù glan, yac’h, kenedus, skeud o meurdez, kousi dizeur hogen didec’hus evel ma ‘z eo bet kelennet dezho.
Ken mezhus omp evito hag o c’haoc’h a argasont pell diouto, war-lerc’h bezañ kac’het e seier feilhañs gwenn-kann disaotr, war-bouez litradoù dour prizius, rouez, diziouerus dan denion ha dioueret gant milionoù a dud.
Ha dre forzh kac’hañ e seurt seier e c’hallfen kaout spi bezañ un deiz un den meur evelto ?
Poent din adkregiñ gant mont da blegañ e korn al liorzh evit mad an holl.

fistilh ar gwagennoù

Keuz ‘m eus da geleier skingomzet un amzer a zo bet. Keleier e oa, bet skrivet gant ur c’helaouenner ha lennet gant ur speaker (komzer, kinniger).
Ar pellder lakaet gant an dud a vicher etrezo hag an danvez kinniget, etrezo hag ar selaouerion a roe tro d’ ar selaouer ober e ziviz war an devoudoù.
Ar skrid a oa bet savet gant ur c’helaouenner a-vicher ha lennet gant ul lenner a-vicher, derc’hel a rae an dud-se war o mennozioù ha war o zrivliadoù evit kinnig ur c’halvezad.
Un nebeut pozioù imor a oa ivez, graet gant kronikerion pe vleinskridourion.
Fraezh e oa war be dachenn e komze pep hini.

Hiziv an dud a gomz diouzh ar beure war France Inter n’int na kelaouennerion, na komzerion, na kronikerion. Ambilherion skinkasadennoù int, pe marteze brizhdremmourion o tezerc’hañ un dudenn, hini un den a zo mignon ar selaouer o komz er skingomzer. Ne lakaont pellder ebet etre danvez ar stlennañ hag o zrivli.
Pa lavaran ambilherion eo faziek. Pezh a reont zo ledañ o imor war a bep seurt traoù, o savpoent hiniennel, pe o zrivli nemetken, kinniget evel un dezrevell feal eus an devoudoù. Ha gwazh a se d’ ar re n’int ket ali ganto.
N’eo ket kudennek. Ret eo gouzout avat hag e kinnigont ar pezh a reont evit ar pezh ez eo. Marteze emañ ar gudenn gant ar selaouer a c’hortoz kelaouiñ el lec’h ma kinniger dezhañ un diduamant.
Lakomp e vennfent kelaouiñ. N’ eo ket nevez o emzalc’h forc’hellek.
Soñj ‘m eus e oa bet aterset un den gant ur c’helaouenner eus Le Monde er bloavezhioù seikont. Ar c’helaouenner a oa o sevel ur pennad diwar-benn ar Mouvement breton. Ar c’helaouenner en doa heuliet e vennoz war an divoud hep menegiñ an elfennoù degaset dezhañ gant an den aterset, pe e oant bet distreset evit klotañ gant e soñj eleze brudañ tost an holl klichedoù endalc’het gant ar c’heal Mouvement breton d’ an ampoent, klichedoù eztaolet gant trouzerion ar Mouvement breton o-unan. Graet o deus berzh abaoe ha n’eus mui den ebet hiziv evit mont donoc’h war an danvez.

Diouzh ar beure-se er skingomz, ar saviad a oa boutin ha beleg iliz kefridiel ar c’helaouiñ yoc’hek a oa o tifenn e genseurted a-enep an diaoul Melenchon a oa bet o skrivañ an derc’hent war e vlog e soñj a-zivout metoù ar wask. An den taget ne oa ket bet pedet evel just pa oa anv da ziskar e savpoent ha d’ e ziskouez evel un diaoul.
Ne oa nemet un abadenn vantrus da veuliñ beleion ar relijion kefridiel, hini ur metou tud bet stummet en hevelep skol, o tebriñ en hevelep pretioù, o vevañ en hevelep karterioù, hini sternion vihan ar galloud, tud a gultur.
Politikerion, kelaouennerion, chobiznesourion ha biznesourion a vev kenetrezo. Un doare intelligenstia. Unan a zo politikour un deiz a vo patrom un deiz all, un all a yelo eus ambilher skinwel da bolitikour hag a-geveskemm… An disoc’h zo e vezont pep tra war un dro, ha diaes digejañ ar pezh a zo kelaouiñ diouzh ar pezh a zo moederezh pe kehentiñ en o c’homzoù.

Diwar vont, ha peogwir eo arveret alies ar gerioù-se gant an dud-se, e kavan ez eo diaes komz eus kevredigezhel keodedel war o divoud. Ur wir gumuniezh a amparont a c’hoarvez eus tud a zo war un dro politikourion, chobizourion, biznessourion, e berr komzoù iskefredourion o ledañ un iskealiadurezh eskoret eus ar stuzegezh ren.
Diaes eo lakaat seurt kumuniezh er gevredigezh keodedel p’ emaint an holl anezho un troad er politikerezh war o femdez. Diaes ivez pa hañvalont e giz-se en em hevelebiñ ouzh peurrest ar boblañs a zo ken pell diouto, int a zo ur benveg galloudus e yoc’hekaat ar boblañs dre an arver a reont eus ar mass media.
E pelec’h emañ ar geodedelezh ? E pelec’h emañ ar gevredigezh ? N’ouzon ket evit gwir kement e perzhiont da veskañ pep tra.

Aet on da lenn ar skrid kablus meneget gant ambilher France Inter.
Ne oa ket e prezegenn an ambilher un dezrann pe menegoù eus ar skrid. Ne oa nemet un eztaol eus e gasoni ouzh an aotrou Melenchon, savet diwar pesketañ un nebeut gerioù er skrid da vagañ e imor ouzh un den a lakae en arvar e gredenn.
Da’ m soñj ne gav ket paotr France Inter en defe ar Melenchon ur galloud bennak. E dagañ a ra peogwir eo digredenn da geñver e relijion. N’ en deus ket graet seurt prezegenn goullo da ziskar ar Melenchon kennebeut. Graet eo bet evit difenn brientoù a gav eñ hag e genseurted kaout a rafe anezho tud a-bouez, dreistdiraez, en urzhaz ar gevredigezh beveziñ a anvont a-wechoù republik, a-wechoù gwerinelezh.
N’int nemet furlukined ar roue erfin. O roll zo ledañ dre ar boblañs ar mennoz he eus ur pezh mell chañs da gaout tud ken speredek a ziviz eviti petra zo mat petra zo fall.
Trugarez vras dezho.

kletadurezh an islonk

Da azezenn en deus aloubet ar gador uhelañ. Pintet warni evel ur bugel lorbus a fell dezhañ e parfe warnañ an holl selloù e krog da zibuniñ e hanezennoù er parlant kozh, yezh e yaouankiz emezañ.
– Mose ‘veze lavaret du-mañ.
Hag an dud da estlammiñ.
– Va mamm-gozh din-me a lavare…
Tomm e ra d’ ar galon.
Digedigedi an amzer ne dro ket mui.
Klevet en deus ar c’hazh e oa ret en em zerc’hel dirak ar prezegenner da vezañ gwelet. Roueel ez a da ledañ ouzh e zaoudroad.
Hoalet eo an dud.
Gevier ar c’homzer zo gwirionez glan. An handerc’had zo trec’h. Ar sifelenn er siminal a dro da anduilhenn. Breizh zo ur vroad pinvidik he rannyezhoù disterañ.
Fenoz e kousko mat an dud war an divskouarn azen plantet dezho gant ur barzh ken koant he c’homzoù. Teneraet, sioulaet, dinec’het ez int, hael ha speredek an holl anezho.

enkrez


Pennfolliñ a ra. Hag ez a buan ouzh buan, mui ouzh mui, hec’h eñvor da get ? Hag e ouezo ober gant ar pellgomz nevez ? Perak eo chomet sac’het ar benveg kozh ? Mat e oa.
Hag he merc’h ? Petra he deus lavaret dezhi ?
Kavout ar ger kentañ, ar peurrest a zeuy da heul.
Ne zeu ket.
Petra he deus lavaret d’ he merc’h ? Perak ? Hag e oa gerioù drouk ? Hag e oa gerioù sioulaus ?
Ken klañv eo hi.
Nann. Ne adkavo ket. Muioc’h e klask, nebeutoc’h e teu…
Pe c’herioù ? A-bouez eo.
Chom sioul. Bezañ eeun tre.
Diskregiñ ha komz.
He dorn kozh zo war ar benveg, daeroù en he daoulagad.
– Alo, te eo ? N’ouzon ket mui…

engroez kreiznoz

 

 

 

 

 

N’eus ket pobletoc’h eget dezerzh ar vuhez
war ribl an hent hep penn na lost e tibun miliadoù a dud
hennezh a ra ur prof
hennezh a c’houlenn un aluzen
kalvezadoù a ya
kalvezadoù a zeu

ar re binvidikañ zo peorion truilhek ha pizh

ar re baour a brof teñzorioù
desket ganto reiñ betek mervel
morse ne c’houlennont
boas da c’hortoz ouzh an nor
skarzhañ a reont da sevel o zammig buhezioù
diazezad kaletañ d’ ur bed kaer

bed dianav da zifreterion ar c’hrouiñ
krouerion ar goullo
bevezerion lorc’hus

uvel ha kenedus eo an trehontiñ
ne grou ket
engehentiñ a ra
ne stur ket
skorañ a ra
frai kozh
disgwel
ankounac’haet
o tont dic’hortoz
trumm
digor
skor bresk
andorenn d’ ar buhezañ
disterañ e-touez ar re zister
denelezh enkorfet
e prof da gement hini e lec’h e kumuniezh an denion

aberzh

 

 

 

 

 

gwad en oabl
goulioù hir, ledan, skouadron skodoù tan war vann
tarzhet eus mil biz un dervenn divent sanket don er c’houmoul
sonn en edeier glas eston nevez diwanet
he c’horf beuzet en aour ruz he delioù
balc’h, uvel
aberzherez hag aberzhad a-unan

eilenn hag eilenn ez a ar gouloù da get
du-dall e vo a-raok pell