Sellout pizh ouzh pep tra ha gwelout kalz muioc’h eget an dra a seller.
Ar sell a darzho e mil sell all ha diouzh ret e vo unan anezho talvoudusoc’h eget pep tra.
Archives mensuelles : janvier 2018
gerioù uzet
Ar gerioù bravañ zo moarvat ar re uzetañ. Pezh o deus kollet e resisted o deus gounezet e kennotadur.
Reiñ a reont bod da spered an holl. Oberenn stroll int. Tostaat a reont d’ ar bennoberenn. Gounezet o deus o lod peurbadelezh, o lod hollveziadelezh.
Dibuniñ a reont istorioù estlammus, pep hini e hini da bep a ‘r selaouerion.
Kompagnuned ur vuhez, hag unan all en o raok, hag unan all c’hoazh, betek an amzerioù teñvalañ.
A-wechoù, ar gerioù nevez flamm a droc’h er yezh evel kontell ur c’higer, kontell ur surjian. Binvioù re lemm int c’hoazh. Didroc’hañ a reont pastelloù kig war ur c’horf bev evel ma vefe danvez diene. Ar re-se o deus da vale hir amzer gant o engehenter, kazel ha kazel, buhez ha buhez, dre hentoù ur gumuniezh a zenion.
Ar riskl zo bras e varvfent er-maez denelezh rak bezañ bet brezelourion pennek el lec’h ma c’hortozemp bugale karadek.
Petra a ouzon me a zivout kement-se ?
Kalz re nebeut ?